Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/74

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

P’edo war vont kuit, Esus, aet en e buch, a gemeras anezan etre e zivrec’h en eur lavarout :

« Diwall mat avat, va faotrig, na vefes gwelet ha kemeret gant medelerien da vamm.

— Va gwir wella a rin da dec’hout diouto », eme ar bugel.

Antronoz hag an eil antronoz e teuas en-dro. Hag hen adarre, da veure an trede deiz, laouen-holl e toull-dor ar c’heo, gantan ouspenn ar pourveziou-bemdez daou gorn, bras-divoas, leun eus eur seurt bïer krenv-kenan. Demata e zaou vignon a eure, ha dematet e voe en-dro gand Esus ha Kernunnos a flouras gand o daouarn e rodelladou bleo gell.

« Mar karez va c’hredi, va faotrig, eme Esus, ne di ket da-unan war da giz er beure-man hag ez aimp a-gevret ganez davet da vamm.

— N’eman ket peureostet c’hoaz, eme ar bugel. Edegou a van c’hoaz da drouc’ha er gompezenn. Risklusa-holl eo mont er-maez er mare-man.

— Mar deman ar risklusa d’eomp, ar risklusa d’it eman ivez. Ne vi ket laosket ganeomp da vont da-unanik e ker bras riskl.

— Ne deurvezan ket, eme ar bugel. Ostizidi emoc’h ganen : d’in e ve eun dismegans, eur vez da viken, eur c’heuz bras-meurbet ma tegouezfe d’eoc’h an distera droug dre va gwallegez. Emberr da noz, emezan, e vo peurvedet an eost. Gortoz a rin ganeoc’h, ha, p’o devo an eosterien trouc’het an diweza feskenn, a-gevret ganeoc’h ez aimp er-maez. »

Hag hen ober chourig d’an daou varc’h, ha mont en e raog. An daou gadour a Vro an doueed a evas ar bïer a oa bet degaset gantan, hag, aet en o gourvez war al leurenn, a vanas kousket-mik.

Peurdremennet edo ar pred ma tlee ar paotrig dont d’o fourvezi evid an dro ziweza, hag edo rod an deiz o koueza er c’huz-heol en eur skei he bannou-treuz er mor ha war toull-dor ar c’heo. Divent en em astenne skeud ar rec’hier war an traez pa zihunas Esus. Merzout a reas eur an devez ha gwelout n’oa ket deut ar bugel. Hag hen sammet gand ar morc’hed ! Dihun a reas e geneil.