Pardon ma farouz
Etouez an holl goueliou, nan eus hini hag a denera kement kalon ar Breizad hag ar c’hristen evel ar gouel dudius anaveet gant an holl, gouel ar zantez pe ar zant paeron, pardon ar barouz.
En gwirione, nag a zevozion, nag a zudi, nag a dolennou adbevet, nag a envoriou dihunet gant ar geriou-ze kenberr.
Ar pardon a zo eur gouel hag a c’hall kemer peurz ennan an holl barousianiz a beb oad hag a bep stad. Ar paour, kustum da welet ar pinvik beuet en plijaduriou dishenvel, tra ma renk poanial bepred, a drid o sonjal er gouel santel-ze grêt evitan kouls hag evit ar pinvidik, rak ar zant a zo patron an eil a zo ive patron egile. Ar pinvik ive, skuiz gant an diduamanchou trouzus, a gav ar gouel peuc’hus-man evel eun distan hag eur frealz.
Mes mar deo ar pardon eur gouel evit an dud vras, bezan ec'h eo ive eur gouel dispar evit ar vugale. Sonj am eus, pa oan krennezig, pegement a hast am ije da welet an devez binniget-se. Hed ar bla e hunvreen ennan, ha kreski c’hoaz a rê ma frez dre ma tostae, evel pan ije dleet pad bepred. Evel se ’man an den kez ; adalek e vugaleaj betek ar be, ne ra nemet dihastan e damm bue ; goude eun hirnez e teu eun all, hag e keit-se, ar vue a dremen buhan evel eul luc’haden.
Mes d’an amzer-ze, nebeutoc’h c’hoaz evit breman, me ne sonjen ket en treo-ze ; digoummoul e vije ma levenez o sonjal em devez a blijadur.
Kerkent ma tarze an heol eta, e vijen war droad, evurus, marvad. Mes, ma Doue, hen anzav a ran, n’e ket ma devosion evit sant Klaud a rê d’in kaout kement a hast d’e bardon…, ne laran ket, avat, ar madigou, ar c’hoariellou, ar staliou a bep seurt a vije renket an de-ze war blasen ma bourkig hag a re d’ean bean kaeroc’h d’am daoulagad evit ar gêr a Bariz eus pehini ne ren nemet klevet komz. N’eo ket m de-ze bepred am ije kuitaet anean a volante vat ’vit mont da welet ar gêr lugernus-se.
Evel-se e kreiz an dudi, e tremene an devez, ha breman, mar n’eo ken ar memes c’hoantegeziou a ra d’in karout pardon ma farouz, ma flijadur o welet anean o tostât n’eo ket nebeutaet.
Disul en em gave an devez kaer-ze, ha tremenet eo ken drant adarre ma ’m eus c’hoantaet kas eur ger bennak diouti da « Groaz ar Vretoned », daoust pegen kustum eo he lennerien da welet keleier evel-se war o c’hazeten.
Eun amzer dispar, eun heol lirzin, n’am eus gwelet biskoaz lirzinoc’h. — mes me gred ive penôs war douar sant Klaud e tispake disul e vannou skedusan, — a reas d’an dud dont niverus da enori sant patron Bonen.
Ar pardoner, an O. Henri, kure Plugerneve, en eur brezoneg c’houek, a reas d’imp eur brezegen dispar. O tisplegan d’imp bue S. Klod, e kennerzas ac’hanomp da gerzet war e roudou en amzer-man digar ma n’en deus mui an den digabestra prest awalc’h frankiz da heuilh e gredennou. Kentelia reas, dreist-oll, an tadou hag ar mammou war o deveriou e kenver o bugale, war ar garg o deus abeurz Doue, d’o difenn, pa glask mevelien an ifern silan en o ine glan ar vreinadurez, ar binim a garg o c’halon o-unan.
N’hallan ket displegan aman ar brezegen war he hed : chilaouet eo bet gant evez, ha, hep mar, dougen a rei frouez. Penôs eta trugarekât ar prezeger ? Evit kenteliou ken mat roët gant kement a galon, ar ger trugare a zo gwall-c’houllo ; ar gwellan eo, a gredan, pedi sant Klaud da rei d’ezan an digoll a zo dleet.
Gant ar gousperou, e kreskas c’hoaz niver an dud : otrone beleien ar parouziou diwardro a deuas da gaerât ar gouel. Trugare d’e holl, en hano Boneniz.
Ar prosesion urziet eus ar gwellan, a yeas neuze betek an tantad. Heman a oa savet war eun dosennig : dirak ar zell eur c’horniad bro dispar a ’n em lede pell pell ; an ezennig a ginnige eus an draouien c’houez ar foen neve droc’het ha kân al lapoused ; ha tra ma save en êr flammou têr an tantad, tra ma sone an taboulinou, dirak an dolennig dudius-se a vêziou Breiz-Izel hadet a chapeliou hag a galvariou, diouz kalon an holl gristenien bodet eno, e save dishual betek trôn sant Klaud, an diskan kalonek-man :
O sant Klaud, servijer Doue,
Chilaouet ouz hon feden,
Gret ma vo Jezuz gwir Roue
War an holl dud a Vonen !
BUGEL AR WERC’HEZ.