nou hag en traoniennou freskaet gand an avel-vor, mammou an ed ha mammou ar frouez ne ehanont nepred [1]. E-doug an holl vloavez ne baouezont a greski hag a zarevi frouez hag eostou. Ezomm ebet d’an den kleuza staoliou d’e loened ha sevel krevier. Gweladennet ne vez ket ar vro gant Giamos [2]. Ne astenn ket e impalaerded war ar rannved-ze, dianav enni yenien, erc’h ha riell.
Ker bras talvoudegeziou o deus dedennet du-hont abred tud eus pevar c’horn ar bed. Dont a rejont eus enez Kartara, eus an Afrik, eus enezennou mor ar Reter, hag en em veska e-touez henvroïz a oa bet ganet, war a lavarer, gand an douar evel ar ramzed. Di e tegouezas ivez, hep mar, bagadou deut eus ar vro-Wenn, ma kreder ez eo diwarno ar re e-mesk Iberiz a zo uhel o ment, melen o bleo, gwenn o c’hroc’hen [3]. Ha gand ar re-ze end-eeun ivez eman ar gwella boaziou.
Diouz ma lavar an Durdetaned, anezo ar re ouizieka eus an holl Ibered, Libus, Kempsos, Saepos, Iberos, Ligussos ha Draganos e voe anoiou ar c’houec’h den kenta a zegouezas eus ar Sav-heol war glann ar mor-Bras da zastum aour, arc’hant hag oc’hen. Diwar diskennidi ar c’houec’h-ze e voe c’houec’h poblad al Libuaned, ar Gempsed, ar Saefed, an Ibered, al Ligured hag an Draganed. Ambiarariz Galia (Ambiarari) [4] a zo ganto eul lavar a-rumm-da-rumm a-zivout Iberos. Lavarout a reont ez eo bet lazet an den-meur-ze er c’hoad a zo golôet gantan diou c’hlann an Arar, hag e teuas d’ar stêr hec’h ano eus breur Iberos en en veuzet en douriou anezi [5]. Sevenet ganto an diweza lidou
- ↑ Diwar-benn ar Mammou, Frazer, le Rameau d'Or, III (Cultes agraires et sylvestres), p. 215-269 ; Rev. celt., II.
- ↑ Ar goanv pe zoue ar Goanv. Diwar-benn klouarded an temz-amzer el Luzitania ha kened ar maeziou anezi, dreist-holl re Coïmbre (Konembriga e keltieg), sellout E. Reclus, Europe méridionale, pp. 930, 945-6, 962. Dismantrou Konembriga a zo bet kavet enno eleiz a enskrivaduriou kalz a anoiou keltiek warno.
- ↑ Silius Italicus, XVI, 471-472, Dottin, Anciens Peuples de l’Europe, p. 67.
- ↑ Glannidi an Arar », ambi- « en-dro da ». Arar pe Saukona « Saône ».
- ↑ Kenveria De fluviis, VI, 1.