d’o arnodi e meur a stumm da c’houzout ha par ez oa d’o neuz-vat o meiz hag o c’hadarnded. Ha trec’h e teuent eus an arnodou-ze, en em unani a rae ganto da gaout diwarno mibien [1].
Medubriga, hennez ez oa ano al lec’h ma veve rouanez Roudon [2]. Eur c’hrenvlec’h-mein galloudek ez oa o sevel tost a-walc’h d’ar mor, war lein eur grec’hienn roc’hellek. An dismantrou anezan a zo bet diskouezet d’in hag em eus o gweladennet. En he sav eman bepred ar voger-dro ; steuziet, avat, an ti-meur e-kreiz ar mogeriadur. Er gompezenn, e-harz ar grec’hienn, ez oa, e grez an ti-meur, eur geoded vras anvet Tarvenna [3] a zo bet pulluc’het gand an doueed. El lec’h ma save n’eus breman nemet raden, balan ha geot-strouez. Eus an tïez anezi ne van ken nemet poullou dam-atredaouet ma ra al lern o annez enno. War-dro eno e tiskouezer c’hoaz diskaraduriou all, eur voger graet a vein bras a reer anezi « Karc’har ar ouestlidi » hag, er grec’hienn, dereziou he doa ar rouanez graet bena er roc’h, d’ezi da arvesti ac’hano ouz ar c’hoarïou hag an emgannou tirvi er gompezenn [4].
Bez’ ez eus gant Kelted Iberia danevellou diwar-benn an doueed a weladennas Roudon. Ar marc’heger meur Maponos, mab Matrona [5], a voe harzet eno p’edo o treuzi ar gompezennad a hir-c’heot anvet geot-houarn. En em skoulma a eure ar geotennou en a-raok hag en a-drenv,
- ↑ Kenveria Rev. celt, 1911, pp. 232-6.
- ↑ Kêr grenv eus an ano-ze (Medubriga) e Luzitania, D’Arbois, Noms gaulois, p. 126.
- ↑ War an ano-kêr-ze sellout D’Arbois, les Celtes, p. 50. Diwar tarvos « taro ». Diwar-benn an dilostger -enna en anoiou-kêriou, sellout Philippon, les Ibères, p. 52.
- ↑ Kenveria R. Dussaud, les civilisations préhelléniques, eil mouladur, p. 67 (sk. 46), p. 71, p. 72 (sk. 50), p. 394 (sk. 290), p. 395 ; Glotz, la Civilisation égéenne, Paris, 1923, p. 341, (sk. 51).
- ↑ Rev. celt, 1912. War Mabon ab Modron, Loth, Mabinogion, kenta mouladur, pp. 250, 265 ; Rev. celt, 1911, p. 441.