Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —

« Ne zeuy ket ar bugel, emezan. Ha ne welez-te ket an traou evel m’o gwelan-me ?

— Evel-se eo o gwelan, eme Gernunnos. Tec’het eo diouz kloz e dad-mager an ebeul a oa bet rôet d’ar bugel gand e vamm [1]. En aon n’hel lazje ar vederien en deus klasket e baka en-dro. Gwelet eo bet e-unan gand ar vederien a oa o liamma an diweza feskenn diwar ar park diweza. E laza a daoliou filzier o deus graet ha skigna e gorf a dammou er park [2].

— Ha beza re ziwezat d’e savetei, re ziwezat n’eman ket d’eomp talvout e varo d’e vuntrerien », eme Esus.

Hag i er-maez eus ar c’heo ha lammat war gein o c’hezeg ha mont en o raog, skanv ha mibin evel avel an nevez-hanv. Treuzi a rejont ar riblennad digenvez, bodek ha strouezek, etre an tevenn hag an diabarz-vro. Dirazo en em astennas ar gompezenn, medet ar parkou warni, hag, en tu-hont, o para dre gant-ha-kant, tôennou soul tïez kêr. Hag en o sav war ar grec’hienn roc’hellek mogeriou teo ar c’hrenvlec’h ma weled a-us d’ezan an dôenn ec’hon a c’holôe ti-meur rouanez Roudon.

Eun dra all a weljont c’hoaz. O vont gand o hent war-du kêr, eur steudad a zaouzek den ez noaz nemed eul lienenn ganto en-dro d’o c'hroaz-lez [3]. Ha pep-hini en e zourn dehou eur falz ruz-gwad. An eil a-drenv egile e kerzent, c’houec’h diouz an eil tu eus an hent, c’houec’h diouz an tu all, hag, er c’hreiz, eur plac’h gwisket en eur vroz ruz [4] o tougen etre he divrec’h eun hordenn heiz bleuniou en-dro d’ezi [5].

Esus ha Kernunnos a reas d’o c’hezeg mont d’an daoulamm e doare d’en em gavout araozo war an hent. Hag

  1. Kenveria Loth, Mabinogion, I, p. 57 (kenta mouladur).
  2. Frazer, op. cit., III, pp. 270-318.
  3. Diwar-benn ar verr-vrozig, pe varlenwisk, n’o doa ket Kreisteiziz gwiskamant nemeti e nevez-oadvez ar maen hag en oadvez an arem, sellout Dussaud, Civilisations préhelléniques, eil mouladur, p. 60.
  4. Dussaud, pp. 62-4.
  5. Frazer, III, p. 213.