Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/96

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

das an eost, rak m’edo astennet en o gourvez holl vederien gêr dre ar parkou. War a leverer, e-pad m’edont o vedi an diweza park, ar rouanez o sellout, a-greiz-holl ec’h ehanas Esus hag e lavaras da Gernunnos :

« Piou a zo o heja an ed ahont e penn ar park ? »

Ha Kernunnos, hep digeina, hep astali war e labour, a eilgerias :

« Marc’h an ed [1] eo a zo o paouez gourvez ahont.

— Mont a ran d’e laza », eme Esus.

Hag hen mont er penn all d’ar park ha laza ar marc’h gand e falz. Hogen marc’h muia-karet Medua ez oa-hen, deut da dorimellat eno. Dre nerz o hud ha galloud o strobinellou o doa an daou gadour graet d’ezan dont er-maez eus e varchosi hag e zegaset di. Dont a reas ar rouanez da welout korf maro marc’h an ed hag ec’h anavezas he marc’h-hi end-eeun.

« Gwa d’in, emezi, rak setu lazet ar marc’h a oa dindanoun em holi emgannou, an hini en deus va douget a-dreuz da rouantelez ar C’hornog adaleg Oestrumnis betek Tingis ».

Tremen a reas eur sell leun a anken hag a zroug war ar gompezenn marellet a gorfou hag a bennou he mederien, war an irvi ruziet gand o gwad. E bara a reas neuze war an daou zen estren. Peurc’hraet ganto o labour, edont en o sav, o falz en o dourn, stag outi o sellou. Hag en a-drenv d’ezo an heol o vont da guz ! E ruzder an abardaez e tiskoueze d’ezi an daou baotr yaouank divarv beza bras ha krenv, garo ha kriz, eur marz ! Ha taer ar c’haerder anezo evel hini daou vab Ankavos [2]. A belec’h e teuent-i ha piou ez oant ?

  1. War marc’h an ed, sellout Frazer, III, pp. 341-3.
  2. *Ankavos = Ankou.