garm an oriaved ha yud ar reuniged oc’h en em stleja e-kreiz ar geot e disheol ar brouskoadou.
O pellaat diouz e geneil ez eas Esus daved eur berniad bezin lufr. O dispenn a eure gant beg e c’hoaf, hag hen o tizoloï eur paotrig a oa en e buch e kuz dindano. Edo ar paotrig-se o c’hoari war an tevenn p’en doa klevet kan ar vag-kouevr. Ar vag end-eeun en doa gwelet o sevel evel eun heol en dremwel. Sebezet-holl, aon d’ezan na vije paket pe lazet gand ar vageïdi, ez oa aet ar paotrig da guzat e-touez ar bezin.
Pa welas ez oa dizolôet ne glaskas ket tec’hout. Dibucha a eure ha sellout ouz ar c’hadour ez-eeun en e zremm hep divergontiz na saouzan. Eur c’haer a baotrig ez oa-hen, gwevn ha krenv daoust d’e oad tener. En e benn bleo stank rodellek, gell al liou anezo en e gern, hogen, en e choug hag en e gerc’henn, sked koantik an aour gant blenchou pep rodellad. Ma raent evel eun dro-c’houzoug d’ar paotrig. Gwenn ha kaer an dremm anezan evel hini eur baotrezenn. En e zaoulagad glas-du e welas Esus o para ar seiz luc’h a weler e daoulagad bugale an dud nevet (nemeti) [1] : luc’h-glanded, luc’h-kadarnded, luc’h-haelded, luc’h-eeunded, luc’h-gwirionded, luc’h-uhelded, luc’h-karantez.
Diwar ar c’henta sellad e karas Esus ar paotrig-se ha, diouz e du, ar paotrig n’en devoe aon ebet rag ar c’hadour bras ha kaer, e vantell hir, a oa dirazan, gwerniet gantan e c’hoaf meur. E berr-gomzou ha digren e vouez, e c’houlennas ar paotrig digantan erbedi e vuhez.
« N’az pez ket aon, paotrig, eme Esus. N’omp ket deut er vro-man d’ober brezel da baotredigou koant eveldout. »
« Pe ano out, va faotrig ? eme Esus.
— Donnotarvos, mab Donnotarvos, eme ar bugel ; ha rouanez ar vro-man eo va mamm.
- ↑ An dud nevet (nemeti), hervez kelennadurez Vindosêtlos (III, Lugus), eo diskennidi ar rummadou a zo bet miret ganto dalc’hmat gourc’hemennou al Lezenn ha n’o deus biskoaz en em gemmesket na gant an diavêzidi na gand ar sklaved. Kenveria D’Arbois, Noms gaulois, p. 154 ; Droit celtique, II, pp. 82-5 ; Abherve ha Meven Mordiern, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, IV, p. 23, not. 1.