Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/63

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

Pelendos, beleg-meur an Nemetated (Nemetati) [1], ez oa ar rouantelez m’en em unane ar wazed a ouenn-c’hlan gand ar merc’hed a ouenn dic’hlan evel ma ra ar chas gant na vern pe gïez. Ar rouantelez ez oa-hi ma pleustre enni ar merc’hed a ouenn c’hlan ar wazed a ouenn dic’hlan evel ma pleustr ar c’hïezed ne vern pe gi. Peur-ziskaret eo bet gand an doueed. An douarou anezi a zo bet rôet ganto d’hon tadou. »


Medua an Iberiadez [2].


War ar rouantelez-se e renas d’an diweza Medua an Iberiadez. Ha n’eo ket heb abeg ez oa bet anvet Medua [3], gant ker kaer ez oa he c’hened ma vezve diwarni ar baotred kerkouls ha diwar bïer pe zour-mel. Eno ez oa dalc’h he nerz, hag ivez en he strobinellou. Eun huderez dispar a oa anezi pa sente outi tan, mor hag avel. Bep bloaz e rae eul lidlazad da vammou an douar. Hag eul lidlazad disked n’oa ket hennez, o veza ma ’z oa hi eo a lazed. E kanv edo an holl vro. Hogen ne bade maro ar rouanez nemet berr-amzer. Adveva a rae eun nebeut goude, ha ganti ec’h adveve ar rouantelez. En deiz ma varvje da vat ar rouanez ez afe ar rouantelez da get [4].

Tud Iberia a lavar ez oa boas rouanez Roudon da zilenn bep bloaz da bried ar gwaz eus he rouantelez a vije an dellezeka d’he c’harantez. Diwar an enor-dreist-se ne zeue d’ar gwaz neb beli. Hag hen pried ar rouanez n’oa ket roue evit-se. Bet he doa Medua da bried lerc’h-war-lerc’h an holl wazed kaloneka, krenva ha skiantela eus he rouantelez, ne vern a be liou, ne vern a be ouenn e vijent, ha bet d’ezi diwarno holl krouadurien. Ha bep tro ma teue en he rouantelez divroïdi, hag i neuziet-dreist, e stage ar rouanez

  1. Poblad keltiek al Luzitania (Portugal).
  2. Kenveria Medh (Epopée celtique, p. 109-125), « the Queen of Roy (Red) » (Banrigh na Ruaedhe), Macdougall, op. citato.
  3. Frazer, le Rameau d’Or, III (Cultes agraires et sylvestres), pp. 61-78, 127-141.
  4. Kenveria Frazer, I, p. 230.