ket, gwisket m’oa bet gand an taro eul liou hag eun neuz dianat. E liou hag e neuz gwirion en doa lezet gand eur spez da vesa, en e lec’h, buoc’hed Medua e pradou Roudon. Kavout a reas da Alaba ez oa hen eun taro gouez deut eus ar c’hoad nes, hag e c’hoanteas kerkent e teuje d’he zreanti gand e gerniel da verraat d’ezi he foaniou.
E c’hervel a eure. Hag an taro chom a-zav, trei e benn ha menel difinv o sellout hag o selaou outi. Nemet ne ziskoueze ket beza tuet da senti. Alaba neuze d’e gunujenni, e spi dont d’e feulzi. Ar wech-man, e neseas an taro daveti. Hogen, e lec’h ober droug dezi, e stagas d’he lipat war he chorf, hec’h izili, he dremm, ha, dre ma tremene teod an taro, e steuzie ar goulïou hag ar bronduou, ma teue d’ezi kig ha kroc’hen ker yac’h ha ker kaer hag a-ziagent. Evel-se eo e yac’heas Donnos Alaba, o tegas en-dro d’ezi he c’hened. Neuze, e voutas beg e gorn etre ar chadenn hag ar roc’h hag o sacha war-drenv, e torras ar chadenn hep poan ebet. Hag hen oc’h addont, evid eur predig, d’e liou ha d’e neuz. Alaba e anavezas. He daouarn a lakeas en daou du da vuzell an taro hag e pokas d’e fri. An taro a vlejas ha stouï e benn d’an douar. Hag e verzas Alaba eun dra bennak o lugerni evel aour e-kreiz ar geot glas e lec’h ma c’houese an taro. Hec’h aval a anavezas a oa deut a-ziwar ruilh eus ti-meur ar roue beteg eno. Alaba her gorreas ha dibri an hanter anezan ha setu o tont en-dro d’ezi rak-tal he holl nerz, he laouender, he c’halonegez.
Debret d’ezi, e lammas ar plac’h yaouank war gein an taro, hag i en o raog war-du ar c’hreisteiz.
En eur ober tri devez ez oa deut an taro eus an Iberi en Albio. Nao devez a gemeras d’ezan distremen an hevelep hent, dre m’edo gantan Alaba en he c’hoazez pe a-c’haoliad war e gein ha ne dae ket gand e holl herrded dre aon rak laza ar plac’h yaouank. An nao nozvez bet gand an taro hag Alaba e koadou ha gouelec’hiou Albio ha Galia, setu aman penaos o zremenjont. Mont a rae an taro en e c’hourvez etre an avel hag ar plac’h e doare na zeuje beteg enni c’houezad ebet, hag Alaba en em astenne a-stok d’ezan a-hed e gostou ec’hon pe etre e baoiou, tommet d’ezi gang ar gor diouz korf an taro ha gwaskedet ouz gouyender noz