kounac’haet ganto o brôad e-kreiz plijadureziou hag emgannou ar rouantelez-hont.
Gand an dud deut dre vor e klevas Medua ano eus ar bagadou a oa aet da veva, hervez al Lezenn, e koadou an Hanternoz. En abeg da ze, dre ma vire ar bagadou al Lezenn a oa bet distaolet ganti ha gant he zadou, en em rôas ar rouanez d’o c’hasaat ha da glask o flastra. Kevredi a reas gant roueed an Atlanted m’en em astenn ar vro anezo, anvet Atlantis gand ar C’hresianed, er c’hornog d’al Libua, etre menez Atlas hag ar mor [1]. Bez’ e oa gand ar roueed-se strolladou listri ha warno merdeidi akuit a save bep bloaz en hanternoz beteg Albio hag Iverio [2]. Piaoua a rejont ouspenn, evid eur pennad, enez Gadira gant he forz-mor hag an tour krenv a sav ennan. War atiz Medua, e voe kaset ganto da vro ar Goularz tri mab Morigenos an Estren, d’ezo da gefridi gwalla an teir gwerc’hez a oa o ren bagad an Alc’houeder ha beza dre ze kiriek d’ar bagad da vont da goll. An taol-ze am eus danevellet ha lavaret penaos na zeuas ket da benn-mat ganto.