troet gant Gloada ar Prad.
Mouez ar Vro, 1920



Pask Loull Vras


————


    Unan euz ar C’hontadennou koant kutuilhet war hor meziou, etouez ar c’herreg hag al lann, war ar bagou hag e tal an tan gant Hor c’henvroad gouieziek A. Ar Braz, Kelenner e skol-veur Roazon.


I

Bourc’h Plougonan, lec’h em eus tremenet bloaveziou eürus va bugaleaj, n’eo ket a dra zur eur foeltren tra ; n’eus ket ennan en tu-all da dregont ti, tôlet aman hag a-hont, n’eus fors penôs, tiez marvat ken koz hag ar bed e-unan… N’eo ket da lavaret ’velkent eo Plougonan eur vourgaden netra, divrud ha dizanao. Paperou an ti-kêr a lavar a oa kanton abars ma teuas bourc’h Plouaret da rei lamm d’ezan. N’eo mui breman nemet eur vourgadennig henvel ouz kals reou-all gwir eo ; n’en deus ket, avat, evit-se kollet e holl sked.

Em amzer-me, da vihana, oa c’hoaz brao lavaret e oat eus a Blougonan. Kaout a reat ennan eun noter an otrou Bodour ; eur mestr-skol, an otrou Tynevez ; eur c’hemener, lemm e deod, evel just, Jerom Menguy ; eur c’hereour brudet bras dre ar c’harter, Per-Mari Kubedig. Gellet em bije asten ar roll-ze eus micherourien ha tud vras Plougonan. Hogen, hast am eus d’ho lakât da ober anaoudegez gant daou bôtr brudeta ar barrez, me fell d’in lavaret Milio Keïneg, ar marc’hadour butun, hag Olier Nikolazig, ar zakrist.

Milio a oa bet soudard ha kanolier kenta klas er C’hrime hag en Itali. O veza bet glazet e Solferino e tapas ar vedalen ha… stal ar butun.

Milio a oa eun den laouen, eur farser, eur rimadeller dispar, ha prim e teuas da veza gwelet mat gant Tregeriz. Mont a reat alies da brena butun netra ken nemet evit e glevet o konta marvailhou. An Otrou Person hepken hag an daou gure a oa eun tammig yen outan, « war zigarez, emezan, ne vire ket kaer lezennou an lliz. » Hag e gwirionez, Milio a oa eur c’hristen groz. Bep tro ma tigoueze gant Olier (a reat aliesoc’h Loull Vras anezan), e rea abadennou farsal diwarbenn e vicher.

Penôs en doa tapet Olier Nikolazig an hano iskis se, Loull Vras ?… Setu eno eun hano !… Mes, da ober petra e talefen d’hen displega ? Lavaret a rin d’eoc’h hepken e oa Loull Vras eur skouer evit ar barrez, e oa eun den sec’h, eur peul hir, treut, bleo melen-gwen d’ezan hag eur fri a lavarje an den en doa c’hoant da vont en e c’henou. Lavaromp c’hoaz e oa eun den a zever. Ma tigoueze d’ezan ober gwech ha gwech-all gouel ar voutailh, kredit ac’hanon, n’eo ket hen, Loull, a oa da veza tamallet, e vignon eo, Poezevara, an touller beziou.

Nag a gemm etre Loull hag e wreg ! Môna a oa bihan ha teo, ken teo end-eün ma en doa aon meur a hini e teuje ar c’hroc’hen da faouti[1] war he c’hig !…

An tiegez-se koulskoude a oa urz vat ennan hag a c’helle beza kemeret da skouer gant ar re-all. Môna a zastume en iliz, da zul, arc’hant ar c’hadoriou. Ar pez a c’houneze Môna laket gant ar pez a zastume Loull wardro an iliz a rê d’ezo ren eur vuhez êzet, digoummoul ha dienkrez war an amzer da zont, en ti bihan bleuniet a roz, e penn pella ar vourc’h, stok ouz moger liorz ar presbital.

Evel-se edo an traou pa deuas Milio Keineg, un dizakr ! da ober gwap ouz relijion Loull Vras ha d’hen lakat war eun hent leun a spern. Heman a drec’has, gwir eo, hogen ne zaleas ket, ar paour kêz ! da veza diskaret dindan samm e lore.

II

Edot e sadorn arôk ar Zul Bleuniou. Evel kustumm, pennou bras Plougonan a oa bodet en deiz-se e hostaleri an Aval Aour, « dalc’het — evel ma lavare ar skrid uz d’an nor — gant F. an Aveant ». Kubedig ar c’hereour, a c’hoarie kartou gant e vignon Menguy, ar c’hemener ; Bodour a oa o tomma eur banne dour ; ar mestr skol a oa e gein en tan ha Milio Keïneg a yea hag a deue o c’hlabouzat enep ar c’horaiz[2]

— « Damet, emezan, o sevel e fri warzu an horolaj, daoust ha ne deuio ket Loull Vras d’hon gwelet fete ? Traou a-bouez am eus koulskoude da lavaret d’ezan. Ya, laouen ! »

N’oa ket peurechuet gantan e gomz ha setu Loull vras o tont en ti gant Poezevara oc’h e heul, evel just.

— « Daou chopinad jistr ! » eme an touller beziou.

— « Asa, p’eo gwir e kavan ac’hanout aze, Loull, eme pôtr ar butun, lavar d’in ta perak eman ar greden etouez an dud ez a ar c’hleier da Rom d’ar Yaou-Gambr lid. Me a zo nec’het gant an dra-ze, pôtr paour ! »

— « Mat, ôtrou Keïneg, n’em boa morse tôlet evez ouz kement-se, ha ne ouzon. Koulskoude, ma lavar ar re goz ez a ar c’hleier da Rom, ar c’hleier a ya da Rom, aze n’eus ket da dorta ! »

Eva reas e chopinad hag e kinnigas eur chopinad-all d’an touller-beziou.

— « N’on mui eur bugel, kredabl, eme ar marc’hadour butun, na te ken-nebeut, pe tiaoul ? Ar c’hleier ze a leverer nijet da Rom, daoust ha ne welomp ket anezo bepred en o lojou ? »

— « Gwelet ho peus anezo ! Gwelet ho peus anzezo ! a livirit. Ha ma n’ho peus gwelet nemet o skeud ? »

An eil chopinad a yeas hepdale dre an hent ma oa êt ar c’henta.

— « Eva raïmp eun trede ! » lavaras an touller beziou. Fri Loull a reas eur stou d’an dol da lavaret ya.

— « Ya ! emezan gant ruster, o skeud ! lavaret mat am eus. Paeet mat oun evit gouzout, marvat, me hag a vev ganto ! »

An artilher koz, faë gantan, a reas eun hejaden d’e skoaz. « Gwelet a ran, emezan, emaoc’h dalc’hmat o farsal, c’houi hag ho seurt. »

— « O farsal ? » eme Loull sounn e gribel gantan. E dal lapous a yeas, kouls lavaret, da dapout an treustou hag e oe eno, evel pa lavarjet, krouget oc’h korden e gloc’h.

— « O farsal ? emezan, evit an eil gwech. Ac’hanta, otrou Keïneg, pegement a root d’in ’ta mar eman ar wirionez ganen ? »

— « Ar pez a giri !… »

— « Ugent real ? »

— « Alo, ugent real ! Marc’had grêt ! Asa, pôtr kêz, penos a ri evit rei d’in da gredi eo êt ar c’hleier eus o neiz ? »

— « Grêt em bezo hent ganto ha pa rankfen evit se brevi va zammou eskern ».

O klevet Loull, an holl a zirollas da c’hoarzin. Mes ar zakrist a lavaras d’ezo dichek :

— « Ne dlefec’h ket c’hoarzin evel-se, otronez. Traou a zo hag a ve pec’hed esa kompren anezo. Ar pez a lavaran ober a gousto d’in marteze muioc’h eget na gredit. N’eus fors ! roet em eus va ger : derc’hel a rin d’ezan ! »

Kregi a eure en e weren hag oc’h asten e vrec’h e lavaras :

— « Klevit, otrou Keïneg. Kemeret a ran da destou ar re holl a zo aman : disadorn d’abardaez, d’an heur-man, e viot holl en Aval Aour evel hirio. En deiz se, mar plij gant Doue, ec’h oufot hag hen ez a e gwirionez ar c’hleier da Rom pe ne deont ket ; ken gwir eo ar pez a lavaran d’eoc’h hag ez a ar jistr-man da veza evet ! »

— « Mal eo, sakrist ! a lavaras pôtr ar butun. Da c’hedal me a bae eur chopinad-all ».

Ne oe ket an diveza, e c’hellit kredi. Pep unan a baeas e droiad chopinadou, ha Loull a zistroas d’ar gêr pounner e benn. Huvreal a reas hed an noz edo oc’h eva barrikennadou jistr diskarget e kleier hag a oa outo diskouarn henvel ouz re skudellou jistr hostaliri an Aval Aour. Loull Vras en doa c’hoaz eun lamm droug-penn antronoz pa zavas da gana ar servichou.

III

Deuet eo pardaez ar Zul Bleuniou. Lakel eo ar bod beuz benniget us d’ar pinsinou e pep ti, e pep park. Ar barrez a-bez a oa en oferen-bred ; Keïneg e unan, ar pôtr faro, a oa bet en oferen. Mont a rea gwech ha gwech, marteze evit kaout berroc’h an amzer, marteze evit kaout tu goude da wapât. Kredi c’heller e teuas en deiz-se d’an oferen o c’hedal klevet Loull o kana a-dreuz hag a-hed. Mes neuze e kollas e boan hag e amzer, rak Loull a ganas kaeroc’h eget biskoaz.

Milio a dapas eun oferen a eun heur hanter… ha Môna a zerras e wenneg kador gant reou an dud-all. Tapet brao ar pabor !

An dervez a zo bet mat evit ar zakrist ha gwelloc’h c’hoaz evil Môna, e wreg. Ha setu perak e oe druzoc’h ar zouben da goan. Eur yarig lardet kaer, poazet en ougnoun fritet… Môna, eur penn laouen d’ezi evel au heol… gwin rus leiz ar gwer… Setu peadra da domma penn ar zakrist ha da zistagella e deod !

— « Diriaou, emezan, ez ey ar c’hleier da Rom, hervez ma leverer. Me fell d’in gouzout ha gwir eo an dra-ze. Atô em eus bet sonjet e raje plijadur d’in gwelet kêr ar Sabed. Môna gez, me a yelo da Rom gant ar c’hleier, hag arabat eo d’it esa derc’hel ac’hanon, rak mont a rin kousto pe gousto. Traou a zo hag a rank beza grêt, pe dre heg pe dre gaer ! Mar fell d’it kousket didrabas goude va maro, arabat d’it stourm ouzin an disterra. Red eo d’in gwelet Rom, red eo d’in daoulina e-hars treid ar Pab ».

— « Ez eo d’it lavaret, Loull gez ! Hag e pelec’h e kavi arc’hant da baea ar mizou ? »

— « Asa, Môna, ro peoc’h d’in gant arc’hant ha mizou ! N’em bezo ezom ebet eus arc’hant da gadoriou, klev ! »

— « Alo, mat eo ! Kerz da Rom eta, ha kas ac’hanon ganez. Ne chomin ket war an douar e keit ha ma vi o pelerinaji e bro ar c’hoummoul ».

Ha Loull ne gav, evel just, netra da lavanet e kement-se ; sonj en deus en doa lavaret ar mêr d’ezan, da zeiz e eured, e tle ar wreg mont e pep lec’h da heul he ozac’h.

IV

Ar Yaou-Gamblid, eun dervez nevez-amzer dudius etre an dudiusa. Eun avelig skanv skanv o tont eus an hanternoz a skub an denvedigou a oa chomet en nenv a-zilerc’h an arne.

Môna a zo bet oc’h en em glevet gant Poezevara, an touller beziou. Roet e vezo d’ezan dek gwenneg dre zervez evit kana ha son keit ha ma vo Loull oc’h ober e dro. Aez e vezo d’ezan gounit e arc’hant, rak n’eus mui na da gana na da zon ac’han da Bask. Eur strakerez hepken a vezo da vale dre ar vered, tro-war-dro d’an iliz, evit lavaret d’an dud fidel eman an ofisou o vont da veza lennet dirak an ôteriou e kanv.

Eun alc’houez a groz er polailh merglet, ha dor an tour da zigeri goustadik. Loull, daoubleget, a jach war dourn e wreg dre bazennou striz ha leiz betek kambr ar c’hleier… Emaint erru… Setu aze ar c’hleier benniget krouget ouz treustou dero mat ; franwal a reont gant an avel. Tri a zo anezo, daou vras : Mari-Jan ha Mari-Louiz, hag unan bihan, Korantinaig, savet us d’ar re all.

Kaera tôl-lagad a oa ac’hano war ar mêziou, ar parreziou gant o zouriou uhel, ar bourkou, ar maneriou !

— « Sell aze en traon, Môna. Ha kredi a rafes eo hennez hon ti du-hont, el lec’h ma welez eun doen beg moan henvel ac’han ouz eur gesten gwenan ? »

Nan avat, ne grede ket sur. Na dister eo eta an traou da welet eus ken uhel !… O veza kaset ha digaset he daoulagad a bep tu, a-bell hag a dost, setu e oe Môna evel skoet en eun tôl gant eur c’hlenved iskis. Anken pe blijadur ? N’her gouie ket kaer, ar baourez kez !

Loull a oa eno er gêr, e kambr ar c’hleier, uhel savet.

— « Eman deuet ar poent, Môna. C’hoaz eur vunuten bennak hag e weli bole er c’hleier. Daoust ha c’hoant ac’h eus atô da zont d’am heul ? »

C’hoant ?… Ya, du-ze disul da noz, pa grede klevet Loull oc’h huvreal.

Evel-se a lavare Môna enni he unan. Sonjal a rea evel Milio Keïneg evit ar pez a zell ouz beaj ar c’hleier da Rom. Et oa da gambr uhel ar c’hleier, warlerc’h Loull, gant ar greden ne vije ket red d’ezi mont larkoc’h ; êt oa dreist-oll da harz he fried d’en em deuler d’an traon ma teuje ar frouden da dieuzi e baour kez penn. Koulskoude, abaoue m’edo eno dindan genou frank ar c’hleier, Môna a oa evel pa vije an dersien ganti. Gwelet a rea breman an traou e c’hiz-all. Kaer he doa beza penn kalet, n’helle ket miret da veza boudinellet, badaouet, hag evel sammet dindan bec’h eur mister enkrezus. Mar bije gwir, koulskoude, edo ar c’hleier o vont da zibrada ac’hano !… Ne ouie mui kaer petra da zonjal ha ne grede lavaret netra da Loull.

Tôl kenta an dek heur a grozas en houarn.

— « En avantur Doue ! a hopas ar zakrist. Arabad d’it gedal ac’hanon a-rôk disadorn, pe gra eveldon, va gwreg ! »

Savel oa war ar c’hloc’h brasa ha gant e zivrec’h hir e vriate anezan evel ma ra ar gefniden d’ar gelienen.

Korden Mari-Jan (ar c’hloc’h bras) a reas eur skrijaden, hag a yeas a-nebeudou e bole bras.

— « Bec’h d’ezi, plac’h koant ! » eme Loull, evel eun diskiantet.

— « Ar paour kez ! eme Vôna, kollet eo da viken ! Echu eo gantan en dro-man !… »

Hag o lavaret kement-se e kouezas d’an daoulin, digor frank ganti he brennikennou, ha n’o distage ket diwar ar reuzeudig hejet, kaset ha digaset war gein ar c’hloc’h. Prestik goude e teuas diganti eur youc’haden skiltrus. Gwelet he doa diou askel gwenn-kann o tout d’en em staga ouz ar c’hloc’h ha, zoken, ar c’hloc’h e-unan o tibrada hag o vont ermêz eus ar gambr gant Loull…

Eur pennad e chômas da zellet ouz nij ar c’hloc’h. Kredi mat a rea edo o vont hepdale da welet he fried paour o koueza war e benn d’an douar.

Eun De profundis leun a druez hag a geuz a zavas eus he c’halon d’he muzellou. Huanadi a reas adarre :

— « Eman grêt e dro er bed man gant ar paour kêz Loull Vras, sakrist Plougonan ! »

Ha ne c’helle ket kredi e chomje beo war e lerc’h. Plijadur ebet ken eviti hiviziken o testum arc’hant ar c’hadoriou… Ha da ober petra destum arc’hant pa ne dalvezfent ket da zousât kozni he fôtr koz ? Eur frouden a deuas d’ezi ive ; toui a reas ez aje warlerc’h Loull da Rom, er maro, pe gant an diaoul, n’eus fors penôs, oc’h red !

Dres d’an ampoent edo Mari-Louiz, d’he zro, o vont e bole. Môna ne c’helle ket sonjal sevel war he c’hein. Divrec’h ha diwesker hir Loull Vras a vije bet red d’ezi kaout evit an dra-ze… Ne chome ganti nemet eun dra da ober : kregi e bazouten ar c’hloc’h pa dremenje ’us d’he fenn, ha mont gantan war bouez he diwrec’h…

Sevel a eure war veg he boutou ha hi da zevel he daouarn. Re zivezat, siouaz ! Mari-Louiz a oa êt dreist ar balustr ven o leuler d’ar pevar avel son skeltr he zae arem.

Ne chôme mui nemet Kôrantinaïg. Ya, mes ken uhel !… kalz re uhel ! Môna a zellas outi ; hogen, gwelet a reas awalc’h ne c’helje biken… ha hi da falgaloni. « P’eo gwir, emezi, ne felj ket da Zoue ez afen da heul Loull war eskel Mari-Louiz da ober eun dro e bro or c’houmoul, hep mar en deus miret ac’hanon war an douar evit eul labour-all talvoudekoc’h ! »

Lavaret a rea c’hoaz : « Ar Brovidans n’am c’hrouas ket evit nijal ! »

Hag ar c’hleier a yea bepred, an eil warlerc’h egile, war-zu Rom.

Hiviziken Môna na glaskas mui nemet an hent da zisken d’an douar.

Dre ma tiskenne, e krede muioc’h-mui e oa bet drellet he daoulagad pa gredas he doa gwelet ar c’hleier o vont war nij eus o c’hambr. Kenta tra a reas o tout eus an iliz a oe sevel he daoulagad warzu an tour.

— « Na petra lavaren-me ? emezi ; eman aze an tri gloc’h en o lojou… Kôrantinaïg, Mari-Louiz, Marie-Jan… Fur int, end-eün, hag evel fez o veza bet ken hejet bremaïk ».

Ha Môna da huanadi ha da ober sin ar groaz, hag hi da vont dre ar vered da glask izili he faour kez ozac’h.

Hepdale e tigouezas gant Poezevara, au touller beziou, c’houez-dour dispen o chacha war gerden ar c’hleier.

— « Klaskit ganen, Poez, klaskomp da vihana ar pez a chom dioutan ».

Mont a rejomp dre ar vered, klask a rejont war an hent bras a ra an dro d’an iliz hag e leuriou an tiegeziou tro wardro ha betek er parkeier. Poan gollet. Ne gavjont e nep lec’h tamm ebet eus korf bras Loull.

Ar bezier a lavaras :

— « Ba ! ha ! Môna, mar kirit, me lavaro eun dra d’eoc’h ».

— « Lavar ’ta, Poez ! »

— « Lavaret a rit, Môna, n’eman ket

Loull war hent Rom — hag eno marteze e faziet, — n’eo ket war an douar kennebeut, var va meno, eo d’eomp klask e relegou ».

— « Daoust ha perak ’ta, Poez ? »

— « E feiz sur, Môna, gouzout a rit pebez korf iskis en doa Loull, ho pried ! Bras oa evit gwir, mes ken tano, ker moan ! Me yafe e klaoustre eman Loull breman pe e-harz treid ar Pab, e Rom, pe d’an nec’h o c’hournijal etre diou goumoulen… »

Ha Môna dioc’htu da zevel he daoulagad da zellet en uhel. Ne welas avat nemet denved gwenn henvel ouz ar re a gaver en hor parkeier.

— « Pa vo kouezet an avel, marteze !… eme an touller. Kreiz-de oa, poent meren, ha gwreg ar zakrist a bedas Poezevara da vont da zebri ar zouben ganti. O daou e tebjont hag ec’h evjont, o c’hôz gant ar paour kez Loull Vras, na petra ’ta !

V

Gwener ar Groas a dremenas tenval, sioul, ankenius, eur gwir dervez a ganv, daoust d’an nevez amzer a c’hlaze ar prajeier hag a lakae al lapoused da gana er girzier. Er mareou-ze, ar Vretoned a zouge d’an Otrou Krist kanvou bras end-eün. Eus pep keriaden, eus pep ti, e teue tud d’an iliz da bedi dirak ar bez ha da skuilh daelou war boaniou Hon Zalver. Konta reer, zoken, e kavet neuze war ar mêziou plac’hed evel an hini ez an da gomz anezi aman.

Eun devezierez a Langazou a yeas da govez da vintin Sul Fask. Ar c’hovezour en e dammig prezegen a gomzas d’ezi eus Pasion ha maro an Otrou Krist benniget er gwener a-rôk.

— « Petra ! emezi meurbet souezet, an Otrou Krist a zo maro ? »

— « Ne c’houiec’h-hu ket ? »

— « Nan dâ, Otrou Person, ni a zo o chom ker pell eus ar vourc’h ! Ni a glev ar c’heleier bepred eiz dez varlec’h ar re-all ! Mar hon divije gouezet e vijemp deuet holl d’an obidou !… »

E Plougonan eo hon deus da ober, chomomp eta e Plougonan.

Berniou tud en em zestume war dachen ar vourc’h, pôtred e du, plac’het gant mantellou hir.

Holl o doa da vont da govez. Meur a hini a reas diwar nij eur zell tost war ar goustians, rak n’oa ken kôz nemet eus Loull an dianket. Ti ar marc’hadour butun a oa leun kouch ; Milio Keïneg n’ehane da glabousat a-drenv ar podou gwen skrivet warno : butun korn, butun-fri.

« Alo ’ta farserien, emezan, divalo eo d’an dud a iliz se ober gwap ac’hanomp evel a reont… Me oar e pelec’h eman Loull Vras oc’h ober e dro e Rom… En unan eus kambrchou an tour eo e tremen ar pôtr-se e amzer o tevi korniadou butun. Eus eun tu-all, Môna, e vreg, a lavaro d’eoc’h en deus kaset gantan eun dorz vara, eur vouestad sardined, eur voutailhad gwin-ardant ha diou voutailhad jistr : peadra da dremen gwener ar groas hep treutat ! »

Unan bennak ’velkent a gredas lavaret edo Môna o ouela dourek d’he fried maro.

— « Ya ! ya ! Komzomp ’ta ive, mar kirit, eus an intanvez glac’haret-se ! Mont a raje, war e meno, da heul e fried, hag e keit-se e oa mall ganti disken da leina gant Poezevara, an touller beziou… Goulennit ’ta hoc’h-unan digant heman. Lavaret a rey d’eoc’h e unan n’en doa bet biskoaz eur seurt friko… Loull ha Môna ! hi ! hi komper ha komer ! en evelep sac’h !… Varc’hoaz, da zek heur, e welot Loull Vras o tisken eus e dour seder evel an heol. Hag e tiredo d’an Aval Aour da ober gwap ac’hanomp, klevel a reot anezan o lavaret :

— « Setu me, tud kez ! Bet oun e Rom war gein Mari-Jan ; mont a ra eta ar c’hleier da Rom !… »

— « Turbulutu ! Arabat dont da gonta traou evel-se d’in-me !… Me a zo re goz, ha deskadurez vrao am eus !… N’oun ket eus ar re a vez tapet gant peg evel ar filiped… Va baro-me n’eo ket grêt gant ar balan a skub an ilizou… Anaout mat a ran kêr ar Pabed ; bet oun ebars, ya laouen ! ha n’eo ket kleier eo hon doa etre hon divesker, nan, fidamdousik, kanoliou eo ez oant, grêt int-i ive gant arem, gwir eo, mes gant arem hag a groz e doare-all !

Lezit da gas, gedal a ran hep aon ebet ho Loull Vras !… »

Da re-all e lavare c’hoaz :

— « A ! bet out du-ze eta, kamarad ? Sac’h an dien ! Komzomp aman eur pennadig. Bei out war ribl ar C’horso ? Gwelet ec’h eus chapel sant Sixt ha klevet an oferen e iliz sant Per ? Ha kastel krenv an El-mad oun bet ennan c’hoec’h sizun evel soudard ? Christo della Madone ! Ma teu Loull Vras a-benn eus e dôl, m’hen tou, me a yelo da govez disul ! » Milio Keïneg a lavaras kant gwech an traou-ze hed an dervez, da lavaret eo, ken aliez gwech ha ma teue tud-all en ti. En doare-ze e teuas a-benn da werza eun toullad brao a bakadou butun, hag ive da lakât douetans e kalon meur a hini war feiz ar zakrist…

VI

Mall bras am eus, e gwirionez, da veza er zadorn vintin. Ar justis, war a lavar lod, a zo kamm. Greomp d’ezi hasta eun tamm evelato ; roomp d’ezi diou-askel Mari-Jan, ma’z eiz buhannoc’h : eman o tilammat d’an tour gant Loull Vras en he c’herc’hen ! Ra vo prim ha primm konfontet ar marc’hadour butun gant ar vez !

D’ar Zadorn-Fask, da zek heur, setu pep tra o taoubenni e kambr ar c’hleier. Holl vugale Plougonan o oa er vered astennet war lein o c’hein, serret kloz o daoulagad, mes digor frank o genaouiou ganto, ken digor end-eün ma oa peadra da zivarc’ha da viken rastellou an dent. Lavaromp ouspenn, mar kirit, evel en hor marvailhou koz, edon eno me ive. Petra reamp er stum-ze ? Divinout a rit, sur a-walc’h. Gedal a reamp ar c’hleier da zizrei gant draje, madigou a bep seurt liou destumet ganto en o zaeou hag a dôlont d’an douar o tigouezout er gêr.

N’oamp ket bet fur er bloavez-se, evit doare, rak gedet hon doa dek munut, hag ouspenn, hag ar c’hleier n’o doa netra da rei d’eomp. Red e vije bet d’eoc’h beza eno evit gwelet pegen dipitet ez eo ar bôtred.

Edomp o vont peb hini eus e du, o chôkat, o c’hroz molat, o tarc’hoi bep seurt traou dismegansus war gein an teir gwrac’h a oa o chom e kambr an tour pa oe klevet Glodaïg an Achuer, unan eus ar gwall bôtred, o youc’hal a-bouez penn.

Gwelet en doa, marvat, an draje o c’hournijal etrezek an douar ! Ha pep unan da zaoulammat…

Glodaïg en doa gwelet Loull Vras. Hon despet a oe bras ; N’eo ket Loull edomp o c’hedal, an draje eo !

Klevet hon doa hano, koulskoude, eus ar pez a oa c’hoarvezet gant ar zakrist, hag edomp o vont da huchal d’ezan d’e zigemeret laouen, gant ar greden o doa ar c’hleier marteze lakaet an draje evidomp en e c’hodellou.

Hopal a rejomp eta a greiz kalon :

— « Te eo, Loull, a zigas d’eomp draje ar c’hleier ? »

Draje awalc’h sur ! Elec’h draje, Loull a zistagas d’eomp eun toullad javedadou.

— « Peoc’h a vezo, lorgnez ru ? » emezan.

En eur stad truilhek edo, mar em beus sonj mat.

Mil boan en doa, ar c’hez den ! o chom plom war e c’haravellou hir ; e gorf paour a oa torret outan ; e benn a vranselle ; e zaoulagad a oa maro en e benn. Seblantout a rea beza kollet ar c’hustum da vale war an douar. Doareou eun den mezo en doa, a lavare Glodaïg.

Mont a rejomp da heul ar zakrist, n’ejomp ket, avat, re dost d’ezan, rak eur jolizi [?] a oa ganeomp…

Môna a oa ouz e c’hedal war dreuzou he zi-soul.

Loull a yeas en ti hag ar wreg a ziskouezas he dourn serret d’ar c’hoz voused. Kerkent e oe serret an nor gant trouz bras. Petra dremenas goude etrezo ? Setu ar pez ne c’heljomp ket gouzout, siouaz !

VII

Ar peurest eus Paskou Loull Vras a zo bet kontet d’in gant Gabig an Aveant, mab an hostiz.

« O ! emezan, n’ankounac’hain biken an abaden a oe e hostaleri an Aval Aour.

Noz oa, koulz « ar banne », evit lavaret evel an noter ; an holl otroned kustum d’en em gaout a oa eno, war c’hed. E penn uhela an dôl edo pôtr ar butun, sounn e gribel gantan evel eur prezidant « Assises ». En e du kleiz edo ar mestr-skol, a anaveze Rom, war e veno, …marvat dre ar pez en doa gwelet el levriou. En e du deou edo Yann Riou, unan-all bet o vrezelli en Itali, elec’h, end-eün, en doa lezet eur c’har. Milio en doa kemennet da heman dont, ha lavaret d’ezan adalek ar beure, en hevelep doare ma kollas Yann e zervez penn-da-benn. Ba ! eur stal gaer ! An afer a dalveze, mechans, eun dervez labour er park !…

An otrou Bodeur a vije sekretour. Hen eo a skrivje ar gentel da denna eus an darvoud, pa vije, da vihana, kavet gant Jerom Menguy, ar c’hemener teod ifern. Ar gentel ze a vije a c’houdevez en tiegeziou ledanaet, kresket, troet ha distroet evel eur grampoezen war ar billig. Kubedig en doa grêt eur pez sac’had gwin-ardant en derc’hent ha n’oa ket divevet mat a-walc’h c’hoaz : ne dalveze ket eta goulen skoazel digantan. Ken nebeut-all da ober gant Poezevara, p’eo gwir en doa leinet gant Môna ha p’eo gwir ez oa mignon touet da Loull. N’oa ket da zibab, koulskoude, pa ne chôme mui nemet Fanch an Aveant, an hostiz.

Eur pez kart heur hir hag enkrezus a oe da c’hedal.

Ar bôtred a lipe o gwer, tenval o fennou hag oc’h ober alïes sellou korn warzu an nor.

War bouez gedal, setu e teuas au tamallet.

Gwenn oa e zremm evel eur paper. Ker fall oa an doare anezan ma teuas Milio da gaout truez outan. E goueled e galon an trabaser-ze, n’oa ket ker fall ha ma seblante beza.

— « Hastit digas eur gador d’ar paour kez Loull, » emezan gant madelez. Hag e lavaras d’ar zakrist :

« N’ho pet ket aon, va den mat ! n’ho pet ket aon ! An dra n’eo ket ken grevus ha ma kredit. Klasket ho peus rei d’eomp da gredi eun diskianterez : ez a ar c’hleier da Rom. Eus unan eus kambrchou an tour ho peus epad daou zervez evesaet ar c’hleier. Gwelet ho peus gant ho taoulagad hoc’h-unan n’ez a ket muioc’h ar c’hleier da Rom eget n’ez an-me d’an ifern. Poan hoc’h eus, kompren a ran, oc’h anzav kement-se ouzomp. Mes, Loull ar Zakrist, n’eo ket dâ d’eoc’h koll ho penn gant ken nebeut a dra ; n’hon dô ket nebeutoc’h a istim evidoc’h. Kollet hoc’h eus ho parëaden… Ac’hanta ! me a baeo evelato ! »

Ha pôtr ar butun da stlepel eur pez ugent real war an dôl.

Ma tigouez d’eoc’h, tudou, beza kaset eun deiz bennak dirak lez-varn an torfejou, ac’henta ! me c’houlen d’eoc’h eur prezidant, eur barner evel Keineg.

Loull a oa kouezet war ar gador digaset d’ezan gant ar vatez ; lakat a reas e ilinou war an dôl hag e benn etre e zaouarn. Sevel a reas e benn pa glevas ar pez arc’hant o trouzal hag e lavaras, droug ennan :

— « Ha goude ma rofec’h d’in, ôtrou Keïneg, eur milier eus ar peziou ze, ne vefen ket e poan da adober an hent am eus gret an deiziou-man. »

An holl a chomas mantret. Ar zakrist a zeblante komz gant kement a wirionez, zoken gant kement a anken, ma ne gredas den sevel e vouez da stourm pe da wapat. Marc’harit, ar vatez, a oe ken strafuilhet ouz e glevet ma lezas da goueza eus he daouarn ar chopinad jistr a zigase d’ar bôtred. Kubedig, hen, a oa war an oaled, leun e gof a win-ardant ; mat, dont a reas ’velkent an dour en e zaoulagad.

— « Selaouit ac’hanon c’hoaz, eme Loull Vras. Kredit e ve gwell ganen kloza va genou. Hogen, roet em boa d’eoc’h va gir. Ne gredan ket e chomfen pell da veva warlerc’h an dra-man, hag e fell d’in beza den d’am gir betek penn. Deski a rin d’eoc’h da belec’h ez a ar c’hleier, rak mont a reont da eun tu bennak, ôtrou Milio. Her gouzout a ran breman ha paeet mat oun evit hen diskleria d’eoc’h. N’oun ket, end-eün, muioc’h c’houezet abalamour da ze. »

Hag, evit gwir, n’oa ket a lorc’h er paour kez sakrist. E vleo a oa deut da veza gwenn-ec’h en eur ober daou zervez hag e zivoc’h a oa dizec’het. Poezevara a gave da Loull doare eun den deuet eus ar bed-all hag a lavare ennan e-unan : « N’eo ket Loull heman, e skeud eo ! » Ar re-all ive a oa skoet gant ar jenchamant a gavent er zakrist.

— « Asa ! eme Vilio Keïneg, oc’h esa gwapat dre ma wele ar re-all o vont da ouela, setu jistr war an dôl, va fôtr ! D’az yec’hed, Loull ! »

— « Divezatoc’h, ôtrou Keïneg ! Ne c’houlennan diganeoc’h breman nemed eur pennad evezded. N’ho talc’hin ket pell. »

Ha Loull neuze da gonta e abaden.

Gabig an Aveant a zelaouas ker mat ma ne gollas ket unan eus komzou ar zakrist. Setu perak e c’hellas goude o dibuna ker brao d’in. Va memor-me ne dalv ket hini Gabig, siouaz ! N’em eus miret nemet ar pep brasa…

VIII

Loull ne chomas ket da dorta pa welas o tispaka ’us d’e benn diou askel vras ar c’hloc’h. « Pe ez a da Rom pe da Jeruzalem, emezan, me ne ran forz ! Evit en eun tu bennak ez aimp ! »

Da genta, ar c’hloc’h a reas evel pa vije o klask penn d’an avel ; mont a rea a gleiz da zeou, evel nec’het o c’houzout roud an hent da gemeret. En eun tol, setu hen o vont war eün dirazan, gant tiz eur bir. Pell e oe Loull araok ma kredas sellet dindannan. Poan a rea d’ezan sonjal edo o veaji ker buhan, savet war hed pemzek kant troatat marteze ’uz d’an douar. A benn eur pennad e c’hellas tapout krog e diskouarn « Mari Jan », ha derc’hel mal a rea d’ezo. Ya, mes pa deuje e galon da vankout d’ezan !… Ya Doue, pebez lamm !…

An diou askel wenn vras a rea eun trouz ifern koulz hag ar vazoulen, hag an trouz-ze end-eün a ya atô var gresk dre ma save ar c’hloc’h uhelloc’h ha ma kemere muioc’h a lans

A-henn eur c’hart lieur nij er stum iskis se, Loull a oa deut da veza ken ampart ha pa n’en dije gret ken morse. A-benn eun hanter heur en em blije kement ma vije bet fae gantan troka e gador distres ouz kaera trôn ar bed. Deuet oa kostou « Mari-Jan » da veza evel houk dindan pouez ar marc’heg giz nevez. Ha pa vije bet Loull a-c’haoliad war eur gador en e di, e Plogonan, ne vije ket bet en em gavet êsoc’h.

Lakit gant an dra-ze ez oa eun tamm brao a lorc’h ennan pa zonje oa hen ar c’henta den oc’h ober eur seurt tra. Biskoaz Breizad beo n’en doa klevet hano a gement-all, hag ez oa lorc’h ennan, hag e kredas sellet d’an traon. Kemeret a rea plijadur o welet doareou ar vro a dremene. Plava reas war lanneier bras, bras, hag e kredas edo e Bro-Wened. Gwelet a reas eur pez ruban seiz gwenn, hag e lavaras « Ar ster lugernus-man a rank beza al " Loire ". Pelloc’h ec’h anavezas plenennou ar Vande dioc’h ar c’hâniou, ar poullou-dour, ar c’hoajou bihan… Pelloc’h, aval, ne ouie mui e pelec’h edo. N’anaveze eus Frans nemet ar pez en doa klevet konta er marvailhou grac’h koz, e tal an tan.

Neuze hepken eo e teuas en e benn e c’helle ar c’hloc’h kaout eur spered, eun ene, hag e c’helje, kredabl, gouzout digantan meur a dra.

Ha setu ar zakrist da goms ouz « Mari-Jan », « Mari-Janig », emezan, « te eo mamm-goz kleir hon farrez-ni. « Mari-Louiz », n’eo nemet eur plac’h yaouank en ez kichen ha « Korantinaïg », eur bugel. Koz bras out ha, marvad, ec’h eus desket eur bern traou o veaji ken alïes a wech. En hano Doue an Tad, Doue ar Mab ha Doue ar Spered-Santel, mar eman en ez kalloud sklerijenna ac’hanon, ro respont d’am goulennou. P’eo gwir n’ec’h eus ket dislôlet ac’hanon d’an douar du-hont pa’z out nijet eus da neiz, me a zo douget da gredi e kavez mat kaont ac’hanon da ober hent ganez. Gra d’in beza deskeloc’h eget eur skolaer pa vezin distro eus va braj. Bez’ va mestr-skol, o « Mari-Jan », mamm ha mamm-goz holl gleier Plougonan ! Me eo ar pod goullo, me eo ar park n’eus bet hadet netra ennan ».

Setu penaos e komzas Loull Vras. Ha « Mari-Jan », d’ezan kerkent :

— « Mat a-walc’h ec’h eus grêt koms ouzin, Loull, me lavar d’it ec’h eus grêt eun dra c’hrevus o tont ganen. Fellout a ra d’in koulskoude rei dourn d’it d’en em jacha ervad eus ar guden rouestlet man. Tenna a rin ac’hanout er mêz, marvat, evit miret d’it da vrud vat, ya, gant ma talc’hi ken start d’in ha ma fell d’in ober vad d’it. Pa vezi dizro da Blougonan, az pezo muioc’h a skiant prena en da viz bihan eget n’ez eus e penn tud deskela ar bed-oll. Selaou ac’hanon eta ha digor da spered da zeski ».

Ar c’hleier, peurvuia, a vez chaol [?] ganto. Henvel int ouz ar merc’hed-se ne skuizont morse o… charreat ! « Mari-Jan » end-eün, dre ma oa mamm goz, a oa deuet da veza radoterez. Ya, mes he radotachou a blije. Me lavar d’zoc’h ne skuize ket Loull o selaou, Deski a reas evel-se en eur pennadig amzer hanoiou eun loullad mat a gêriou, a steriou, a veneziou…, traou ha n’en doa klevet morse henvel anezo.

Ha dre ma ’z ea kleier Plougonan en em gave gant kleier-all hag a yea, i ive, gant an hevelep hent. A-wechou, zoken, e teue an nenvou da veza tenval ganto, kement a oa anezo. Holl en em anavezent hag en em « vonjourent ».

Setu ar veajourien o tigouezout us d’eur blenen vras lec’h ez oa eur foultren kêr, leun a ilizou, a douriou a bep ment, a diez kaer.

— « Evez, Loull, a lavaras « Mari-Jan », emaomp e Rom ! ». Plava reas eur pennadig, hag a-nebeudou, goustadik, e tiskennas war unan eus an touriou, evel eur sparfel war e breiz. Ar zakrist a vezevennas eun tamm gant an disken prim-ze ; hogen hepdale e teuas adarre e galon da zresa. Digeri a eure frank e leterniou endra ma tisplege kloc’h bras Plougonan d’ezan kement a wele dirak e zaoulagad.

Unan eus dorojou bras eur c’hastel a zigoras, ha Loull a welas eun den kaer war an oad hep beza koz bras, eur zae wenu en e gerc’hen. N’oa ket bras bras an den ze ha koulskoude Loull a welas anezan hepdale o kreski, o kreski, o sevel kement ma ’z eas e benn ken uhel hag ar c’hleier pa chome e dreid harp en douar. An holl gleier a deuas dioc’htu da ober ar c’helc’h endro d’ezan, oc’h heja o eskel gant plijadur, evel ma ra an dubeed pa ziskennont da zibri greun.

— « Gra eveldomp, sakrist, a lavaras « Mari-Jan » da Loull ; kovez da bec’hejou, ped a greiz kalon, ha bez prest da zigemeret bennoz hou tad santel ar Pab ».

Skedus oa drem an den ouz bannou aour an heol. Ar c’hleier a dremenas pep hini d’e dro dirak an tad santel. Loull a glevas anezan o lavaret a vouez izel komzou latin da « Vari-Jan ». Prestik goude ne welas mui netra, nemet kleier o nijal adarre, o sevel ken uhel, ken uhel en dro-man ma ne wele mui Loull an douar patatez ! ne wele netra nemet ar c’houmoul hag an nenvou, ha c’hoaz n’o gwele ket kaer, rak tostâl a rea an noz. « Mari-Jan » a dremene sioulik, evel sammet gant an anken, hag hepdale penn Loull e-unan a deuas da veza tenval. Ne grede ket goulen netra digant ar c’hloc’h daoust d’ar c’hoant direiz en doa da c’houzout eun dra bennak.

Ar c’hloc’h ne c’hedas ket beza pedet da goms :

— « Gwelet ec’h eus, va mignon, lidou kaer ha n’oant bet, gwelet gant lagad den betek-hen. Bep bloaz ez eomp da Rom da genver an deiz man. Ar Pab, her gouzout a rez, eo an ôtrou Doue war an douar. Ac’hanta, ar pab a lavar da bep hini ac’hanomp pe seurt labour laouen ha truezus hon dô da ober hed ar bloaz goude. Me ’m bezo da zôn evit kant dek badiziant ha pevar-ugent obid — « Kalz eo ! », eme Loull, a welas dioc’htu an arc’hant o koueza drus en e c’hodellou.

— « Arabat eo d’it beza re laouen, paour kez mignon ! eme ar c’hloc’h. An hini kenta a zonin glazou d’ezan a vo… a vo… Loull vras ! ».

An tôl a skoas ken kalet hag ar zakrist a oa ken nebeut war c’hed anezan ma vennas diskregi. A drugare Doue « Mari-Jan » a oa war evez hag a skoazias ar zakrist gant he eskel.

— « Arabad eo d’it ken-nebeut en em rei re d’an dristidigez. Goulennet em eus ha bet em eus evidout digant hon Tad Santel an absolven eus da holl bec’hejou. Ne rin nemet treuzi ar purkator, tremen, netra ken nemet tremen ; pa ’z pije, hepdon, ranket leski ennan epad eur maread bloaveziou. Ha breman ez i dioc’htu da azeza war eur skabel aour en nenvou ».

Eun dra gaer oa kement-se, a dra zur ; ar zakrist koulskoude ne oa ket c’hoaz re skuiz an holl gant samm ar vuhez ha setu hen o tiroll da ouela hag o pedi ar c’hloc’h d’hen dizrei buhan ha buhan da gaout Môna,du-ze e tiig-soul Plougonan. C’hoant en doa da implija mat e zerveziou diveza gant e wreg, da lavaret kenavo d’e vignoned ha da lakat urz en e afeiou.

— « Mont buhan ! eme « Vari-Jan » ; paour kez Loull ! me garfe awalc’h, hogen n’hon deus gret c’hoaz nemet an hanter eus an hent ».

— « Petra ! eme Loull, n’eo ket echu ho tro e Rom ? »

— Eo, eme ar c’hloc’h ; Rom eo ar poz kenta. Da Jeruzalem ez eomp breman.

Darbet e oe da Loull diskarga pep seurt traou kasaüs da « Vari-Jan ». Ennan e-unan e sonje e oa ar c’hloc’h an hini en doa talvezet d’ezan e holl drubuilhou. Daoust ha klevet hoc’h eus hano morse eus troiou ar seurt-se grêt d’an dud ? Ne roer ket d’ezo da gredi emaint o vont da Rom p’emaint e gwirionez o vont da Jeruzalem. Serri a reas e veg evelato hag e viras gantan e glemmou. « Mari-Jan » a c’helle ive, ma karje, disken anezan eno. Koulskoude, her gouzout a rea, mar en doa c’hoant da welet c’hoaz Môna ha Plougonan n’en ’doa ken da ober nemet tevel.

Tevel a eure eta en despet d’ezan.

Ar c’hloc’h a ouie petra dremene dre benn Loull ; mes ar c’hloc’h a oa evel ar re goz, douget da ankounac’hât dre drugarez. Ne reas rebech ebet d’ezan eta, en eneb, poania a eure da ober d’ezan beza laouen.

— « Sell, Loull, eme ar c’hloc’h, ne welez ket an tan o kregi er stered ? Ne gavez ket bravoc’h anezo a-dost eget a-bell ?… Ne gredfes ket, marvat, emaomp breman o nijal ’us d’ar mor Kreiz-douareg (Méditerrannée) ? Treuzet hon deus bro al Latined hag ez eomp breman war hini ar Greked ; du-hont eman an Ejipt, bro Moïzez… »

Seulvui ez eant, seul tenvaloc’h e teue an noz.

Mes Loull n’edo mui e spered gant kôziou ar c’hloc’h ; nijet e oa da Vreiz-Izel. Pôtr sot ma oa ! Ne vije ket bet gwelloc’h d’ezan chom er gêr ! Hag e lavare ne zistroje nemet evit mervel raktal, ez aje Poezevara, hepdale, da doulla e vez e korn ar vered ha goude, evel just, da eva chopinadou jistr da hostalari an Aval Aour. Gant an holl draou-ze eo edo spered Loull ha ne gleve seurt eus istoriou ar c’hloc’h.

An noz a oa deuet da veza tenval zac’h, ken tenval ma ne welet mui zoken ar stered.

— « Digouezet omp ! eme « Vari-Jan » o chom krenn a-zav. Emaout o vont da welet kaera tra a oufe gwelet eur c’hristen.»

Ne weled mui netra d’ar poent-se.

Hogen, a boan ma oa peurechuet e gomz gant ar c’hloc’h ma oe klevet ar c’hurunou o krozal en nenvou ha betek e kalon an douar. An denvalijen a zigoras hag eur sklerijen skedus a darzas. Loull a ankounac’haas e holl drubuilhou war an heur. Eur mor a zaelou a ziredas eus e zaoulagad ; ne ouele ket avat war e drubuilhou e-unan. Aze dirazan, er sklerijen vurzudus, edo ar C’halvar. Gwelet a rea an teir groaz en o zav : war an hini e kreiz edo Hor Zalver benniget o vervel, ar Werc’hez, sant Yann, ar gwragez santel e-harz e dreid… Ar gwad a ziruilhe evel eur glao arne eus kostez an ôtrou Krist. War e zrem ez oa eun êr a dristidigez hag a zousder dispar.

Ar velidigez ne badas ket ouspenn amzer eul luc’heden.

Kerkent ha ma oe echu e oe klevet ar c’hleier a vilionou o sôn glazou. Lavaret e vije edo holl gleier ar bed katolik o ouela : peadra da ranna ar galon !

IX

Evelse, war a gonte Gabig an Aveant d’eomp, eo e komzas Loull Vras da bôtred an Aval Aour, eur Zadorn-Fask eus ar bloaz triouec’h kant dek ha tri-ugent hag eur bloavez bennak ouspenn.

Lezet e oe da vont betek penn gant e gôz, hep ma kredas den trec’hi warnan.

« Milio Keïneg, emezan oc’h echui, gellout a ran breman eva ar chopined-se ho peus paeet, gounezet mat am eus anezan ; ne baeot mui hini-all ebet d’in. D’ho yec’hed, ôtronez ha mignoned ! Varc’hoaz Loull Vras a vo kavet maro. Kredi a ran ho pezo ar vadelez da zont da gas ac’hanon d’an douar ».

— « Kollet eo e skiant vat gantan ! » a zonjas war eun dro pôtr ar butun, an noter hag ar mestr-skol.

· · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · ·

Loull Vras, sakrist Plougonan, a varvas d’ar Zul-Fask, evel en doa lavaret, ha kaset e oe d’ar vered antronoz. Holl dud ar barrez a gredas e oa bet Loull Vras e Rom war eskel ar c’hloc’h bras.

Anatol ar BRAZ.
Troet en brezoneg gant Pluenzir.
  1. E Treger : rannan.
  2. Treger : ar c’hoaireiz