PEBEUZ VOTADEG !
————


— Ya, pebeuz Votadeg !…

— Ha pehini ’ta ?

— N’eo ket ouz an diweza e komzan, a dra zur, rag anez, en eur lavaret droug pe c’haou ouz eur c’hostezen pe eben (tomm-broud c’hoaz о ludu warlerc’h an tan), oei ! va c’hein, va fenn-arôk, pe va fenn-adrenv a vefe goest awalc’h diouz a wenn da zont da ruz, brondu, trilivet, morlivet, glaz, du, perzdu, ha marteze diskenn gant an tri c’hant sort pajennou liu a gaver en « tredan », evel ma lavarer breman, pe el « lubrisite » , egiz ma tic’henaouege gwechall va amezeg Jermen ar Veillberarbroën ; n’ho peus ket ezomm da dregasi na da hursuni, heman (ar mignon koz Jermen, krouer an Dreindet nevez great gant an Nenv, an Douar, hag al « Lubrisite » ) , heman en deus abaoue, troet penn d’ar vaz, hag an elektrisite (pe tredan, e brezoneg yac’h), a vo dizale о sklerijenna e diegez.

— Pebeuz votadeg neuze ? ? ?

— Pell zo abaoue… C’houi, ne oac’h c’hoaz nemet hanter pe kart-vousig, me o kellida marteze, ha c’houi, ar re yaouank, о c’hortoz didenvi… Kent-se, e c’hellan koms eus ar pez n’am eus ket gwelet, hep aoun ebet evit va c’hein, va fennou adrenv pe arôk, hag a c’hallfe, gwaz d’am zeod, dont da goll о liou. Rak kement man (grit peoc’h en han’ Doue ! ), a zo gwir : koulskoude ne vefen ket evit toui-Doue e vefe gantan ker bras blаz ar wirionez eget ma ’z eus gant an Aviel a-bez, pe gant ar Bater en he fez.

Setu, goude m’ho peus stanket-kloz ho rann, ha distanket-frank ho toullou-selaou, ya, setu aman ar pez a c’hoarvezas n’ouzoun-me pegeit a zo abaoue, nag e pelec’h kennebeut a dra-zur… nemet damdostik marteze.

(Kerzomp didrouz ato ganti… ha koulskoude aoun ebet evit penn ebet !…)

D’an ampoent, e c’helle beza er bloavez… (gwelloc’h eo lezel yod er beg)… da neuze e oe e parrez… (easoc’h eo lezel skoulm en teod)… Setu ’ta ma teuas votadeg, ya, votadeg, respet d’eoc’h !… (Siouaz ! gwelloc’h, elec’h koms a draou evelse, gwelloc’h a vije d’in marteze dizec’ha pluen ha pod-liou ; n’eus forz, deomp ato gant ar wirionez penn-da-benn, evit frankiz hor c’hoarzaden, ha pa ne ve ken !…)

Mâ ! setu ’ta ma teuas votadeg evit kas kuzulherien d’an ti-kear… Ne oa ket eur bern anezo da gas, rag ebarz… (e oan o vont da lavaret d’eoc’h e pelec’h, met ne rin ket, nann, ne rin ket)… ebarz, lakomp e Toulloupri, ne oant ket da neuze kals a wazed da voti ; great ha dic’hreat, etre yac’h ha klanv, ne oant ket ouspenn eget ugent.

Hogen holl « sitoyaned ar Republik », egiz ma oar egile (ne ket me) dic’henaoui, ar re-ze holl a oar ez eus da veza dibabet e pep toull-bihanna « Kommun » eus ar Vro, d’an nebeuta nao guzulher.

— Beteg hen, e oa bet duze didrouzik awalc’h an traou ganto, hag evit dibab, hag evit kuzulhata : sonjit, ugent gwaz barrek da voti, ha nao dibabet da guzulhata ! Nebeut da ober reuz ! A-viskoaz ’ta e oa bet an traou war an tu didrouz ; met, an taol-man, e tiskaras karr ha karrad !

Ugent e oant a zibaberien : nao e oant da veza dibabet : setu ma chomme ouspenn eget nao all hag a c’helle ive o hanoiou dont er meaz diouz ar pod…

Heman a lavare d’egile : « Ar mear koz n’eo mat da netra, na kennebeut ar re zo gantan. »

Egile a lavare : « Ha ni, elec’h planta moueziou e park an nesa, na perak ne blantfemp ket en hon hini ? »

— Me ’lavar d’eoc’h, etre ugent gwaz a bep oad, a bep stad, e c’hell digwezout kroz ha trabas !… Selaouit !…

Krak, krok, moan, teo, Jhirr ha berr ! Setu ne oant ket evit en em glevout ; ha, va Doue, c’houi ’oar n’ez eus, da neuze, netra da ober nemet ober diou listenn… Ar pez a oe great… Diou listenn e Toulloupri ! ! !…

· · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · ·

(Abalamour ne oan d’an ampoent nemet izeloc’h eget kart-vousig, ne lavarin netra, netra eus ar bromesaou kaer a reaz an diou gostezenn : koulskoude ar re-goz a lavar eur c’hostezenn a ginnigas al loar ; met eben, eun tammig a ziwarlerc’h, eben a douas kemeret an heol da lodenni etre he hostizien ! (Abaoue, ar re ac’hanomp eus a voused a zo deut da « voterien » o deus meur a dro klevet hevelep litaniou : promesaou, petra ra kement-se ?…)

Etouez paperiou koz krammennet gant merkou soa, gwin-ruz, kig-sall hag all, em eus kavet koulskoude hanoiou an diou listenn, hanoiou tric’hwec’h den, kerent ha mignoned, a yee, nao ouz nao (a ziwar ugent), d’en em dourtall… egiz maout ar Go ha maout ar Gall !

Pebeuz strollad meot fall ! pe chas divergont, pe… ha me oar ! … Lennomp ar paperiou krammennet :

LISTENN VAT

1. Beskont A Gernetra, Perc’hen-bras.
2. Laou ar Sec'h, hostiz.
3. Lann ar Gargamm, marc'hadour-kezeg.
4. Job an Toker, kemener.
5. Fanch ar Goff, miliner.
6. Jakez Kalvez, labourer-douar.
7. Yann ar C’hastel, devezour.
8. Fanch ar Buzug, labourer-douar.
9. Beuzeg ar Raz, pesketour-koz.

· · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · ·

Digasit holl ho moueziou d’al Listenn vat

LISTENN WELLOC'H

1. Lomm ar Pennker, tieg-bras.
2. Lann ar Gleb, hostiz.
3. Jopik ar C’hemener, toker.
4. Fanch ar Penntach, marichal.
5. Jakez Touldouar, kalvez.
6. Saïk Kiger, kloc’her.
7. Yoen ar C’hastel, devezour.
8. Yann ar Gonidek, merour.
9. Tudy ar Raz, mestr-pesketour.

· · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · ·

Plantit holl er pod hanoiou al Listenn Welloc’h

Santez Anna ! Na pebeuz bec’h e Toulloupri !…

(1) ugent da roï moueziou.

(2) tric’hwec’h o kesta moueziou.

(3) daou da zispartia.

… Ha ma vije, eus an daou-man, unan e pep tu ?…

Bec’h, me lavar d’eoc’h !… An daou-man, red eo lavaret piou : da genta-penn, an aot. Person, koz, skuiz, klanvidik, hanter-gabac’h, bepred koulskoude d’ar piltrotik, duman-duhont, deut mat gant an holl… — d’an eil (ha d’al lost) : Salaün ar Pennker, eun tri-c’hart glapez, breur d’an tieg-bras, Lomm ar Pennker met ne oa ket evit en em ober gant e vreur, hag e oa da neuze mevel e ti, Beskont a Gernetra !…

Evelse emomp ganti !… Farz a vez er zac’h peurliesa, met ive er vuhez awechou !…

D’e dermen a c’han pep tra : setu ma c’hanas goulou-deiz ar « votadeg dispar ». Va amezeg gwechall, Jermen ar Veillberarbroën, en dije lavaret e oa « lubrisite » en ear. Ha gwir e oa, tredan a oa ebarz.

Listenn Vat Beskont a Gernetra a lavare e oa ar maout d’ezi abalamour d’an aotrou person, hag abalamour da vevel ar Maner, Salaün ar Pennker. Kent-se, bec’h d’al Listenn Vat ! ! !

Listenn Welloc’h Lomm ar Pennker n’he doa difizians ebet, nag a belec’h, p’eo gwir an aot. person, mar kave mat al Listenn Vat, ne c’helle nemet kavout gwelloc’h al Listenn Welloc’h ; hag ouspenn-ze, daoust ha Salaün, mevel maner Kernetra a oa goest da zianaout e oa en e wazied goad e vreur Lomm ar Pennker ?… You ! you ! pôtred.

Kaer ar mintin d’ar zulvez vras !… Ar bôtred klaskerien moueziou a oa holl en iliz d’an oferen vintin, arôk ar zon-diweza zoken : pep kostezenn a zelle a-gorn ouz eben ; ha dreist-holl, pep hini a c’hortoze mouez ar « pastor mat » , ar person koz, mignon d’an holl, met red d’ezan koulskoude troc’ha e damm en taol-man…

Dign !… Dign !… Abafet an holl ! N’eo ket ar person koz a lavar an ofern… met unan yaouankoc’hik, hag a zistro, goude an aviel, ouz ar barresioniz da lavaret d’ezo e oa chommet о fastor staget war e wele, abaoue an derc’hent, gant eur gaouad remm, hag evit pell amzer marteze… Red pedi evitan !…

Arabad barn an nesa ; me gred koulskoude, va Doue, pôtred an diou listenn, mat ha gwelloc’h, a oa o zonj muioc’h ebarz unan-all eget ennoc’h : ya, ebarz Salaün ar Pennker, mevel maner al Listenn Vat met breur da vleiner al Listenn Welloc’h.

Pep hini lod a-wel, lod dre guz, a furchas an iliz : met Salaün ne oa ket ebarz : daoust hag hen e oa ive ar remm warnan ?…

Da zibenn an ofern, arabad koll amzer : digor d’ar pod-houarn-gwenn merglet, ha bilheji Toulloupri prim ebarz : nao d’al Listenn Vat nao d’al Listenn Welloc’h ! Keit ha keit, kein ha kein, bleo ha bleo ! — Hag an dispartier ?

Klanv an aot. person, ne jomme ken nemet mouez ar mevel da zispartia.

E pelec’h ’ta e chomm ar genaouek-ze a Zalaün ? ?

— Me e danfoultro, eme Gernetra.

— Ar paourkezik, eme ar Pennker, duman ez eus lod evit daou marteze.

Ha betek kreizdeiz, nao ha nao e oant о klask, o turia hag o c’hrognal : Laou ar Sec’h ouz Lann ar Gleb, ar c’hemener Toker, ouz an Toker kemener, hag adreist-holl, an daou zevezour hag a oa daou vreur, ha gwasoc’h c’hoaz an daou Raz, tad ha mab.

… Da greizdeiz nemet nebeut a dra, eur youc’haden : e oa Salaün war wel… en ofern-bred eo bet er barrez nesa.

— Salaün, deus, ’ta, mevel !

— Salaün, tosta ’ta, breur !

Met Salaün a jomm eur pennad a-zav, a zelaou hep flach, a zistro e benn :

— Deomp, emezan, da genta da c’hlebia da hostaliri Laou ar Sec’h, ha goude ni yelo da zizec’ha da di an hostiz Lann ar Gleb.

… Bec’h d’ar moueziou, pôtred !… Met mez eo d’in derc’hel keit ail warnoc’h, lennerien !

En devez-se, roue Poulloupri a oe Salaün…

… Da deir eur e oa ker ront e voutou eget reou Jakou, an hini a zistage aliez re vras kofajou, hervez sôn vrudet Pôtr Trec’houre.

— Lezit ac’hanon da ziskuiz ha da ober mat va zonj, a derme Salaün.

… Ha da beder eur nemet eun tammig, e oe kavet Salaün kousket etal eur bern foenn : kousket, roue Poulloupri, disranner ar c’hlaskerien-moueziou !

Prim e oa dihunet ha sammet kuit dre e gazel.

— Deus d’ar pod, Salaün, eme Gernetra.

— D’eomp da vouez, breurig, eme Bennker.

— Lezit ac’hanon, eme roue an devez, diabafet awalc’h : va mouez n’eus ezomm nag eus brec’h, na kazel, na kabestr.

· · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · ·

Dirak triwec’h an diou listenn gwelloc’h gwella, Salaün a blantas e vilhed er pod-houarn-gwenn, merglet, hag… a zifurchas kuit, epad ma kroge ar re all da furcha ar voest…

Peoc’h, peoc’h, setu aman :

1. Listenn vat : 9 mouez.
2. Listenn welloc’h : 9 mouez.

Neuze an triwec’h a jommas mantret, pladet : an hailhon-ze a Zalaun, goude beza lounket eur c’hofad e ti ar Sec’h, unan all e ti ar Gleb, diwar goust an holl, a oe bet divorfilet awalc’h evit lakat er voest… eur bilhed gwenn !…

— Daou gofadig mat a zo mat da gaout evit netra, a zonje Salaün, lorc’h ennan oc’h ober e dammig roue ; met pewar gofadig a zo diou welloc’h eget daou ! Kendalc’homp, lezomp ar re-man a istribilh, hag abenn disul ni reyo c’hoaz kement all.

Hag e reas : ha gwasoc’h zoken ! Siouaz ! Nag hen a oa flouret e gein d’ezan ! Ha da eva, ha da zibri, ha promesaou kaer ! Salaun, diouz eun tu ; Salaunik diouz an tu all ! An triwec’h klasker a oa warlerc’h pôtr e voutou ront, betek serr ar pod, rak Salaün a c’hortoze betek an taol diweza, ha ne felle ket d’ezan, tamm ebet, diskleria evit piou a oa e c’hoant.

— C’houi welo ! emezan, amzer !

Ya ’da, gwelet e oa.

Pa oa digoret ar voest, ha furchet ar paperiou, setu kavet ebarz :

1. Listenn vat : 9 mouez.
2. Listenn welloc’h : 9 mouez.
3. Salaun : 1 vouez.

Ya, al lonker-ze a Zalaun en doa nac’het e gofajou, hag evit planta bep a dreuflezen gant an triwec’h suner, Salaun en doa votet evitan e-unan !

Ha ya, pebeuz votadeg !

Y. Croq.