ha yenien beure [1]. Ha setu e pe zoare e treizjont ar mor etre Albio ha Galia. Pignat a eure Alaba war benn an taro, azeza war e gern, kroaziet ganti he diouhar, soucha etre e zaou gorn, ha mont an taro er mor ha staga da neunvial. Ha ne zeuas nag eur flipennad dour-mor nag eun tarzad eon da c’hlebia korf Alaba a-hed an dreizadenn.
En navet deiz, en em gavas an taro nes da Vedubriga. Gortoz a reas er brouskoad ken na vije kuz-heol. Serret an noz ec’h adstagas gand e hent hag e tiskennas Alaba, e-kreiz ar c’hoadig dero, kistin ha skao-gwrac’h, ouz toull-dor ar plac’h koz. Houman a rôas eur sae da Alaba hag a guzas anezi er foz ma serre he greun [2]. Alaba n’oa ket fall eno. Strewet ez oa strad ar foz a golo, hag enni sourrad avel ebet. Neb trouz da ziaesa ar plac’h yaouank dre he c’housk. Lukotis hepken, awechou, a zeue d’he gweladenni pa veze dihun [3]. D’ar skleur glan o strinka eus he fennad-bleo melen, eus he daoulagad glas, eus he c’horf gwenn-erc’h, e selle Alaba ouz al loenig loued-e-sae, hag e rae heman kant ha kant tro evit didui ar plac’h yaouank. Redek, lammat, c’hoari a rae a-gevret ganti.
Eno, eta, er foz-c’hrenn, eo e kouske pe e c’hoarie Alaba endra ma veze deiz. En noz e teue el logell, e tasorc’he an tan, ec’h enaoue ar flamm, hag ez ae er-maez er c’hoad da vale hag analat aer vat. Ha, kel lïes tro na veze ket dalc’het Esus gand e wazoniez d’ar rouanez, e teue daved ar plac’h yaouank da guzulikat. Ha gwechou Kernunnos, gwechou-all Maponos, mab Matrona, a rae ged e beven ar c’hoad, evit herzel ouz den da goueza war dreuz en emweladenn an
- ↑ Cf. Rev. celt. 1907, p. 32 ; 1908, p. 159.
- ↑ Diwar-benn ar grignoliou-ze dindan douar eus ar Spagn, sellout Varro, De re rustica ; Notennou, VIII, 19.
- ↑ Kenveria an ano-den hen-geltiek Lukotiknos « mab al Logodenn ». Ar brezoneg ha kerneweg logodenn, kembraeg llyg, llygden, hen-iwerzoneg luch, tro-c’henidik lochat, a c’houlenn en o diagent eun hen-geltieg *lukoto.