dreuzwelus atao lusk-dilusk ar mor en eneb da red an heol. Hag i mont war-eeun bepred war-du ar Sav-heol, ken na weljont en o sav dirak staon o bag tornaodou bras ha hir draezennou Roudon.
Hep beza merzet ne voe ket an donedigez anezo. Klevet ma voe gand ar vageerien c’hlac’harus [1] eus mor ar C’hornog, an Draganed du o dilhad kanv [2], eur c’han galloudek a c’hournije, henvel ouz eun evn e ziouaskell arem, a-zioc'h mouead-eon an tonnou. Gwelout a rejont o vont ebiou ar vag skedus kouevr-holl [3]. Redek eeun-tenn a rae-hi evel eur saez war c’horre ar mor hep ma vije na dour nag avel evit he horella hag he zrei a-ziwar he roudenn. Er bourz anezi roenvour na loman ebet, nemet, en he c’hreiz, an daou gadour diflnv en o sav ouz penn o mirc’hien gwenn. Dre ma roge ar vag an tonnou-mor e save ar c’han-ze a oa klevet gand an Draganed, rag enni peb astell-kouevr, peb azen-lestr, peb ibil-arem a zaskrene hag a gane. Gant kan ha sked ar vag, ar red anezi ken herrek, gant ment dreist-ment-den, gand armou bras-marzus ha neuz taer an daou zoue warni edo an Draganed boemet-holl. Hag i, distrôet ganto o sellou diouz ar vag, o levia da bellaat diouti. Roenvat a nerz brec’h a rejont, ha tec’hout da guzat o spouron e-kreiz engroez kas-digas ar c’hezeg-mor [4].
An daou zoue a zouaras war eun hir-riblennad a draez gwenn, lufrennaouet-holl gant tammouïgou maen-skant ha gwer-kregin, kof-arc’hant peskedigou maro ha rodelladou bezin-tonn. N’oa gour war an hir-draez-se. Er vro nesa, enni geot uhel ha stank, strouez ha gwez deliaouet koant, ne weled na park, na moged, na logell ; ne gleved na buoc’h, na ki, na den. Trouz ebet ne zeue da ziskouarn an daou veajour-doue nemet taranadou ar c’hoummou bras a-hed an aod,
- ↑ Dre ma vevont war aochou Kornog an Europ e lec’h m’en em zastum an anaon ? (Kenveria Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 158.
- ↑ Kenveria dilhad du Eneziz-ar-Staen (Strabon, III, 5, 11) hag al Luzitaned (ibid., 3, 7). War an Draganed, sellout D’Arbois, Premiers Habitants, eil mouladur, I, pp. 350-2.
- ↑ Bag kouevr, Lefèvre, Germains et Slaves, Paris, 1903, p. 243.
- ↑ Ar c’hoummou. Kenveria an doare-lavar iwerzonek gabra-lir, gabra rein « sea horses », Imram Brain, pp. 5, 19.