Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —

gêr en e skiber [1]. Eno e tiskouezas d’ezi eur bern pennou-ed, eur freilh, daou vaen-krag da vala ed, eun tamouez reun-marc’h [2], eur skubell ha sehier. Ar plac’h yaouank a stagas kentiz d’he labour. Dishilia a eure ar pennou-ed war al leur. Neuze e krogas da vala greun etre an daou vaen [3] ha tamoueza ar bleud goude. A-hed an deiz e labouras evel-se. Da serr-noz e teuas ar penn-meuriad d’he c’herc’hat. Eur souez e voe d’ezan gwelout ez oa ar bern pennou-ed dishiliet, malet ar greun, tamouezet ha sac’het ar bleud [4]. Ar plac’h yaouank he doa skubet al leur, aozet ar skiber, laket pep tra naet ha kempenn. Ha graet ganti hec’h-unan-penn labour daouzek plac’h sklavez ! Klevout a reas meuleudi gand ar penn-meuriad. Mont a reas neuze d’en em walc’hi er waz-dour hag e voe degaset gant he mestr d’e di e lec’h e reas d’ezi dibri hag eva.

Koaniet d’ezi, e vennas ar penn-meuriad he lakaat da zont da gousket en e gichen. Nac’h a reas hen ober ha n’hellas ket ar roue trec’hi war eneberez ar plac’h yaouank, rak laket oa en he fenn beza lazet kentoc’h eget plega. Gwerc’hded he c’horf a venne mirout d’ar c’hadour a gare ha d’ezan hepken. Ar roue he c’houenias d’an douar, a skôas ganti

  1. Putheas (IVe kantved kent H. S.) apud Strabon, IV, 5. 5.
  2. Plinius, XVIII. 18. Diwar-benn an edou gounezet gand Enez-Vreiziz hag Iwerzoniz en Hen-amzer, leun pennad-skrid J. Loth : Les noms et les variétés du froment chez les Celtes insulaires, in Rev. celt. 1924, pp. 193-203. Diwar-benn an edou gand an Hen-Arianed, kemer kelenn diouz Zaborowski : les Peuples aryens d’Asie et d’Europe, leurs origines en Europe, la civilisation protoaryenne, 1908, pp. 331-61.
  3. Diwar-benn ar mala-ed gand ar vreo sellout Déchelette, Manuel, I, p. 345 ; II, pp. 1386-90 ; Vendryès, les Moulins en Irlande et l’Aventure de Ciarnat, Rev. arch. 1921, II, pp. 362-72 ; Lindet, les Origines du moulin à grain, Paris, 1900 (tennet eus ar Rev. arch. 1900, pp. 17-44) ; les représentations allégorigues du moulin et du pressoir dans l’Art chrétien (id).
  4. Bulga e oa ano ar sac’h e keltieg ha *blâtobulga e vije bet hini ar sac’h-bleud. Kenveria an ano-lec’h Blatobulgion en enez-Vreiz dindan aotrouniez ar Romaned, Rhys, Celtic Britain, pevare mouladur, London, 1908, pp. 282-3. Lakaat e kemm, evid an erea eus ar geriou, an hen-geltieg *medulestro « lestr-chufere », a zo goulennet en e raog gand ar c’hembraeg medlestr, hag ar galianeg duprosopi (e lec’h dubrosopi) « dinaouerez-dour, hydria » a lenner enskrivet war darbodou ar Graufesenque, Rev. celt. 1924, p. 49.