Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/73

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

astenn e zourn war-du ar rec’hier uhel o vevenni an traez er gwalarn :

« Er rec’hier-hont, emezan, ez anavezan eur c’heo doun na sav ket ar mor tre en e ziabarz. Ho tegas a rin di, d’eoc’h da chom ennan e surentez ken na vo peurc’hraet ar medi.

— Ma, eme Esus, evel a leverez a raimp. »

Ar paotrig ouz e ambroug ez eas daved Kernunnos, hag int o-zri da ober hent etrezeg ar rec’hier ha mont-tre er c’heo. Eur c’heo ec’hon ha doun ez oa-hen, leuriet a draez tano ha sec’h-mat, ha roudennet lec’h-ha-lec’h ar muriou anezan a wazennou lïesliou, gwenn, ruz, melen ha gwer.

« Eur c’haer a geo eo heman, erne ar paotrig, hag ennan e viot e surentez ho-taou gant ho taou varc’h, rak den nepred ne da e-barz. Na kennebeut-all ar mor, ne sav ennan en e zoun, nemet reverzi a ve pe wall-amzer er goanv.

« Breman, eme ar paotrig, ez an da gerc’hat boued d’eoc’h ha d’ho mirc’hien.

— Na da ket d’en em stroba ganeomp, va faotrig, eme Esus. Pa vezo tre war ar mor e pesketaïmp er poullou-dour, ha kregina er rec’hier ; hag, ouspenn, boas eo hon daou varc’h kerkouls ha ni da zibri ne vern pe voued [1].

— Evit kement-se, avat, ne reot ket, eme ar paotrig. Mar dit er-maez eus ar c’heo, d’an dazre, da besketa ha da gregina, e tegouezfe a-walc’h moarvat e vefec’h gwelet gant den pe zen a-ziwar an tornaod pe an tevenn ahont. Eun taol hennez hag a dennfe d’ho maro ! Chomit aman hep mont er-maez. Dindan tri deiz e vo peurvedet an eost er maeziou en-dro da gêr. Me hoc’h ambrougo neuze davet va mamm. »

Hag hen kuit. Dont a reas en-dro o tegas gantan bara, kig, eur c’hornad bïer hag eur sac’hadig kerc’h d’an daou loen. « Diou wech bemdez, emezan, e tegasin d’eoc’h kemend-all pe ouspenn mar gallan, d’eoc’h ha d’ho loened. »

  1. Eur c’hiz hounnez hag a zo rak-keltiek ha nann-ariek. Nag an hen-Arieaned nag ar Gelted n’oa anezo debrerien pesked ha kregin, A. Bertrand, la Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, p. 313. Kenveria Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 162. ; Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, p. 414-7. Evid ar c’hezeg, Herodotos, V, 16.