L. Prud’homme, 1817  (p. 149)


Pardon an Ennemiet.

Ar bempet gourc’hemen a difen ouzimp lazàn, na blessàn den ebet nac en e gorf nac en e ine ; difen a ra mêmes cavet ar volonte d’en ober na cavet cassoni ous den ebet, da souheti drouc da den, da ober dezàn пep sort drouc, d’en squei, d’en zeiàn, d’en lazàn, na bezàn occasion da nep sort drouc d’on nessàn. Ret eo memes cаret on ennemiet ; Jesus-Christ en ordren en Aviel dreist pep tra. « Queret oc’h ehnemiet, groed vad da nep en deus drouc ouzoc’h, pedet evit ar re a deu d’o calomniàn ha d’o persecuti. » Doue en ordren, ha ne gommand nemet ar pez a so parfait. Laret e ra dimp penaus e vezomp muzuret gant ar memes muzur m’or bezo muzuret ar re-all. Mar pardonet, eme an Aviel, an offanç oc’h eus recevet abeurs an dud, o tad celestiel o pardono ive ; mæs ma ne bardonet quet ne vefet quet ive pardonet. Jesus-Christ e-unan en deus accomplisset ar gourc’hemen a ra dimp ; mervel a ra injustamant er Groas, ha goulen a ra pardon evit e vourevien. Ma ne heuliomp e exempl, ar goat precius en deus scuillet a vezo inutil evidomp. Judas a drahis Jesus, ha Jesus a bocq dezàn. Pêr a nac’h e Væstr divin ; Jesus a sel outàn gant carantez. An hent encq a gondu d’ar vuez eternel ; n’on deus quet a digare : Doue a ordren pardoni d’on ennemiet, J. C. en deus àn groet, ha miliero a verzerien o deus heuliet e exempl.