Peanoz dont da veza pinvidik

◄   Ar C’hrek veuzet   ►




PENAOZ DONT DA VEZA PINVIDIK


— « Va zad, lavarit d’in penaoz e c’hell ann dud
» Dastum, evel a reont, madou ha kalz a vrud ? »
Eme eunn den iaouank d’he dad deut war ann oad.
— « C’hoantek eo da galoun, ha da gorf maget mad,
» A zo kre ha nerzuz. — Ama, va map, selaou :
» Ar gwella hent a zo da zastum gwir vadou,
» Da veza brudet kaer zo poania, labourat ;
» Hep ober drouk morse, atao ober ar mad. »
— « Gwir eo, va zad, m’her goar ; anefe ma’z eo diez
» Ha torgennek ann hent, — gwelloc’h e ve kompez. »
— « Hentchou all zo e-leiz, hentchou treuz, riboulou ;
» Mar fell d’id mont dre z-ho e weli kalz roudou
» A zo eat enn da-raok. — Mar kerez, fistoulik,
» Hep spega tamm enn drez e vezi pinvidik. »
— « Hag ar vouillen, va zad, a zo ous-penn ann drez !
» N’em’ ounn e chal gant poan, nag ive gant stlabez. »
— « Neuze, gwella rafez eo beza diod, diskiant ;
» Dre ’nn hent-se, kalz a dud ho deuz brud hag arc’hant. »