Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/80

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

gant re e dad, hag en e zaoulagad sked daoulagad e vamm. Hen eo en deus, e-pad tri devez, hor c’hledouret, hor maget ha graet war hon tro. P’hon eus gouezet ez oa bet drouk-lazet, edo c’hoaz blaz e vïer en hor genou. Ha ni kregi en hon armou ha mont da gastiza e lazerien.

— Lec’h d’hen ober n’oa ket, eme ar rouanez. Mar deo marvet ar bugel n’eo ket dre gasoni pe fallagriez an dud, dre c’hrad-vat an doueed an hini eo ! An doueed eo o deus degaset ar bugel er park m’edo an dud o peurvedi. Aberz eo a zo bet ha neket drouk-laz. Grael fall hoc’h eus oc’h ober ze !

« Digastiz ho lezan da vont evid an taol-man, eme ar rouanez, dre ma’z oc’h paotred yaouank kaer, neuz warnoc’h da veza brezelourien gadarn. Komz a rin ouz kerent ar re lazet hag en em hantera etrezo ha c’houi. Herzel a rin outo a c’houlenn gwad evid gwad ha penn evid penn hag o redia da zegemerout an dirêia, ha me eo a baeo an dirêia evidoc’h [1].

« D’in-me avat, eme ar rouanez, e tleit eun dirêia evit drouk-lazidigez va daouzek mevel, ha diouz an dirêia-se n’ho lakan ket dieub.

— Laka da-unan ar feur eus an dirêia a dleomp d’it, eme Esus.

— Setu aman an dirêia a c’houlennan, emezi. Menel ganen a rankot em gwazoniez e-pad bloaz. Ha setu aman petra e vezo ar wazoniez-se : gwazoniez-vrezel ha gwazoniez-ober-ged en deiz hag en noz, war va zro, em c’hrenvlec’h, war va douarou, war zouarou va enebourien ; gwazoniez-vedi em farkou en hanv, gwazoniez-koada em c’hoadou er goanv. Ha seveni kement kefridi a fiziin ennoc’h.

— Asanti a reomp », eme an daou vrezelour.

Touï al le a rejont. Dre an nenv, an douar hag ar mor, an heol, al loar hag ar stered, an tan, an dour hag an avel e rejont o le da veza gwirion d’ar rouanez e-pad bloaz, ouz

  1. Diwar-benn an dirêia, sellout Notennou, II, p. 19 ; D’Arbois, Etudes sur le Droit celtique, I, pp. 88-97. « Priz ar c’horf » ez oa an *dirêia diouz ster striz ar ger. An dic’haouadur en e bez dleet evid eur muntr hag ennan, ouspenn priz ar c’horf, « priz an enor » pe « priz an dremm » (enep-uuerth en hen-vrezoneg), a raed anezan *erikka « peur-bae ».