Peden da Jezus disprijet e Sakramant an Aoter

Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 259-262).
◄   Kanaouenn enn enor d’ar Basion Peden da Jezus disprijet e Sakramant an Aoter Pedennou evit ar gristenien a zo enn ho zremenvan   ►



PEDEN DA JEZUS
DISPRIJET E SAKRAMANT AN AOTER


————


Ton gallek : Au sang qu’un Dieu va répandre.


I


Jezus, bepred war an aoter
E choumit dre garantez,
Evit roi d’e-omp e peb amzer
Ho krasou gant largentez.
Hogen, e leac’h beza karet
Hag enoret gant peb den,
Ez oc’h aliez disprijet,
Gant ho pugale zoken.


II


Gwelet on euz, o va Jezus,
An aerouant milliget
O sevel he benn ourgouilluz
War-zu ho tron benniget.
He zent a strakl gant ar gounar
Abalamour ma veuler
Krouer an env hag an douar
E sakramant an Aoter.


III


Nemed re ne weler bemdez
Oc’h heuilla he vannielou
Er brezel a ra hep paouez
D’e-hoc’h-hu, roue an envou.
An dud hep feiz a gerz gant-ha
Warlerc’h an heretiked ;
Kalz re all c’hoaz en em laka
E-touez he zoudarded.


IV


Gwelet a zo bet eun amzer
Leun a vez, a dorfejou :
Lakeat e oac’h, va Zalver,
Er meaz euz hoc’h ilijou ;
Goad ho peleien a rede,
Ar c’hroasiou a oa pilet
Hag an dud vad oll a grene
Gent aoun da veza lazet.


V


Brema c’hoaz hoc’h enebourien,
Hep beza ken dirollet,
A garfe gwelet ho lezenn
Gant an dud holl disprijet ;
Dre ho gwall-skouer, ho goaperez,
E klaskont roi da gredi
Ne d-eo nemed eur follentez
Ho karet hag ho meuli.


VI


Meur a judaz a zeu ivez,
Ar mel war ho muzellou,
Gant ar vrasa fallagriez
E gweled ho c’halounou,
Da zigemeret ac’hanoc’h
Diwar an daol benniget,
Evit ma c’hellint buanoc’h
Lakaat an dud d’ho c’haret.


VII


Ni hon-unan on euz ivez
Mantret mil gwech ho kaloun,
Dre hon nebeud a garantez
Evit ar gommunion ;
Dre ar gwall-skouer on euz roet,
Enn hoc’h ilizou zoken,
Ha p’ on euz lezet hor spered
Dievez enn offerenn.


VIII


Setu perak, leun a c’hlac’har,
E teuomp betek enn-hoc’h,
Hag en em strinkomp d’an douar
Evit ho pedi gwelloc’h.
Pa welit c’hoaz tud glac’haret
Daoulinet enn ho kichenn,
Ankounac’hait ar boan spered
A ra d’hoc’h ar bec’herien.


IX


Dister hag humbl, hor pedennou
Morse ne gredfont sevel
Evit mont da lein an envou
Betek an Dreinded santel.
Hogen, enn-hoc’h e lakeomp
Hor fisianz, o va Zalver,
Rak dre garantez evid-omp
E choumit war an Aoter.


X


Renit da viken, va Jezus,
Renit war ho pugale ;
Trec’hit gant o kroaz gallouduz,
Enebour braz an ene.
Evit m’o pezo an dudi
Da welet e peb amzer,
Kristenien vad oc’h ho meuli
E sakramant an aoter !


XI


Va Jezus, gounezit ivez
Kalounou ar bec’herien,
Ha gant ar vrasa levenez
Ho meulint da virviken.
Oh ! peger kaer e ve gwelet,
Euz an huela envou,
Hoc’h hano santel anaveet
Ha meulet enn holl broiou !


XII


Dirak Jezus, hor c’harantez,
En em westlomp, kristenien,
D’he garet epad hor buez,
D’he gavel da virviken.
Oh ! lezomp an dud dirollet
Da redek d’an ebatou :
Dirak an Aoter benniget,
E kavomp an holl joaiou !


XIII


Eled hag arc’heled Doue,
Enn-dro d’an aoter renket
Evit adori ho roue,
Enn hosti zantel kuzet :
Pedit evid-omp, pec’herien,
Evit ma c’hellimp ivez
Her meuli gan-hoc’h da viken,
E gloar he rouantelez !