int o tiskenn neuze a-ziwar o jaoed da c’hortoz anezo da zont.
« Ruz ar medï emoc’h o paouez ober, paotred, eme Esus.
— Ruz ha deut da vat, aotrou, eme ar penvedeler.
— Ruz ha deut da fall, eme Esus, rak ho pennou eo a ranko koueza breman. »
Sailha a eure gant c’houec’h medeler an tu dehou ha trouc’ha ar c’houec’h penn anezo. Ha Kernunnos ha lammat gand ar c’houec’h medeler kleiz ha dewilchat d’an douar o c’houec’h penn ivez. Ar plac’h a vennas tec’hout : ne voe ket lezet d’hen ober, avat. Buan evel eur c’houez-avel, e tegouezas mab Luguselva [1] en he c’hichen ha steki e zourn ouz he c’hilpenn. Tennet gantan he fenn war drenv a-ere he bleo, e reas d’ezi dizolei he gouzoug, bannet e gleze da skei.
« Erbed va buhez ! a c’harmas-hi.
— Hec’h erbedi a rin, eme Esus, rak n’eo ket ruz da zaouarn. »
Diskouez a reas d’ezi an daouzek korf dibennet a oa manet en o sav. Edo an daouzek o horella war an hent hag er-maez eus an hent evel tud vezo, oc’h en em grapat kenetrezo gand o daouarn da virout a goueza. Eus an daouzek gouzoug e strinke daouzek stivellad wad.
« Daouzek dall, ezomm d’ezo ac’hanout da zerc’hel gand o hent, eme Esus. Kas-i d’al lec’h ma tleont mont.
— Koueza a raint, eme ar plac’h. Gand o gwad ez a o buhez.
— Koueza ne raint ket raktal, eme Esus. Kerz afo. »
Kregi a eure ar plac’h e brec’h ar c’henta eus an daouzek, ha sacha an holl steudad d’he heul etrezeg ar c’hastell. Esus ha Kernunnos a zastumas ar pennou hag i d’ar park m’edod o paouez medi. Eno e weljont penn ar bugel disliv-holl e-kreiz ar soul, ha, pelloc’h, darnou e gorf, e zivrec’h, e ziouhar, skignet aman hag ahont dre ar park. Astenn a eure Esus e vantell war an douar hag hen ha Kernunnos
- ↑ Diwar-benn an ano-plac’h-se, sellout Rev. celt. 1888, p. 267 ; Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 116 (ouz ar ger -selva). Kenveria danevell Dechtire, D’Arbois, Epopée celtique, pp. 22-38.