riou. War al leurenn-ze e tegased an dorfedourien, al laeron, ar vuntrerien, ar saotrerien-zoueou, ar brizonidi paket er brezel, an diavêzidi a oa bet dismeganset ganto ar rouanez. D’ar maro e vezent lakaet gand an tirvi dirag ar bobl en em vodet eno.
Esus ha Kernunnos, o-daou war al leurenn-emlaz, a stourmas ouz ar seiz taro. C’houec’h anezo a lazjont. Evid ar seizvet, e nachas mont d’ezo. An taro Donnos an hini ez oa. Chom a-za dirazo a eure, turia douar gand e gerniel, roudenna al leur gand e droad. Neuze e roas eur vlejadenn hag, o trei kein, ez eas er-maez eus al leurenn. Den ne gredas e zizarbenn. Hag hen en-dro d’e beurvan.
Ar bobl a c’harmas war he c’herseenn o welout ar seizvet taro o vont kuit hag an daou gadour diavêziad o chom, hep gloaz na gouli, mestr war an emgannlec’h. Neuze e voe sonet o c’horn-boud arem gand an daou gornour e-tal ar rouanez ha spiset gand ar pevar bannour anezi e teuje, e-lec’h ar seizvet taro, ar c’hi-emgann a veze o virout ar c’hrenvlec’h.
Albios « Bed » [1], mab Mâros « Meur », eo a raed eus ar c’hi-ze. Nerz ar Bed a oa ennan pa’z oa gouest, hen e-unan, da herzel ouz armeou ar bed a gerzout war-raok ha d’o derc’hel a-zav beteg an deiz diweza. War c’hourc’hemenn ar rouanez e lammas ar c’hi en emgannlec’h, hag hen, digor e c’heol, mont a-razailh d’an daou gadour. Esus eo a zegemeras an argadadenn anezan. Esus a stourmas outan hag e lazas.
Ar rouanez ha gervel neuze ar c’haz a oa bet roêt d’ezi
- ↑ *Albio a zo aet da elfydd « bed » e kembraeg. Kenveria Ailbe, ki-emgann brudet a Iwerzon, D’Arbois, l’Epopée celtique, p. 501. Diwar-benn ki-emgann ar Gelted, sellout Notennou, VIII, p. 26, D’Arbois, Civilisation des Celtes, pp. 55-60. E-gaou eo ez eo bet lavaret, en daou levr-man, ez oa dianav ar c’houn-emgann da C’hresianed ar pennad-amzer homerek : skeudennou anezo a gaver en arz gresian-ha-ionian (sellout ouz ar pennad-skrid a-zivout levr D’Arbois embannet gant S. Reinach war Chronique des Arts et de la Curiosité, 1899 ; kenveria Rev. celt. 1901, p. 245). Kadgi pe aergi a veze graet eus ar c’hi-emgann e brezoneg-koz. Barzed krenn-amzeriad Kembre a ra alïes gand an daou c’her-ze da envel ar vrezelourien : yg gorun aergun « e kurun an aergoun » (ar gadourien) ; aerbost cutgun « aerbost ar c’hadgoun » (ar vrezelourien), Rev. celt. 1920-1, pp. 163, 167.