gant Nabaros, roue Olisipo [1]. Battus « Maro » [2], mab Agra « Lazadeg » [3], a raed eus ar c’haz-se. Ennan ez oa nerz ar Maro : etre daou guz-heol e c’hallje astenn en o gwele-gwad a varo armeadou ar bed. Floura e benn d’ezan a eure ar rouanez ha kuzulikat e pleg e skouarn. Hag hen o c’hourlammat skanv el leur-emlaz hag en em ruza etrezeg an daou gadour. Kernunnos eo a zegemeras an argadadenn anezan. Kernunnos a stourmas outan hag e lazas.
Hag ar sklerijenn o tont e spered ar rouanez, ha teuzi al lusenn-hud a oa etrezi hag an daou gadour. Ha hi dont da c’houzout piou ez oant. O anaout a reas an eil hag egile anezo :
« Tud n’oc’h ket c’houi, emezi, hogen doueed. Neket Nertos ha Galatos eo a zo hoc’h ano, hogen Esus ha Kernunnos. »
An daou vrezelour a guiteas al leurenn hag en em dennas
- ↑ Lisbonna. Diwar-benn pikolou kizier-gouez an Europ (lynx vulgaris, l. pardinus) hag an damesaat anezo, lenn Brehm, les Merveilles de la Nature, les Mammifères, I, pp. 302-8. A-zivout ar c’haz-ki (cynailurus) pe ar c’haz-antilopetaer a gaver en Afrik hag e rann vervent an Azi adal striz-douar Suez bete Bro-Indez, lenn, en hevelep levr, ar pajennadou 312-7. Ken abred hag an eilvet milved kent H. S. e veze damesaet ha desket war hemolc’hi ar c’haz-antilopetaer gand Ejiptiz ha tud an Azi. Degaset e veze e Kreisteiz an Europ, Gres hag Itali, d’ar roueed ha d’an uhelidi a rae anezan keneil o hemolc’hadegou hag o banveziou. War-dro kreiz ar c’henta milved kent H. S. e weler e skeudenn war livaduriou-war-bod ar C’hresianed ha war livaduriou-bez an Etrusked : Tomba del Leopardi, Tomba delle Leonesse, Tomba del Triclinio (F. Poulsen, Etruscan Tomb-Paintings, p. 31 ha skeudenn 24). — Diwar-benn hemolc’hadegou Mukeniz, sellout ouz Glotz, Civilisation égéenne, 1923, p. 363, hag ouz Dussaud, Civilisations préhellénistiques, 1914, pp. 160-4, skeudenn 121 ha taolenn-skeudenn livet C. War banveziou hag evadegou an Etrusked, Poulsen, op. cit. pp. 19, 29-40 ha skeudennou 23, 24, 26, 27, 30-2 ; eveziadennou mat gant S. Reinach war Rev. arch. 1922, II, pp. 197-8.
- ↑ War ar ger-se sellout Rev. celt. II, p. 427, ha Dottin, Langue gauloise, p. 233. Pennad damhenvel ouz heman e levr Dottin, Contes irlandais, Roazon-Paris, 1901, pp. 116-7.
- ↑ *Agron pe *agra deuet da aer e brezoneg.