Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/8

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —



Kêr an Heol[1].


Er gêr anvet Vindoklâdia edo o chom roueed mor an Heol. A dri c’helc’h reiz ha kengreizennek ez oa stummet ar gêr-ze. Ar bihana eus an tri c’helc’h e oa anezan ar grec’hienn wenn[2] ma save warni ar c’hrenvlec’h, annez an daou roue-meur hag an daouzek is-roue a rôe skoazell d’ezo e kefrediou o c’harg[3]. Laonennet-holl a aour ez oa mogeriou ar c’hrenvlec’h-se en e ziabarz[4]. Eno e vired klezeier ha goafiou, kirri-emgann hag arouezintiou-brezel an doueed. En eun dachennad manet dieub ha didôenn e weled daouzek maen kunvaet, aroueziou arem ouz o c’haeraat, hag i e kelc’h en-dro d’eur maen bras kinklet gand aroueziou aour. War ar mein-ze e teue da azeza ar pevarzek roue evit diskulia diouganou ; ar maen-kreiz ma azeze warnan an daou roue-meur a verke kreizenn ar c’hrenvlec'h hag an enezenn[5].

En-dro d’ar grec’hienn en em astenne gwezeg an

  1. Diodôros, II, 47, o tegas geriou Hekataios, eur skrivagner eus ar VIvet kantved kent H. S.
  2. Savet e veze alïes ti roueed Iwerzon war eur grec’hienn diwar zourn den e-kreiz au dachennad kelc’hiet gand ar c’harz douar (liss, rath), Joyce, Social History, II, p. 55 ha war-lerc’h, skeudennou 184, 209. Hevelep tra e Galla, Rev. des Et. anc. 1921, p. 244. « Krec’hienn wenn », hen-geltieg Vindobriga, a vefe ger-evid-ger e brezoneg breman Gwennvre. Kenveria an anoiou-lec’hiou Moalvre (Rev. celt. IV), Radenvre (Mabinogion, kenta mouladur, I, p. 262)
  3. Kenveria daouzek roue ar C’halated ; an daouzek roue a zkoazelle Alkinoos, roue ar Phenikianed, Rev. des Et. grecques, XIII, pp. 145-6.
  4. Ozanam, les Germains, p. 45 ; A. Bertrand, Religion des Gaulois, pp. 339-40.
  5. Mein kaeraet gant arem, arc’hant hag aour en hen-Iwerzon, D’Arbois, Cycle mythol. pp. 105-9 ; Joyce, I, p. 276 ; Rev des Et. anc. 1915, pp. 204-6, skeudennou 2,3,4,5,6,7,8,9. Mein-kadoria ar roueed, Joyce, I, pp. 45-6. Trizek maen kreizenn Iwerzon, o talvout da gador da « Mide » (Medios), pen-drouiz Iwerzon, Rev. des Et. anc. 1915, p. 201. Daouzek maen e kelc’h war lein eur menez o talvout da geder da zoueed ar miziou, A. Lefèvre, Germains et Slaves, p. 232.