Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/7

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —

Rigisamos[1]. (Neuze e c’hoarvezas donedadeg doueed an nenv da greiz ar c’hompezennou anvet Itumagesa. Eno e savjont ar c’hrevlec’h anvet Dêvobrigula[2] hag e tiazezjont war vibien Vanos eur renadenn a dri c’hant vloaz).

Pouezusa tra a vez diskuliet gand ar veleien diwar-benn ar roueed-ze eo e renas pep daou-roue naontek vloavez hag e varvjont da benn an naontekvet[3]. Kement-man a oa espar el lidou-kanv anezo : douaret n’oa ket o c’horfou evel re an dud all, hogen lakaet war eur wrac’hell geuneud dero hag e teue tan an nenv d’o fulluc’ha gand o armou, o dilhad, aroueziou o rouelez, o c’hirri hag o mirc’hien[4]. Evel-hen eman diskleriet al lidadur-ze gant beleien Grannos : « Mibien ha mevelien an Heol ez oa ar roueed. Diwanet dioutan, e tistrôent davetan gant an tan o fulluc’he. » — « Ac’hano, emezo c’hoaz, ar boaz a zo en em skignet e-touez tud an Hanternoz da leski ar c’horfou maro e lec’h o douara. »

Diwar-benn ar roueed-ze e tezrevell ar veleien kalz a draou all a davin warno evit lakaat berr eun hir a zanevell. Em eil levr em eus lavaret eus Momoros kement a gavas d’in ez oa talvoudek da lavarout. El levr-man e lakaïn dre skrid eun dra pe dra diwar-benn e genroue Atepomaros hag e vab Sukatus.

  1. Lesanoiou Apollo ha Meurz eo an anoiou-ze peurvuia. Diwar-benn Belisimaros sellout Rev. celt. 1913, p. 468. War Apollo Kobletudilavos sellout Rev. des Et. anc. 1915, p. 216. War Anextio- pe Anextlo-, iwerzoneg anacul « salvi », Dottin, Langue gauloise, p. 227.
  2. Itumagesa « ar maeziou ed », kenveria Rhys, Celtic Henthendom, p. 605 ; A. Nutt, the Celtic Doctrine of the Re-birth, P. 215. Dêvobrigula « krenvlec’hig an doueed ». Krenvlec’h houarn savet war an douar gant noueansou dreist-natur, Rev. de l’Hist. des Religions, 1908, p. 161. Ren an doueed war an dour, D’Arbois, Cycle, pp. 140-219 ; kenveria Naville, Religion des anciens Egyptiens, 1907, pp. 16-9, 34-7 ; A. J. Reinach, l’Egypte préhistorique, 1908, pp. 43-7 ; Moret-Davy, Des Clans aux Empires, l'organisation sociale chez les primitifs et dans l’Orient ancien, 1923, pp. 148-9.
  3. Lidlaza a vareveziou rekis ar roueed-veleien, Frazer, III, pp. 88-90.
  4. « Tan an nenv », Frazer, III, p. 497 ; keuneud dero, id., pp. 532-3.