Pardon sant Klaud
Eur ger bennak diwar-benn pardon sant Klaud, a oa bet lidet e Bonen e-kreiz ar fe hag an urz ar brasan.
Ar bloa-man, muioc’h c’hoaz evit ar bloaiou-all, pep tra a oa diarbennet gant an aotrou person evit ober eus hon fardon eur gouel a levenez, eun devez a enor hag a zilvidigez evit ar barouz. Evit se en devoa klasket d’ober ar pardon an aotrou Trehiou, kure Gronvell. N’halle ket ober gwelloc’h dibab. Boneniz maent ket o vont d’ankouaz ar brezegenn gaer o devoa klevet disul. Ne skuize ket an den o klevet komzou ken grouezus. gwirioneou ken skler, tôlennou ken birvidik a gemer ez-eün hent ar galon hag a entan enni ar fe hag ar garante gristen.
En hano Boneniz, trugare d’an aotrou Trehiou, ha Doue ha sant Klaud da rei d’ean an digoll a zo dleet !
Eun neventi all a oa o c’hortoz ac’hanomp evit ar gousperou. Kanerien vihan Kampostal, renet gant o c’helener mat, an aotro Poulizac, a oa pedet gant an aotrou person da zont da ganan ar gousperou. Koantat moueziou ha dudiusat kan, a lakeas hon ilis vihan da dregerni. ha da dridal !
Toniou ken kaer, kanet gant moueziou ken dous, a zav, hep gout d’ean, ar spered uhelloc’h evit an douar-man.
Mes ouz o chilaou, e sonjer ivez pegement a breder a zo bet kemeret evit stumman anê, pegement a boan en deus talveet kroui eur c’han ken kaer.
N’eus forz ! Kelennerien skol gristen Kampostal n’o deus damant da boan na da drubuilh ebet evit temza, evel ma ’z eo dleet spered hag ine ar vugale a zo fiziet enne. Me gred ez int digollet eus o foan pa welent ar frouez puilh a zav diwar an had a daolont, rak eur yec’hed eo gwelet bugale ken fur ha reizet ken mat. Ouz o gwelet hag o c’hlevet disul, e santen em c’halon ar frealzidigez o trec’hi war ar glac’har, a zo garanet enni aboue ma welan du-hont en dremwell seminer Plougerneve, gwintet a-us d’hon lanneier evel eun arouez a dismantr hag a ganvou, hen hag a oa gwechall evel eur stereden lugernus e-kreiz meneou Kerne.
Hag e sonjen en ti-all a zo savet dindan sellou tener ha war douar Itron Varia Rostren. An ti-ze, ken koant, neizig dudius kuzet e-touez ar gwez glas, hag a dregern bemde gant moueziou skiltr ar vugaligou deut ’n e c’houdor da glask sklerijenn Doue. Eno eman breman hon c’honfort, eno eman esperans Kerne.
|
- K. A.