Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/93

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —



Diskleriadur a garantez gant Medua.


Deut ar pred ma tlee Medua mervel ! Ha hi mont e frankizenn-veur ar c’hoad kent tarzenn an deiz, en-dro dezi gwragez ha merc’hed yaouank Roudon o c’harmat hag o lenva. Hag e-kreiz lenvadeg ar maouezed e varvas. Da greisteiz, pa zeuas an heol, o tiguzat a-ziwar kribenn uhel ar gwez, da beurveuzi ar frankizenn en e sked hag en e dommder, ec’h adteuas ar vuhez er rouanez c’hourvezet. Sevel a eure e-kreiz youc’hadeg ar maouezed. Gwisket e voe gand ar merc’hed yaouank en eur sae vleuniou ha kaset d’an eienenn Iakka ma kouronkas enni [1].

Kerkent hag hec’h adc’hanedigez, p’edo en holl flammder he yaouankiz, e barr he c’hened, en holl flourded he gwerc’hded adkavet, e teuas da gaout an daou gadour eus an enezenn distro. Edont o vale o-unan en avalenneg Medubriga, en eur rei tammou bara da wazi gouez ar rouanez [2]. He gwelout a rejont o tonet. Dindan he c’hammedou e tigore war eun dro ar bleuniou nevez-amzer hag ar bleuniou hanv. Bleunv ha frouez a-unan a zeue d’an avalenned war he zremen. Gouziza a rae an avel. An evnedigou a dave war o c’han hag a stoue, bamet, war ar skourrou, da arvesti ouz he c’hened. Medua a guntuilhas eun aval. Hen astenn a eure d’an daou zen-meur. He c’harantez a ginnigas d’an daou gadour. I, avat, a vanas yen, digas, rok, enebour. Dizarbenn ar rouanez a rejont. A-vec’h ma teurvezjont he selaou. A-vec’h ma taoljont outi eur sell.

« Eman Gast ar C’hornog, eme Gernunnos, o paouez gwiska neuz eur werc’hez aonik evit komz ouzimp a garantez. An diweuz-se, avat, eman oc’h astenn d’eomp, a zo bet saotret gand afadennou diavêzidi. Ar c’horf-se eman o kinnig d’eomp, miliadou o deus e biaouet en hor raog. Deut eo he zadou a vro-Wenn, nemet torret eo bet ganto al

  1. Kenveria Frazer, op. cit. III (Cultes agraires et sylvestres), pp. 129-32. Iakka ez oa, da vare domaniez Rom, ano eur gêr eus rannvro Tarrako (Taragonna), Ernault, Dict. étym. du breton moyen, p. 315.
  2. Kenveria Epopée celtique, p. 250 ; Rev. celt. 1907, p. 259.