Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/77

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

ha daspugn warni kement tamm kig, kement skirienn askourn, kement lommad gwad a c’helljent kavout. Neb tamm ne lezjont ha beteg an distera soulenn, beteg ar bihana meudad douar bet glebiet e gwad ar bugel a yeas ganto d’o daspugn war ar vantell.

Peurc’hraet d’ezo, e krogas Esus e zourn e pevar c’horn ar vantell hag ez ejont o-daou war-du eur c’hoadig a wez dero, kistin ha skao-gwrac’h a oa damdost. Nemet, a-barz kuitaat ar park, e stlapjont dre an ervennou anezan an daouzek penn a oa deut ganto.

« Degemerit hor profad, emezo, rouanezed-magerezed ar vro. E gwirionez ne gollit ket en eskemmadenn-man, pa zaskoromp d’eoc’h evid eur penn bugel, aet ganeomp, daouzek penn gwazed en o oad. »

E-kreiz ar bod-koad eul log krennvegek graet a gefiennou d’o c’henstaga kelc’hiou kelvez, ha soul war he gorre [1]. En diabarz o tivogedi eun tan dister. En he fuch ouz an oaled eur gozenn a blac’h, hir, sklosennek ha dizent. Pa welas-hi an daou vrezelour lao-ruz (ruz-o-daouarn) [2], a rankas soubla da zont-tre en he logig hag i, dizoublet, o peurleunia anezi, ker mentek ha teo ha ma ’z oant, e teraouas krena.

« Holen a zo ganez, maouez ? eme Esus.

— Holen a zo, aotrou », emezi.

Hag e tegasas dirazan an holl holen a oa en he zi.

Merzet gantan neuze eul lestr pri kofet-ledan, daou-laga-

  1. Hennez eo doare ti-soul divoger ha dibrenestr an hen-Arianed, Zaborowski, op. cit., pp. 408-9. Kenveria kota (ti-hanv) Finlandiz (skeudenn e Quatrefages, Hommes fossiles et hommes sauvages, p. 583). Diwar-benn doareou-tïez hen-boblou an Europ miret beteg hon amzer gant Finned ar Rusi, gwelout Pro Alesia, 1908-9, pp. 551-2, 623, 702. Ti-goanv Finlandiz, graet sauna anezan, a oa eun toull kleuzet en douar ha golôet gand eun dôenn (Quatrefages, p. 583). Porte a veze graet eus eun ti brasoc’h, eunkombod ha pevarc’hornek savet gant pilprennou war c’horre an douar. E-kreiz eur porz plantet a wez kerzin e veze an ti-annez, ha tro-dro d’ezan, en em gave an adtïez : ar c’hraou, ar sec’horeg, ar sanailh hag ar stoufailh pe gibelldi (Quatrefages, pp. 599-601.)
  2. Sellit e Geriadur ar geriou diaes ouz lao-ruz.