Peden d’Itron Varia Wir-Zikour

Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 60-62)



PEDEN D’ITRON-VARIA GWIR-ZIKOUR
————


Ton : Kloareg Rumengol.


Itron Vari Wir-Zikour,
Mam vat, Mam a drue,
Lezet da gouean an dour
A freska an ine,
Dour ar c’hras, dour ar pardon
A c’houlennomp herie
Ewit ma vo hon c’halon
Divlam dirak Doue.

Gras-Doue en hon c’halon,
’Vefomp, o tra souezus !
Gwir vugale d’Ec’h, Itron,
Ha breudeur da Jezuz,

Neuze, gwir bercherined,
Petra c’hallfemp goulen,
Petra ha ne rofac’h ket,
En distro, d’hon feden ?

Goulen a reomp, Gwerc’hez,
Ma chomo start bepret,
Evel an derv war ar maez,
Ar Fe er Vretoned ;
Miret d’hon bro he gizio,
He yez ’vel n’eus hini,
Gret ma vo ’n hon gwazio
Gwad kristen o virwi !

Hon zikouret da vean
Kristeién pen-da-ben,
Kristeién hep marc’hatan.
Dre-oll, en pep tachen ;
Divlam ar gerent bepret,
Kristen ar vugale ;
Neuze peuc’h hag evrusted
A deuio hep dale.

Gret ma vo Doue karet
En holl diegezo,
Ha ma vo darempredet
Ganimp an ilizo,
Gret ma vo miret ar c’hiz
Da vont war ar beio
’Wit laret : De profundis,
En koun an dud varo,

N’ankoueet ket, o Gwerc’hez
Penôs aboe pell pell,
Ec’h oc’h da Vreiz Rouanez
C’houi hag ho Mam zantel,

Ho-tiou bezot he skoazel,
Miret ar Vretoned
Eneb ar re ’ra brezel
D’ar gwir, d’ar lealded.

De ho pardon bras, Gwerc’hez,
Dastumet ’n hoc’h Iliz,
N’hon deus holl nemet eur vouez,
Mouez gwir vugale Breiz,
Nemet eur vouez ’wit laret :
Gwerc’hez, Mam da Zoue,
Breiz-Izel kristen miret,
Gant hec’h holl vugale !


————