rouantelez, an eil en tu-man, eben en tu-hont d’ar mor-Bras. Anat hel laka ar c’hanennou hag an danevellou am eus klevet ken e Galia ken en Iberia.
« Roudon eus an tu-hont d’ar mor, eme vammou Galia d’o bugaligou, eo ar maeziou bleunvek-se m’eman o c’hoari mibien an Heol. Eno e sav an ti tôenn-aour m’eman o chom ar bried anezan. E kibellou kelc’hiet-arc’hant ec’h aoz ar rouanez an dour-mel a vo evet gant kadourien an deiz. Bemnoz e teu da ehana war ar c’hlazenn marc’hekadeg vil-goafiek ar re-man. Senodonnos a ziskenn a-ziwar e garr lenkr-e-rodou, ledan-e-c’heo [1]. Disternia a ra dioutan ar jaoed. Hag, e-keit ha ma ’z eont, en eur c’houirinat, davet saout Grêna er pradou marellet a vleuniou hanv, e kouronk an doue er feunteun Iovenkisia [2] ma ’z eus seiz kelc’hiad gwez elo en-dro d’ezi. E douriou an eienenn e laosk e skuizder hag e vorc’hed. Gren ha seder adarre e teu-tre en e di hag e kemer etre e zivrec’h e bried yaouank. »
An eil Roudon a zo meneg anezi gant beleien ha roueed ar Gelted o chom e penn pella Iberia [3] :
« Roudon an tu-man d’ar mor, emezo, eo ar rouantelez bet savet war glan ar mor-Bras gant mibien Iberos goude maro o zad. P’edo e barr he galloud en em astenne adaleg Oestrumnis betek Tingis [4], hag e paee d’ezi enezennou ar Gwalarn, Iverio hag Albio, an truach en aour hag e sklaved [5]. »
Da zigemma ar rouantelez-man dioc’h eben e reont anezi « Roudon-he-nao-gouenn :
« Roudon-he-nao-gouenn, a alavaras d’in Lambros, mab
- ↑ D’Arbois, Noms gaulois, pp. 60-62.
- ↑ Rev. celt. IV, p. 391. Senodonnos « an Aotrou koz », D’Arbois, Noms gaulois, pp. 65-8.— *Grêna, iwerzoneg grian (gg.) « heol ».
- ↑ A-zivout Kelted al Luzitania lenn Leite de Vasconcellos, les Celtes de la Lusitanie portugaise in Rev. celt. XXIII, pp. 74-82 ; Religiôes da Lusitania, pass. Lenn ivez al leoriou hag ar pennadou-skrid meneget er Ia kevrenn ar Sketla, p. 148.
- ↑ Oestrumnis, ano rak-keltiek an Arvorig ; Tingis, hirio Tanger (Marok).
- ↑ Kenveria Dionusios Periêgêtès, gwerzennou 563-564.