gouez, rak dont d’he gloaza. Gant-se he lezel war al lec’h a reas.
C’houitet warnan gant al lavar loavus hag an nerz, e trôas ouz ar c’horvigell. Meska a eure gand ar boued a rôed d’ar plac’h yaouank al louzaouennou moredus-se a guntuilher en e vro war glann stêr Nabar ha stêr Tamuda [1]. Hogen, pa zeuas daved ar plac’h kousket, e welas n’oa ket hec’h-unan. War ar skaon, e-harz ar gwele-fled ma c’hourveze, edo eur paotr yaouank hag hen henvel-beo outi dre neuz e zremm, e vent, e gened, e sked. Ha kel lïes gwech ma klaske ar moraer denesaat, e veze harzet gant an den yaouank. Rankout a reas dont en e dro hep gallout kregi e zourn en Alaba, ha ne guiteas ket an den yaouank troad ar gwele ken na voe-hi peur-zivorfilet. Steuzia a eure neuze hep ma ouie den penaos e oa deut, penaos ez oa aet, na piou ez oa. Ma teue gant tud al lestr martezeou e-leiz diwar e benn [2].
Diwar-se ne deurvezas Alaba degemerout tra ebet ken digant tud al lestr. Ma savas aon er penverdead na varvje gand an naon oc’h ober d’ezan koll ar yalc’had ez oa en gortoz kaout eus ar werzigigez anezi. Hogen n’oa ket a lec’h d’an aon-ze. Ne dae tamm ar plac’h yaouank war zisheria. D’ezi he neuz sart, e vane yac’h ha krenv bepred. Miret he doa warni, kuzet dindan he zoneg etre he diou-vronn, an aval he doa bet digand Esus. Bemdez, kent ar goulou-deiz, e tebre an hanter eus an aval. A-walc’h ez oa d’he maga ken antronoz. Hag antronoz-veure e kave an aval en e bez.
Alaba hag an taro Donnos.
Gwerzet e voe Alaba gand ar moraer d’eur penn-meuriad en hanternoz pella Albio. Ar penn-meuriad he degasas d’e
- ↑ Diou stêr er vro anvet diwezatoc’h gand ar Romaned Mauretania Tingitana, (ar Marok breman, Klepert-Ernault, Manuel de Géogr. anc. Paris, 1887, p. 132). Diwar-benn an anoiou anezo sellout ouz Philippon, les Ibères, p. 50-52.
- ↑ Ne lavar ket Segobranos piou ez oa ar paotr yaouank-se, hogen, p’en deus dezrevellet el levr II eun hevelep danevell, e c’heller lakaat ez oa-hen Kantamos, tad Alaba. Kenveria S. Reinach, Orpheus trede mouladur, 1909, p. 94.