Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/81

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

en em virout a irienni, a vrezeli en hec’h eneb pe a zilezel anezi, hag ouz en em ganna eviti hag evit he mad e berz-mat pe e gwall-verz keit hag o buhez beteg ar maro. Lea a rejont, petra bennak a c’houlennje diganto en he gwazoniez, senti a galon vat ha didro, eus o holl c’hred, kement hag a vije en o nerz. Touï a rejont difenn ar c’hrenvlec’hiou, ar c’heodedou, ar c’hêriadennou, al listri-mor, an tropellou, ar pinvidigeziou a bep doare fiziet gand ar rouanez en o daouarn hag o daskori d’ezi e pep reiz hag eeunded, e pred ha kentel. Rei o ger a rejont da ziskleria d’ezi an iriennadou a vije steuet outi, rei da c’houzout d’ezi ar gwall-daoliou ouz he gourdrouz, ha chom hep koulma darempredou gant hec’h enebourien [1].

Diouz he zu e touas ar rouanez d’ezo eur bloavez a herberc’h, eur bloaveziad-gwarez, eur bloaveziad-hegar. Dre an nenv, an douar hag ar mor, an heol, al loar hag ar stered, an tan, an dour hag an avel, e leas na savje irienn en o eneb, na zougje armou outo, n’o gwerzje ket d’o enebourien.


Klask an avalou-aour hag ober al lez da Alaba.


Re-hir e ve spisa aman labouriou, emgannou ha kuriou Esus ha Kernunnos a-hed ar bloavez a dremenjont e gwazoniez Medua. Dont a ray ganen, avat, an drôad a rejont, war c’houlenn ar rouanez, da enezenn an avalenned hag ar mein aour a zo e mor ar mervent. Neuttika [2] a ra eus an enezenn-ze Kelted Iberia.

E kerz Morkos [3], roue Libustosa, eo ez oa. Enni eun eienenn, seiz avalenn en-dro d’ezi. Bepred glas ha karget a frouez ar seiz avalenn. Brud a oa ne ouije ken na klenvel na mervel neb a danvaje an avalou diouto. Den avat n’en

  1. Ger-evit-ger eo, tost da vat, le goprsoudarded Eumenes Ia, roue Pergama (IIIe kantved kent H.S.) Sellout ar geriou e gregach gand an droïdigez c’hallek e Rev. arch. 1908, II, pp. 176-80.
  2. An hen-iwerzoneg noitech « brudet » a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek *neuttiko-, Tourneur, Musée belge, 1902, p. 12, n. 6.
  3. Morkos a hanval beza eun ano illiriek ha neket eun ano iberiek, Philippon, les Ibères, p. 190.