Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/78

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

dek ha kaouennhenvel [1] Esus a lakeas ennan ar penn ha kement darn all eus korf ar bugel a oa en e vantell. Goude-ze e c’holôas anezo a holen, ha stanka a eure genou ar pod gand eur maen-sklent bras ha lakaat anezan el lec’h a enor, ouz moger an ti rag-enep d’an nor [2].

« Kant mil malloz warnout, maouez, emezan, malloz an heol, malloz al loar, malloz ar stered [3], malloz an doueed hag an nann-doueed [4], mar trofes lec’h d’ar pod-ze, mar lemfes ar maen a zo warnan, mar taolfes er-maez ar relegou a zo ennan, unan ha na ve ken ! ken n’am bo va-unan tremenet evid an drede gwech treuzou da di. »

E-keit-se ez oa brud er c’hrenvlec’h. Edo rouanez-veur ar C’huz-heol o paouez sevel, aet he liou gand ar vuanegez, dre ma wele astennet dirazi korfou he daouzek medeler, a beurskuilhe o buhez e diweza diveradenn o gwad. Hag ar plac’h o paouez dezrevelli d’ezi ar wall-abadenn : an daou vrezelour o tegouezout war an hent, oc’h argadi taer, o lazadega, hag o fiziout enni he c’hefridi.

« Sell, o rouanezig, eme ar plac’h, setu o tont an daou ma komzan end-eeun. »

A-zav e vanjont en o c’hichen. Hag ar rouanez o sellout outo, hag i o sellout ouz ar rouanez. Hag e talveze houman ez gwir e vanje daou gadour kadarn ouz hec’h arvesti. Rag eur rouanez yaouank ez oa-hi, gwenn, koant, kaer, estlammus, holl-genedek, hep nep namm nag en he c’horf nag en hec’h izili, nag en he dremm, nag en he dalc’h, nag en he c’herz. Eur rouanez ez oa en holl vleunv he yaouankiz, en holl darz he braventez, en holl zispleg he spered, dellezek ma vije sebezet outi, ma vije karet ha gwazoniet d’ezi. Uhel ar vent anezi ; moan, krenv ha gwevn he dargreiz ; ledan, tennet war-drenv, gwenn-laez, lufr evel diou vilïen-

  1. Déchelette, Manuel d’archéologie préhistorique, celtique et gallo-romaine, IIIe kevrenn, p. 1505, skeudenn 689. Kenveria cauanis, ano eun doare pod e keltieg-latin a C’halia, Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes-rendus, 1924, p. 71.
  2. Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 154.
  3. P. Sébillot, le Paganisme contemporain chez les peuples celto-latins, p. 259.
  4. Kenveria Rev. celt. 1908, p. 201.