D. Derrien, 1902  (p. 93-94)



PATATEZENN BIEL
————


Anavezet hoc’h euz Biel ?
Ia, Biel euz ar C’hozkastell ?
Er skol eo bet chomet pemp bloaz,
Heb n’en defe gallet biskoaz
Ar skolaer lakat enn he benn,
Stag-oc’h-stag, peder lizerenn.
Evel-se pa’z eaz d’ann arme
Oe truezuz-meurbed he zoare.
Rag kaer en doa klask ober mad,
Digeri braz he zaoulagad,
E teue da zevel a-wechou
He zourn kleiz e leac’h he zourn deou.
Al lampouned Parizianed
A gav abeg er Vretouned ;
Ha diwar-benn Biel, bemdez,
E reant a bep seurt farserez ;
Dreist holl, eur c’hoz tamm lakipod
A ioa c’hoaz flemmusoc’h he deod.
A-benn eunn nebeudik miziou
Biel a zeskaz meur a c’heriou.
Hogen er c’hazarn, eunn dervez,
Edeur o kignat patatez.
Hag ar Parizian da gana,
O c’hoapaat, ann diskan-ma :
« Ar patatez vid al loened
« Hag ar c’hroc’henn d’ar Vretouned ! »

Ruzder a deuaz e penn Biel ;
Hag hen da daoler eur gwall zell
War eur batatezenn bounner
Ha, da c’houde, war ar goapaer.
Biel euz ar batatezenn
A zalc’he gant-han ar c’hroc’henn ;
Med ar batatezenn kignet
Kerkent gant Biel a zo stlapet
Oc’h ginou braz al lakipod,
Ken kren, ma chaokaz beg he deod.
Ann holl zoudarded a c’hoarze
Ha, d’he dro, Biel a gane :
« Ar patatez evid-oud-te
« Hag ar c’hroc’henn evid-oun-me ! »


————