QENTAN DEVEZ


————

Salve Regina.

Ni ho salud Rouanez.


Pegen braz na dle qet bean hon fians en Mari, abalamour ma eo hon rouanez leun a drue.

Mari e neur vean bet huelaat beteg ar galite a vam da Roue ar Rouane e deus recevet digand an Iliz an titr, an hano a Rouanez : ha ze gand lec’h, rag mar eo ar Map Roue, ar vam a dle ive bean sellet ha c’hanvet Rouanez : ouspen, evel ma eo he Map Roue ar bed oll, Mari dre he c’halite a vam, a deu da gaout eun domani naturel ha guirion voar oll Rouantelez he Map.

Continuet eta, Mari, da ren en peuc’h, voar oll droajo ho Map ; distribuet d’imp-ni oll, ho sujidi, mado precius hon Roue.

Mari eta a so Rouanez ; mes pebeus consolant na eo qet evidomp pa deuomp da sonjal a eo eur Rouanez leun a dousder, leun a drue : en eur gir, he saludin a reomp gand an Ilis, Rouanez a vizericord. Eur Roue evit ren erfad voar he sujidi a dle caout asambles dousder ha justis. Mari en qalite a Rouanez na deus qemeret nemet ar vertu gentan, da laret eo an dousder. Doue, eme sant Thomas, a neus groet diou loden deus he droajo entre Mari hag he Vap. Jesus a neus droajo ar justis, ha Mari re ar visericord, evit ho c’himplian en hon c’henver pa deu hon fec’hejo da excitan enep dimp justis ar Map.

Len a reomp er scritur santel penos ar roue Assuerus o vezan condaonet d’ar maro an oll Judevien pere a voa en he stado, Mardoche pehini a dlee ive beza distrujet, ac’h es da bidin ar rouanez hanvet Esther, evit ma lacaje ar roue da derrin an urs a varo pehini en doa douget. Ar Rouanes gant aon da dennan voarnezi hec’h-unan droug gras ar roue, na gredas qet monet en beteg evit intercedin en qenver he fobl. Mardoche a reas dezi he glemou hag a disclerias dezi penos : mar doa plijet gant Doue he laqat voar an tron, na oa qet hep qen abalamour dezi hec’h unan mes ispicial evit silvidigez he fobl ar Judevien. Ar c’homjo-man pere ec’h adrese Mardoche da Esther, ni a c’halfe ive ho c’hadresin d’ar Verc’hes mar deufe biqen d’hon ancoaout ha da nonpas chelaou hon feden. « Na ancoaet qet, ô Mari, hon Rouanez, mar eo plijet gant Doue ho huelaat qement dreist an oll dreo crouet, na ancoaet qet penos neo qet hepqen evit asuretin hoc’h evurusdet, mes ive c’hoas evit ma c’helfet dre ho calloud soulajin hon mizerio, iac’haat hon gouliou dre eur sicour muioc’h pront ha muioc’h efedus. »

Len a reomp c’hoas penos pa apparissas Esther dirag ar roue Assuerus, heman gant eur visaj dous a choulennas digant-hi : Esther pesort eo ho peden ? petra eo ho mennad ? Ho ! ma roue, eme Esther, mar emeus caat gras dirag ho taoulagad, accordet d’hin bue ar Judevien, groet na vezo qet distrujet ma fobl. Qerqent Assuerus e ra terrin an urs a varo. Chetu ase eun dolen, eur figur deuz ar pez e ra Mari evidomp-ni.

Bepret enem bresant dirag tron an Autrou Doue en eur lavaret : mar em eus caat gras dirag ho taoulagad ha pe eo guir ac’h eus roet d’hin evit loden ar vizericord, chelaoet ma feden, clevet ma mennad ; accordet d’hin pardon evit ar bec’herien pere enem adres d’hin.

O pegen lies a bec’her na deus qet sauveteet, ha memeus a bec’herien ar muia caledet a daleg ma teuont da laqat en-hi ho fians ha da ober eun dra benag en he c’henor.


EXEMPL.


Caout a rer scrivet penos eur relijius ac’h es da gavet eur brigant, eur laer dreist muzur pehini a chomme voar ar meneio deus a Drant. Hen pedin hag hen angajin e reas da chanj bue, ha da renons d’he laeronsio ha d’he injustiso. Ar brigant a respontas d’ar relijius penos he grimo e oa qen euzus hag he bassion qen crenv ma na oeleqet moien, na remet da enem unani gant Doue : couscoude, e me an den direis-man, mar qevet eur voien benag, me so contant d’he c’hemer. Iunet, e me ar relijius, iunet, bep sadorn en henor d’ar Verc’hes, na ret domaj da den a bet en de-se, ha Mari a obtenno ho qonversion. Ar laer ac’h euil an avis, hag evit enem oblijan mui-ous-mui d’hen remplisan, e ra veu ; hag ouspen gant aon da vanqan d’he bromese, bep sadorn e valee hep arm. Fidel d’ar pes a n’eus prometet en henor da Vari, an den-man enem oel prest da goean en tre doarn soudardet pere hen c’hlasqe ; hag evel ma oa ar sadorn, n’eseas qet enem difen. Qemeret e oe ha digaset dirag ar barner pehini o oelet he gosni a c’hoanteas lesel he vue gant-han : mes ar laer touchet dre graso pere a n’eoa Mari obtenet de-han, a disclerias penos e tesire mervel en punition d’he dorfejo. Er memeus amser ec’h ansavas dirag an oll ar falagries deus he vue, ha gant qement a geun ma teuas an oll asistantet da vesqa ho daero gant he re. Laqet e oe d’ar maro hag interret hep henor. Mes goelet e oe ar Verc’hes gant guerc’heset all o tonet d’hen sebelian gant eur mezer brodet en aour, ha d’hen dougen beteg an doriou deus ar ger a Drant. Eno ar Verc’hes a gargas eur soudard da vonet da bedin an Escop da interin gant cals a henor corf an den paour pehini e oa bet distrujet, mes pehini e oa bet he servijer fidel.

PEDEN.


Ha c’hoant a meump-ni da asuretin hon silvidigez ? beomp recours da Vari, leqeomp hon fians en-hi : ha mar deu ar oel deus hon fec’hejo d’hon spouronnin beomp sonj penos Mari n’eo Rouanez a visericord, nemet evit sovetaat dre he frotection ar bec’herien memeus ar muia coupabl, adaleg ma teuont da enem adresin dezi. Chetu aze ar pez a rei, ô Mari, unan deus ho caeran curuneno en env. Peb hini dimeus ar bec’herien baour-ze pere e pezo soveteet a formo evel eur fleuren en ho curunen, curunen pehini a direo meurbet ousoc’h, pa eo guir ezoc’h ar Rouanez a vizericord. Ni eta, Mari, ni hon c’hunan a gontribuo da gaeraat ho curunen, rag ni a so pec’herien, mes enem adresin e reomp d’ac’h hag en-oc’h e man hon fians.


————


EIL DEVEZ


————


Mater.


Hon Mam.


Pegement hon fians en Mari na dleqet cresqin pa sonjomp eo hon mam.


N’eo qet hep lec’h e teu servijourien Mari da rein de-hi an hano dous a vam, rag bean eo mam, hon guir vam, nonpas herve an natur, mes hon mam spirituel, ar vam dimeus hon ineo, dimeus hon silvidigez : ha chetu penos. Privet dre ar pec’het deus bue ar c’hras, hon ineo oa ebars en eur stad a varo spirituel. Jesus dre garante evidomp a deu da rein dimp ar vue dre he varo voar ar groaz ous pehini e stag hon setans a varo. Jesus eta en eur reconsilian hanomp gant Doue a deu da rein ar vue d’hon ineo, a deu da vean an tad dimeus hon ineo. Mes mar eo Jesus an tad deus hon ineo, Mari e so ive ar vam, rag en eur rein dimp Jesus, e deus roet dimp ar guir vue, hag en eur gonsantin d’he varo voar ar groaz e deus hon ganet a neve d’ar vue dimeus ar c’hras. Mari eta, herve an Tado santel dimeus an Ilis, a so deut da vean hon mam spirituel, ha ze en daou vareat amser.

Da gentan, ar Verc’hes pa gonsevas, dre vertu ar Speret-Santel, an eil Ferson deus an Dreindet, a deuas da vean hon mam, rag e me sant Bernadin, adaleg neuse e commansas da bedin ha da intercedin evidomp ; adaleg neuse Mari hon douge oll en he c’halon, evel ma touge Jesus entre he daou goste. O Mari, hon dougen e rec’h eta oll, diganac’h e tennomp ar vue, bugale ec’h omp eta dac’h. Mes couscoude ar fe a disq dimp, deus eur peurs, penos n’ac’h eus bet nemet eur map, eur map uniq, ha deus eur peurs all e lennomp en Aviel penos ec’h eus laqet er bed ho map c’henan, ho map qentan ; ha piou benag a lavar ar map c’henan, ar map qentan, e ra scleramant da intent penos a so bugale all c’hoas. Pere eta, Guerc’hes, pere int-hi ar vugale all-ze pere ec’h eus ganet goude Jesus pehini hepqen a neus bet digenac’h bue ar c’horf ? O Guerc’hes, respont a ret hag ho respont a so meurbet dous dimp-ni : c’houi oll pec’herien, c’houi so ar bugale-ze, c’houi da bere e meus obtenet bue an ine, bue pehini e poa collet dre ar pec’het ; bezan houn ho mam, bezet em henver guir vugale.

Mari so bet c’hoas hon mam, ha ganet e deus hanomp d’ar vue deus ar c’hras, ha-ze voar mene calvar. Eno en hars troad ar groaz, he c’halon beuet en eur mor a dristidiges, ec’h ofras d’an Tad Eternel Jesus he Map evit silvidigez ar bed oll.

Eno, e me sant Augustin, ar Verc’hes, dre an ners deus he c’harante, a gemeras eur loden vras er silvidigez ar bed. Evit guir, na n’eus bet nemet Jesus o vervel evidomp, mes Jesus o considerin an desir bras deus he vam evit sovetaat an den, e reas de-hi partajin he boanio, ha dre eno e partaj ganthan ar merit deus he varo. Hon Salver hec’h-unan e ro Mari dimp evit mam, ha qement-se divoar an aoter deus he sacrifis. En eur drein he sello voar he disqibl sant Ian, e lavaras de-han : chetu aze ho mam. Dre ar c’homjo-man, e me sant Bernadin, Mari a deuas neuse da vean mam, nonpas hepqen da sant Ian, mes d’an oll dud christen, rag remerqin ac’h eler penos n’ac’h elvas qet Ian dre he hano, mes hen galvin ha reas he disqibl evit rein da gompren penos e roe Mari evit mam d’an oll gristenien.

O pegement ac’h omp evurus da gavet Mari evit mam, ha pegen muioc’h evurus a vemp c’hoas, ma vemp he guir bugale ; piou james a gredfe dont da essa hon tennan deus en tre he daouarn ? Deus petra ac’h alfemp-n’hin cavet aon ? Satan hag hen a deu da c’hoesan dac’h an droug ? Sevet ho calon voar zu Mari : hi a neus bruzunet de-han he ben ; he hano hepqen a ra de-han qemer an tec’h ; ha santout a ret-hu o virvin en ho calon an tan pehini ec’h a d’ho poac’hat ha d’ho tevin ?

Ho beet recours da Vari ; he sicour evel eur c’hlisen a burete a sisqenno en ho calon evit hen calmin ha rein de-han ar peuc’h. Mar crenet ho sonjal ac’h eus meritet dre ho pec’hejo coler ha justis Doue, beet recours da Vari. Hi muioc’h evit hini all ebet a neus ar gallout evit disarmin coler he Map.


EXEMPL.


Raportet eo en histoar romenn penos enn den puisant deus a ger a Rom hanvet Coriolan ous enem santout dispriset a sortias deus a ger hag evit tennan vanjans deus an injur a ne oa resevet, ac’h eas da gavet adversourien ar bopl a Rom, ha goude ho bezan goneet, e teuas en pen ho armeo d’ho chonduin voar Rom evit he fillan hag he lacad en ludu. O clevet qement-se hag o considerin ar maleurio pere ac’h e da goean e oarn’han, ar bopl deus e Rom evit esa damisaat Coriolan a gasas hen beteg an dud ar muian respectabl deus a ger ; an oll stado a eas an eil goude he gile d’hen pedin da aretin he fulor ; inutil e oa ; Corioian a deuas beteg murio qer. Neuse ar Romanet a ne oe recours d’ar voïen divezan. Ober a rejont d’ar vam sortial ha monet da bedin he map. Ar oel hepqen deus he vam, ha deus he daërou, a reas da Coriolan renons d’he desin ; retorn a reas voar hec’h is. Pardonin a reas abalamour da beden he vam da dud he vro pere h’en ne oa dispriset.

Ho Mari ! ho hon mam ! chetu eur figuren deus ar pes a ret qen lies en hon c’henvert. Pegen lies nac’h eus-hu qet bet disarmet coler ho Map prest da goean e voar n’homp abalamour d’an injur, d’an disprisans gret de-han dre hon pec’hejo.


PEDEN.


A daleg breman, en peb ocazion, en peb danjur, ma c’honfians a vo en-oc’h, ho ma Mam ; a vreman, evel eur bugel hep galoud, diganac’h a clasqin sicour ; en pad ma bue enem dennin en tre ho tivrec’h, hag en heur deus ma maro ac’h esperan laqet ma ine en tre ho taouarn, en eur lavaret : ho Mari ! ho ma Mam, asistet ec’hanoun, ha bet true ouzin.


————


TREDE DEVEZ


————


Pegen bras eo ar garante a neus Mari evidomp.


Pa eo guir penos Mari a so hon Mam, consideromp hag admiromp an deneridigez a deus evidomp. Naturel eo da eun tad, da eur vam, caret ho bugale : d’ar vugale hep-qen, Doue a neus groet eur gourc’hemen da garet ho zud ; rag ar garante evit ho bugale a so scrivet don, ha padus, en calon tad ha mam. Ho Mari, pa eo certen penos eur vam ordinal na al qet miret da garet he bugale, ho Guerc’hes, pegement a garante n’ac’h eus-hu qet evidomp ; c’houi da behini an Ilis a ra laret ar c’homjo-man : ho christenien, ho bugale, ha pe c’hoarvefe (ar pes a so imposubl) da eur vam bean dinatur avoalc’h evit ancoat he bugel, evidoun-me, n’ho c’hancoain james.

Ha deus pelec’h e teu ar garante qen bras a neus Mari evidomp ? da gentan, Mari hon c’har, abalamour ma car Doue ; da n’eil, abalamour ma deus resevet digant he Map ar garg ac’h anomp, a c’hoas abalamour ma compren ar pes ac’h omp coustet da Jesus he Map.

Ha da gentan, Mari a neus teneridigez evidomp, abalamour ma car Doue. Carante Doue ha carante an nesan, e me sant Ian, a so ebars ar memeus gourc’hemen. Carante ho nesan a so en rapport gant carante Doue : carante hon nesan a ve musuret voar garante Doue, da lavaret eo, sulvu ac’h eo nerzus en hon c’halon carante Doue, sulvu a cresq ive hon c’harante evit an nesan. Petra a gesse d’an Indres eur sant Françes Xavier ? Petra a laqee eur sant Françes a Sall d’enem sacrifian evit distro an hugunodet a Jenev ? Petra a douge eur sant Paulin da gemer chadennou eur prisonnier evit rein de-han ar liberte ?… Petra ? Ar garante vras deus pehini a deoe ho c’halon evit Doue. Mes piou james a neus caret Doue muioc’h na memeus qement hag ar Verc’hes ?

En istant qentan dimeus he bue, Mari a neus bet evit Doue eur garante brasoc’h evit an oll saent hag an oll aele asambles : oll erder a garante deus ar Zeraphinet evit Doue n’eo nemet evel eur nezen fresq comparajet gant hini Mari evit Doue. P’eo eta guir penos na neus, ha na all bean crouadur abet pehini a gar Doue evel Mari, ha p’eo guir ive penos sulvu a car Mari Doue, e deus carante evidomp, pegen bras n’eo qet an deneridigez e deus evidomp oll, ni pere a so he bugale ! Pa helfeet compren carante eur vam ordinal evit he bugel, dastumet, leqet asambles carante an oll vamo evit ho bugale, neuse a peso hepqen ar figur, ar sqeut deus a garante ar Verc’hes evidoc’h. D’an eil, ar pes e ra da Vari hon c’haret, eo abalamour ac’homp bet recomandet de-hi en eur feson special gand Jesus he Map : abalamour ma deus resevet ar garg ac’hanomp digant Jesus o vervel voar ar groaz. Chetu aze, e lar Jesus d’he vam, en eur sellet ous sant Ian, chetu aze ho puguel. Ha herve intention Jesus er momet-se, hon Salver a roe an oll dud evit bugale da Vari. Comjo divoean eun den a ra impression voar he gerent ; he gomjo a so comjo sacr, james na vent ancoeet, bepret e dleont bean rempliset. Ho ! pegement comjo divoean hon Salver na rejont-hi qet impresion voar Mari ? Pegen bras carante evidomp n’imprimjont-hi qet en he c’halon ?

Bugale ec’h omp eta da Vari, ha bugale c’hoas muioc’h caret dre m’ac’h omp coustet de-hi muioc’h a boan. Eur vam a gar bepret mui ar vugale gant pere e deus bet mui a boan. Ni a so ar vugale-ze gant pere Mari a neus soufret poanio estranj meurbed.

Evit rein dimp ar vue, Mari so bet oblijet da asantin da sacrifis he Map, d’hen goelet o vervel ebars an tourmancho ar muian anqenius. Bean ac’h omp eta bugale ger da Vari pa eo guir a deus lezet he Map da scuil he oad evit hon goalc’hin deus hon fec’hejo ha da rein dimp dre he varo ar vue pehini a moamp collet.

Erfin, ar pes a doug c’hoas Mari d’hon c’haret eo abalamour ma compren ar pes ac’h omp coustet d’he Map, goud a ra penos ec’h omp ar bris deus he oad ha deus he soufranso. Mar c’hoarvefe da eur vam goelet eur servijer, evit ranson ha delivrans pehini, he map a nefe enem groet prisonier en pad ugent vloa, pegen bras estim hag a garante na defe-hi qet evit ar servijer, dre ar sonj penos he map a neus bet avoalc’h a vadeles da enem livran d’ar boan evit hen prenan ? Comprenet eta neuse, mar c’hellet, pegement a garante hag a estim na neus qet Mari evidomp, pa sonj penos ni he servijourien, ni pere e oamp en esclavaj a so bet prenet gant he map, non pas hepqen dre ugent vloa a boanio, mes dre tri ha tregont vloa a soufranso ha dre eur maro ar muian cruel.


EXEMPL.


An Tad Auriemma a lavar penos eur vesaeres deved e deoa qement a devosion evit ar Verc’hes ma laqee ec’h oll flijadur da vonet voar eur mene pihini e oa en esamant dezi, ha voar pehini oa eur chapell da Vari, evit eno he fedin qeit ha ma vije he deved o peurin tro-voar-dro. O considerin penos portret ar Verc’hes oa hep ornamant, ar plac’h devot-man enem laqeas da ober eur guiscamant da Vari, hag eun de, goude bean groet deus he fosubl eur gurunen gant fleurio, ec’h eas d’he fosin voar he fen, en eur lavaret : « Caret e mije, ô ma Mam, plasan voar ho pen, eur gurunen composet gant aor hag gant meinn presius, mes dre ma hon paour, plijet receo digan n’hin ar gurunen dister-man a fleurio, ha recevet-hi evel eur merq deus ar garante e meus evidoc’h. »

He devosion evit Mari na daleas qet da gaout he recompans. Ar vesaeres-man a goe clanv, ha clanv fall : er memeus amser e c’hoarveas da daou relijius tremen dre ar c’hartier-ze ; hag evit disquisan enem aretjont d’indan eur voeen. Unan a neze a vanas cousqet hag he gile difun ; mes ho daou e oeljont er memeus amser o tremen merc’het en guen hag en ho mesq unan caeroc’h evit ar re all. — Piou oc’hu e c’houlennas ar relijius digant c’ho-man ha pelec’h ec’h etu evel-se ? — Me so Mam da Zoue hag ec’h an dan ti tostan evit bisitan eur vesaeres paour pehini a so clanv ha pehini, qeit ha ma deus gallet, a so bet alies o rentan visit d’hin ebars ma chapell.

Aboan oa dezi bean respontet, ma tisparisas. Neuse an daou relijius ec’h ejont evit goelet ar baoures clanv, hag he c’haout e rejont en eun ti dister voar eun tamic plous. Pe oant oc’h antren, hon-man a lavaras deze : Pedet, ma breudeur, evit ma reîn Doue d’ac’h gouelet ar re e so en dro d’hin. Neuse enom leqejont voar ho daoulin hag e oeljont Mari pehini a douge en he dorn eur gaer a gurunen ; hag en pad ma console ar glanvoures, ar verc’heset all a gane. En qeit-se ar vesaeres a varo. Mari a laca ar gurunen voar he fen hag a reseo hec’h ine evit monet d’an env.


PEDEN.


O Guerc’hes, leun a garante evidomp, ni ive a meump c’hoant d’ho caret. Mes na bermetet qet a ve ar vugale qen disc’hanval ous ho Mam. C’houi a so pur, ni a so souillet : c’houi a so humbl, ni a so superb hag orgouillus : c’houi a so santel, ni a so carget a bec’hejo. O Guerc’hes, pa eo guir hon c’haret, groet ma vefomp beteg eur serten poent hanval ousoc’h : hag evit-se chanjet hon c’halono hag ho rentet ding deus ho pugale : qement-se eo hon desir hag hon esperans, ô Mari, hon mam muian caret.




PEVARE DEVEZ.


————


Mari a so Mam ar bec’herien pere a deu da c’houlen he sicour.


Mari n’eo qet hepqen mam an dud just ; mes bean eo ive, ha martese muioc’h, mam d’ar bec’herien memeus ar muian coupabl adaleg ma teuont da enem adresi dezi. Mari a neus bet alies clevet Jesus o lavaret penos na oa qet deud evit a re just, mes evit ar bec’herien ; penos n’eo qet an dud iac’h a neus esom a vedesin, mes an dud clanv. Instruet en scol he Map hag oc’h anaveout he visericord evit ar pec’her, Mari a so disposet da asten he dorn dimp evit hon tennan deus ann abim en pehini ec’h omp bet coet ous enem lezel da vonet d’ar pec’het. En eur gonsiderin ar stad meurbet trist deus he ine, ar pec’her ec’h all martese caout disfians da vean chelaouet, ha da obten he bardon.

O ma breur, criet bepret voar gaat ar Verc’hes : evit guir ho peden drezi ec’h unan na verit qet bean chelaouet, mes beet sonj da biou enem adresset : enem adressin a ret da Vari pehini ac’h all obten tout digant Doue. C’houi pehini a bed, e me sant Anselm, ma na n’oc’h qet ding da vean chelaouet gant Doue, enemp adresset da Vari, ha merito Mari a bedo evidoc’h ; evit ma veso bepred, e me sant Bernard, Mari an hent dre behini ac’h er da Zoue, hag ar c’hanal dre behini e tisqen graso Doue e voar n’omp. C’honnes eta, Mari, eo ho carg, da enem lacaat en tre Doue hag ar pec’her : na neus ive netra a justoc’h, rag eur vam pehini a neus daou vugel, mar deu da c’houd penos a so casoni en tre-he, ha na ra-hi qet he fosubl evit oc’h unani ? Mari, e me sant Bernard, a so er memeus amser mam da Jesus ha d’an den : pe oel eur pec’her ebars en inimitie gant Jesus he Map, he foan a so bras ha na neus moïen a gement na impli evit ho rentan mignonet : hac evit-se Mari n’ach oul digant ar pec’her nemet ma teufe da en em recommandin dezi, ha da gaout eur guir volante da renons d’he disurjo : mar eman en hevelep disposition, ar pec’her ar muian carget a grimo a so assuretet da obten he bardon dre voïen Mari.

Ouspen, Mari a so mam ar bec’herien hag ho mam qen tener, ma teu, nonpas hepqen da gaout true ous ho stad, mes c’hoas santout e ra ho foanio evel he re ec’h unan. Ar Gananeen en eur bedin Jesus-Christ da delivran he merc’h deus an droug speret pehini he zourmante, a lavaras de-han : o beet true ouzin, otro Map David. Mes pe oa guir penos ar verc’h oa tourmantet gant an droug speret ha nonpas ar vam, ha na seblan qet dimp penos c’ho-man a dleje bean laret da Jesus : Otro beet true ous ma merc’h ? Mes nan, laret e ra : beet true ouzin. Perag-se ? Abalamour ar vam hag ar bugel na reont nemet evel unan, ha poanio ar bugale a goe deus hoc’h oll boez voar galon ar vam : evel-se ive Mari, en guir vam dener, pa interced evid ar pec’her, e lar da Zoue : o beet true ouzin : qemer e ra voar nezi ec’h unan hon fec’hejo, hon foanio, na biscoas Doue na neus refuset da Vari he mennat. Ho ! ma comprenfe an oll bec’herien ar vuirionne-man ; gant pegement a fians na defent-hi qet recours da Vari. Hi a so ho mam, hag ho mam disposet d’ho chelaou, da intercedin evit-he, d’ho c’hunanin gant he Map, rag he diou vrec’h a so bepret digor evit reseo ar bec’herien, hac ar bec’herien ar muian abandonnet.


EXEMPL.


Len a reomp ebars ar Scritur santel penos eur vroeg deus a Dhecura enem bresantas dirag ar roue David hag a adresas dezan ar c’homjo-man : « Otro, bean e moa daou vap : qemer e rejont disput an eil ous he gile, unan a lac’has e vreur, ha breman an hini a so chomet beo, e so dindan dorn ar justis, ha me, pehini e meus bet ar maleur da goll eur map, a so voar ar poent da vean privet dimeus ma bugel all : beet eta, Otro, true ouzin, ha na bermetet qet a ve lemmet heman c’hoas diganin. » David touchet beteg an daëro, a roas urs da laqat en liberte ar bugel muntrer ha d’hen reîn d’he vam.

Chetu aze ar pes e ra Mari evit ar pec’her pa oel Doue prest d’hen punisan. Evel ar vam-ze deus ar Scritur santel e lar da Zoue : bean e moa daou vugel, Jesus hag an den, an den a neus laqet Jesus d’ar maro, ha breman ho justis ec’h a d’em frivan dimeus ma bugel all : O ma Doue, a c’hoant a pe da lemel c’heman diganîn pa eo guir e meus collet he gile ! O nan, serten, Doue na gondaono bigen eur pec’her pehini a neus recours da Vari, rag Doue ec’h unan a neus roet Mari de-han evit Mam, ha na all refus netra d’he feden.


PEDEN.


Leromp eta da Vari gant sant Bonavantur : O Guerc’hes hon Mam, bean ec’homp pec’herien, mes enem adressîn a reomp d’ac’h ; intersedet evidomp dirag ho Map ; hon fians a so en’oc’h, hag en despet d’hon fec’hejo ec’h esperomp monet d’ho meulin da viqen gant hon breudeur pere, evel nîn hon c’hunan a so dleourien d’ach deus ho silvidigez.



PEMPET DEVEZ.


————


Vita.


HON BUE.


Mari a so hon bue abalamour ma c’hobten d’imp ar pardon dimeus hon fec’hejo.


Evit galloud compren perag an Ilis a deu da c’hervel Mari hon bue, a eo ret goud penos gras Doue a so d’an ine ar pes eo an ine d’ar c’horf ; hag evel na den ar c’horf ar vue nemet deus an ine, evel-se ive an ine na den he vue nemet dimeus gras Doue, hag eur oec’h privet dimeus ar c’hras, an den na neus nemet ar spes deus ar vue. Mari, en eur obten ho c’honversion d’ar bec’herien a rent eta deze ar vue deus hoc’h ine hag a so dre eno ho bue. An Ilis a appliq da Vari ar c’homjo-man dimeus ar Scritur santel, piou benag a so aqetus d’hem c’hlasq, a gavo ar c’hras : en hevelep feson m’ach eller laret penos caout recours da Vari, ha caout gras Doue a deu an eil d’he gile. Chelaoet eta, e me sant Bonavantur, c’houi pere a desir rouantelez an env ; henoret Mari, he fedet hag e qefet ar vue hag e refet ho silvidigez. C’houi eta, pec’herien, e me sant Bernard, pere a so privet deus a c’hras Doue, clesqet-hi dre voïen Mari, rag hi e deus-hi caat. Dezi ec’h adrese an ael Gabriel ar c’homjo-man : no pet qet aon, Mari, rag caat ec’h eus ar c’hras. Mes penos ec’h alle Mari bean caat ar c’hras ? Caat eun dra era da intent eve bet collet. Mari pehini a so bet concevet hep pec’het, ha pehini, evel ma tisq d’imp ar fe a neus bet conservet bepret gras Doue, na deus-hi qet eta collet, ha dre ze n’aller qet laret e deus-hi caat. Eun Docteur a respont penos Mari a neus caat ar c’hras, mes n’eo qet evit-hi, mes evit ar bec’herien pere devoa hi c’hollet. Et eta, pec’herien, et da gaat Mari, ha leret dezi gant fians : O Mari, reit d’imp ar c’hras, c’houi a neus-hi caat evidomp, c’houi oc’h unan e lar d’imp er levrio sagr penos ec’h oc’h evel en tour huel ha crenv evit hon miret enep hon adversourien, ha penos ac’h eus ar gallout da galmin coler hon barner, fians eta, Mari, e meump en ho sicour, hag hon fians a gresq pa glevomp ho serviger bras sant Bernard o laret : et, pec’herien, et da gaat Mari, et da gaat ar vam-ze a vizericord ; discocet dezi ar gouliou deus hoc’h ine, ha Mari a discoeo d’he Map he c’halon leun a garante hag a drue evidoc’h, hag he Map, ho parner enem leso da vean teneraat ha goneet.


EXEMPL.


Chetu aman eun exempl en toez mil pehini a disq d’imp scleramant penos Mari a so evit er pec’her bue he ine, en eur obten de-han ar c’hras deus he gonversion. Qement man a so c’hoarveet en Paris en eun Ilis consacret d’ar verc’hes hanvet Itron-ar-Victoario, er bloa 1844. (Levr Arc’h-Breuriez, pajen 439.) Eur marc’hadour a bemp pe c’hoec’h vloa voarnugent oa et da Paris evit afferio he gonvers : ober e ra he goncho hag he varc’hajo, hag arretin a ra he blas ebars en dilijans evit retorn d’he vro. Mes evel oa ze ar sadorn ha ma na glee partian nemet d’ar sul en de voarlerc’h, hag evel na nefoa netra qen d’hen jenan, e sonjas tremen ar sadorn ous enem recreïn : mes ar gir deus ar recreasion en Paris, hag en cals a blaso all, ispicial en geno tud hep fe na condu, a sinifi enem lesel da vont da bep sort disurjo. Ober e ra ar pes a neus sonjet : scouis deus he deves malurus, ec’h arru voar ar blacen hanvet an Tado-Bian. En eur dremen e oel digor dor eun Ilis : antren e ra hep gout evit petra. Avans e ra, tremen e ra a dost d’am c’hovision ; (aman e commans comjo ar person dimeus ar barous-se, pehini a neus roet da c’hanaveout an histoar-man) goelet e ra en dro dezi c’hoec’h den ha casi oll tud ioanq : neuse ar marc’hadour e ra ar reflexion-man : sell tud pere e ia da goves, ha memeus tud ioanq ; ho ! pegen sot eo se ! — Avans e ra beteg aoter ar Verc’hes, chom e ra da examinan eun dablen pehini a gave caer. Qeit-ha ma eo ocupet da gonsiderin an daulen-man, ar sonj deus an dud ioanq pere a ne foa goelet en dro d’ar govision a deu en he speret bepret, mes bepret he speret a esae pellaat ar song-se dre ar memeus gir : Ho ! pegen sot eo se ! Dre fors caat ar sonj-se en he speret, he vemor a lavar de-han : te ive, ha na eo qet guir, ha na nout qet bet ive e coves goejal ? Guir eo, a respont de-han ec’h unan ; mes evit chom en he galerder, hag en he dalante e lar, evel diagent, ho ! pegen sot e oan neuse ! — O Mari, refuj ar bec’herien, petra ec’h a da vean an den malurus-man ! hag hen ec’h a da sortial deus hoc’h ilis ? hag hen ec’h a da guitaad ho aoter ous treit pehini qen lies a bec’her a neus obtenet ho distro ous Doue ? Ho ! nan. Mam a vizericord, c’houi a neus conduet he bajo ha qeit-ha ma oa he galon a virvin gant an desirio ar muian criminel, c’houi a neus hen digaset en ho templ, c’houi a neus hen laqeet en ho presans, ô Mari, nan, n’allo qet enem achap ; c’hoant ec’h eus d’en sauvetaat, bean e vo eun ine ouspen pehini o pezo goneet voar an droug speret. — Goejal, e me an den-man, ec’h en da goves, ha pe sonjan erfad e oan serten evurusoc’h neuse evit na c’houn breman ; muioc’h e oan en peuc’h ganin mac’h-unan, ha breman na ellan qen enem suportin : ho ! pesort deves malurus e meus tremenet hirie. — Ha ma c’hafen ive da goves ! — Ar song-man enem bresant voar an tol en he speret : hen spouronin e ra ; esa e ra hi fellaat hag e clasq mont ar mes deus an Ilis. Mes en eur vont quit e cred de-han aperseo ebars en dablen eur poent pehini na ne foa qet observet gant a oalc’h a attension. En tretant, e teu an ide-man dean : ma, ret eo din monet da goves ; tranqiloc’h e vin ; na noun qet c’hanaveet a man gant den ; na risqan netra. — Tostaad e ra d’ar govision hag ec’h antre an divean. Renqet e neus qemer cals voar he ourgouil, mes et eo er govision, ha Mari ec’h a d’hen sicour. — Cals a boan en eus evit commans, na al qet coms : en eur momet he galon a deu da deneraad ha da enem digorin hag he daoulagat e deu da vean evel diou feunten a daero a c’hlac’har pere a disam he gonsians. — Tremen e ra eun heur c’hanter er govision, ha goude bean bet dre an absolven unanet gant Doue, na ouie penos discoin he anoudeges vad d’he govesour : ous h’en trougarecad, en eur c’hirvoudîn hag en eur scuil daero, e laras de-han : Ma sad, ho ! pegement a vad ec’h eus groet dîn ! Pegen evurus ec’h oun ! Pegement a diferans en tre ar stad en pehini ec’h oun breman hag ar stad euzus en pehini oan pec’h antreis an Ilis-man ! Ho ! pegen pell oan da sonjal e mije-me caat aman eun hevelep evurusdet, ha pegen inding e oan d’hi reseo ! Ho pegen evurus enem santan, ha pegement e trougarecaan Doue d’em bean groet antren aman ! — Ma zad, leret dîn, mar plich, pesort c’hano a neus an Ilis-man ? — Petra ! n’anveet qet a ne-hi ? — Nan, biscoas ne moa he goelet. — An Ilis-man a doug an hano dimeus a Itron-ar-Victoario. — Ha ! n’he hancoaîn james, rag goneet e deus hirie eur victoar meurbed bras voar ma ourgouil, ha voar ma fasiono. — Ma zad, laret ec’h eus din penos ec’h aparesfomp asambles dirag tribunal Doue, ha penos e dleîn eno rentan cont dimeus ar promeseo e meus groet d’ac’h : prometîn e ran d’ac’h c’hoas bean fidel deze, ha penos, gant gras Doue, no peso qet a geun deus ar boan ec’h eus bet ar vadeles da gemer genîn.


PEDEN.


O Guerc’hes, c’houi pehini an Ilis a deu da c’hervel gant lec’h Refuj ar bec’herien, chetu nîn aman pec’herien pere a deu da c’houlen ho sicour : deut d’hon delivran deus ar stad malurus en pehini ec’h omp coet dre ar pec’het. Dre ar garante e touget da Jesus ho map pehini a neus soufret qement evidomp, astenet, ô Mari, ho torn evit hon tennan deus ar pec’het : hen ober a refet, Mari, rag bean oc’h hon Mam hag hon Refuj.


————


C’HOEC’HVET DEVEZ.


Mari a so hon bue abalamour ma c’hobten d’imp ar c’hras deus ar berseverans.


Ar berseverans a so eur c’hras extraordinal abeurs Doue, gras, e lavar d’imp ar C’honcil santel dimeus a Drant, pehini na ellomp qet meritout dreomp hon c’hunan : mes evel ma tisq d’imp sant Augustin, ar berseverans so accordet da nep he c’houlen ; hag herve an Doctor Suarez, ar c’hras-se a dle bean goulennet bemde evit bean obtennet bemde. Pa eo certen penos an oll graso a resevomp digant Doue, a dremen dre daouarn Mari, ar voien facil evit obten gras ar berseverans eo enem adressin da Vari pehini he fromet d’he guir servijourien. Mari en eur gonsiderin deus eur peurs hon sempladures, ha deus eur peurs all an ners spirituel deus pec’hini a meump esom evit resistan ous adversourien hon silvidigez, a lavar dimp : ma servijourien, deut d’em c’haad, me a meus resevet digant Doue an ners pehini a vanq d’ac’h, hag hen resevet e meus evit hen distribuin d’ac’h : an ners-man a greao ho sempladurez, domisaat e rei ho coal inclinationo, ober a rei d’ac’h ren e voar neze, ha meritout ren evit james an env.

Er Scritur santel Mari so comparajet eus eur voeen gaer deus pehini ar branqo hag an deliou a deu da abritan ar beajourien ; Mari ive a asten he frotegsion voar he servijourien evel eur vantel pehini a deu d’ho discheolîn enep ar broutac’h deus ho fasiono, ha pehini a aret ar biriou deus an droug speret. Ineo paour, petra eta e sonjet-hu pa enem dennet deus dindan mantel Mari, da laret eo, pa dilezet an devosion en-hi c’henver ? Ha ! cresqet-hi qentoc’h, rag ar pes a eo an dic’heladen dan den, Mari a dle bean d’ar c’hristen : lemmet an aelen digant an den, hep dale e coll ar vue : lemmet ive digant ar c’hristen an devosion evit Mari, hag e peo lemmet digant-han bue ar c’hras, bue an ine. Piou benag e vec’hu eta, e me sant Bernard, ho pue voar an douar a so hanval ous eur veach voar eur mor danjerus : ma na c’houlet qet perissan ha bean beuet, delc’het bepret ho taoulagat stag ous stereden tud ar mor : galvet Mari ebars en dentasion ; ebars an danjer beet recours da Vari. Da vezo he c’hano galoudus en ho calon evit reïn d’ac’h fians : da vezo he c’hano bepret en ho qeno evit hen pronons gant carante : heuillet Mari ha na vefet qet collet : enem fiet en Mari, na biqen na goefeet en disesper : he dorn ho conduo hag ho soutenno ; erfin ho tougen a rei deus ar mor danjerus dimeus ar vue d’ar pors deus an evurusdet eternel.


EXEMPL.


(Levr Arc’h-Breuriez, pajen 445.)


Eur c’hapiten dimeus a Oard ar Roue, pehini a chome pell deus a Baris, a deuas d’ar ger-man evit tremen eun neubet deio. Oajet a c’hanter qant vloa, soudard a boe an oad a drioec’h vloa, an amser gentan deus he vue e oa bet tremenet en pad ar bloavejo qen malurus deus hon Revolusion gentan, bloavejo en pere a oa difennet en Frans dindan boan a varo coms deus a Doue, ha rentan de-han an henor e verit. Savet ha disqet e oa bet evel ar soudardet er scolio deus an Ampir, scolio en pere ar relijion e oa neubet preseget, ha nebeutoc’h c’hoas pratiqet : en eur gir, na nefoa qet groet he gommunion gentan, ha privet e oa deus an disteran disqadures christen. Dimeus ar scolio ec’h eas d’an armeo ; hag er stad-se, en mesq an danjerio, en creis an disurjo e vevas evel an dud da bere ar santimancho deus ar fe ha deus ar relijion, na leqeont na dalc’h na muzur. Goude tout, na oa qet eun den pehini a nefoa casoni evit ar relijion hag ar veleïen. Na oa qen aparans nemet e finiche he vue evel h’en ne oa hi tremenet beteg neuse ; mes aferio hen digas da Baris hag e tisqen en ti mignonet vertuus ha tud a relijion. Resevet mad, an Ofiser enem blij en ti-man. Ar furnes, ar peuc’h, an union, pere a rene er famill, qement-se a reas eun impression vras e voar n’han. Clasq e ra deus petra ac’h el c’hoarveout an union-ze pehini na alle qet da gompren, rag hen e oa deus eur c’haragter pront ha colerus. Erfin, a remarqas penos ar peuc’h deus an ti-man a deue dimeus ar relijion pehini e oa en-han respectet ha pratiqet. Qement-man e ro de-han da sonjal hag e teu evel qeun dean da nonpas caout ive relijion. Ebars an disposision-man e oa pa deuas an itron deus an ti d’hen pedin da vonet gant-hi da ofis ar Verc’hes da ïlis Itron-ar-Victoario. (Ilis meurbet brudet dre an henor e renter en’hi da Vari ha dre ar burzudo e ra ive Mari en’hi). Evit ober plijadur d’an Itron pehini a nefoa groet de-han eun digemer qen mad en he zi, an Ofiser a eas d’an Ilis. Enem scuisan e ra cals en pad ar gouspero : ar sarmon e ra eun tam impresion e oar n’han, ispicial pa gleo recommandin pedin evit ar bec’herien. Ar sul voar lerc’h an den-man a retorn c’hoas : dont a ra memeus diou oech voar ar zun goude creis-de, nonpas evit pedin, rag na oar qet, mes evit sonjal hag ober reflexion ; goude-ze na vanqas james da ofis ar Verc’hes en pad c’hoec’h miz e tremenas en Paris. « Goude ar bevaret sul e teuas d’em c’haad ; (comjo person an Ilis-man) enem expliqan e ra gen-hîn, reîn a ra d’hîn da santout penos an eus c’hoant da c’heuil ar relijion, hag e c’houl dian’hîn petra a vije ret de-han da ober. Enem istruin e ra deus ar guirioneo christen, da laret eo, disqin a ra he gatechis, hag he boan e oe recompenset dre ar gommunion pehini a nefoa ar boneur da ober evit ar voech qentan deus he vue, d’ar iaou imblid, er bloa l839. Mes ar pes a estonas ec’hanoun ebars ar govision, qeit-ha ma pronosen ar girio santel deus an absolven, e oa ho clevet an Ofiser-man pehini a nefoa ar visac’h garo deus eur soudard, oc’h uanadin, oc’h irvoudin, hag o scuil daero. Pe m’oa achuet, ec’h c’houlenis digant-han mar oa eun dra benag a gement hen jene, hag a gement a re poan de-han ? — O beet tranqil, ma zad, e lavaras d’hîn, nem eus nec’hamant ebet ; na n’houn nemel evurus : ar joa deus pehini eo carget ma c’halon e ra d’hîn scuil an daero dous-man. Biscoas na mije sonjet pegement a gonsolation a reserv Doue d’ar re a distro out-han. O relijion madelezus, pegement em eus-me a c’hlac’har d’hes bean hanavet ha c’heuillet qen divezad ! Ma zad, nan, na ancoaîn biqen ar momet-man deus ma bue, nag an evurusdet deus pehini eo breman carget ma c’halon : hen prometîn e ran da Zoue, hen prometîn e ran d’ar Verc’hes, da behini ec’h oun dleour deus ma c’honversion, ha digant pehini ec’h ortoan ar sicour em eus ezom evit bean fidel d’hem fromese.


PEDEN.


O Guerc’hes, c’houi pehini ec’h eus discoet ho madelez en qenver ar pec’her paour-man, acordet d’imp ive ho protecsion. Pa hon difenfet, deus petra e m’omp-ni aon ? Deus hon fec’hejo ? Mes c’houi enem ra caousion evit-he ; c’houi dirag hon barner enem garg da respont evidomp : deus an droug speret ? Mes ho c’hano hepqen e laca an ifern da grenan : deus ho Map coleret eneb d’imp ? Mes eur gir deus ho peurs a so avoalc’h evit hen gonit : na meump qen aon nemet deus n’imp hon c’hunan, beteg goud na deufemp da ancoaout ho pedin en dentasion ha da berisan dre hon fot. Mes prometin reomp d’ac’h, Mari, donet d’ho qervel en hon holl ezomo : O Mari ! groet ma vefomq fidel d’hon fromese.




SEISVET DEVEZ.


————


Dulcedo.


Hon dousder.


Mari so dousder he servijerien en heur deus ho maro.


Pa ve an den en eur hol mado, en eur c’hlenvet pe en eur boan benag, neuse goeloc’h evit james ec’h all anaveout e vuir vignonet deus ar re nan int qet : rag neuse pervuan ar fals mingnon a gemer an tec’h, ha na ra seblant ebet deus an hini pehini, eun instant diagent, oa he den ar muian caret. Chetu aze penos enem gondu cals a dud, cals a gerent memeus an eil en qenver he gile ; mes Mari na diles james he servijourien en ho foanio, hag ispicial er poanio deus ar maro, pere a so an terruplan an eus an den da andurin. Mari a so hon souten en hon beach voar an douar, hag hon dousder voar hon maro, rag hi hen rent evurus.

Aboe an eus bet Mari an anqen da asistan en maro Jesus voar ar groaz, aboe e deus obtenet asistan hec’h oll servijourien en ho heur divean. Qement-se e ra d’an Ilis hon dougen da adressin lies d’ar Verc’hes ar beden-man : O Mari, pedet evidomp, pec’herien, en heur deus hon maro. Pegen spouronus n’eo qet an heur-man ! Ar remors deus ar gonsians, ar spont deus ar jujamant pehini a dosta, ar mar deus ar silvidigez ; peb hini deus ar sonjesono-man, hanval ous qen lies a glenve, a deu da biqat an ine, da dreuzin ar galon, ha d’hen cargan dimeus eur melqoni meurbet estranj. Ouspen, en heur-ze an droug speret a gresq he arach, a impli he oll fineseo tromplus evit hon gonit er momet-se deus pehini a tepant hon eternite evurus pe malurus. Enem leqeomp en hon heur divean ; penos e refom-n’hîn evit enem souten ebars er momet spontus-se ! O Mari, santout a reomp, a vreman, hon sempladures, d’ac’h neuse, muioc’h evit james, e momp recours : rag, sant Bonaventur a disq dimp e digaset voar an douar ar sperejo evurus deus pere eo formet ho coard, e digaset an-he en dro d’ho servijourien en n’ho heur divean, ha qement-se evit ho souten hag ho difen a enep an dentasiono deus an droug speret, hag evit dougen d’an env an ineo pere qeit-ha ma oant voar an douar, a nefoa bet recours d’ac’h. Ouspen, ô Mari, an doctor bras sant Jerom a asur dimp penos na enem gontantet qet da lacad asistan ho servijourien voar ho maro, mont a ret oc’h-unan da diarben hoc’h ineo, ha goude bean ho resevet digant an aele, ho mesajourien, c’houi eo ho fresant dirag tribunal ho Map, a difen ho c’hos, a digor d’he dor ar barados, hag ho flas en dro d’ho tron en env. O pegen evurus e vefomp en heur deus hon maro, mar qeromp, a vreman, bean devot d’ar Verc’hes ! Eur servijer bras da Vari, au doctor Suarez, a lavare en he heur divean : na mije biqen sonjet, na credet, penos e vije qen dous mervel. Galout e re lavaret ha santout qement-man, rag en pad e vue oa bet fidel da Vari. Nîn, caromp ive Mari, ha Mari a rei dimp ar memeus gras en hon heur divean.

Chetu aman eun exempl pehini a dle rein dimp da gompren penos Mari na abandon james dreist bep tra en heur ar maro piou benag an eus devosion evit-hi.


EXEMPL.


(Levr Arc’h-Breuriez, pajen 455.)


Ar pes ec’h an da laret d’ac’h a so tennet dimeus eur lizer scrivet er bloa 1840, da berson Ilis ar Verc’hes en Paris, gant eur leanez deus eur gouent trapistezet. (Chetu aman he c’homjo, d’ar person-ze.) En de ma oan bet consacret da Zoue ha groet leanez, ma mam a deuas d’em goelet : ober e reas d’hîn qemer lod en he foan, ha scuil cals a daero pa disclerias penos ma zad pehini oa clanv a boe naonteq miz gant eur c’hlenvet hep remet, oa prest da vervel ha couscoude nac’h oule qet e vije comset dehan a sacramancho nag a relijion. An disteran gir hen laqee en fulor : na nefoa en he c’heno nemet leio douet ha blasfemo : a aboe he gommunion gentan na oa qet bet o qovez. Galout a ret, otro, compren pegement a boan a reas ar c’helo trist-ze d’hîn ; rag caret a ren ma zad, ha crenan e ren gant aon na deuje da vervel en eur stad qen malurus. Ebars ma nec’hamant e laqeis ma fians en Mari. Reîn a ris d’am mam eur vedalen vian pehini a dougen ha pehini oa bet biniget genac’h voar aoter ar Verc’hes en ho c’hilis. Cargan a ris ma mam d’he rein d’em zad. Mont e ra d’ar ger, hag en eur ariout e coms deus ma desin d’am c’herent pere oa deut da oelet ma zad : enem gonvenin a rejont penos e vanqe ofr ar vedalen de-han. Goude bean goulennet digant-han penos enem gave, ma mam a disqoe de-han an treo e defoa digaset gant-hi deus ar gouent, hag erfin e presantas de-han ar vedalen deus ma feurs. O pegen bras eo gallout ha madeles Mari ! Hi c’hemer e ra gant plijadur hag anoudeges vad : he laqat e ra en ping ous he c’houg, dont e ra da vean tranqil hag en peuc’h. He c’heno pehini diagent na re nemet losquel blasfemo na digor breman nemet evit pedin : goulen e ra eur beleg, ober e ra eur govision jeneral : bean en eus ar bonheur da reseo an Otro Doue gant ar zantimancho deus an teneran devosion. Bepret ne comse nemet a Zoue d’am c’herent pere oa en dro de-han, ha pere gant ar joa deus he distro ne oant qet evit miret ho daero. Er bevaret devez enem gavf cals clanvoc’h ; reseo e ra an divean sicourio deus ar relijion, hag ober e ra da Zoue ar sacrifis dimeus he vue, da behini na nefoa qen qeun nemet d’hi bean impliet d’hen ofansi. Qent mervel e c’halvas ma breur oajet a drizeg vloa ; recommandin e res de-han bevan en guir gristen, hag e varvas en eur rein de-han he venedicsion. Sicouret ec’hanoun da drugarecaat Mari, ar vam a visericord ; chetu a-ze he labour, an distro dimeus eur pec’her paour evit pehini oa collet casi peb esperans.


PEDEN.


O Mari, pesort fin e nefo ar pec’her-man pehini a so breman dirazoc’h ? Pa sonjan ebars er momet terrubl-se en pehini e vo ret d’hîn mont da renta cont da Doue deus ma bue, ha pa deuan da laqet em memor pegen lies, dre ma fec’hejo em eus scrivet ar setans deus ma c’hondaonasion, ar spont a deu d’em disec’han : O Refuj ar bec’herien, beet true ouzin : ar remors deus ma c’honsians a deu d’em piqat ; an ifern ac’h ortos ma maro evit ma acusin, ha Doue evit exercin he justis. Petra eta e teuîn-me da vean ? Hep ho sicour, Mari, hep mar ebet, e vîn coliet. Mes, ô Mari, obtenet d’hîn gant Doue ar glac’har dimeus ma fec’hejo, hag an ners d’hen caret a rest deus ma bue : mes dreist peb tra en heur deus ma maro, deut d’em souten, gant aon na deufe ar oel deus ma fec’hejo d’em laqet da goean en disesper.


————



EISVET DEVEZ


————


Spes nostra.


Hon esperans.


————


Mari so esperans oll vugale Adam.


Tud dimeus eur fals creden n’ac’h houlont qet e teufemp da c’hervel Mari hon esperans, rag e meze, Doue hepqen a dle bean hon esperans, ha Mari dre ma eo bet crouet gant Doue na al qet bean hon esperans. En despet d’ho fals creden, an Ilis pehini na al qet enem dromplan a ra d’he bugale adresin bemde da Vari ar gir dous-man evit peb christen : Mari, hon esperans.

Chetu aman penos ar Mestr bras, sant Thomas a ispliq penos Mari a so hon esperans. Eun den, eme ar sant-man, ec’h al laqet he esperans en eun den all en diou feson : da gentan, evel ar soursen deus ar pes a c’houlen, dan eil, evel eur voïen da c’hallout obten ar pes a houlen. Dre exempl, pa ve c’hoant da obten eur c’hras benag a ve gortoet digant ar roue pehini ac’h all hi reîn voar an toll ; pe otramant, a ve gortoet digant ministr ar roue pehini ec’h all hi c’hobten digant-han, abalamour ma eo mignon de-han, ha mar en eus cals a c’hallout dirag-han. Evit guir pa accord ar roue eur c’hras benag da beden he vinistr, digant ar roue e teu bepret ar c’hras ; mes qement-se na ampich qet ec’h all an hini a c’houlen dre voïen ar ministr laqat en he-man he esperans, hag hen galvin he esperans.

Roue an envo, ar vadeles memeus, ha pehini na desir netra muioc’h evit scuil a voarnomp he c’hraso, hag evit ober d’hon fians cresqin en-han, a neus roet d’imp evit mam he Vam, en tre daouarn pehini an eus laqet he oll galout voar pes a sel he c’hraso ; ha qement-se evit ober dimp laqet en-hi an esperans deus hon silvidiges, ha deus hon oll vado. Ar re eta a esper en Mari, abalamour d’he c’halite a Vam da Zoue, a so biniget gant Doue, pehini a gemer eur blijadur vras da henorin, ha da huelaat ar Verc’hes, a beurs pehini Doue a neus resevet muioc’h a c’hloar evit a beurs an oll aele hag an oll dud assambles. C’houi eta, Mari, a so hon esperans, rag, e me sant Augustin, gallout a ret obten tout digant Doue : rag eme an den savant Berlarmin, gallout a ret obten evidomp digant Doue ar pes na alfem qet dre hon fedenno on’h-unan. Ia, Mari, nîn ho salud gant an Ilis : ar vam deus hon esperans ; gant sant Ephrem : an esperans deus hon ineo, refuj ar bec’herien, silvidiges ar bed : hon sicouret eta, Mari, rag, goude Doue, hon esperans a so en oc’h hepqen. C’houi, ô Mari, eme sant Jermin, a so ar gonsolation an eus roet Doue dimp ; c’houi a ren a c’hanomp en hon beach er bed-man ; c’houi a so hon ners en hon sempladures, hon finvidiges en hon faourante ; c’houi so an ioul evit hon gouliou, ar soulajamant en hon foanio ; c’houi e ra terrin hon chadenno ; c’houi so hon fatrones, hon bue, hon esperans, hon silvidiges hag hon souten. Ha pa deufe eta Doue, abalamour d’hon fec’hejo, d’hon pellaat diout-han, beomp disposet da ober evel sant Bonavantur : da enem doll ous treid ar Verc’hes, ha da chom eno qen ma defo obtenet hon fardon, rag bean eo ar vam a visericord, hag he zrue evidomp a disarmo coler he Map. Distroet eta, Mari, e voarnomp ho taolagad leun a deneridiges, rag nîn a laca en oc’h hon oll esperans.


EXEMPL.


(Levr Arc’h-Breuriez, pajen 460.)


Eur vam vertuus ha pinvidic meurbet a oele gant tristidiges penos he merc’h oaget a naonteq vloa, pell da enem gonduin herve he renq ha herve ar furnes, enem lese da vonet aboe an oat a bemseq vloa da eur vue pehini na re qet esperîn cals a vad a ne-hi. Beteg an oat a bemseg vloa e oa bet devot ha modest ; mes ar sqanvadures hag ar plijadureso pere a goll qement a dud ioanq a reas de-hi dilesel en ber amser an oll bratiqo deus ar relijion. Evit obten he c’honversion, he mam he recomandas d’ar pedenno a ve groet en Ilis ar Verc’hes en Paris evit distro ar bec’herien. Ar sul, an daouvet voarn ugent deus a vis qerzu 1840, neubed a deio goude ma oa bett pedet evit-hi, ar plac’h-man, evit ar voech qentan aboe tri bloa, a laras d’he mam, penos nac’h houle qet mont da enem recrein en de se, ha penos ec’h e da dremen an abardeves gant-hi. He mam estonet na lavar netra de-hi voar gement-man, discoîn e ra de-hi hepqen he c’hontantamant. Ar plac’h ioanq e oa trist. Quent an amser da goangnan, e laras d’he mam penos na debje qet ha penos ac’h e da gousqet. Diou heur goude, ar vam ec’h a da gamp he merc’h evit gousout pe e oa cousqet, pe hi e oa clanv. En eur antren, a oel an ne-hi, he fen pleget voar eun doll pehini a oalc’he gant he daero dreist vusur. Goulen e ra digant-hi pesort oa he foan. — O ma mam, eme ar plac’h-man, na n’houn qet clanv, mes bean houn meurbed malurus : pegement a diferans hag ha chanchamant e so en houn-me aboe hepqen tri bloa so ; hag aboe nam eus qet tanveet eur momet a vuir evurusdet. Pegement a droug na meus me qet groet, ha pegement am eus laqeet ar re all da ober ! Collet am eus cals deus ma mignonezet pere e oa mad ha vertuus, ha pere breman, gallout a ran hen laret, a so muioc’h corompet gant ar pec’het evidoun-me, ha pere a so coet en eun abîm a grimo. O ma mam, caset hanoun arc’hoas da goves, n’ac’h alan qen derc’hel ous ar remors deus ma c’honsians. — C’homan pehini a c’hortoe pell oa he distro, hi c’hasas da goves, hag a daleg neuse ar plac’h-man a gonduas eur vue devot hag a reas he boneur hag evurusdet he zud.


PEDEN.


O Mari, chetu c’hoas eur plac’h paour pehini oa voar an hent qen facil da enem gol da james : mes laret so bet d’ac’h gant ho servijourien sellet a drue out-hi ; hag a boan oa d’ho feden bean aru en ho beteg, ma ez oc’h deud d’hi sicour ha d’hi c’honvertisan. En oc’h eta, Mari, a dleomp laqet hon esperans evit bean salvet. En pad hon bue, c’houi e vo hon esperans, ha desirout a reomp mervel en eur lavaret : hon esperans eo Jesus, ha goude Jesus, c’houi, ô Mari.




NAOVET DEVEZ.


————


Mari so esperans ar pec’her.


Goude bean crouet an env hag an douar, evel ma tisq dimp ar Scritur santel, Doue a grouas ive diou sclerijen, an eol hag ar loar : hanvel ous an eol, Jesus-Christ a sclerijen an dud just ; ha Mari hanvel ous ar loar a sclerijen ar bec’herien ebars an devoalijen deus ho fec’hejo. Voar zu ar loar-ze, eme eur Pap bras, Inosant III, a dle sevel he daoulagad, piou benag a so ebars en noz deus ar pec’het, evit m’ac’h ello dre voïen ar loar misterius-se, dre Vari, jouissan deus sclerijen an eol ar justis pehini eo Jesus-Christ.

Evit dougen ar bec’herien da laqet ho esperans en Mari, an Ilis era d’he bugale reîn de-hi bemde en ho fedenno an titr dous meurbed deus ar refuj ar bec’herien.

Goejal ar Judevien a nefoa, distans ha distans, qerio hanvet qerio a refuj : eno enem denne an dud pere a nije groet eun torfet benag ; hag eur oech antreet, na vijent qen poursuivet gant ar justis. Ebars er lezen neve, lezen a c’hras, na neus qet cals a gerio a refuj ; mes bean so unan pehini so admiraploc’h evit re ar Judevien, rag qerio ar Judevien ne oan qet refuj an oll dorfetourien, mes ar ger a refuj a neus roet Doue dimp a so digor d’an oll griminalet. Ha pa ve ho fec’hejo an eususan, justis Doue n’ho foursuivo qet eur oech e oint antreet en-hi. Pehini eta eo ar ger-ze a refuj ? O ! hi c’hanaout a ret : ar ger-se eo Mari ; eur oech dindan he frotection, Mari hon golo evel gant he mantel, a gomer hon difen dirag Doue hag a disarm he goler. Et eta, hag et buan, oll bugale da Eva, de enem dennan dindan tinel Mari ; hi a so ar ger a refuj, hi hepqen a so hon esperans. Mari, eme sant Ephrem, a so evel eun hospital bepret digor evit receo ar bec’herien. Antreet eta er lec’h-se a repos evit iac’haat ar goulio a neus groet ar pec’het d’oc’h ine. Scoet eta, eme sant Basil, voar an or deus an hospital-ze, da laret eo, gant ho peden, scoet voar galon Mari, ha na golet couraj, sulvu eo ho coulio digor ha tanaillus, sul vuanoc’h Mari a deuio d’ho sicour, rag evit ar brasan miser e deus er brasan true ; neuse Mari, evel eur medesin charitabl, e lemmo an breinadur deus ho couliou, a laqeo ioul voar ar c’hic ru, hag en plas ar gouli na chomo nemet ar c’hrezen : da laret eo, Mari a netao ho calon deus ar pec’het, a scuillo e voarn’han an ioul deus ar gonsolation, hag en plas ar remors, e rei disqen an dousder hag ar peuc’h en ho consians.

An tado santel deus an Ilis na scouisont qet o tougen ar bec’herien da laqet ho esperans en Mari, hag evit-se, e roont de-hi an hanoio muian nersus evit excitan hon fians. Sant Laurans a c’halv Mari : esperans an dud coupabl ; sant Ian Damascen : esperans an dud desesperet ; sant Augustin : esperans ar bec’herien ; sant Ephrem : silvidiges an dud prest da veuin ; sant Bernard : sqeul ar bec’herien evit mont d’an env ; erfin sant Ian Chrysosthom o coms en hano ar bec’herien a lar : nîn ho salud, Mam da Zoue, hag ive hon Mam, c’houi, Tron, divoar pehini Doue a scuil e voarnomp he c’hraso, intercedet evidomp dirag Jesus, evit mac’h elfomp dre ho pedenno obten pardon en de ar jujamant hag ive ar gloar hep fin.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, eil caier, pajen 114.)


Eur lun deus a vis guengolo 1842, da eis heur deus ar beure, eun den ioanq caer, ha guisqet en eur feson meurbet pinvidiq, a deu d’em c’haad ebars er seqeteri : he daoulagad hanter seret, ec’h oul coms ousin en particulier : antreet em c’habinet e lar : ma zad, bean ec’h eus dirazoc’h eun den malurus carget a bep sort falagries ; pehini a so enem rentet coupabl a bep sort crimo a enep Doue, hag a eneb an dud. Aboe eis vloa so a conduan ar vue ar muian louz hag ar muian direis ; na meus refuset netra d’em goal fasiono ; euz em eus deus ousîn mac’h-unan : prest ec’h oun da goean en disesper, merag am eus c’hoas eun nebeut a esperans, ha-ze aboe em eus clevet ac’hanoc’h, dec’h da nos en Ilis-man. Deud ec’h oun da c’houlen diganac’h mar hellan esperout penos e teurveo Doue pardonîn din eur vue qen chadennet a grimo ; hag evit mac’h elfet jujan, me ho ped da chelao an histoar deus ma bue hag ar pes a dremen enoun breman.

Ganet ec’h oun bet en eur vro estranjour, dimeus eur famill pinvidig ha distinguet : bet ac’h oun istruet ha savet mad. D’an oad a ugent vloa, e c’houlennis dont da Baris ; ma c’herent a acordas dîn ar bermision ; hag evit ma difreio en Paris, e rejont din, bep bloa, eis cant scoet, en eur lavaret, e oant contant da reîn ouspen evit ma c’haljen bevan herve ho renq. Qent evit dont da Baris enem gonduen erfad ; mes leset dîn mac’h-unan, na daleis qet da enem goll, ha da goll re all. Ma zad, aboe eis vloa so, ma bue a so bet eur vuiad a disurjo. Acordet e meus bet din bepret ar pes a desire ma fasiono. Er c’homansamant an discadures christen em oa bet, en em bresantas em speret, hag a reprochas din ma goal vue : ar sonj-se pehini a nije gallet ma arretin, me a neus-hi beuet en eur mor a grimo. Aru ec’h oun en eur poent en pehini na meus santimant ebed deus ar mad na deus an honestis. Dec’h divean e oan bet avoultrer, ha goude eun hevelep abominasion, ec’h en c’hoas da glasq ocasiono all, pa dremenis dre gichen hoc’h Ilis : cleout e ris canan, hag o oelet cals a dud oc’h antren, me ho c’heuillas. Souezet e ouis o oelet pegement oa a dud : ar gan a res impression vras e voar noun : c’hoant em oa da avans en scroec’h an Ilis, en tu deo, pelec’h e oelen cals a c’holoio allumet : gant cals a boan ec’h aruis ebars er chapel a dal d’ar gador sarmon : ma desir oa goelet ar pes a dremene eno ha monet ec’hane goude ; mes eun escop a bingnas ebars ar gador ; coms a re mad : hen chilao a ris mes gant nebet a interest ; c’houi ive goude, ma zad, a lennas eur lizer deus a beurs eun den ioanq neubeutoc’h coupabl evidoun, pehini, scouis deus he vue libertin, ho pede da laqet goulen he gonversion digant ar Verc’hes. Na noun qet cap da laret d’ac’h pegen bras impression a reas ar liser-ze e voar noun ; ma speret a deuas da vean ocupet deus eur nombr bras a ideo ; en eun tol, ma speret a resevas eur sclerijen pehini a reas dîn hanaveout an disurs hag ar vez deus ma bue : desiret a mije bean an den-ze pehini a nefoa scrivet d’ac’h, mes ar pes a vije ret dîn da ober evit enem gonvertisan a re dîn crenan ; pellaat a ris diouîn ar sonj deus ma c’honversion, mes eun neubeut goude, ar sonj deus ar boan, deus en nec’hamant pere em oa bet evit contantîn ma desirio brutal, a deu da droublan ma speret qement, qen ma teuis bouzar, ha na gleven qen ac’hanoc’h ; evuruzamant e savjoc’h ho moes, ha neuse e clevis ac’hanoc’h o c’hancourajin an den ioanq-se pehini a nefoa scrivet d’ac’h da heuil ar pes a lere Doue de-han en he galon, hag o prometin penos Doue e bardonje de-han ; derc’hel a ris sonj deus an daou gir-man : couraj ha confians. Qeit ha ma silaoen ac’hanoch a seblanten cleoet laret din : ousit dac’h-unan eo a coms ar beleg-se : pa hoc’h disqennet deus ar gador, an dud tout a so eet voar ho daoulin, ha me a neveus groet evelt-he. Ha ! honnes e oa ar voech qentan dîn aboe eis vloa oa da vonet voar ma daoulin. Pa gomansas litanio ar Verc’hes, ec’h anaveis a neze : na beden qet, na allent qet hen ober, boulverset oa ma speret : couscoude pa oa canet refugium peccatorum, refuj ar bec’herien, e lavaris ive : refuj ar bec’herien, pedet evidomp : alies memeus a lavaris-se hag e seblante dîn bean muioc’h tranqil, muioc’h en peuc’h. Pa oa achu an ofis, an dud tout enem dennas hep gout dîn : chomet a oan mac’h-unan voar ma daoulin pere e oa evel stag ous ar pave, ha chomet a vijen marteze enno pelloc’h, panevert e teuas eun den da laret dîn penos ec’he an dorejo da vean serret. Aru ar ger, na gousqis banac’h en pad en noz : tremen a ris bars ma speret ma bue aboe eis vloa, hag he c’haad e ren mezus, criminel, hag abominabl. Abuset em eus deus a oll graso Doue ; douget em eus an dishinor en cals a famillo ; toret am eus lesen Doue ; meritout a ran he goler. Qeun am eus, mez hag euz am eus deusîn mac’h-unan : c’hoant am eus da gonduîn eur vue all, eur vue gristen ; mes hag hen gallout a rafen ? Ha deurveîn a reio gant Doue ma fardonin ? Ar spont-se a disec’h ac’hanoun. O ma zad, ma na pije qet laret dec’h ar girio-man : couraj ha confians, bet so, en noz tremenet, momejo en pere na oaran qet petra a mije groet a c’hanoun mac’h-unan.

Pa nefoa an den ioanq achuet da goms, me neuse, evit rentan de-han ar gonfians en Doue, hag evit hen assuretîn a beurs Doue deus he bardon, neus fors pegen fall oa bet he vue diagent, e laris de-han : credin ran qen fermamant penos a neus c’hoant Doue d’ho pardonin, evel ma credan penos a so eun Doue ; hag eur merq dimeus ar pes a laran d’ac’h, eo e ra Doue d’ac’h breman goelet ar stad trist deus ho pue : ho conversion a so deja comanset, evit he finissan, Doue na c’houlen diganac’h nemet ma rafac’h eur govision vad : angajin e ran ac’hanoc’h d’hi c’homans ractal. — Mes na allan qet, na noun qet enem breparet, na ouarfen qet penos enem gemer.

Na pezet qet aon ; me ec’h a d’ho sicour : comansomp, et voar ho taoulin. — Qen lies pec’het a disclerie, ar penitant paour-man a difronqe, a scuille daero hag enem blege beteg an douar. — O pelec’h ec’h în-me da enem guan, eun den miserabl evel ma c’houn ! Goude bean abuset deus ho graso, ô ma Doue, ec’h eus c’hoas ma suportet ! O pegen bras eo ho madeles ! Petra a vijen-me deut ma pije ma sqoet pa veriten ho coler ?

He govision a badas c’hoec’h de, bemde e teue da goves, ha ze oa he vrassan plijadur. Ouspen, dont a re divoech bemde ous treit aoter ar Verc’hes evit he zrugarecaat deus ar c’hras a nefoa resevet digant-hi, hag evit goulen graso neve ; bean em oa ar boneur d’he reconsilian gant Doue, ar sadorn, eis de goude ma nefoa comancet Mari he gonversion. Pa laris de-han penos ec’h en da reîn de-han an absolven, an den ioanq-man em zellas gant eun er jenet. — Mes, ma zad, ha na eo qet re vuan ? Na meus qet groet c’hoas pinijen deus ma c’hrimo. — En rasurin a ris ous e nem goms de-han deus a virito Jesus-Christ. Enem dol e ra dan douar evit enem humilian ha goulen pardon. Pa savas, e qemeras ma dorn hag ous he glebian gant ha daero a lavaras : O ma zad, pegen evurus ec’h oun ! na neus qel pell e oan euzus dirag Doue, ha Doue a neus ma fardonet : hen santout e ran, rag ma c’halon a so beuet a zousder hag a beuc’h. O ma zad, bean evîn breman guir gristen, hen prometin e ran da Zoue, da Vari, ha dac’h. En eur gemer conje digan-hîn, a c’houlenas am briatan ; ha qeit ha ma serren en tre ma divrec’h an danvet pehini oa bet dianquet, ha qeit-ha ma vesqen ma daero gant he re, e lavaras din : ma zad, qent evit donet da Baris oan mad, aman ec’h oun bed collet : c’hoas enem santan sempl ha fragil, hag e teufen faloc’h evit diagent, mar chomfen er ger-man ; rag-se e partian dilun da noz, ma flas a so arretet, retorn e ran d’hem bro en toez ma c’herent ; pedet evidoun, evit-me n’hoc’h ancoaîn james.


PEDEN.


O Mari, refuj ar bec’herien, c’houi a so bet c’hoas o clasq ar pec’her-man ; c’houi a neus-han digasset en ho templ ; c’houi en eur reîn de-han da intent penos ec’h oc’h refuj ar bec’herien a neus groet de-han ho pedin ; c’houi a neus-han tennet deus he disurjo, hag hen rentet en peuc’h gant Doue ha gant-han ec’h-unan. O Mari, pegement a bec’herien a oelet-hu aman en ho presans, ha pere, scouis a vean pell deus ho Doue, a gri d’ho caad dimeus a fons ho c’halon : Mari, refuj ar bec’herien, pedet evidomp ! Ha possubl e ve, ô Mari, e teufac’h d’ho dilezel ! O nan, hon Mam, sellet er barouz-man hoc’h oll bugale bian ha bras, o consacrin d’ac’h ar miz-man, hag hen ober gant eur guir devosion : ia, esperîn ha credîn a reomp penos ar miz-man na dremeno qet hep ma santfomp an efejo deus ar graso a scuilfet e voarnomp ; rag ho pedîn a reomp, na biscoas na neus bet clevet penos eur vam dener a ve bet pedet en voen.


————



DECVET DEVEZ


————


Ad te clamamus exules filii Evae.


Bugale da Eva, deus ar bed-man, e criomp, Mari, en ho treseg.


————


Mari na dale qet da sicour ar re a deu d’he fedin.


Bugale malurus deus eur vam goupabl ha coupabl n’imp hon-unan, nîn a so en draoien-man a daero pell deus hon guir vro, ha dindan ar bec’h deus a bep sort poanio. Evurus eta piou benag, deus a greis miserio ar bed-man, a sav he daoulagat en treseg ar gonsolatoures an dud aflijet, en treseg Mari hon guir vam.

Evurus eta ar c’hristen pehini, fidel dar scoer a recev digant an Ilis, a neus devosion da Vari, rag Mari o oelet he viser a deuio buan d’en sicour. Hanval ous ar plac’h-se pehini a nefoa goelet sant Ian, ha pehini a nefoa diou esqel, Mari na red qet hepqen da sicour he servijourien, mes nijal e ra voar diou esqel ar Seraphinet pere a so en he servich. Len a reomp en Aviel, penos pa eas Mari da visitan he c’hiniterves, a eas gant cals a hast, evit discoe dimp, eme sant Bonavantur, penos Mari na dale qet da sicour ar re pere a deu da enem adresin de-hi. Alies memeus an desir bras a neus Mari d’hon sicour a ra ma teu arog ma ve bet pedet. Sellet penos eo ar Verc’hes, ebars er fest euret en Cana, a bed da gentan he Map, ha hep ma oa bet pedet hi ec’h-unan, d’ober he viracl qentan en he c’handret. Mes mar deu Mari d’hon asistan arog memeus ma ve bet pedet, pegen buan na deuio-hi qet pa he fedfomp ? Mar ne man qet ar greden-ze c’hoas don en ho calon, silaouet ar c’homjo pere ec’h adress sant Bernard da Vari : O Mari, contant houn na deuio tiaoet ebet da rentan meulodi d’ho madeles, mar gal eun den hepqen laret penos, goude ho pean pedet, ec’h oc’h bet chomet bousar ous he beden.

C’hoarveout a ra penos a ve goulenet treo digant Doue hep na vent obtenet, ha pere goulenet digant Mari a vent bepret resevet. Perag-se ? Mari, ha bean e deus-hi muioc’h a c’hallout evit Doue ? Na deus qet certen : mes plijet eo gant Doue, a disq dimp sant Bernard, laqat he oll graso en tre daouarn Mari evit reîn de-hi an henor hag ar blijadur d’ho zistribuin dimp. Leromp eta gant fians da Vari asambles gant eun Tad santel : O Rouanez trugaresus, beet sonj penos na neus biscoas clevet, a ve bet biscoas peden genac’h dispriset, na disprisfet qet eta, Mari, ma c’hini !


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, eil caier, pajen 137.)


Chetu aman eun exempl pehini a discoe penos Mari, refuj ar bec’herien, a deu d’ho sicour en ho brasan esomo. Ha qement-man a so c’harveet en Frans en 28 deus a viz est en bloa 1842, er barous deus a Bourbon-Lancy. Na larin netra en tuont d’ar pez a scriv person ar barous-man d’an otro Desjenett, person deus a Ilis ar Verc’hes en Paris.

« Unan deus ma farvoisianis, den pinvidic, mes ive unan deus an dud-se pere, dre ho c’hondu fall, ac’h eller da c’henvel ar laournez deus eur barous, ar sqandal deus ho breuder, an dristidiges deus ar Pastor, abalamour d’an hineo e collont, an den-man c’hanavet evit ar pes e oa, ebars ar c’hartiero voar dro, a goe clanv gant eur c’hlenvet pehini a nefvoa tennet e voar n’han dre he vue direis ha brutal. O c’hanaveout ar stad en pehini enem gav ec’h an d’hen bisitan ; exposin a ran de-han gant dousder ha carante an danjur en pec’hini eman evit he silvidigez, ma na c’houl qet antren en’han hec’h-unan : reîn a ran de-han ar moieno evit sovetein he ine ; mes an den-man, pell da enem rentan d’am avijo na ra nemet ma insultin dre gomjo insolant, ha na discoe qen qeun nemet da nonpas bean enem distrujet evit ma nije qet bet ar boan da vean clanv : couscoude ar c’hlenvet a garge e voar n’han, hag eset mad oa goelet penos na nefoa qen nemet eun neubeut a heurio da vevan. Neus fors, fuloret ha scouis o oelet eur beleg dirag han, e lavar d’hîn : enem dennet a c’han, chomomp peb hini en he dy, ha difen e ran d’ac’h donet aman d’em jenîn ha da derrin dîn ma fen gant an hevelep comjo.

Enem den a ran, ma c’halon beuet a dristidigez o sonjal penos en ber amser ec’h e eun ine en tuont da goean en ifern. O retorn, pe oan aru voar dro eur c’hart leo deus ty an den clanv, ma speret bepret ocupet deus ar pes a deuen da oelet, e teuas em sonj penos ar Verc’hes e oa pedet en’he c’hilis en Paris dindan an hano a refuj ar bec’herien. Enem adresin e ran eta d’ar Vam vad-man gant an oll devosion deus a bec’hini a oan capabl, en eur laret, en creis an noz, hag en creis ar parco, ar pedenno-man : O Mari, beet sonj penos na neus qet biscoas clevet laret a vec’h bet biscoas pedet en voen. Laret a ris ive alies : Mari, refuj ar bec’herien, pedet evidomp. Erfin, ec’h achuis dre ar beden-man : O Mari, mar eo guir, evel a neus lavaret unan deus ho prasan servijourien, mar eo guir penos e c’hoc’h refuj ar bec’herien, ho pedin a ran, hen discoet dîn breman en eur sovetein an den malurus-man pehini ec’h a da vean collet evit james : sulvu m’ac’h eo indign, sulvu a vo bras ho misericord, ha sulvu a mo lec’h d’ho trugarecat, ha d’ho meulin. O Mari, deurveet sicour ho ministr, hag en delivran deus ar bosision drist en pehini enem gav.

A boan oa din bean achuet da bedin Mari, ma enem zantis douget da retorn voar ma c’his, en ober a ris, ha na moa qet c’hoas groet ugent camad, pa glevis, hep hen goelet, eun den o tonet d’em c’haad d’ar galomp voar varc’h.

Pa oa o tremen e c’houlis digant-han pelec’h ec’h e ? — D’ar bourg, eme-han, da glasq an otro person. — Evit petra ? — Evit dont da govesaet ma mestr. — Arretet, me eo. Ho mestr eta a so desidet ? — Ia, hen a ra ho coulen. — Redeg e ran beteg he dy. — En eur ariout, a oelan eun den chanchet evel eun all en he blas. — Hasten e ra he ziouvrec’h d’em c’haad en eur lavaret : Otro, d’ac’h ac’houn, coveseet ac’hanoun, sicouret ac’hanoun ; ho pedin e ran d’ober ze, me a so ar brasan pec’her a c’heus biscoas goelet. Hen covesaet a ran, rein a ran de-han sacramant an Nouen, gant an induljanso deus eur maro mad, ha pa finisen, e finise ive he vue. »


PEDEN.


O Mari, refuj ar bec’herien, ampechet ac’h eus c’hoas da goean ebars an ifern, abalamour mac’h eo bet recommandet d’ac’h, eun den pehini hen nefoa meritet qen lies. O Mari, pegen agreabl int eta d’ac’h ar pedenno a ra ho servijourien evit distro ho breudeur goneet gant ar pec’het. Seblantin a ret gortos ho pedin hepqen, hag hep dale e teuet d’ober ar pes a ve goulennet diganac’h. O Mari, silaouet eta ar pedenno a reomp d’ac’h er miz-man, evit conversion ar re evit pere enem interesomp. O Mari, hon silaou a refet, rag ho pedin a reomp deus a greis hon c’halon, hag ar re evit pere ho supliomp a neus esom bras deus ho sicour. Mari eta refuj ar bec’herien, beet true ousimp !



UNECVET DEVEZ


————


Mari a neus ar gallout evit difen he servijourien tentet gant an droug speret.


Mari Rouanez an aele a so ive Rouanez an drouc sperejo. Hi a neus trec’het an ifern, ha goneet voar an droug sperejo, herve ma nefoa annonset Doue d’ar serpant aboe commansamant ar bed, en eur laret de-han : laqet a rîn casoni entre ar vroeg ha te, hag ar vroeg a vruzuno dit d’ha ben. Mes pehini eo ar vroeg-se prometet aboe qeit a amzer ? Ar vroeg-se eo Mari, pehini, dre he humilite ha dre he furete hep par, a neus bruzunet ners an droug speret. Eva a neus roet dimp ar maro, Mari ar vue ; Eva enem lesas da vean goneet gant ar serpant, gant an droug speret, Mari a neus chadennet he c’hallout deus eur hevelep feson qen na al qet noazout d’he servijourien. Ma bugale eta, eme Vari, pa deuio ho adversour da enem gemer ousoc’h, sevet ho taoulagad d’em c’haad ; qemeret couraj, rag qeit-ha ma peso recours d’hîn, e vefet assuret da c’honit ar victoar, rag me a so Rouanez an droug sperejo, ha qen spontus evit-he evel eun arme prest evit ar brezel.

Hanval ous an arc’h santel pehini a douge ar Judevien pac’h ent d’ar bresel, ha deus pehini ar oel a re d’ho c’hinimiet qemer an tec’h, ar oel ive deus a Vari a ra da adversourien hon silvidigez qemer an tec’h, renons d’hon foursuiv ; rag ar bresans deus a Vari a so evit an droug sperejo muioc’h poanius evit an oll dourmancho deus ann ifern. Hanval c’hoas ous ar ouabren misterius-se pehini, en de, a deue da dicheolin ar Judevien en desert, hag en noz, ho sclerijenne, Mari gouabren madelezus ec’h ampech da goean voarnom erder ha fulor justis Doue, hag ar memeus amser gouabren a dan a bella an droug sperejo. Ouspen, eme sant Bonavantur, evel ma teu ar c’hoar da fontan dirag an tann, evel-se gallout hag eforjo an droug speret a deu da fontan, da vean diners dirag protecsion Mari.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, eil caier, pajen 151.)


Chetu aman ar pes a so c’hoarveet er ger a Naonet da voel Asompsion ar Verc’hes er bloa 1841. Silaouet liser person ar ger-man d’an otro Desjenett, person deus a Ilis an Itron ar Victoario en Paris.

Eur bourc’his deus ma c’her a so enem distroet hirie ous Doue pehini na nefoa qet aboe pel so a amzer servijet, ha d’ar Verc’hes eo dleour deus he gonversion. Ha chetu aman penos ar bourc’his-man ec’h-unan a neus roet din an histoar deus he chanchamant. « Aru ec’houn, e me-han gant eun er joaus, da bean d’ac’h ar dle deus ma c’hanoudeges vad, rag d’ar pedenno ec’h eus groet evidoun a credan ec’h oun dleour dimeus an evurusdet pehini a santan em c’halon, ha dimeus an esperans em eus breman da enem sovetaat.

» Aboe pemzec vloa so na moa qet rempliset dever ebet deus ar relijion ne moa delc’het nemet ar sonj deus an discadures christen pehini em oa recevet pa oan ioanq. Ma relijion-me oa c’hanvel ous relijion cals a dud all pere na sacrifiont nemet d’ar goal desirio deus ho fasiono : dall oan voar an afer ar muian important, voar an interest deus ma ine. Lesel a ren er gis-se ma deio da dremen, hep enem jenan deus ar pes ac’h alje ariout ganin. Neus qet pell c’hoas, maro eur mignon a deuas da darc’ha eun toll crenv voar ma c’halon, mes an toll-ze na oa qet nersus avoalc’h evit ma difunin dimeus ma c’housqet danjerus, manqout a re dîn eun toll muioc’h crenv deus ar c’hras, hag ar Verc’hes hen neus han d’hîn obtenet. Bean so eur miz hanter, a teuas, mar oc’h eus sonj, ma groeg da recomandin d’ac’h adressin ac’hanoun da bedenno ar Verc’hes. — Ia, sonj am eus, a respontis de-han. — Neuse, eme ar bourc’his, e comansas ma c’honversion : er sul memeus en pehini ma poa ma recomandet d’ar Verc’hes, ar sul-ze a oa an de divean evit resistan da c’hraso Doue, pehini a c’houle antren em c’halon. Aboe ar beure deus ar zul-ze, ma groeg a bedas ac’hanoun da vont dan ofern gant-hi. Laret a ris de-hi penos e tore ma fen d’hîn gant he devosiono, ha mont hi d’an ofern mar he defoa c’hoan ha lesel ac’hanoun tranqil. Goude creis de, a pedas ac’hanoun c’hoas da vonet d’an Ilis, mes reîn a ris de-hi ar memeus respont evel deus ar beure. Mont e ra hi ec’h-unan d’ar gouspero. Mes, o ma Doue, piou a roas d’hîn en amser-ze, an ide pehini a douge ec’hanoun, en despet d’hîn, da vont d’an Ilis ! Mont a ran en efet, asistan a ran er venedicsion ar Sacramant, hag en qeit-se na ren nemet goelan.

» Neuse e laris de-han e oa just en heur-ze e oa bet recomandet d’ar Verc’hes, ha penos Mari a re en he galon eur chanchamant qen burzudus.

» Hen credîn a ran, a respont ar bourc’his-man, rag aboe ar momet-se am eus bet enem santet douget da lacat urs am c’honsians, ha da reglin ma bue. Eun neubet deio goude, a meus groet ho pedin da laret diou ofern evit obten digant Mari ma teuge da achuin ma c’honversion, hag en de divean a larec’h an ofern evidoun, me a oa eus c’hars treit eur beleg pehini, an despet d’am c’hrimo, a reas d’hîn, en de memeus deus a voel Asompsion ar Verc’hes, ar boneur da vean reconsiliet gant Doue ; ia, ar boneur, rag breman e santan em c’halon eur joausdet pehini na ro qet ar bed, eur joausdet pehini na moa qet bet c’hoas santet em bue. O pegen evurus e ver pa ve ar gonsians pur, net a bec’het, pa ve gras Doue er galon.

» Esperout e ran penos a mo sonj deus an de-se en pad ma bue, ha penos a vin fidel d’ar c’hraso am eus recevet. »

Deus he oll ec’h oun dleour d’ar Verc’hes Vari, hag evit-se am eus c’hoant d’he henorîn, d’hi zrougarecaad, ha da dougen bepret e voar-noun he medalen miraculus. — En eur laret ar c’homjo-man, he daoulagat a oa beuet gant an daero.


PEDEN.


O Mari, pegen lies na n’omp qet bet enem rentet dre c’hon fec’hejo sujidi dan droug speret ! Ha petra e vijemp deut merag oc’h eus bet toret hon chadenno. Breman, Guerc’hes, pa santomp an evurusdet deus a servich Doue, na bermetet qet a teufemp d’hi c’holl. Bean vefet hon souten, rag bepret ho pedfomp, ha bean ac’h eus ar gallout da zifen ar re enem adres d’ac’h.




DAOUZECVET DEVEZ


————


Ad te suspiramus.


En ho treseg, Mari, ec’h uanadomp.


————


Intersesion Mari a so neseser evit hon ilvidigez.


Jesus-Christ hepqen a so bet enem laqet entre Doue hag an den, ha dre ar merit deus he soufranso, a neus ho unanet ha reconsiliet an eil gant he gile ; mes, herve ma tisq dimp an Tado santel deus an Ilis, plijet eo bet gant Jesus laqet he oll verito, he oll c’hraso entre daouarn Mari, ha-ze evit henorin ha c’huellaat he Vam ; evit ive ma c’houfeche an dud penos, deus an oll graso, an oll madelezo a c’hortount digant-han, ac’h int dleourien da Vari : ha-ze eo desir Doue, eme sant Bernard, pehini na c’houl qet ec’h obtenfemp netra nemet dre Vari. Doue evit guir, a so ar soursen deus a bep mad, hag ar mestr deus he donezo, ha Mari a so eur grouadures pehini a neus recevet digant Doue ar graso pere a neus-hi savet dreist dan oll dreo crouet. Abalamour eta d’he c’huelder en merit, ha d’he c’halite a Vam da Zoue, a dire meurbet ma teuje da dremen dre he daouarn an oll graso, ha ma teuje hi hec’h unan d’ho distribuin dimp. Ze a ra d’an Ilis disqin dimp enem adres da Vari, da d’he fedin dindan an hano a silvidiges an dud sempl, a refuj ar bec’herien, a sicour ar gristenien. Penos eta enem sauvetafomp nemet dre intersesion Mari ? Hi eo ar c’hanal dre bec’hini a coe e voarnomp oll graso Doue. Hanval ous ar loar pehini a so entre an eol hag an douar, Mari, plaset entre an eol a justis pehini eo Jesus-Christ, hag an douar, bro ar bec’herien, a resev digant he Map evit a re-man, an oll c’hraso a silvidiges. Ouspen, Mari a so c’hanvet gant an Ilis dor an env, evit reîn dimp da intent, eme sant Bonavantur, penos na neus moïen all ebet da antren er lec’h-se a evurusdet nemet dre Vari : enem adresomp eta da Vari, rag de-hi, eme sant Ildefons, a neus roet Doue an oll vado pere a neus c’hoant da distribuin d’he oll grouadurien ; entre he daouarn eman an oll tensorio, hag an oll pinvidigeso deus ar c’hras, ha ze, eme sant Per Damien, evit ober dimp, da gentan, caout eun hanoudeges vras en qefer Mari, ha dan eil, evit ober dimp compren penos silvidiges an oll a so laqet en bolante Mari.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 3, pajen 197.)


Chetu aman c’hoas eun exempl pehini a discoe dimp penos, evit obten distro ar bec’herien, a dleer enem adresin da Vari. Qement-man so tennet deus eur liser scrivet dan Otro Parisis, Escop deus a Langr gant ar person dimeus a Echenay, parous deus he escopti, an 19 deus a viz genver er bloa 1843.

« Otro n’Escop, scrivan ran evit ober d’ac’h c’hanaveout ar gonsolation em eus santet aboe em eus laqet ma farous dindan protection Mari. Bean em eus ebars ma farous voar-dro daou c’hant pere ac’h all communian. Er bloa 1841, em eus roet pemp cant communion ; er bloa 1842, em eus-he doublet. Ar Jubile a neus produet em farous freuz extraordinal. En peb amser ec’h oun bet contant avoalc’h dimeus ar merc’het voar ar pes a sell an deverio dimeus ar relijion ; mes evit ar baotred, na meus conveseet hini ebet aboe seis vloa so, nemet pa vije qestion de-he da dimesin pe d’a vervel. Dont a rent avoalc’h d’an ofiso, mes ma avijo, ma gourdrouzo, ma exortasiono, ma madeles, ma fedenno, oll oant inutil ; resistan e rent, en eur ansav penos ho defoa tor.

Ar bevaret sul deus Avant e colis ma oll esperans, evit ar Jubile, rag ar merc’het memeus na deujont qet d’ar pedenno, evel ma oa ho c’hustum, ha pas eun den hepqen na barisas. En disesper o oelet penos ma farosianis a disprise ar c’hras deus ar Jubile, a digoris ebars en ofern ma c’halon d’ar re oa presant, hag a ris de-ze c’hanaveout ma zristidiges. Goude an ofern, me ac’h eas da enem doll eus treid aoter ar Verc’hes, hag ebars ma anqen he fedis, abalamour d’ar pes am oa groet en he henor, da nonpas permetin e teuje ma farosianis da abusin dimeus ar c’hras deus ar Jubiie : laret e ris de-hi penos pe oa guir em oa hi choaset evit hon fatrones, ha pe moa laqet ma farous dindan he frotecsion, a dlee donet d’hon sicour deus eur feson galloudus.

A boan oa d’hin bean laret ar c’homjo-man, ma santis an esperans o tisqen em c’halon ha ma enem gavis en peuc’h. En noz-se memeus ar merc’het oll a deuas d’ar pedenno, mes na deuas nemet daou baotr. D’ar lun ha d’ar meurs na deuas qet muioc’h, mes d’ar merc’her e c’hoarveas eur boulversamant hag eun dirol er c’honsianso, ispisial en re ar baotret. Da noz, evit ar pedenno, an Ilis pehini beteg neuse oa bet goulou, n’alas qet digemer an oll dud pere a glasqe antren. O oelet eun dra qen burzuduz, ar vugale memeus ne oant qet evit miret ho joa, nag ar groage ho daerou, ispisial pa gleojont ar baotret o cana litanio ar Verc’hes gant eur gontantamant hep par. Evid houn-me, ar pes a oelen hag a gleven oa evel eun huvre ; chom a ris estonet ha souezet ; tremen a ris an noz o covesaat paotret. Ar iaou, ar guener, ar sadorn, e oan ar govision adaleg ter heur deus ar beure beteg deg heur deus an noz. Erfin, ar barous an antier nemet deg den pere a nefoa enem gemeret re divezat, a neus communiet en noz Nedeleg gant eur fe hag eun devosion pehini a re scuil daero d’an oll asistantet. An de voar lerc’h oe eun de meurbet caer evit ar relijion ha meurbet agreabl evit ar Verc’hes da behini oamp dleourien dimeus a efejo qen estonus : en de-se, ar baotret oll enem gonsacrjont da Vari, hag erfin ar Jubile, a resevjont digan’hin ar vedalen miraculus pehini a dougont dre respet evit-hi. »


————

PEDEN.


O Mari, penos ho trougarecaad deus ho madelez en hon c’hever ha trougarecaad Doue da vean roet ac’hanoc’h d’ar pec’her evit esperans ! Oll, Guerc’hes, a leqeomp entre ho daoarn an afer deus hon silvidiges. Beet bepret ho taoulagat digor e voarnomp, evit hon divoal deus an danjur : ha mar memp ar maleur da goean er pec’het, na leset qet ac’hanomp da gousqet en eur stat qen truezus : o deut neuse buan d’hon sicour evit mac’h elfomp ho meulin en pad an eternite.




TRIZECVET DEVEZ


————


Mari a dle bean an esperans deus hon silvidigez.


Eun den hag eur vroeg oa bet enem glevet evit hon c’hol. Eun den ive, Jesus-Christ, hag eur famelen pehini eo Mari a so bet enem glevet evit hon sovetein. Heb-mar Jesus-Christ ec’h-unan a nije gallet hon soveteîn, mes pa eo guir penos ar c’hentan Eva a nefoa bet eur loden vras ebars n’hon c’hol, a diree ive ma nije an eil Eva, Mari, eur loden vras en hon silvidiges. Hag en effet, eme an Doctor Suarez, Mari a neus qemeret eur loden vras en hon silvidiges, ha qement-se en ter feson ; da gentan, en eur veritout dre he fidelite da respont da c’hraso Doue, bean bet choaset Mam da Jesus : d’an eil, dre ar pedenno pere a re bepret evidomp da Zoue, qeit ha ma oa voar an douar ; dan drede, dre ar sacrifis a reas deus he Map, en eur gonsantin d’he varo voar ar groas evit hon prenan.

Doue, herve eun Tad santel deus an Ilis, o considerin carante hag aqet Mari evit hon silvidiges, a neus hi laqet hanteroures entre he oll vugale hag hen, en eur gonfian de-hi an oll graso pere a neus c’hoant da rein dimp, en hevelep feson, eme sant Bernard, penos au dud pere a so, hag a re pere a vezo a dle sellet Mari evel ho guir voïen da vean salvet.

Ouspen, Jesus-Christ a lar en Aviel penos na nal den mont hen beteg ma na ve caset gant he Dad, evel-se ive na ellomp qet mont beteg Jesus ma na vemp qet caset gant Mari. Jesus a so ar freus a Vari, piou benag a desir ar freus a dle mont d’ar voeen. Dre Vari a ve caet Jesus, ha pa ve caad Mari a ve ive er memeus amser caad Jesus. Goulenet, eme sant Caetan, ar pes a gerfet digant Doue, ma na c’houlenet qet an he dre Vari, e colfet ho poan. Sonjal, eme sant Antonin, bean chelaouet gant Doue hep sicour Mari a so esa nijal hep diou esqel. Evel a lare Pharaon da re a deue da c’houlen bara digant-han : et da gaad Joseph ; Doue ive a lar dimp pa c’houlenomp eur c’hras benag : et da gaad Mari ; en hevelep feson, m’ac’h ellomp laret da Vari gant muioc’h a ouirione evit an Ejipsianet da Joseph : hon silvidigez a so entre ho taouarn.

Pa eo eta guir, o Mari, penos na neus moïen all ebet da vont da Doue an Tad nemet dre Jesus, nag ariout beteg Jesus nemet dreizoc’h, petra a deufomp n’hîn ? Pesort esperans e momp n’hîn, mar deuet, Guerc’hes, d’hon dilesel, c’houi pehini a so bue ar gristenien ?


EXEMPL.


Chelaouet histoar ar beleg Theophil, histoar voar pehini nac’h eller caout doutans ebet, rag bean eo raportet gant Eustachius, patriarch a Gonstantinopl, pehini a veve en amser-ze ; ouspen bean eo asuretet gant sant Per Damien, sant Bernard, ha sant Bonavantur.

Theophil oa beleg ha tresorier deus a Ilis a Damas. Dre he vertu hag he sqient, a c’honeas qement istim ar bopl, ma oa bet c’hoant d’hen ober Escop, mes hen a refusas. C’hoarveout e reas penos tud a voal intansion pere oa he inimiet a deuas d’hen acusin deus eur fot grevus dirag he Escop, pehini trompet gant-he a doras Theophil deus he garg. Heman a gemeras qement a droug hag enem lesas da vean dallet qement gant an nehamant, o oelet e nevoa collet he reputasion, mac’h eas da gaout eur sorcer judev pehini a reas de-han enem adressin dan droug speret : heman a brometas laqet Theophil en gras vad he Escop, ha rentan de-han he reputasion pehini a nefoa collet injustamant, gant condision ma renonsje da Jesus ha da Vari, ha ma roje ar pez dre scrit. Theophil en gra. An dez voarlerc’h, an Escop oc’h anaout na oarer qet a bez peurz, penos Theophil a oa inosant e ra hen lacad en he blas evel diagent. Neuse Theophil o santout he gonsians piqet gant ar remorjo, ec’h a dan Ilis hag eno, daoulinet dirag imaj ar Verc’hes, e lar de-hi en eur scuil daero : O Mari, na c’houlan qet enem lesel da goean en disesper, rag bean a c’hoc’h ma refuj, hag ho callout a so qen bras hag ho madelez !

En pad dao-ugent dez na baouesas qet da hirvoudin ha da bedin Mari, pehini erfin a aparisas dean en pad an noz en eur laret : O Theophil, petra a teus groet ? Renoncet a teus d’em c’harante ha da c’hini ma Map ; hag en tuont roet e teus ar pez d’he adversour ha d’em hini. — O ma fatrones, eme ar beleg-man, coupabl ac’houn, mes d’ac’h a eo d’em fardonin, ha da obten d’hîn gras dirag ho Mab. — Qemer eta, eme ar Verc’hes, qemer couraj ha me a intercedo evidoud. Heman a gresq he daero, he binijen, he bedenno, ha Mari a apares dean evit an eil goech, en eur laret : bes en joa, Theophil, rag presantet em eus da Zoue da daero, da bedenno, ha Doue a neus da bardonet. — O ! neo qet avoalc’h, Guerc’hes, evit ma asuretin, eme Theophil, rag an droug speret a neus c’hoas ar scrit malurus dre behini em oa ho nac’het : na mo peuc’h ebet quen ma vezo rentet d’hîn. — Tri dez goude, Theophil en eur difunin a gav ar scrit voar he beutrin. An dez voarlerc’h pe oa an Escop an Ilis, Theophil ac’h eas da enem strintqan d’he dreit, ha dirag an oll, e tisclerias pes a nefoa groet, hag ar pes oa aruet gant-han. Erfin a roas d’an Escop ar paper dre behini a nefoa nac’het Jesus ha Mari. An Escop dirag an oll a reas hen devin : neuse Theophil a zistroas da Ilis ar Verc’hes, ha goude bean tremenet eno tri dez, e varvas en eur drougarecaad Jesus ha Mari.


PEDEN.


O Mari, c’houi pehini a neus qemeret eur loden qen bras en silvidiges ar bed, c’houi pehini a so dor an envo, tresorieres graso Doue, o ne scuiset qet ous ho scuil e voarnomp ! Evit ho meritout, n’hîn a bromet d’ac’h a vreman respet evit hoc’h uelder a Rouanes, carante evit ho teneridiges a Vam, ha fians evit ho haqet d’hon sicour.




PEVARZECVET DEVEZ


————


Eia ergo advocata nostra.


Mari a so hon advocadez.


Atolite eur vam a so qen bras, qen nerzus dre lezen an natur, qen nal qet eur bugel, neus fors pegen huel a ve savet en dingniteo, manqan d’ar santimancho a respet, a garante, hag a soumision d’he vam, hep manqan er memeus amser da unan deus he vrasan deverio. Herve qement-man, Jesus-Christ, evit-han da veant aseet en tu deo d’he Dad en env, hag evit-han da gaout oll gallout voar ar grouadurien ha voar Mari memeus, a deu da chelaou, da enem rentan da bedenno he Vam, da behini, evel ma tisq dimp an Aviel, eo bet soumetet qeit ha ma oa voar an douar. Aboe, eme sant Ambroas, oa bet plijet da Jesus choas Mari evit Mam, aboe, ha dre ar choas-se memeus, eo bet enem oblijet da sentin out-hi. Evit guir, Mari na gomant qet da Jesus en env, mes he fedenno a so pedenno eur Vam, ha pedenno eur Vam na ellont qet bean refuset. D’ac’h Mari, eme sant Per Damien, eo roet an oll gallout en env ha voar an douar ; na neus netra imposubl evidoc’h ; c’houi en env a so muioc’h c’hanvel eus eur Rouanez evit eus eur sujedes. Et eta, eme sant Bernardin, et da gaad Mari, na pet qet aon, rag Jesus a zel pedenno he Vam evel urso evit-han ; rag Doue a neus hueleet qement Mari, qen ma deus recevet an oll gallout digant-han.

O Guerc’hes, eme sant Per Damien, na dispriset qet eta difen hon c’hoz, c’heuillet ar pes a lavar d’ac’h ho calon evidomp, en em servijet deus ho callout rag obten a refet peb gras evidomp.

Qeit-ha ma oa Mari voar an douar oa bepret, goude Doue, ocupet deus soulajamant ar re oa en ezom, ha neuse memeus a obtenne digant he Map ar pes a c’houlene. Bean meump eun exempl pehini a discoe dimp penos Jesus evit sentin ous he Vam a reas eur miracl a rog an amser a nefoa marqet evit comans he obero burzudus. Ebars ar fest euret en Cana, ar guin o vean bet manqet, Mari a reas digas dour, ha Jesus, dre respet evit desir Mari, a chansas an dour en guin. Voar gement-se, sant Thomas a ra remarqin penos, merag he Vam, Jesus na nije qet c’hoas comanset he viraclo. En eur gir, Mari a zo zellet gant Doue neubeutoc’h evel eur servijeres, evit evel eur guir Vam ; hag evit bean exaucet ne deus nemet goulen. C’houi, Mari, eme sant Jermin, c’houi a neus atolite eur Vam voar galon Doue, obtenet eta pardon evit ar bec’herien. Dac’h na neus netra imposubl ; pes ac’h all Doue dre he oll gallout, c’houi hen gall dre ho pedenno.

EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 3, pajen 224.)


Chetu aman eun exempl pehini a discoe dimp penos Mari a so hon guir Advocades, ha penos ac’h obten distro ar bec’herien ar muian dirolet, a daleg ma vent recomandet de-hi. Qement-man a so c’hoarveet en Frans er bloa 1841, en eur barous deus a escopti Avignon.

« Daleet am eus, a lar ar person dan otro Desjenett, da scrivan d’ac’h ; gortos a ren distro eur pec’her aboe pell so a amser, mes hirie am eus ar boneur d’hen anons d’ac’h. Mes piou oa ar pec’her-ze ? Ha penos eo bet enem gonvertiset ? Ar pec’her-ze a oa eun den a deg vloa ha tri-ugent, adversour hanveet deus ar relijion ; na nefoa en he c’heno nemet blasfemo evit hon misterio zantel, ha goaperes evit an Ilis. Cals a dud pere hen c’hente, a neus collet ar fe, ha rar a vije goelet eun den a vije bet en he servich, a gement na roe eur scandal benag. Erfin, an den impi ha libertin-man a goeas clanv. Ar vedesinet a disclerjont penos na savje qet deus he glenvet. Mont a ran d’hen goelet, em receo a ra gant cals a ienien. Retorn a ris en de voarlerc’h, hag hen cavis ebars er memeus disposition. Continuîn a ris da vont d’hen goelet diou voech ar sun. Mes, o clevet penos ar vedesinet a anonse na nefoa qen nemet eun nebeut a heurio da vevan, ac’h is ter goech d’hen goelet gant an desir da goms out-han, mes ter goec’h oa serret an or ouzin. O oelet qement-se enem adresis d’ar Verc’hes, refuj ar bec’herien hag ho Advocades, hag a recomandis de-hi ar pec’her paour-man. En de-se memeus, oa digemenet d’hîn penos ar c’hlanvour oa eun tamic goel, mes penos na gomse qet c’hoas deus ar c’hoant da govesaat. Neuse hen adresis c’hoas d’ar pedenno pere a ve groet d’ar Verc’hes, evit distro ar bec’herien, hag ec’h is beteg he dy. En eur ariout, oa permetet d’hin monet d’en beteg, gant ar gondision na mije qet comset de-han deus ar relijion, ha surtout, na mije han qet pedet da goves. Antreet en he gamp, a oelis en dro de-han daou deus he vignonet brasan, ha tri den all deus an ty. Goul a ris digant-han penos enem geve, hag a respontas penos oa esetoc’h, ha penos a espere sevel en ber amsér : er memeus instant ec’h asten d’hîn he zorn en eur lavaret dirag an oll : « Otro person, c’houi eo ma brasan mingnon, hen goelet a ran, n’ac’h eus qen c’hoant nemet, da sovetaad ma ine hag eun testeni certen deus a gement-se eo ar bizito ac’h eus groet d’hîn qen alies. Hen prometîn a ran d’ac’h, covesaat a rin, ha c’houi a vo ma c’hovisour : laret a ran d’ac’h en avans, penos ec’h oun eur pec’her bras, mes convertiset ac’h oun hirie, hag hen discoe a rin dre ar chanchamant deus ma bue. Contant ec’h oun da govesaat breman voar an istant, mes evel mar larfe marteze cals a dud am e groet-se dre sempladures, hag evit ho contantin, me eio d’ar bourg, qentan ma allîn, rag c’hoant am eus a c’houvefe an dud oll ac’h oun convertiset, ha penos na ruian qet deus ma relijion pehini, siouas, am eus bet qen dispriset. »

» Derc’hel a ra d’he goms, hag aru iac’h, e teu d’ar bourg da goves, hag alies ; receo a ra ar sacramancho ; bale e ra dre ar barous, ha dre oll e tiscoe an dousder e sant o remplisant an deverio deus ar relijion, ha dan oll, a disclerie penos a vije fidel de-he. Goude bean laqet urs en he gonsians, a laca ive urs vad en he dy, cass e ra er-mez an domestiqet pere na c’houlent qet prometîn de-han a vevjent en guir gristenien. Ober e ra laqet en he gamp eur statu d’ar Verc’hes, hag aboe an amser-ze, ec’h a dirag-hi gant he oll dud evit laret ar chapelet hag ar pedenno. Erfin, goude tris miz, ar pec’her-man, neve gonvertiset, a goe clanv, a varv, hag ec’h a d’an Env da drougareqaat Mari deus he distro ha deus he evurusdet.


PEDEN.


O Madeles hon Doue da vean roet dimp, pec’herien, eun Advocades qen tener, ha qen galloudus evit hon sauvetaad oll dre he sicour. Mari, leromp d’ac’h gant sant Bernard, comset, rag ho Map ho chelao ; pedet evidomp, n’hin a c’hortos diganac’h hon silvidiges : hon c’honfians a so en oc’h, rag sufis a eo d’ac’h goulen evit obten : pedet eta, Mari, Doue evidomp ; Doue ho silaou ha n’hin a vo salvet.



PEMSECVET DEVEZ


————


Mari a so hon Advocades leun a drue.


Mari a gar ar bec’herien, hag a impli hec’h oll gallout dirag Doue evit obten deze pardon. En qalite a Advocades, Mari a bresant da Zoue pedenno he servijerien, hag evel ar Map a intersed dirag an Tad, evel-se Mari a intersed dirag ar Map, ha na baoues dirag-he ho daou da zifen an afer deus hon silvidiges. Pec’herien, piou benag a vec’h, mar deufe ho crimo d’ober d’ac’h doutin, nonpas deus a c’halout mes deus teneridiges Mari, goufeet penos, goude an titr a Vam a Zoue, an hano a blij ar muian da Vari, eo hini Advocades ar bec’herien. Unan deus ar galiteo, eme sant Bonavantur, pere a sav Mari qen huel dreist an oll grouadurien, eo hec’h oll gallout dirag he Map. Mes, eme ar memeus sant, da betra e servijfe dimp he gallout, ma na implije qet a ne-han en hon andret ? O ! na m-eomp qet aon ; trougareqeomp qentoc’h Doue pehini a neus groet d’an hini ar muian galloudus en toez an oll zent bean ive hon Advocades ar muian aqetus hag ar muian tener. C’houi, Mari, eo hon souten en hon foanio, hon difen ebars er bresel ; ho protecsion a so muioc’h bras hag ho carante muioc’h tener, evit na ellomp compren. Evel ma sant en guir Vam hon miserio, Mari a so bepret ous tron Doue evit ho discoeîn, hag evit tennan a voarnomp he c’hraso. Mar crenomp abalamour d’hon fec’hejo, o sonjal en justis Doue hag en he goler, enem adresomp da Vari, hi eo hon Mam, hi, eme sant Augustin, eo hon Advocades en Env. Sec’het eta ho taero, c’houi pere a so ebars er boan ; beet en peuc’h, c’houi pere a so er spont, rag Mari pehini a so Mam d’ho parner ha d’ho Toue, a so ive hoc’h Advocades, hag eun Advocades leun a garante hag a drue evidoc’h.

EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 4, pajen 281.)


Er 18 deus a vis gouere, er bloa 1843, eur pec’her a scriv d’an otro Desjenett evit rein de-han da anavout an histoar deus he vue ha deus he gonversion. Chetu aman he gomjo :

« Bean oun tad a famill, oajet a dri-ugent vloa ; chom a ran en creis-dez Franz, daou-c’hant leou deus a Baris. Aboe seiz vloa a tregont so, ma speret ocupet hepqen deus ma aferio, am eus neglijet an deverio deus ma relijion. En pad an amzer-ze, na sonjen qet ebars er stad trist nag en disurjo en pere a veven. Eun afer a gas ec’hanoun da Baris ; tremen a ran ennou eun toulat mizio. Digoean a reas d’hîn enem gavet gant tud pere a bratiqe ar relijion, ha pere a gomze d’hîn deus ma c’honversion en eur laret : penos a mije mui a beuc’h hag a evurusdet em bue.

» Mes me a c’hoarze deus ar pez a lerent hag ar re memeus goap an neze. En qeit-se, eur personaj pehini a douge cals a interest evid-oun, em recomandas d’ar pedenno pere a ve groet d’ar Verc’hes en ho c’hilis evit conversion ar bec’herien. Ze oa ar bempet voar-nugent deus a vis here ; an de voarlerc’h, ar personaj-man a laras d’hîn ar pez a defoa groet : ober a ris goap deus a gement-se. Neus fors, tri de goude, an den charitabl-man em pedas da vonet gant-han da Ilis ar Verc’hes.

» Evel am oa aferio ebars ar c’hartier-ze, ec’h is hag en eur dremen, ec’h antreis hep intansion abet en ho c’hilis, hag e sortiis er memeus stad. An dez voarlerc’h, d’ar sul, ec’h is c’hoas d’an ilis da ofis ar Verc’hes, da seis heur deus an noz, chom a ris er pedenno hag er sarmon, hag ober e ris eur beden vian benag. Distro em c’hamp, ec’h is em goele, mes na ellen qet cousqet. Imposubl oa d’hîn pellaat deus ma speret ar pes am oa clevet ha goelet en ho c’hilis. Erfin, scouis o caout bepret en pad pevar dez, ha peder noz ma speret o sonjal er memeus treo, hag evit esa caout ar peuc’h ganin ma c’hunan, e qemeris ar resolusion da retorn d’ho c’hilis gant intansion d’a vonet d’a goves, mar cavjen eur beleg. Mont a ran d’an ilis, ha goude bean gortoet, adaleg creis dez hanter beteg diou heur, a oelis ec’h ariout eur beleg pehini a eas da istruîn ar bugale evit ho c’hentan comunion. Silao a ris ar pes a lare de-he, ha surtout ar pes a laras voar sacramant ar binijen : sclerijenîn a reas ma speret. Ma intansion a oa da enem adressin de-han ; evel ma nefoa qet achuet ebars peder heur, ec’h is d’ar ger : retorn a ris d’an noz, mes caout a ris an ilis serret.

» Ar guener, an de voarlerc’h, ec’h is da gavet ma mignonet da bere a discleriis ar pes am oa groet hag ar c’heun am oa da nonpas bean gallet covesaat. Neuse, unan a ne-ze, hep laret netra d’hîn, ec’h a da enem intent gant eur beleg, hag a deu da annons d’hîn penos a c’halen mont d’hen caout ar sul er beure. En dez-se, ar mingnon-man a gass ec’hanoun da dy ar beleg-se, pehini em resevas gant eur vadeles hep par. Aru en he gamp, aboan oa d’hîn bean daoulinet dirag eur c’hrusifi, hag imaj ar Verc’hes, ma teuas ma c’halon da lampat, da deneraad, ma daoulagat da scuil daero qen dous ha qen abondant, ma oan oblijet da gomans divoech ma c’hovision ; ha goude he bean achuet, ma c’hovesour carantezus em c’hasas dirag aoter ar Verc’hes, evit he zrougarecaad : enon, ma c’halon a santas eun dousder pehini nac’h ellan qet expriman ; Mari a brocure d’hin eun hevelep evurusdet. Ha ! penos na nobtenfemp-ni qet pardon digant Jesus he Map, pe meump Mari evit hon Advocades. Ho ! bet am eus, eme ar bugel prodig, bet am eus ar boneur da enem reconsilian gant Doue ha d’hen receo ebars sacramant ar garante. O pegement na dlean qet trougarecaad Mari ! Ha c’houi ive Otro person, deus ar pedenno ec’h eus laret ha groet laret evid-oun. O ! merag ho pedenno ha sicour Mari, petra a vijen-me breman c’hoas ? Bean vijen malurus, ha breman pegen evurus ec’h oun-me ! »


PEDEN.


Ni a enem adres d’ac’h, Mari, Advocades ar bec’herien, c’houi pehini na noc’h bet biscoas refuset gant ho Map ; c’houi deus pehini ar vadeles na neus biscoas manqet da den ; o Guerc’hes, n’ellomp qet credin penos an hini a neus roet d’ar bed, ar sourcen deus ar silvidiges, ac’h alfe ampech da gaout true ous ar re he fed ! evel-se eta, Mari, pa eo ho carg, enem laqet entre Doue hag ar pec’her, deut d’hon sicour, ho pedin a reomp abalamour ec’h oc’h hon advocades ar muian truezus.




C’HOUEZECVET DEVEZ.


————


Mari a so hanteroures entre Doue hag ar pec’her.


Ar pec’het, pehini a dor an union admirabl pehini a ren entre Doue hag an ine just, a rent ar memeus ine en eur stad a gasoni gant he grouer, ha dic’henet dirag he daoulagat. Petra eta a neus-han d’ober an den pehini enem gav er stad trist-se ? Dleout a ra enem adres dan hini a c’hall obten pardon evit-han, hag ober de-han caout ar pes a neus collet. Ho ! enem gonsolet, pec’herien, c’houi pere a neus collet gras Doue ; Doue memeus, eme sant Bernard, a neus roet d’ac’h Jesus-Christ evit hanterour. Jesus a neus staget ous he groas ho setans a varo, no pet qet eta aon ; couscoude, ma na gredet qet laqet ho fians en Jesus-Christ, abalamour d’he vajeste huel a Doue, goufeet penos oc’h eus eun Advocades pehini eveldoc’h a so bet crouet, ha pehini, mar e deus bet recevet digant Doue muioc’h a c’hraso, eo evit ho zistribuin d’ac’h. Enem adresset eta de-hi gant confians, hi eo ar sqeul evit mont d’an Env, hi eo ar peuc’h er brezel, pardon ar re goupabl, silvidigez ar re gollet, esperans an dud disesperet. Mari, c’hanval ous goareg-ar-glao deus pehini Doue a lare : laqat a rin en Env eur sing a beuc’h, ha pa oelin hane-han, e teuio ar sonj d’hin deus an acord a so tremenet evit james entre an dud ha me. Ar sing a beuc’h-se pehini a meump en Envo eo Mari, deus pehini ar oel a ra da Zoue arretin he venjans, pardonnin d’ar pec’her, hag ober he beuc’h gant-han. Mari, eme sant Ian Chrisostom, a so bet destinet a bep amser evit bean Mam da Zoue, ha-ze, evit ma alje sovetaat ar bec’herien pere a so prest da dennan e voar ne-he coler Doue. Ia, eme sant Anselm, Mari a so bet hueleet beteg ar galite a Vam da Zoue, ha-ze, muioc’h evit ar bec’herien, evit ar re just, rag d’ar bec’herien, Mari a so dleoures deus he huelder.

Evit ar bec’herien c’hoas eo savet en Envo, evit bean ennon hon intersesoures evit desidan entre he Mab ha hi an afer deus hon silvidiges. Penos eta caout aon da vean collet ni pere a meump Mari evit Advocades ? C’houi ive, Mari, continuet da vean hon guir hanteroures, difennet bepret hon c’hos dirag hon barner ; groet ma vezo Doue truezus en hon c’henver en dez deus hon maro.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 4, pajen 292.)


Eur liser c’hoas scrivet dan otro Desjenett evit rein de-han da c’hanavout distro eun den ioanq a dri bloas voarn’ugent.

« Paris, ar bevaret a vis guenver 1843.

Ec’h an da reîn d’ac’h, Otro, an histoar deus ar vue dremenet deus an den ioanq-man, evit ma elfet c’hanaveout pegen bras eo ar c’hras a neus roet Mari de-han. Aboe he gomunion gentan, a nefoa dileset he deverio a gristen ; troet divoar hent ar silvidiges, na re qen nemet c’heuil goal gentelio ha fals plijadurezo ar bed. Bean a nefoa en he galon casoni ous qement a aparchante ous an Ilis catholiq, hag hen discoeîn a reas eur bloa, dez voel ar Sacramant. Pa oa ar prosession o tremen ebars en eur ru, an den malurus-man, evit insultin J.-C. ebars ar sacramant deus he garante, en em discoeas gant eur bonnet ru voar he ben. An dud a bolis, hen oblij da en em den, mes na golas qet couraj, hag evit ober goazoc’h, e teu en creis ar ru evit ober ha laqet disurs. Aboe an amzer-ze, dorn Doue hen chatias, evit ober de-han antren en-han ec’h-unan. Gant intansion da laqet en he galon santimancho goeloc’h, ec’h is d’hen caad ; rein a ris de-han medalen ar Verc’hes ; hi c’hemer a ra evit ober plijadur d’hîn, mes memeus tra a continu he vue evel diagent ; hen angagin a ris da vont da noz da asistan en pedenno ar Verc’hes, mes ober a reas goap deus an treo-ze oll. Coet clanv, hag et d’an hospital, ec’h is d’hen goelet hag e comsis de-han deus ar govision. Neuse a respontas d’hîn penos na glevet qet gant ar scouarn-ze, ha penos a covesao ous Doue ha nonpas da eun den pec’her. — Me ive, a respontis de-han, a govesa ous Doue, mes dre voïen eur beleg pehini a dalc’h plas Doue em c’henver. — Erfin, o oelet a colen ma foan ha ma amzer o preseg de-han, ec’h is dar sadorn ar c’hoesecvet deus a vis qerzu 1842, d’hen recommandin d’ar pedenno e ve groet d’ar Verc’hes en ho ilis, evit distro ar bec’herien. D’ar sul, en dez oa bet pedet evit-han, a retornis d’hen goelet, mes bean oa bepret ien voar ar pes a sell ar relijion. Daou dez goude a retornis, mes pebeus chanchamant ; en em gonvertiset oa a gren : an dez diarog a nefoa goulenet eur beleg, a nefoa coveseet, comuniet ha bet nouet. En eur ariout, a laras d’hîn : — Evurus ec’h oun, ar peuc’h a so breman em c’halon. Na allan qet laret d’ac’h ar boan am eus bet da soufr adaleg commansamant ma c’hovision beteg ar fin. Seblantout a re d’hîn oa an ifern ebars ma c’halon gant an oll erder deus he dann. Mes Mari a neus ma sicouret, ha breman an env a seblant bean em c’halon. — Eis dez goude, an den-man a varv gant guir santimancho a fe hag a relijion. »


PEDEN.


O Mari, hon advocades, c’houi pehini a neus groet d’ar pec’her-man zantout, goude he gonversion, eun dousder qen bras qen a lare penos oa joausdet en env en he galon ; obtenet ive evidomp, pec’herien, eur c’hlisen deus ar c’hraso ha pere a netta an ine deus ar pec’het ha pere hi rent evurus.

En tuont, Mari, scuillet ar graso extraordinal-ze voar qen lies a galono pere a recommandomp d’ac’h : beet true out-he ha deut buan d’ho sicour, rag bean int meurbet malurus, rag bean int meurbet coupabl.


————



SEITECVET DEVEZ.


————


Illos misericordes oculos ad nos converte.


Distroet e voarnomp, Mari, ho taoulagad leun a deneridigez.


Mari a so oll daoulagad evit goelet hon miserio, hag er memeus amzer, oll galloudec evit ho soulajin. — Sant Epifan a c’halv Mari ar Verc’hes a gals a daoulagad evit rein da gompren penos Mari a neus bepret he daoulagad digor e voar-n-omp, ha penos a seblantont cresqîn evit dizoloîn esetoc’h hon esomo. Ar roue David a lare penos Doue a neus he daoulagad voar ar re just : mes Mari a neus he re voar an dud just ha voar ar bec’herien, rag Mari a neus daoulagad eur vam, hag eur vam dener na enem gontant qet da viret he buguel da goean, mes c’hoas a ve voar hevez evit hen sevel pa ve coet. Piou a so voar an douar, eme sant Bonavantur, a na san qet tomder an eol, ha na oel qet ho sclerijen ? Piou ive deus an dud na sant qet an efejo deus a brotecsion Mari, deus pehini an daoulagad, hanval ous sqeudo an eol, a deu da doman calon ar pec’her, a deu da sclerijenîn he speret evit ober de-han distreîn voar an hent mad. Mari a digor de-han he c’halon leun a drue : en he c’halon, ar sujet a gaf ar liberte, ar c’hlanvour ar iec’hed, an den aflijet ar gonsolation, ar pec’her he bardon.

Ho Mari ! groet ma vo bepret distro d’hon c’haad ho taoulagad leun a deneridigez. Na abandonet qet eta ac’hanomp, beet bepret ho sello e voar-n-omp evit hon miret da vont da goll.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 4, pajen 310.)


Eur liser digant eur leanez deus a hospital sant Ervoan en Raon, en ugentet deus a viz mae, er bloa 1843.

« Bean meump, aboe voar dro daou vloa, eun den ioanq oajet deus a seis vloa voar-n’ugent pehini a neus eur c’hlenvet da behini ar remejo a so cazi inutil. An den-man na nefoa qet disqet ar guirioneo qentan deus ar relijion, ha na nefoa james resevet sacramant, nemet ar vadeiant. Muioc’h hanval ous eur blei evit ous eun den, ar oel hepqen deus eur beleg, pe deus eur leanez, a re de-han iudal : ha sulvu ma carge ar c’hlenvet a voar-n-han, sulvu a toue penos na govesaje qet : mar tostae d’he voele eur beleg evit laret eur gir benag de-han pe mar deue eul leanez da laret eur goms benag de-han a Zoue, e teue fuloret, arajet, hag ho scoe muian ma elle ; scul, loa, plad, oll ho darc’hae gant-he, pe ho goele en dro dehan. Eun devez, goude ma nefoa maltretet eur leanez a dolio hag a scopo, c’homan a laras de-han : ma bugel, groet ac’h eus ar goasan oa posubl, ar pes ec’h eus breman da ober eo en em gonvertisan : hag hen ober a refet, ha bean a vefet eur rozen gaer pehini a ofrom da Vari aroc ma vo achu mis mae.

En despet d’ar blasfemo pere a losqee aliesoc’h evit bemdez, oa couscoude eun tam esperans evit ar c’hlanvour-man, rag qemer ar re dour biniget, hag ober a re sing ar groas en eur laret : Mari, consevet hep pec’het, pedit evidomp.

An naontecvet deus a viz mae, dez en pehini a oa bet recommandet da bedenno ar Verc’hes en Paris, en de-ze, eun den ioanq oajet deus a zeitec vloa, pehini oa er memeus hospital, ac’h a da goms out-han, hag a laras de-han : perag na c’houlenet qet covesaat ? Evidoun-me, na noun qet goeloc’h evit eun all, hag ac’h an da goves, ha goude, e ven muioc’h contant dious-hîn mac’h unan. Bean so laeron, muntrerien, ha bep sort torfetourien, pere o vean coupabl meurbet, a neus bet qeun, goulet pardon, a deus coveseet hag a so breman en env ; ha c’houi pehini n’ac’h eus qet groet ar c’hrimo se, na c’houlenfec’h qet covesaat ? O clevet eun hevelep comjo, ar c’hlanvour pehini oa prest da vervel, a seblant dastum he oll ners evit sevel, hag evit en em doll e voar an den ioanq carantezus, pehini na glasqe nemethen sovetaad : mes er memeus amzer, pebeus chanchamant, Doue hen discar evel Paul voar hent Damas. Gras Doue obtenet evit-han dre bedenno groet da Vari, a deu da douch he galon : ober a ra gervel an den ioanq, hag a lar de-han : te a seblant d’hîn bean eur bugel mad, qers da glasq d’hîn an otro Sevin, beleg an hospital. Ar beleg-man a aru ; ar c’hlanvour a grog en he dorn, a ra sing ar groas, hag a gomans he govision. Goude he bean achuet, a c’houl a voes huel pardon digant an oll. En naontecvet deus a vis mae, goel sant Ervoan, patron an hospital, eo an usaj da dougen ar Sacramant en prosesion er saliou an dud clan. Pa oa ar Sacramant o tremen en qichen he voele, a reas digorîn he rideojou evit ma nije ar boneur da adorîn he Zalver : ha neuse e c’houlenas c’hoas pardon digant Doue, ha dirag an oll, hag en eur achuîn, a laras : O pegen caer eo ar relijion ! Ma Doue, biniget ac’hanoun. — En dez voarlerc’h, an ugent deus a viz mae e varvas gant santimancho leun a fe, ha goude bean resevet he sacramancho.

PEDEN.


O Mari ! deus ho huelder en envo, plijet genac’h iselaat e voar-n-omp ho sello carantezus. O Guerc’hes, evidomp da vean pec’herien, na golomp qet confians, rag mar gomp carget a bec’hejo, c’houi a so leun a visericord ; hag hon fec’hejo, neus fors pegen bras e vent, na ellont qet trec’hîn voar ho misericord pehini a so muioc’h galloudus da obten pardon evidomp, evit na ne hon fec’hejo d’hon c’holl.




TRIVOEC’HVET DEVEZ.


————


Et Jesum… nobis… ostende.


Mari a vir he servijourien deus an ifem.


Imposubl eo a teufe da vean collet eur guir servijer da Vari ; mes piou eo he guir servijer ? Hag-he eo an hini pehini a us, pe evit laret goueloc’h, a abus deus eur pratiq benag en henor d’ar Verc’hes, evel dre exempl, deus ar Scapulair, evit en em lesel da vont, hep delc’h, d’he disurjo, ha-se o esperîn hep reson, abalamour ma toug abit ar Verc’hes, na nall james bean collet, an despet d’he obstinasion er pec’het ? O nan, an den-ze n’eo qet servijer da Vari. Piou eo eta ar guir servijer da Vari ? Hag-he eo ret bean en stad a c’hras, pe otramant, hag-he eo ret bean guir servijer da Zoue evit bean guir servijer da Vari ? O Mari ! mar eo neseser ar gondision-ze, piou a vo ho servijerien ha penos a elfet-hu bean, en guirione, galvet refuj ar bec’herien ? Mes comprenomp erfad penos ar pec’her, ha memeus ar muian bras, ac’h all bean, hag a so servijer da Vari, adaleg ma ra, a galon, eun dra benag en he enor, ha mar e neus eur guir volante da enem gonvertisan ha da en em unanîn gant Doue. Chetu a-ze ar pec’her deus pehini eo guir laret penos na all james bean collet, ha penos e vo miret gant Mari deus an ifern. Ar ouirione-man a so c’harpet voar testeni an doctoret pere oll a disclerie daou boent evel certen : da gentan, penos na all qet bean collet eur guir servijer da Vari : d’an eil, penos na all qet bean salvet an hini na servij qet Mari. O Mari, eme sant Anselm, evel ma eo impossubl d’an den pehini na neus qet devosion evidoc’h bean salvet, evel-se ive eo impossubl d’an hini pehini a dro he galon voar ho caad bean collet. Sant Antonin, sant Ligori, sant Ignas, sant Ian Chrisostom a delc’h ar memeus langaj. Pegement eta na dle qet crenan piou benag a neglij, pe a dispris an devosion da Vari : rag hep doutans ebet, collet a vezo : rag, eme sant Bonavantur, mervel a rei en he bec’het, ha na allo qet mont da rouantelez an env, pe na neus qet deurveet caout recours da Vari : er c’hontrel, piou benag a so fidel d’he servij na all qet bean daonet : nan, eme sant Hilair, ha pa nefe, en amser dremenet, meurbet offanset Doue. An droug speret, hon adversour, na neus nemet re a hanoudeges deus ar ouirione-man : ha-ze a so cos de-han d’ober he bossupl evit distagan calon ar pec’her deus an devosion d’ar Verc’hes. Ar pes e ra he arach, eo goude ma nefe groet d’an den dre ar pec’het coll carante Jesus, eo hen guelet c’hoas o caout devosion evit ar Verc’hes, rag gout a ra penos, dre he intersesion, ec’h all c’hoas en em unanîn gant he Map, ha na baouez qet d’hen tentîn qen a nefe hen distaget deus he c’harante, rag neuse ec’h eo sur mad a ne-han. Mes qeit-ha ma chomo ar pec’her stag ous Mari, dre eun devosion guirion benag, na allo qet perissan, rag Mari a neus c’hoant d’hen sauvetaat ; bean a deus ar galloud ; bean e deus c’hoant, rag bean eo Refuj ha Mam ar pec’her, ha dre-ze, hi a neus teneridigez evit-han ; bean a deus ar galloud, rag Jesus he Map na all refus netra de-hi, ha dre-ze ac’h obteno pardon evit ar pec’her.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 5, pajen 368.)


Er bloa 1842, oa ebars er Piemont en Itali, eun den clanv pehini, voar ar poent da vervel, na c’houle qet a vije comset de-han deus a relijion, na deus ar sacramancho, pere na nefoa qet resevet aboe pemp bloa ha tregont oa. He verc’h meurbet nec’het ec’h a da gaad eur beleg, hag hen ped da zont da esa gonit an ine caledet-man. Aru qichen goele ar c’hlanvour, ar beleg hen ped, hag en angaj da enem reconsilian gant Doue dre ar govision ; mes c’heman a respontas penos na c’houle qet ; ha scouis o oelet ar beleg, a laras de-han : Leset ec’hanoun en peuc’h, et voar ho qiz, ha na deuet qet d’am jenîn. Ar beleg ec’h a er-mes deus an ty ; mes ebars eun neubeut amser e retorn. Disclerian ha preseg e ra d’ar c’hlanvour ar guirioneo ar muian consolant hag ar re ar muian spontus deus ar relijion ; inutil oa, na alle qet teneraad he galon muioc’h calet evit an dir. Oblijet c’hoas da enem den, ar beleg, qent evit abandonîn he glanvour, a laca, sioul dindan he ben-goele, medalen miraculus ar Verc’hes ; laret a ra d’he verc’h, laret eun Ave Maria evit-han, hag hen deus he goste hen recommand da bedenno ar Verc’hes. Na oa qet c’hoas eun hanter-heur aboe ma nefoa quîtaat ar beleg, ma reas ar c’hlanvour monet d’hen clasq : hen reseo e ra gant joa, covesaat e ra, ha bean a neus ar boneur da reseo he Salver, hag an oll sicourio deus ar relijion, ha goude bean trougarecaat Mari, he vadoberoures, ha laqeet en ping ous he c’houq ar vedalen, a varvas en peuc’h gant eur visaj joaus ha contant.


PEDEN.


Guir eo eta, Mari, na all qet bean collet ar pec’her evit pehini a intersedet, ha pehini a ve bet recommandet d’ho madeles. O credin ar ouirione-ze, ni, Mari, hen promet d’ac’h ha pa deufe an droug speret d’ober d’imp coll carante hon c’hrouer, ni ho pedo, c’houi a vo bepret hon esperans, ha dreiz-oc’h ec’h obtenfomp pardon.




NAONTECVET DEVEZ.


————


Mari a sicour he servijourien er purgatoar.


Evurus eo servijourien Mari, rag he frotecsion ho zouten en ho bue hag ho c’heuil en tu-all d’ar be, beteg ebars ar flamo deus ar purgatoar. Ho stad a denn voar an ineo-man true ar Verc’hes, rag na ellon qet enem sicour, na diminuin netra deus ho foanio. Mes, Mari, evel hen asur dimp sant Bernardin, a neus en qualite a Rouanez eur certen domani voar ar prison-ze en pehini justis Doue a berachu da burifian an ineo just. Mari a disqen er lec’h-ze a devoalijen hag a boan, evit confortîn hag ancourajîn an ineo-ze dre he fresans. An hano hepqen deus a Vari prononset er purgatoar, e ra d’an ineo just ar memeus efet evel eur goms a gonsolation d’eur c’hlanvour : ha pedenno Mari a so evit an anaon, evel eur c’hlisen pehini a doussa hag a voug an tann pehini hen poac’h. Raportet eo penos en dez oa bet Mari douget d’an env gant an aele, ec’h obtenas digant he Map an delivrans deus an oll ineo ar purgatoar, hag ho c’hasas gant-hi d’an envo. Sant Denis a asur ive penos c’hoas, en he goelio caer, Mari a disqen er purgatoar gant eun nombr a sele, ha penos e telivr cals deus he servijourien. An oll arc’h anav ar faveur meurbet extraordinal pehini a disclerias ar Verc’hes d’ar Pap Ian XXII, penos a delivrje deus ar purgatoar piou benag a dougje he c’habit gant carante ha respet evit-hi, hag hen delivrje er c’hentan sadorn goude he varo, dez consacret gant an Ilis evit hi c’henorîn. Greomp eta, a vreman, en hevelep feson, ma elfomp goude hon maro, obten sicour Mari er lec’h se a boan, ha pedomp-hi ive da intersedîn evit au ineo paour deus ar purgatoar.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 5, pajen 368.)


Eun den ioanq oajet deus a c’hoec’h vloa varn’ugent, collet gant ar vis impur, hag adversour toueet deus ar relijion, a eas eun noz, dre guriosite gaër, da bedenno mis Mari. Cleout e ra eur beleg o exortîn ar bec’herien da laqat ho fians en Mari. Antren a ra en-han ec’h-unan, ober e ra reflexion voar he stad, mes credîn a ra penos na allou qet renons d’he grimo louz ha mezus ; neus fors, prometîn e ra d’ar Verc’hes penos dre garante evit-hi, a quitaje hag a dilesje he voal decho en pad deq dez. Derc’hel e ra d’he bromese, hag en decvet devez, a teu c’hoas da bedenno ar Verc’hes. Adaleg mac’h antreas en ilis, an den-man enem sant qet touchet dre eur c’hras interieur, qen ec’h a ractal da enem adresîn da eur beleg, hag a discleri de-han ar santimancho en pere enem gaf da chanch bue, mes penos, ar pes hen arete, oa an aon da displijout d’he vingnonet, ha da dennan voarn’han ho goaperez. Sclerijennet gant ar beleg, ha leun a gonfians en Mari, an den-man a gomans eur govision a bemzec vloa, amzer aboe na oa qet bet o covesaat. An daero a geun hag a dousder pere a scuillas ous treid he govesour, a reas de-han alies enem arretin en he govesion. Antreet en gras gant Doue, na reas mui istim deus goaperes he vingnonet, hag evit rein de-he eun testeni hanad deus he chanchamant, e quitaas ho c’hompangnones, hag e praticas publicamant he relijion. Ebars en occasiono deus ar pec’het, ar sonj hepqen deus he vam dener (c’hano pehini a roe da Vari) hen sauvetee, hag a re de-han trec’hin an oll dentasiono ous pere a nefoa da resistan.

PEDEN.


O Mari, astennet voar-n-omp ho protecsion en pad hon bue. Ia, c’houi hon divoallo ha mar deuomp da goean, c’houi hon zavo ; c’houi a vo hon asistans voar an heur deus hon maro, hon advocades dirag hon barner, hon delivrans deus ar purgatoar ; c’houi hon c’haso d’an env. O Mari, an esperans hag ar greden-ze a so don en hon c’halono.




UGENTVET DEVEZ.


————


O Clemens !… O Pia !…


Pegen bras eo evidomp dousder ha carante Mari.


Sant Bernard, o coms deus carante Mari en hon c’henver, a lar penos Mari a so, en guirione an douar-ze prometet gant Doue ha deus pehini a zil ar lez hag ar mel. Sant Bernard a gomparach c’hoas Mari ous eur voeen Olivet, hag evel deus ar voeen-man na deu nemet ioul, pehini a so ar sinn deus an dousder, deus ar visericord, evel-se ive, deus a daouarn Mari na sorti nemet graso ha faveurio. Hon gervel e ra oll evit receo digant-hi an ioul neseser d’hon gouliou ha d’hon foaniou. Mari a neus bepret he daoulagad digor evit goelet pelec’h a so tud hag a soufr, tud er vizer, hag a laca he brasan plijadur da zonet d’ho sicour.

Len a reomp en Aviel penos, pa nefoa ar Samaritanet refuset da receo J.-C. hag he doctrin, an Ebestel sant Jacqes ha sant Ian a lavarjont d’ho Mestr : C’hoant ec’h eus, Otro, ha ni ec’h a d’ober d’an tann deus an env dont da boac’hat ha da laqat en ludu an dud-man pere ho dispris ? Jesus a respontas de-he : Na anaveet qet ma speret : ma speret a so eur speret a dousder hag a gompassion ; deut ec’h oun deus an env evit sovetaat ha nonpas evit punisan ar bec’herien. Chetu a-ze speret Jesus, eur speret a dousder : ha Mari, Mam da Jesus, Mam qen hanval ous he map, ac’h-hi a elfe caout eur speret dishanval deus hini Jesus ? O nan, he map a so eun Doue a visericord, ha c’hi a so eur vam a deneridiges evit an oll. Mari, eme sant Bernard, a so qen madelesus, qen pa deu ar pec’her, piou benag a ve, da enem recommandin de-hi, Mari, hep considerin he indigniteo, hen silao, hag a deu d’hen sicour hep dale.

Demp eta gant fians da gaad Mari, rag sur ec’h omp da receo digant-hi ar pes a c’houlenfomp, rag Jesus na all refus netra d’he Vam ; hen eo a neus-hi carget da zîstribuin dimp he c’hraso. O Mari, eme sant Bernard, c’houi a so mad en qenver an oll ; leun a drue evit ar bec’herien en eur reîn de-he ar graso a bere ho deus esom evit ho silvidiges.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 5, pajen 368.)


Chetu aman eun exempl, en toez qement a re all, pehini a discoe dimp scleramant penos Mari a deu da dennan ar pec’her deus he stad malurus, ha penos a ro de-han an ners evit chom voar an hent mad.

Ebars en eur ger deus an Itali, en pad mis mae, er bloa 1842, eun den ioanq pehini aboe pell amser oa, a gondue eur vue direiz, a eas da c’heuil ar re all da bedenno ar Verc’hes. En pad an înstrucsion, enem gav, en eun tol, qen touchet hag o santout na oa qet ive miret he daero, ec’h eas da enem guan en eur c’horn deus an Ilis. En-non, a esa resistan ous ar c’hras pehini hen pres da chanch bue, ha da distreîn ous Doue ; mes inutil eo de-han ; he galon, beteg neuse obstinet, enem digor, he zaoulagad a scuil daero, enem recommandin a ra d’ar Verc’hes : hag evit caout ar peuc’h gant ar remorso deus he gonsians, ec’h a en dez voarlerc’h da goves, ar pes na nefoa qet groet aboe tri-hoec’h vloa diagent. Goude he govision, evit reîn d’he vingnonet a disurs eun testeni deus he chanchamant, hag evit disclerian de-he ar santimancho en pere oa da gonduîn eur vue gristen, an den ioanq-man ec’h a d’ho c’haad ebars en eur c’hafe en pehini a oant enem asamblet, hag en eur ariout a lavar de-he : « Na n’oun qet ha na c’houlenan qet bean ar pes ec’h eus anaveet ec’hanoun beteg vreman, hag abalamour da-ze, ec’h an sur mad, da dennan voar-n-oun ho coaperes ; mes neus fors ; groet pes a gerfet goap ec’hanoun, me na rîn van ebet deus ho coaperes, rag gouzout eran penos pe ret goap deus an dud vertuus, ac’h estimet a ne-he en fons ho calon. Na vîn qet jenetoc’h deus ar pes a alfec’h da laret diouzîn, dre anvi, dre jalousi, mes ma oll aqet a veso meritout ho c’histim dre eur vue vad. Mar so unan benag en ho toez pehinî a nefe c’hoant da ober ar pes am eus groet, na neus nemet ma c’heuil, ha me hen caso d’an hini da pehini, goude Doue, ec’h oun dleour deus ma distro. »

O clevet qement-man, den abet na gredas hen respont, memeus tri deus he vingnonet hen c’heuil, a goves, ha crevaad dre he exempl, a deujont goude da gonduîn eur vue en guirione christen.


————

PEDEN.


O Guerc’hes Vari ! C’houi pehini a so tensoriez deus a c’hraso Doue, roet-he breman dimp evit mac’h elfomp enem gonvertisan, ho coelet eun dez, hag ho meulin da james.




QUENTAN DEVEZ VOARN’UGENT.


————


O dulcis Virgo Maria.


Hano Mari a so meurbet dous d’eur c’hristen en pad he vue hag en heur deus he varo.


Goude hano Jesus, ar c’haeran hano eo hano Mari. En eur bronons hano Mari, sant Anton a Badou a gave ar memeus dousder evel sant Bernard o pronons c’hano Jesus : hano Jesus e me an hini qentan, hano Mari e me he gile, a so eur gonsolation evit ma c’halon, eur mel evit ma geno, eur c’han melodius evit ma diouscoarn, da laret eo, an hano a Vari prononset gant devosion, a brocur d’ur galon joausdet ha confians, hag hen c’harg deus a c’hraso. O Guerc’hes, meurbet ding deus hon meulodio, eme sant Bernard, ho hano a so qen dous, qen agreabl, qen na ell qet bean prononset, hep na deu da deneraad ha da doman ar galon ; ar sonj hepqen deus ho c’hano a joausa speret ho servijourien, a gonsol ar re aflijet, a souten an dud prest da goean en disesper, hag a dousa ar poanio deus ar vue-man. Hano Mari a so c’hoas meurbed nersus hag efedus en tentasiono ; sufis eo hen pronons a galon, evit ober d’hon adversourien qemer an tec’h : « Pa brononser, eme sant Bernard, hano Mari, an droug sperejo a so qemeret gant ar spont hag ar spouron. » — Satan a dec’h hag an ifern a gren, eme eur sant, pa laran : Me ho salud, Mari.

Mes dreist peb tra, hano Mari a dle bean hon ners en heur deus hon maro. « Piou benag, eme sant Anselm, a gar hano Mari, na nefo netra da doujan er momet deus he varo. » Eur servijer da Vari a lere : « Goude an hano adorabl deus a Jesus, na neus hano ebet pehini ec’h al reîn qement a sicour, na bean eur voïen qen zur a zilvidigez evel an hano meurbet zantel deus a Vari, ar Verc’hes biniget. Na neus hano, nag en env, na voar an douar, pehini a ro d’an ineo qement a c’hras, a esperans hag a dousder. » — Re evurus e ven, eme sant Gregoar, mar alfen mervel en eur bronons hano Mari ; dor an env a ve digor d’hîn hep dale. » — « O maro dous, eme sant Ligori, o maro evurus deus an hini pehini a dremen deus ar bed-man d’he eternite en eur bronons hano Mari. »


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 5, pajen 370.)


Eun exempl c’hoas c’hoarveet en Itali, en pad mis mae, er bloa 1842. Bean oa er ger a Chiesi eun den oajet voar dro daou vloa ha tregont pehini na oa qet bet o coves aboe pemp bloa voarn’ugent oa, da laret eo aboe he gommunion gentan. Bet oa instruet, ha savet fall : en tuont, en he studi a nefoa bet enem lezet da len levrio impi ; en eur gir, bean oa adversour toueet d’ar veleïen ha d’ar relijion ; na oa christen nemet dre he vadeiant. Eun dez, evit he voneur, e teu da gaad eur levr pehini a goms deus a Ilis ar Verc’hes en Paris, ha deus ar c’honversiono a obtener en Ilis-se dre intersesion Mari. An den-man pehini a zelle ar levrio a devosion mad hepqen evit seurezet, a deu da len ar levr-man gant plijadur : memeus, ar pes a oel a ra de-han laret : O ! carout a rafen bean en Paris evit pedin ar Verc’hes en hec’h ilis, carout a rafen ive, a vreman, caout he medalen. Unan deus he gerent, oc’h anaveout he zisposisîono mad, a ro de-han medalen ar Verc’hes, hi c’hemer a ra gant respet, poqet e ra de-hi, hag hi laqet a ra en he gerc’hen en eur laret : hi dougen a rin voar ma c’halon ar rest deus ma bue. Aboe ma nefoa laret ar c’homjo-man, enem gav qen touchet ha qen preset, gant eur mouamant interieur deus ar c’hras, qen ec’h a voar an tol, da goves. Aru en ilis, o oelet cals a dud en dro d’ar c’hovisiono, hag o oelet na nalje qet tremen qen buan evel ma nefoa c’hoant, ec’h eas d’eun ilis all deus a ger : ennon a tiscarg, dirag eur beleg, ar bec’h pehini a boeze voar he gonsians, ha goude bean bet reconsiliet hag unanet gant Doue, ha gant-han ec’h-unan, an den-man a discoe he joausdet hag he beuc’h, dre an daero dous a scuil, ha dre an er a gontantamant pentet voar he visaj. Breman, he vrasan plijadur eo remplisan he deverio a relijion, hag asistan en pedenno ar Verc’hes ; casi bepret a ve en he c’heno ar c’homjo-man : oll dreo ar bed a so evel eur vogeden, an den na dle sonjal nemet en he silvidigez : o pegen madelezuz eo ar Verc’hes Vari !!! Evurus eo an hini enem adres de-hi, hag hi c’har !!!


PEDEN.


O Mari, groet ma veso ho c’hano meurbet dous ha santel, hon souten en hon tentasiono, hon c’honsolasion en hon foanio, hon ners en heur ar maro : groet ma vezo ar reman hon girio divean : O Jesus, hon Salver ! O Mari, hon Mam hag hon esperans !…



EIL DEVEZ VOARN’UGENT.


————


Ave, Maria.


Me ho salud, Mari.


Enem dougomp en speret er ger a Nazaret ha consideromp gant attention an treo burzudus a dremen ennon. Goelomp gant eston unan deus ar sperejo pere a veul hag a servij Doue en env, goelomp gant eston unan deus ar re huellan o tisqen voar an douar, hag ous enem iselaat dirag Mari en eur adresin de-hi gant respet ar c’homjo-man : Me ho salud, Mari. Na neo qet dirag Mari savet en huelder an envo, hag azeet evel rouanez e voar an tron a c’hloar, a teu an Arc’hael da enem iselaat, mes dirag Mari o chom c’hoas voar an douar, dirag eur femelen baour, neubeut c’hanaveet gant ar bobl, lojet en eun ty dister, ha pehini na defoa nemet poan he diou vrec’h evit gonit he boet. Perag e teu ar mesajer bras-man da enem humilian ? Perag ? Enem iselaat a ra abalamour da huelder Mari, huelder pehini a sav en he-hi dreist d’an oll aele, rag bean eo leun a c’hras, rag bean eo choaset evit Mam d’eun Doue, ha bean eo pur ha goerc’h deus eur burete ha deus eur guerc’hder pere a dremen purete an aele memeus.

Mar deu an Arc’hael da rentan da Vari qement a omaj hag a respet qeit ha ma oa voar an douar, hag arog memeus oa Mam d’hon Salver, pegement na dleomp-ni qet de-hi a respet, breman pe man en env voar eun tron sulaouret ? ha pa deu ar sperejo evurus da enem izelaat dirag-hi, pegement na dleomp qet enem humilian, n’hîn pere a so leun a viser, a gorupsion, hag a bec’het, na dleomp ni qet enem humilian, dirag an hini pehini, goude Doue, a so hon souten, hon refuj, hon esperans ? Ouspen, evel na neus qet eur buguel brasoc’h plijadur, dousoc’h evurusdet evit n’eo o sonjal, oc’h admiran, o tisclerian an henor hag an huelder da bere a ve savet he vam, evel-se ive, pa c’hadresfomp da Vari ar salud-man leqeomp hon speret hag hon c’halon da gonsiderin ha da admiran ar gloar, ar graso, hag ar madeleso pere a neus plijet gant Doue scuil hep musur voar hon goelan Mam, voar ar Verc’hes Vari ; ha leun deus eun hevelep santimancho leromp de-hi gant teneridigez, evel an den santel Thomas a Kempis : « O Mari meurbet dous, dont e ran d’ho caad gant humilite, respet, devosion, ha fians : dougen a ran, e man voar ma geuzo, evit hen presantîn d’ac’h humblamant ar salud deus an Arc’hael. Ma fen pleget dre respet evidoc’h, a ofran d’ac’h ar salud-man gant eur galon joaus ; groet ma teuo an oll sperejo deus an env d’hen laret ha d’hen c’had laret cant mil goech evidoun ; rag en guirion n’ac’h anavean netra pehini a ve qen dous ha qen agreabl evidoc’h. »


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 8, pajen 136.)


Ar bempet voarn’ugent deus a viz genver, er bloa 1847, an Otro Truffet, escop deus a Galipolis, en dez memeus en pehini a oa bet sacret escop ebars an ilis Itron-ar-Victoario en Paris, a deuas goude an ofis da recommandîn da bedenno Arc’h-Breuriez ar Verc’hes eun den ioanq pehini a nefoa bet instruet hag evel savet, ha pehini a gare c’hoas an despet d’he disurjo. Laret a reas penos : « An den ioanq evit pehini a c’houlene ar sicour deus ho fedenno, goude bean achuet he golach d’an oat a ugent vloa, ha prest da antren er seminer, a dilesas he studi, hag a oblijas he gerent d’hen cas da Baris, evit antren ebars ar c’honvers. Ar c’hello ze a reas cals a boan d’hîn, rag hen caret a ren evel eur bugel, ha goelet a ren penos ec’h e da enem exposin da vean collet. En pad trioec’h miz a scrivis de-han alies, mes goude eur certen amser na c’had-scrivas qet d’hîn. Aboe eis vloa so, na meus clevet gir a ne-han ; na n’ousoun qet mar eo bev c’hoas ; mes mar eo bev, en pesort stad e man he ine ? Pedet Mari da distreîn a ne-han, pedet ha me a unisso ma fedenno gant ho re. » Chetu penos an escop santel a recommandas an den ioanq malurus-man da bedenno servijourien Mari, ha chetu ive aman penos Mari a deuas d’ho silao ha d’ho exausîn. « Ar sadorn, an eisvet voarn’ugent deus a vis aest, deus ar memeus bloa, a oan, eme an otro Desjenett, person deus a ilis an Itron-ar-Victoario, ebars ma c’hovision ; goelet e ran eun den ioanq oc’h antren en ilis, hag a deu en qichen ma c’hovision, alies a selle ous-hîn, ha pa oan gant an hini divean, heman a antre ive en eun toll. Aru gant-han, e ran de-han ma benedicsion, hag hen pedan da laret he gonfiteor. Respont e ra d’hîn gant eun ton trist hag hirvoudus : — Otro, na deuan qet evit covesaat, na meus intansion ebet evit-se, mes ar maleur o vean ous ma c’heuil hag ous enem gavet bec’het a anqen, ha casi coet en disesper, e teuan hep-qen evit enem antretenîn genac’h hag evit clevet hoc’h avijo, hag ho cusulio mad. — Ma mingnon, a laris de-han, ma brasan plijadur a ve diminuin ha dousaat ho poan ; mes, ret eo d’hîn hec’h anaveout qen ma teufe mac’h avijo da servijout d’ach. — Compren a ran, e me an den ioanq, mes an histoar deus ma bue a so c’hir hag eme aon d’ober d’ac’h scouisan, ha coll re a amser. — No peet qet aon, poaniet ha malurus ec’h oc’h, ma oll amser a so evidoc’h. — Goude bean sonjet eur pennat, a roas d’hîn scleramant an dolen deus he vue ; laret a reas d’hîn oa ganet deus qerent christen, ebars en eur ger vian deus a Savoi voar bord Frans ; penos a tremenas he vugaleach hag he eil noad ebars ar pratiq deus an teneran devosion ; penos e oa bet savet ha disqet gant beleien : en toez pere unan a nefoa bet evit-han eun interest hag eur garante ar vrasan. Da noad a ugent vloa ac’h e da vont d’ar seminer rag c’hoant a nefoa da vean beleg, ha memeus bean a nefoa intansion da vont da brezeg ar fe d’ar broio estranjour. Ebars ar santimancho-ze a oa pa deuas unan deus he gerent pehini oa enem rentet meurbet pinvidiq dre ar c’honvers, d’hen caad ha da laret de-han : penos gant he speret hag he ziscamant, mar carje monet da Baris, a serje en ber amser eur fortun vras. Goneet gant comjo livet qen caer, an den ioanq a renons d’ar seminer, hag a fors he dad d’hen cas da Baris. Plaset mad, en eur ariout, a teuas en ber amser dre he labour hag he ziscadurez da acqisitan arc’hant ha da obten eur garg huel ha peet mad. Qement-man oa ar pen coz deus he valeur ; rag adaleg neuse, evel mac’h alle enem brocurin pes a desire he vanite hag he voal inclinasiono, e teuas da enem ienan ous ar relijion, d’he dilesel, ha d’he c’hancoaout. Cousgoude, evel ma nefoa bet aboe he vugaleach eun devosion dener evit Mari, e lere bemde en he henor ar beden ver, ar Memorare : O Mari, beet sonj, peden pehini oa bet disqet de-han gant eur beleg pehini a nefoa laqet he oll aqet evit hen instruin er fad. Na nefoa a vad nemet ar beden-ze da Vari, ar rest deus he gondu na oa nemet dizurs hag lousoni. Pevar bloa a oa ma telc’he ar memeus bue pa deuas Doue da reîn de-han eur gentel. Coll e ra he blas, hag evit gallout bevan oa oblijet da enem divroin ha da vonet d’an Itali. Distro en Frans, e caf c’hoas eur plas mad pehini a deu da goll c’hoas buan dre he vue direglet. Evel na nefoa esperngnet netra, oa oblijet da oersan he zillad pes ha pes evit bevan. Coet en eur viser a vrasan, hag o vean hep ty, hep gouiscamant nemet an hini a douge, a teu da vale dre ruio Paris, dez ha noz, gant aon da vean seret ha laqeet er prison evel eun den divroet. Scouis oc’h alompat ha prest da vervel gant ar famin, an den ioanq malurus-man na c’houl qet plegan he ourgouill ha distreîn ous Doue, en eur c’houlen he sicour ; er c’hontrel, laret e ra de-han ec’h-unan : Bevet em eus tregont vloa, hag an tregont vloa-man a dal cant vloa deus bue ma zad, ha gant-se e c’halan breman mervel. Resolvet da laqet fin de dezio, ha da gaad ar rivier deus ar Sein pehini a dremen dre ger, mes o sonjal penos ec’h all bean goelet ha c’hadtapet, ec’h a d’ar c’hanal ; ennon, pell dimeus an dud, eur voech eet dar fons na nalje qen dont voar var. Goude bean caad eur plas distro en pehini a oele na vanqje qet da enem veuin, e teu da boz eur momet ha da recitan, evit he divean qen a vezo ar Memorare, he beden custumet da Vari. Pa nefoa achu, a qemer he lans evit enem doll en dour, pa deu er memeus istant eun den pehini na nefoa qet guelet da griall de-han : Hola ! hola ! divoalet ! — Furius o oelet na nefoa qet galet dont a ben deus he dorfet hep bean goelet, ec’h a pelloc’h en eur c’heuil ar rivier ha gant ar memeus santimant fall. Azeet voar bord ar c’hanal, hag o considerin ar be prest d’hen lonqan, a teu da laret de-han ec’h-unan : A-ze dindan dec pe daouzec troatat dour, e man ar maro hag an devoalijen : mes na goude ar maro hag an devoalijen ?… Eur voez a respont de-han : Goude ar maro hag an devoalijen a so eun Doue coleret, eun Doue just, ha venjer, sel, sonj arfad, divoal ha cren ! Ar memeus amser he speret a deu da dreîn, sevel ha qerset a ra hep gout pelec’h : antren e ra en qer, bale ra dre ar ruio, hag eben noz, ec’h arru dirag ilis an Itron-ar-Victoario pehini na nefoa james goelet. Antren e ra en-hi evit discuizan ; mes, evel na nefoa qet a arc’hant, na gredas qet azein voar eur gador gant aon a vije groet de-han pean, hag a eas da enem c’harpan ouz ar vinz deus ar gadoar-sermon. Ennon he speret a deu da dranquilaat ha da vean muioc’h poset : santout e ra eur certen peuc’h eur certen dousder evel o tisqen en he galon : sonjesono a visericord, hag a bardon a deu da distanan he ine, monet a ra ar mez deus an ilis gant santimant da glasq remed ous he boan dre eur guir govision ; mes ar sonj da govesaat hen spouron, na c’houle qet plegan he ourgouill, doujan e ra goaperez an dud, hag an desir eusus da enem distrujan a deu oaz-ous-oaz en he speret. Qeit-ha ma oa ous enem gombatin e tistro d’an ilis hep sonjal, hag o oelet ec’hanoun em c’hovision, ec’h antreas ive, nonpas evit coves, mes evit clasq soulajamant ous he boanio. An histoar deus he vue a badas eun heur, ha goude bean presantet de-han an oll motivo a gonsolation hag a bardon, ec’h achuis en eur laret : Na neus qet eur bloa c’hoas, eun Escop ioanq a recommandas d’ar pedenno a ve adreset da Vari ebars an ilis-man, evit distro ar bec’herien, eun den ioanq, eur mingnon de-han pehini a nefoa enem abandonet d’an disurs. Pedet hon deus Mari evit-han. Enem rejouiset gan’himp, ma bugel, rag hon Mam vad a neus hon silaouet. An escop ioanq-se pehini a so ho mingnon eo Beneat Truffet, escop a Galipolis, hag an den ioanq-se a eo… choui. —- Qerqent, an den ioanq paour-man a sell ouz-hîn, he visaj a deu ru-tan, coll e ra ar gomz. Mont e ran deus ma c’hovision evit hen sicour ; neuse a scuil daero en eur grial : O Doue a vadeles, pegen bras eo ho miscricord ! Evelen eta, a teurveet ober em c’henver, me pehini nam eus groet nemet hoc’h ofansin ? Ma oll bue, ha na vo qet hir avoalc’h a vezo impliet evit reparin ma oll ofanso en ho qenver.

Dont a reas da goves dec dez dustu, ha goude he oll blijadur oa o pedin, o len, o veditan ar Scritur santel hag o scuil daero dous dirag aoter ar Verc’hes da behini enem c’hanavee dleour deus he voneur, he beuc’h, hag he joausdet. Goude bean tremenet eun neubeut dezio en toez an Tado Jesuitet, ac’h antreas er seminer gant intansion, eur voech groet beleg, da vonet d’ar broio pell evit preseg ar fe, hag evit disclerian, dre oll, protecsion ha madeles Mari. »


PEDEN.


O Mari, me ho salud gant an oll respet, gant an oll deneridiges deus pere eo capabl ma c’halon. Plijet, me ho ped, receo ma salud. Groet ma teuio, evel c’hini an ael da gargan ho calon a joausdet, ha da obten d’hîn ho sicour hag ho protecsion.



TREDE DEVEZ VOARN’UGENT.


————


Gratia plena.


Leun a c’hras.


Mari hepqen, en toez an oll grouadourien, a so bet dre eur c’hras particulier preservet dious ar pec’het, pehini a so commun da bep hini deus a vugale Adam. 011 e meump resevet ar vue hag ar pec’het er memeus amser, oll ec’h omp bugale a goler ha sujidi d’an droug speret : Mari hepqen a so bet crouet en eur stad a burete hag a santelez parfet, en hevelep feson ma c’haller, adaleg an istant deus he c’honsepsion, adresin de-hi ar c’homjo-man deus ar Scritur santel : Ho qenet a so hep par, c’houi a so pur, glan ha didach. Sant Ian Avieler hag ar profet Jeremi a so bet purifiet deus ar pec’het orijinel arog ma oant ganet, mes beteg neuse a oant souillet hag e oant dindan domani Satan ; mes Mari na neo qet bet purifiet deus ar pec’het orijinel, mes preservet hag exantet. Hec’h ine pur ha goerch, pinvidicaat deus an oll donezono deus ar Speret-Santel, na neo qet bet, eun instant hepqen, dindan domani an droug speret, rag he c’honsepsion a so bet pur ha didach. Ouspen bean bet preservet deus ar pec’het orijinel, Mari a neus recevet asembles gant ar vue, graso ha donesono hep nombr ; da bep den, eme eun doctor, Doue a ro he c’hras mes gant eur certen musur, muioc’h da unan, nebeutoc’h da eun all, herve an desingno deus he brovidans, mes evit Mari na neus qet bet a vusur : seblantîn a ra, eme sant Basil, a nefe ar Speret-Santel evel dizec’het ar soursen deus he oll vadeleso evit ho scuill voar Mari, pehini, en pep instant deus he bue a neus-he cresqet dre he fidelite da respont de-he gant an oll ferveur deus pehini oa capabl : en hevelep feson penos Mari en fin he bue oa en eur poent a zanteles hag a verit qen huel ha qen parfet, qen na neo qet posubl da speret an den hen compren.

Mes mar eo plijet gant Doue acordin da Vari qement a c’hraso, neo qet hepqen abalamour de-hi, mes abalamour dimp oll, evit dre he oll galloud en qichen Doue, ma rei disqen he visericord voar an hini a garo, pe garo, hag evel ma caro, rag, eme sant Bernard, na neus pec’her ebet, neus fors pegen coupabl a ve, a gement ac’h alfe bean collet mar deu ar Verc’hes d’hen qemer dindan he frotecsion : guir eo, eme ar memeus sant, a veulomp humilite Mari, ec’h admiromp he furete, mes abalamour mac’h omp pec’herien baour, ar pez a blij dimp ar muian eo sonjal en he misericord : he misericord a ve ar liesan en hon c’halon, ha d’he misericord a meump ar liesan recours dre hon feden. Dleout a reomp eta, eme ar memeus doctor, deus an donnan deus hon c’halon ha deus ar startan carante henorin Mari, rag Doue hen goulen, Doue pehini na neus qet a c’hoant a resevfemp gras ebet pehini na dremenfe qet dre daouarn Mari. Mari a digor d’an oll he c’halon leun a visericord, evit ma c’hallouint oll cavet en-han an oll sicourio deus pere a deus esom, ar prisonier ar liberte, ar c’hlanvour ar iec’hed ; ar poaniet ar gonsolasion ; ar pec’her ar pardon ; ar just ar c’hresqans er c’hras ; an hevelep feson penos, pep den a c’hal caad lod en he madeles, memeus evit ar brasan pec’her e deus an teneran misericord.


EXEMPL.


{Levr Arc’h-Breuriez, pajen 20.)


Desire, oajet a dregont vloa, an despet d’he speret dous, franq ha leal, a nefoa enem leset da vean goneet gant qentello certen filosofet. Deus an eil fals creden en he ben, ac’h arru beteg laret penos na neus qet a Doue, penos gant ar vue-man ec’h achu tout, ha penos goude na neus na punision na recompans. Bean a nefoa euz ous ar relijion gatholiq, casoni ous ar veleïen, ha na nije desiret netra goeloc’h evit ho goelet distrujet. Coean e ra clanv, hag he glenvet a dosta a ne-han en ber amser d’he heur divean. He c’hoar, pehini oa eur plac’h vertuus, a eseas dre bep sort moienno hen laqat da antren en hent deus ar reson ha deus ar relijion ; mes Desire a disclerie bepret penos na oa qet a Doue, ha na responte nemet dre vlasfemo d’an oll guirioneo a vije presantet de-han. Eun itron devot ha mingnones da c’hoar Desire, oc’h anaveout ar stad hag an dispositiono deus an den malurus-man, ac’h eas, er seitecvet deus a viz even da ober laqet he c’hano voar gahier Arc’h-Breuriez an Itron-ar-Victoario, ha d’hen recommandîn d’ar pedenno, evit obten evit-han digant Mari ar c’hras da receo he sacramancho qent evit mervel. An dez voarlerc’h, d’ar sul, oa pedet evit-han ebars ofis ar Verc’hes, ha d’ar lun, an naontecvet, cals deus ar mempro a gomunias er memeus intansion. An dez oa bet pedet evit ar c’hlanvour oa evit-han eun dez deus ar poangnusan ; voar dro seis heur anter deus an noz, he vedesin, den a gals a relijion, ac’h arru d’hen bisitan, hag o oelet penos na oa qen a remed, ha penos ar maro a dostae, a laras da Desire : « Ma mingnon, eun eternite a evurusded a so ous ho cortos, mar qeret he gonit, c’hoas ec’h eus amser. » Desire a respont gant eur voes ferm : « Deja am eus discleriet d’ac’h, doctor, petra a gredan : na c’houllan pelloc’h clevet eun hevelep langaj ; na chanchîn qet : na gredan qet en Doue ; ha goude tout, mar so eun env, eun eternite, na meus netra da enem reproch na da enem damal. » — Ar medesin a delc’has da reîn de-han avijo mad, mes ar c’hlanvour a dro he ben ha na ra qen a seblant d’hen clevet. Pe oa partiet ar medesin, ec’h arruas eur leanez a Vuir-Sicour evit hen evesaat. Desire a lar de-hi : « Pegement ec’h oun scouis o clevet ar medesin-ze ! na ra nemet coms d’hîn a relijion : inutil eo d’hîn laret de-han a tor d’hîn ma fen, na c’houl qet tevel. — Gouscoude, ma mingnon, eme ar leanez, mar so eun Doue, petra a deufet da vean, rag na neus den voar an douar pehini a so en guirione didach ha dibec’h. » Goude bean sonjet eur pennat, Desire a lar a voes huel ha scler : « Sonj am eus deus eun dra burzudus, deus eur miracl pehini na aller qet nac’h, rag goelet eo bet gant eur bobl en antier : ar miracl-se eo ar c’hresqans deus a bemp bara en desert. C’hanaveout a ran J.-C. evit ma Doue : groet digemen d’eur beleg evit ma covesaïn vit an noz, rag ar c’hoas, marteze, e vîn re diveat. » Evel ma oa bet cals a veleïen o clasq hen guelet, Desire a c’houlenas an hini a nefoa ar fallan resevet, ha pe antreas a laras dehan : « Ma zad, achu eo d’hîn, c’hoant am eus da govesaat. » Goude he govision pehini a badas pemp qart d’heur, Desire na ouie qet penos discoîn he joausdet. « O pegen contant ec’h oun-me breman ! re evurus ec’h oun, bean oun an evurusan deus an dud. » Ha goude bean resevet an Otro Doue, a laras : « O pegen pinvidiq ec’h oun-me breman ! Penos trougarecaat Doue deus he vadeles hep par enem c’henver ! » — Erfin, goude eun neubeut a deïo a boan ha pere ac’h anduras gant eur basiantet hag eur resingnasion admirabl, ha goude bean resevet an divean sicourio deus ar relijion, a tremenas gant joausdet d’eur joausdet hep fin.


PEDEN.


O Mari, guir eo ec’h oc’h leun a c’hras ; na aller qet nac’h penos eo enem blijet Doue da scuil e voar-n-oc’h he donezono ar preciusan, guir eo, rag bemdez, distro ar bec’herien memeus ar muian aheurtet a discleri ar ouirione-man. O Mari, pegement a so aman dirasoc’h pere a neus santet ec’h oc’h leun a c’hras, plijet ive genac’h ober tanva da gals, troet divoar an hent mad, an dousder deus ho protecsion, evit ma teuiont da disclerian en eur voes : ia, Mari, c’houi en guirione, a so leun a c’hras.




PEVARE DEVEZ VOARN’UGUENT.


————


DOMINUS TECUM.


An Otro Doue a so genac’h.


Doue a so bet en peb amser gant Mari. Adaleg ma oa bet Mari consevet, pur ha didach, Doue oa gant-hi en eur scuil a voar-n’hi he donesono, he faveurio ; en eur ober cresquin en peb instant he c’hraso hag he vadeles dreist muzur en he c’henver. Mar eo guir, evel hen asur dimp an Aviel, penos Doue a laca he oll blijadur oc’h ober he zeumeurans en calon an den just, evel ebars en eun templ zantel, gant pegen bras joausdet ha plijadur na deu qet Doue da vean ha da chom en eur galon qen pur ha qen dosil evel oa c’hini Mari ! Doue oa gant Mari hag en Mari evel e man an ine gant ar c’horf da behini a ro ar vue, ar sonjeson hag ar vouamant. Mes goude ma nefoa bet enem rentet da desingno Doue, discleriet de-hi gant ar Arc’Ael, Doue oa gant Mari, nonpas dre ar bresans hepqen deus he c’hras, mes Doue an eil ferson deus an Dreindet a deuas da chom en guirione, en-pad nao miz entre an daou goste zantel deus a Vari. Goude he donidiges, Salver ar bed a chomas gant Mari, tremen tregont vloa : bean oa hant-hi, coms a re out-hi, bean a nefoa evit-hi an teneran carante deus eur bugel : he sicour a re en he labour, lodenîn a re he faourante, he souten hag hi c’hrevaad a re en he foanio.

Erfin, Jesus, memeus pingnet an env, a oa unisset gant Mari, ha breman e man Doue gant-hi en he c’hloar, ha Mari a so ive gant-han. Galvet a neus a ne-hi en he balez evit lodenin gant-hi he oll galloud hag he lacaat an tensorierez deus he c’hraso ha deus he visericord.

Doue a so hag a so bet gant Mari en peb amser : Doue a so ive genimp, mar ec’h omp ebars en he c’hras hag en he garante ; rag J.-C. a lar en Aviel penos he Dad hag hen a ra ho demeurans ebars an ine just ; ha sant Paul a lare d’ar gristenien a Gorinth : « Ha na nousoc’h-u qet penos oc’h templ an Otro Doue, ha penos speret Doue a so disqennet hag a chomp ennoc’h ? Divoalomp eta, evel e lar ar memeus abostol, da vougan speret Doue en hon c’halon ; divoalomp d’hen chaseal deus hon c’halon dre ar pec’het ; ha divoalomp d’hen contristan en eur resistan d’he inspirasiono zantel.

Mari a neus bet ar boneur da bosedin Doue entre he daou goste en pad nao miz ; n’hîn ive a meum ar memeus boneur qen lies goech a comuniomp, en pad eur beroc’h amser evit guir : Mari a anave hec’h evurusdet ; ha n’hin, pere a ve neuse hon santimancho, hon anaoudeges, hon fe, ho devosion ? Penos a trougareqeomp Jesus deus ar burzud deus he garante ?

Jesus a so en hon toez qen guirion evel ma oa, en pad he vue, gant Mari ; ober a ra he blijadur o chom genimp en tabernaclo : pesort plijadur a meump-n’hîn da vont da rentin de-han hon adorasion hag hon respet ? Pesort c’hast a meump-n’hîn da vonet d’hen goelet, da enem antretenin gant-han, da discoîn de-han hon ezomo ha da c’houlen he sicour.

Erfin, Mari a so gant Doue en env, n’hîn ive a so galvet d’ar memeus evurusdet, na n’omp crouet nemet evit-han : petra a reomp-n’hîn evit hen meritout ? Petra na reomp-n’hîn qet qentoc’h evit hen coll ? O mar meump ar maleur da nonpas bean en gras Doue, ma na man qet Doue genimp, beomp recours da Vari, gant-hi eo bet bepret ha dre Vari ac’h obtenfomp ma veso bepret genimp.


EXEMPL.


(Levr Arc’h-Breuriez, pajen 26.)


Er sul an dregontet deus a vis ebrel, en bloa 1837, eun itron deus a Vro-Zoz ha pehini a bratiqe ar relijion gatholiq, a dremen da eis heur deus an noz dre ru Itron-ar-Victoario. Souezet o oelet sclerijen ebars en ilis d’ar c’houl-ze, ec’h antre ; ha d’er fin ar sermon, a cleo ar person, evel ma eo ar c’hustum, o recomandin pedin evit ar bec’herien. Pa oa achu an ofis, an itron a c’houlen digant ar re oa en he c’hichen petra a sinifi qement-se ? Goude bean goufeet penos en ilis-se oa eur Vreuriez deus pehini an oll mempro pere a so en Paris a deu da enem reunissan bep sul da noz evit goulen, dre intersesion ar Verc’hes, distro ar bec’herien, ac’h eas an dez voarlerc’h da gaad ar person evit goulen sicour pedenno ar Vreuriez en qenver eur pec’her deus he c’hanoudeges ; hag evit reîn da zantout pegen dies a seblante de-hi conversion ar pec’her-man, a laras d’an otro Desjenett, person deus a ilis an Itron-ar-Victoario : « Penos, an hini evit pehini hen pede da enem interesin, oa bugel d’unan deus a rouane an Allemagn ; penos, goude maro he vam, he dad hen digasas en Frans d’an oat a c’hoec’h vloa, hag hen laqas entre daouarn eur mestr, pehini oa hep relijion, ha deus eur gondu direglet. Savet ebars en eur hevelep scol, a teuas bep ma avanse en oat, da lodenin gant he vestr he voal discadures hag he gorupsion : ha breman oajet a daouzec vloa ha triugent na neus qet a relijion nemet c’hini Voltair, da laret eo, hano Doue hepqen e ra de-han scrinjal gant euz ha losqel blasfemo. Evel ma anavean a ne-han aboe uguent vloa so, hag evel ma eo clanv, ec’h an d’hen goelet, bep pempzec dez, ha bepret d’ar goener. » Er sul, ar seisvet deus a vis mae, oa pedet evit-han ebars ofis d’ar Verc’hes, hag er goener deus ar memeus sun, an itron ec’h a d’hen bisitan evel ma oa he c’hustum. « Hen caad a ran, eme an itron, chanchet, hag he visaj a so trist ha jenet. Petra eta ec’h eus ? a c’houlenas a itron digant-han. — Na meus netra, na noun qet muioc’h clanv, mes ma speret, aboe dilun, a zo carget deus eur bern sonjesono, pere em scouis ha pere na allan qet da bellaad ; hag ar pes a eston ec’hanoun eo o oelet ec’h int sonjesono pere a zell ar relijion ; hag ar pes na allan qet da gompren, eo c’hoas o oelet na allan qet andurîn compangnones an Hugunodet : qen lies goech ec’h int bet ous ma bisitan, em eus zantet evel eun derjen ebars ma oll mempro. — Qement-se, e me an itron, a so eset da gompren, Doue a neus c’hoant a vec’h eur c’hatoliq mad. — Peuc’h, e me ar c’hlanvour, gant eur hevelep avijo : mac’h anaveout a ret, ha goud a ret petra e sonjan deus eun hevelep superstisiono : divoalet da goms d’hin biqen deus a relijion. » An itron ec’h a d’ar sadorn da gaad an otro Desjenett, hag a rent cont de-han deus ar pes oa tremenet. Pedin a rer c’hoas evit-han d’ar sul, hag an itron ec’h a d’hen goelet adare d’ar guener ; en eur ariout e cav ar c’hlanvour trist, poaniet hag eur levr en he sorn. Pa c’houlennas digant-han penos en em gave, c’heman a respont : Na allant qen, andurin a ran tourmancho dreist mezur. Disul da noz, ma c’housqet a so bet troublet gant unvreo ar muian spontus hag abaoe n’am eus qet bet a repos na noz na dez ; mar dichans d’am daoulagat enem serrîn, qen buan eur sonjeson spouronus em difun : seblantin e ra d’hîn bean qemeret, saisiet, traînet dirag eun tribunal, ha bean ennon barnet ha condaonet evit nonpas bean groet bolante Doue : bepret, en peb instant, ar sonj horubl-se a c’heuil ec’hanoun ; a garg e voarn’houn, hag a so ma boureo. Sonjet am eus len ebars en eur levr deus ar relijion gatholiq, evit esa dousaat ma foan ; goulet am eus unan digant ma mevel, hag a neus roet d’hîn c’heman (ar c’hatechis deus a Baris) : tranqilloc’h ec’h oun aboe hen lennan ; mes petra a deuîn-me vit an noz pehini a dosta ? Ma stad a so fourmus : na neus netra a gement na ven qet resolvet da ober evit enem delivran. — Dont a ra da sonj d’hîn, itron, em eus clevet ec’hanoc’h o coms, na neus qet pel, dimeus eur vedalen miraculus : petra eo ? — An itron, goude bean expliqet de-han petra oa ar vedalen-ze, a c’houl digant-han hag hen e neus c’hoant da gavet unan ? — O ! ia, beet ar vadeles da digas unan d’hîn. — An itron a ra binigan unan gant an otro Desjenett hag he digas d’ar c’hlanvour. Heman a sav deus he gador evit e reseo, a bog de-hi gant respet hag he laq en he c’hodel en eur laret : Na guitaou qen ac’hanoun. — Er sul e peder c’hoas evit-han gant eur ferveur neve ha d’ar guener, ar memeus itron carantezus ec’h a d’hen guelet. Mes pebeus chanchamant ! Ar c’hlanvour a so joaus ha soulajet, hag en eur trugarecaad an itron, a lar de-hi : « A boan oa d’ac’h bean ma c’houitaat, breman a so eis dez, mac’h oun bet delivret deus ar sonjesono terrubl pere oa evidoun evel qen lies a daolio clenve. Bep noz aboe, am eus reposet en peuc’h. Dilun da noz ous enem zantout difunet dousic, a tigoris ma daoulagad, hag a oelis ma c’hamb o luguernin gant eur sclerijen extraordinal. Estonet, e clasqen enem rentan cont deus a gement-se, pa deuas d’em c’haad eun itron gouisqet en goen, gant eur visaj leun a vajeste hag a vadeles, hag a laras : penos oa poent d’hîn laqet fin d’am fec’hejo, pere a scouise justis Doue, aboe comansamant ma bue ; penos mar deujen da vervel er stad en pehini enem gavan e ven collet evit james, mes penos ive, mar deujen da chanch ha da enem reconsilian gant Doue dre sacramant ar binijen, ha da derc’hel eur vue neve, e promete penos Doue a roje d’hîn eun evurusdet hep fin : er memeus amser a tisparisas ; ar meurs hag ar merc’her da noz, oan difunet er memeus feson, hag a oelis ar memeus itron, pehini a laras d’hîn ar memeus comjo ; mes an daeret noz, ec’h ajoutas : Evit ar voech divean e teuan da reîn d’ac’h an avijo man : groet de-he attansion, mar qeret, rag ho silvidiges a depant diout-he. — Aboe, n’am eus qet goelet an ne-hi. O ! hen laret a ran resolvet mad ec’h oun da enem gonvertisan, da vean guir gristen ha da covesaat memeus. Mes penos hen ober ? N’ac’h anavean netra : contant ec’h oun da ober ar pes a vo urzet d’hîn ; oblijet mad ec’h oun da ansav penos a so eur Galloud a ust d’an den da behini a dle enem soumetin. » O clevet qement-man, an itron ec’h a da enem intent gant an otro Desjenett pehini a ro levrio gant pere ar c’hlanvour a alje enem instruin deus ar relijion. Goude ma nefoa ho disqet, ar pec’her paour-man enem voalc’has deus he vue a dirsurs dre sacramant ar binijen, hag en qenver an dez en pehini oa ganet, a nefoa ar bonheur da ober he gomunion gentan, d’an oad a daouzec vloa ha triuguent. An dez voarlerc’h, ec’h eas da gaad he govisour, hag a laras de-han : « Ma zad, an Ilis catholiq a so persecutet er vro en pehini ac’h oun ganet, n’am eus qet netra da ober en Paris, ma flas a so en toez ar gristenien deus an Allemagn : guir eo d’am oat na allin qet rentan de-he cals a servich, mes mar gallan crenvaad ho c’houraj en eur disclerian de-he ar burzudo deus a vizericord Doue em c’henver, e varvîn contant. »


PEDEN.


O Mari, c’houi gant pehini Doue a so bet en peb amser, obtenet evidomp, nîn ho ped, ar memeus gras, groet ma vezo Doue ive genimp bepret. Veillet e voar-n-omp ; soutenet hon sempladures, ha na bermetet qet e vemp james malurus evoalc’h evit enem separîn diout-han ; groet ma vezo Doue genimp, en peb dez deus hon bue, evit ma elfomp hen posedin genac’h en pad an eternite.



PEMPET DEVEZ VOARN’UGENT.


————


Benedicta tu in mulieribus.


Biniget ec’h oc’h dreist an oll groage.


Mari a so biniget dreist an oll groage, nonpas hepqen abalamour d’ar graso hep muzur pere a sav an ne-hi en env dreist an oll grouadurien, mes ispisialamant abalamour, dre breferans d’an oll groage, eo bet choaset gant Doue evit bean Mam da Salver ar bed : ar galite-ze a Vam da Doue a sav Mari da eun huelder a venedicsion pehini a dremen ar graso, ar venedicsiono acordet d’an oll groage asambles. Mari eo ar vroeg-se a venedicsion annonset aboe comansamant ar bed, pehini a dlee, dre he c’halite a Vam, rentan ar liberte da oll vugale ar vroeg coupabl, en eur vruzunîn, dre ar freuz a dlee dougen, pen ar serpant fuloret evit ho c’holl. Mari o vezan bet choaset evit Mam da Jesus, Doue a so enem blijet da scuil evoar-n-hi he faveurio hag he c’hraso, evit he rentîn ding deus eur galite qen huel. Biniget ec’h oc’h, Mari, eme sant Bonavantur, deus eur venedicsion hep par, c’houi pehini a so bet ha Mam ha Guerc’hes asambles. Ar venedicsion a Vam en Mari, oa evit-hi ar soursen deus he oll benedicsiono all, rag dre ar galite-ze, eo deut da vean Esperans ar bed oll, rag abalamour d’ar galite-ze, bras ha bian, ar re just evel ar bec’herien, a dro ho daoulagat d’he c’haad, hag er memeus amser ma discleriont hec’h evurusdet, e c’hortoont sicour deus he gallout ha deus he madeles hep muzur.

Meulomp eta Mari deus eur c’hras qen bursudus pehini a neus-hi savet qen huel hag a neus-hi qen tostaet da Zoue memeus. Leromp eta da Vari gant eur joausdet zantel : Evurus ac’h int an daou goste en pere eo bet formet ar freuz a vue ! Evurus an diou vron deus pere ar lez a neus maget Map Doue ! Evurus an diou vrec’h pere a neus-han douget qen alies ! Evurus an daoulagat pere a neus admiret gant carante eun Doue ha den asambles ! Erfin, evurus ar Verc’hes qen pur voar galon pehini eo bet reposet qen lies ar Mestr deus an oll graso !

O Mari, c’houi oc’h-unan a neus laret penos an oll lingneo deus an dud a deuje d’ho meulin ha da bublian hoc’h evurusdet : ar pez ac’h eus laret, Guerc’hes, a so bet guir en pep amser, mes bean eo muioc’h guir en amser-man, rag james an devosion evidoc’h neo bet na muioc’h fervant, na muioc’h commun. Biscoas an dud na neus discoet muioc’h a acqet en ho servich, na muioc’h a gonfians en ho protecsion ; biscoas ive, Mari, n’ac’h eus scuillet qement a c’hraso voar ar re pere enem adrese d’ac’h : pegen lies a bec’her memeus ar muian aheurtet pere hen hansav a greis ho c’halon, bean dleourien d’ac’h deus ho distro ! Pegen lies a famill en pere ec’h eus groet disqen ha ren ar peuc’h hag ar boneur ! Da begen lies a glanvour hag a den aflijet, ac’h eus roet ar iec’het hag ar gonsolasion ! En eur gir, bean oc’h evit an oll, ar vam ar muian tener, ar souten ar muian nerzus, an esperans ar muian asuret !


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, pajen 40.)


Eun avocat deus unan a gerio vrasan deus a Frans, oajet deus a daou vloa ha tregont, a nefoa resevet en he gentan ioanqis eun discadures christen ; mes laqet d’an oad a bemzec vloa ebars en eur scol deus an Universite, unan deus he vestro, den hep relijion ha libertin, a deuas da dallan he speret dre he voal genteillo, ha da gorompin he galon dre exempl desordren. En ber amser, e teuas da vean c’hanval ous he vestr, da laret eo, da dilezel Doue a gren ha da enem lezel da vonet hep dalc’h da basiono ha viso ar muian louz hag ar muian mezus. Ar vue malurus-se a gondue, pa dichansas da eun afer hen digas da Baris. Er ger-man, muioc’h evit james, e continu he libertinajo ; hag eun abardevez, evel ma tremene dirag ilis an Itron-ar-Victoario, ebars er momet memeus ma clasqe contantîn he desirio brutal, ec’h antre en ilis ar Verc’hes, evit lezel da dremen an transport hag ar goler pere a verv en he galon, o oelet lemet digant-han an objet deus he basion. Na oel den en ilis, avans e ra er scroec’h, hag ec’h a da enem doll en chapel ar Verc’hes. Ennon en eun derjen a fulor, e teu da enem gemer ous Doue, hag en eur zerrîn he dorn, a losqa ar blasfemo man : « O ! mar eo guir a so eun Doue, perag ec’h oun qen malurus ? Mar a so eun Doue, me hen defi d’hen prouvîn d’hîn. » Er memeus amser o oelet statu ar Verc’hes, e lar de-hi voar ar memeus ton injurius : « O c’houi pehini a lerer a so consolation ar re valurus, soulajet ec’hanoun breman, mar goc’h evit hen ober. » En despet d’an insult e ra de-hi, Mari a silaou he c’houlen, hag a dousa eun tam he boan. Neuse en eur santout sicour ar Verc’hes, e teu d’he fedîn en eur laret : « O c’houi pehini a so consolasion ar re valurus, beet true ouzin. » Laret e ra ar beden-man beteg ter goech hag ous enem gavet soulajet, a tistro d’he dy. Soueset bras eo, oc’h antren en he gamp, o oelet eur levr voar he doll (ar levr deus a Imitasion J.-C.) mui-ous-mui enem eston pa sonj penos na nefoa qet ar levr-ze, ha penos na nefoa den gallet hen digas ennon, pa eo guir a touge an alc’hoe deus he gamp. Zellet a ra ar bajen oa digor, hag a len ar c’homjo-man : « An den a vo puniset dre lec’h ma nefo ar muîan pec’het. » — « Ar setans-man a so guir, enem lar de-han ec’hunan, rag petra a so qiriet d’ar poanio a soufran hirie ? Netra, nemet ma ourgouil pehini na neus james goulet plegan ; netra nemet ma fasion disonest. An diou inclinasion fall-man a neus bepret renet em speret hag em c’halon, aboe ma vevan ; ma oll sonjesono, ma oll desirio, ma oll obero a so bet evit-he. Punisset ec’h oun dre lec’h am eus ar muian pec’het. » — Digorîn e ra c’hoas ar levr hag a len qement-man : « Na neo qet ous enem lezel da vont d’he basiono, mes ous enem resistan out-he e cav an den ar guir beuc’h en he galon. Ma bugel, divoalet da c’heuil ho tezirio direglet ; renonset d’ho polante ; leqet ho choausdet en Doue, ha Doue a roio d’ach pes a desir ho calon. » — « Clasqet em eus, e me-han, ha c’haad clasqet ar boneur en plijadureso ar c’hiq, hag en re ar bed, hag en lec’h boneur, nam eus cavet nemet mez, remors, hag anqen ; na biscoas nam eus c’hanaveet an evurusdet, na oaran qet petra eo ar peuc’h deus ar galon. » An dez voarlerc’h, hag en pad eis dez, e teuas bemdez da ilis an Itron-ar-Victoario evit pedin, sonjal voar he vue dremenet, len ar levr deus a Imitasion Jesus, goulen pardon deus he disurjo, hag evit suplian Doue da disqîn de-han petra a dlee da ober. Na oa qet pell evit santout ha compren penos a c’houle Doue digant-han a dlee enem oalc’hîn dimeus ar c’hrimo deus pere a nefoa enem vastaret, dre an dour efedus deus a sacramant a binijen ; mes he ourgouil na c’houle qet plegan : monet da goves e sell evel eun dra pehini na dire nemet ous an dud zempl, ha hep discadures. Deus eur peurs, a oel na neus qen moïen evit enem unanîn gant Doue ha gantan ec’hunan ; ha deus eur peurs all, e cav ze re humiliant ha re izel evit eun den a lezen hag a sqient evel enem zelle. Erfin, goude bean enem vroet breze en pad eur miz, a teu da enem drec’hîn, ec’h a da goves hag enem reconsili gant Doue ar bempet voarn’ugent deus a viz genver, goel deus a conversion sant Paul. Adaleg an dez-se, oa eur c’hristen mad ha fervant, ha goude bean tremenet en Paris eun neubeut mizio, evit en em grevaad ebars er pratiq deus ar vertu, ec’h eas d’he vro en pehini he gondu a so eur scoer deus eur vue reglet ha santel.


PEDEN.


O Mari, c’houi pehini a so biniget dreist an oll groage dre ho calite a Vam da Jesus, permetet dimp d’hon zro unissan hon moejo gant re an oll ligneo evit ho meulin en eur bublian hoc’h evurusdet. Plijet genac’h ive scuil eur loden, eur c’hlizen deus ar graso hep muzur ac’h eus resevet digant Doue, rag en eur vean Mam da Jesus ec’h oc’h hon esperans, hon madoberourez, hag hon silvidigez.



C’HOEC’HVET DEVEZ VOARN’UGENT


————


Et benedictus fructus ventris tui.


Biniget eo ar freuz deus ho taou goste.


Doue a nefoa prometet da Abraham penos a dlee, eun dez, genel deus he lingne an Hini a vije silvidigez ar bed. Ar memeus promese oa had groet da Isaac, da Jacob, da Juda ha da David ; erfin, e teuas da vean rentet guir en personaj Mari pehini a disqenne deus a famill ar roue David. Mari a neus bet ar boneur da dougen entre he daou goste, ha da bresantin d’ar bed ar freuz-ze a venedicsion, ar Zalver-ze gortoet aboe qeit a amzer, a goude donediges pehini ac’h huanade oll vugale Adam. O Mari, biniget eo ar freuz ec’h eus douget. An oll vamo all na leqeont er bed nemet bugale consevet er pec’het, bugale a goler, bugale a daonasion ; ha c’houi, Mari, c’houi hepqen a ro d’ar bed nonpas hepqen eur bugel biniget, pur ha didach ; mes eur bugel pehini a dle bean benedicsion ha silvidigez ar bed oll : rag Jesus eo ar soursen deus a bep gras, na neus hini a gement na veqet ar merit deus ar groas, hag ar briz deus ar poanio hag ar maro a neus soufret evidomp. Lec’h vras e meump eta da drougarecaad misericord Doue pehini a neus digoret dimp eun hevelep soursen a vado, ha pehini, dre Jesus, a garg ec’hanomp a bep sort graso. O ! mar comprenfemp en pesort stad oamp coet dre ar pec’het ! pegen dister oa hon gallout evit enem sevel biqen ! Mar comprenfemp deus pegen lies a valeur Jesus a neus hon miret, ha deus pegen bras mado a neus hon finvidicaat, gant pebes joausdet na deufemp-ni qet da laret da Vari gant santes Elizabeth : « Ia, biniget eo, ha bean eo evidomp eur soursen a venedicsion dreist muzur, ar Freuz ec’h eus douget entre ho taou goste ! » Ia, da vezo biniget evit james, Guerc’hez Vari , Jesus pehini ec’h eus roet dimp ! Da vezo biniget evit james an Doue-ze a vadeles pehini a neus dre he varo efaset hon fec’hejo, goalc’het hon ineo en he oad adorabl, pehini a neus toret hon chadenno, diroget hon setans a varo, distrujet domani Satan, unanet an env gant an douar, ha pehini a neus lezet genimp en he Ilis moïeno nerzus evit enem sovelaat ! Penos ive, Mari, ho trougarecaad, c’houi pehini ec’h eus hon prenet dre ho qalite a Vam ; c’houi pehini ec’h eus hon miret deus ar maro dre ar Freuz ec’h eus ganet. Ia, Guerc’hes, d’ar Freuz divin deus ho taou goste ec’h oun dleour deus an oll vado pere am eus resevet hag a resevan bemdez. Na scouisfomp qet eta, Mari, o tisclerian : Biniget eo ar Freuz ec’h eus douget.


EXEMPL.


(Levr Arc’h-Breuriez, pajen 54.)


Silaomp c’hoas an otro Desjenett, person a ilis an Itron-ar-Victoario, o tisclerian an histoar deus distro eur pec’her. An driet deus a vis guengolo 1847, goel deus a gonversion sant Augustin, eur medesin oajet a bemp bloa ha daou-ugent, pehini oa d’eus ar c’hoste pellan deus a Frans, enem gavas en Paris. O tremen dre ar blasen c’hanvet an Tado-Bian, evit monet da len ar c’heloïo, a oel digor ilis ar Verc’hes hag ec’h antre, hep intansion nemet d’he bisitan. Ar sermon e oa o comans : silao e ra, distro sant Augustin, voar behini a preseger, e ra impresion e voarn’han : neuse enem lar de-han ec’h unan : sant Augustin c’hoas hep fe, enem rent soubl d’ar c’hras : enem ober e ra christen, pratiqan e ra an oll deverio deus ar relijion hag ar pratiq-se a so bet evit-han eur zoursen a voneur a gontantamant beteg he heur divean, hag ar pen-coz deus eur gloar hag eur reputasion pehini a bad aboe qeit-so a amser ; ha me, me pehini a so ganet ha savet er memeus relijion, em eus-hi dileset aboe eis vloa ha tregont so. Aboe em eus hi abandonet ar relijion zantel-ze, ec’h oun sujet da basiono brutal pere em boureo ha pere na leront james : avoalc’h. Nallan qet c’hampec’h da ruian deus eun hevelep stad, na noun qen evurus : « Ar reflexion-man a antre qen don en he speret qen neo qet evit he lemel ; evit esa enem disober diout-hi, a sorti deus an ilis ; mont ha dont e ra dre ger, neo qet evit he fellaad ; antren e ra en he dy, tremen e ra an noz hep cousqet, hag an dez voarlerc’h e teu d’an ilis adaleg ma oa digor ; goelet e ra ec’hanoun, c’hoant a neus da zont d’am c’haad, mes ar respet humen hag an ourgouil hen c’hars bepret. Tremen e ra c’hoec’h heur en ilis ebars en eur brezel continuel gant-han ec’h-unan ; ouspen cant goech oa bet evit sortial, mes eun dra crevoc’h evit-han a re de-han distreîn : da greis-dez, a oel ec’hanoun o vonet er mez, ma c’heuil e ra, hag aru voar ar ru, ec’h c’houlen comz ous-hîn en particulier. Da diou heur, e teu d’am c’hamp, hag aboan oa de-han bean azeet, ma comans da scuil daero enem laret : Otro person, bean ec’h eus dirazoc’h eun den pehini an eus dilezet he Doue hag he fe ; pehini, aboe eis vloa ha tregont, a so ar sujet deus he basiono louz ; eun den pehini, mar ve abandonet de-han ec’h unan, ec’h a da enem goll dre an disesper ; astenet eta d’hin, me ho ped, eun dorn charitabl, ha na deuet qet d’am dilezel. » Goude ma nefoa discoeet d’hîn ar c’hlenvejo, ar goulio deus he ine, e laqeis ioul voar ne-he dre ar motivo a gonsolasion a bresant ar relijion d’ar pec’her glac’haret, ha goude bean groet disqen en he galon ar fians en misericord Doue, ar bugel prodig-man a enem doll voar he daoulin, a ra eur govision deus he disurjo hag a deu da gaat ar peuc’h-se a galon pehini na nefoa qet tanvaat aboe qeit a amser. Adaleg neuse, a teuas da vean eun den a beden hag a scoer vad ; goelet e vije bemdez en ilis, ha da veure ha da noz ; he oll blijadur oa enem antretenin gant Doue pehini a nefoa bet qen pell ancoeet ha dileset. Erfin, en dez ma nefoe ar boneur da gomunian e laras d’hîn : « Netra em dalc’h pelloc’h en Paris ; groet am eus ma oll aferio ; couscoude c’hoant am eus da dremen aman eun neubeut a amser ; aman na depentan dious den, aman ec’h allan eset enem gustumîn da vevan ebars er pratiq deus ar relijion. »

Chom e ra en efet eur bloa en Paris, ha crenvaat dre an exersiso deus eur vue zantel, ec’h a d’he vro, en pelec’h a repar he disurjo dre eur vue reglet mad ha christen.


PEDEN.


O Mari, da vezo adoret ha meulet da james ar Freuz biniget ac’h eus douget, ha ma deuio ive ho protecsion d’ober dimp caout lod er graso pere a neus digaset voar an douar ; groet ive ma momp ar boneur, goude hon beach er bed-man, d’hen contemplin ha d’en meulin evit james.




SEISVET DEVEZ VOARN’UGENT


————


Jesus. — Jesus.


Hano Jesus neo qet eun hano ivantet gant an dud, an hano-man a disqen deus an env, roet gant Doue memeus. An Arc’hel en eur disclerian da Vari penos oa c’hoaset evit mam da Zalver ar bed, a laras de-hi : « Conseo ha genel a refet eur map, hag hen c’hanfeet deus an hano a Jesus. » Ar memeus mesajer a laras c’hoas da Joseb : « Mari a dle genel eur map da behini a rofeet an hano a Jesus. » Doue, eme an Abostol, a neus roet d’he Vap eun hano pehini a so qement dreist an oll hanoïo, qen da hano Jesus, pep glin a deu da blegan en env ha voar an douar. Hano Jesus, eme sant Bernard, neo qet evel an hanoïo all, eur sceud a hano, eun hano diners, mes bean eo eun hano efedus, eun hano leun a c’halloud, Jesus a sinifi Zalver ; ha bean eo, en guirione Zalver ; hen a neus hon prenet deus ar pec’het, hon miret deus an ifern, hen a neus roet dimp he c’hraso hag an esperans evit an env ; rag, eme sant Per, na all den bean salvet nemet dre hano Jesus. Jesus hec’h-unan a asur dimp en Aviel penos ar pes a c’houlenfomp en he hano digant he dad a vo acordet dimp. En hano a Jesus, sant Per a lavar da eun den infirm : Sav ha qers ; ha voar an toll enem gavas pare. Hano Jesus, eme sant Ian Chrisostom, a so eun difen asuret enep an ifern, hag an oll viso. A c’houi, eme sant Laurans Justinien, a c’houi a so tentet gant an droug speret ? A c’houi a so persecutet gant an dud ? Galvet hano Jesus. A bean ec’h oc’h-u dalc’hed gant ar c’hlenvet ? Scouis gant ar boan ? Qemeret gant ar spont ? Pedet hano Jesus d’ho sicour. Piou, eme sant Bernard, a neus galvet an hano adorabl-man, ha na neus qet santet he ners voar ar momet ? Piou o vean tragaset dre voal basiono, ha breseleqeet gant adversour ar silvidigez, a neus bet recours d’an hano galloudus-man, ha na neus qet goneet ar victoar ? Hano a nerz er brezel, hano a sclerijen en danjer, hano a gonsolasion er boan, hano a silvidiges en heur ar maro evit ar re pere hen doug scrivet en ho c’halon. Hano Jesus, eme sant Bernard, a so eur mel evit ma geno, eur meulodi evit ma diou scouarn, hag eur joausdet evit ma c’halon. Sant Paul na scouize qet o pronons hano Jesus ; mesqet a neus he oll scrijo deus a hano Jesus. Evidoun-me, eme sant Paul, me a so prest, nonpas da dougen hepqen chadenno evit hano Jesus, mes da scuil ma goad evit-han.

Beomp respet evit hano Jesus ; pedomp-han gant fians , beomp recours de-han en hon oll esomo, ha goulenomp ar c’hras da vervel en eur bronons an hanoïo a Jesus hag a Vari.


EXEMPL.


(Levr Arch-Breuriez, pajen 409.)


Eun den ioanq a seis vloa voarn’ugent pinvidic ha mestr deus he vado, ha pehini a zisqene deus eur famill vras hag enorabl, a nefoa qustumet aboe eun neubeud a vloavejo, monet da chom da Baris, pevar pe bemp miz deus ar goanv. Tremen a re ar mizio-ze ous enem doll d’ar plijadurezo a bresant ar ger vras corompet d’ar ioanqis er c’houls-se. Er sul, ar c’hoec’hvet deus a viz genver er bloa 1839, oa bet enem glevet gant cals deus he vingnonet evit ober eun nosvez a disurs, mes ho zoll a vanqas : neuse evit lac’han an amser enem resolv da vonet d’an theatr. Brav oa an amser, scler oa ar loar, hag en eur dremen en qichen ilis an Itron-ar-Victoario, a oel daou den ec’h antren ! hag ac’h eas d’ho c’heuil. Ze oa da eis heur hanter : ne oa qet c’hoas achu ofis ar Verc’hes, ar person oa er gador hag a recomande pedin evit ar bec’herien. An den ioanq a dosta, a silao, mes na gompren qet ar gis neve-man da breseg. Scouis o clevet hep compren, e c’houll digant eun den ioanq pehini e oa en he gichen, petra a lere ar beleg. « Ne oaran qet, a respont he-man, rag evit ar voech qentan e teuan aman ; hag en eur ariout em eus clevet ar beleg-se o laret : Ec’h eomp breman da enem occupîn deus hon fec’herien baour. » Neuse an den ioanq a ra ar reflexion-man : « Pesort trompleres neve eo c’hoas c’homan ? Ar veleien a oel penos an oll a bela diout-he, hag a invantont ar voïen-man, mes na dal qet de-he. Penos recomandîn pedin evit ar bec’herien ! Petra a signifi-ze ? Perag na deuont hi qet d’ho c’honvertisan ? Ze eo ho micher. Mes c’hoas eur voech, recomandîn pedin evit-he ! Qement-se a ra c’hoersin. Biscoas na mije sonjet e vije bet gallet invantin eun hevelep moïen, ret eo laret penos ar beleg-se a so eur paour qez inosant : caret a mije hen clevet aboe a neus comanset ; mes disul ec’h aruîn abretoc’h, rag ret eo d’hîn studian ar giz neve-man ivantet gant ar veleien evit tromplan an dud sempl ha divouieq. »

Retorn e ra er zul voarlerc’h, clevet a ra ar sermon voar an obligasiono a so evit ar pec’her da distrein ous Doue, ha clevet e ra ive c’hoas recommandîn pedin evit ar bec’herien : na reas seblant ebet deus ar pes a glevas ; he speret oa carget deus a genteillo fall, hag he galon oa goneet gant ar vis : aboe dec vloa a nefoa enem rulliet en pep sort disurjo, hag enem zamet a bep sort falagries. Donet a ra c’hoas er sul voarlerc’h, hag an dez-se oa evit-han an dez deus ar c’hras. Clevet a ra len eur lizer en pehini eun den ioanq a discoe ar stad malurus deus he ine, a gomz deus he anqen ha deus he vorc’het, hag enem recomand d’ar pedenno deus an Arc’h-Vreuriez evit obten he gonversion.

O clevet qement-man, an den ioanq enem sant forset d’antren en-han ec’h unan, ha neuse a teu da sonj de-han deus he dezio a vugaleach, pa oa dibec’h. O ! pegen evurus a oa neuse, ha breman pe enem dourmant evit clasq an evurusdet, eo oblijet da ansav e teu da enem scouisan, da enem vezevenîn, mes pell e man deus bean evurus. Mont a ra deus an ilis ; clasq e ra dre ar c’housqet enem disober deus an hevelep sonjesono ; mes ar c’housqet a bela deus he zaoulagat en pad an noz. Amser da amser, ar c’hras a brezant de-han sonjesono da distreîn ous Doue, mes hen ho fella gant euz ha spont ; hag evit esa da enem disober diout-he ec’h a, an dez voarlerc’h, da glasq he vignonet a debauch : n’ho c’hav qet. Neuse, scouis ha furius enep de-han ec’h unan, a esa mougan ar sonjesono pere hen boureo dre ar pasiono ar muian brutal ; mes sulvu a esa ho mougan, sulvu e teuont d’hen piqat : ouspen, donet e ra en he speret ar sonj deus ar jujamancho ha deus ar poanio a rezerv Doue d’ar pec’her, hag e teu da laret de-han ec’h unan : « Mar deufen da vervel er momet-man e ven collet evit james. » Adaleg ar momet-man, na neus qet pelloc’h tranqilite evit-han : ar remors deus he gonsians, an euz deus an amzer brezant ; ar spont deus an amser da zonet a antre qen don en he speret qen na all na dibrin na repos. O ! pegen malurus ec’h eo ; bean a so eur remed ous he boan : mar qar enem humilian ha covesaat gant eur guir glac’har, e cavo ar peuc’h deus ar gonsians, joausdet ar galon, hag ar pardon deus he grimo. Na man qet hep anaout qement-se, memeus hen desirout a ra, mes he ourgouil na c’houl qet plegan ha doujan e ra ar pes a alfe ar bed laret e voarn’han. Derc’hel e ra da asistan peb sul en ofis ar Verc’hes ; pedin a re Mari, refuj ar bec’herien, da sellet out-han a drue. Er sul ar lard da noz enem laqa en c’hars covision eur beleg en pehini a nefoa laqet he gonfians ; dont a rer da laret dehan penos ar beleg-se na alle qet covesaat er momet-se. En dez voarlerc’h, ar lun ar lard, he vingnonet a debauch enem bresant evit hen pedîn da vonet gant-he d’ar meurs d’an theatr, evit qemer lod ebars en eun danz deus ar brasan disurs, hag evit hen dougen da vont, a leront de-han, penos malarje ec’h e da achuîn, ha penos c’homan oa an divean danz. Na aljont qet hen gonit nag hen cas gant-he ; er c’hontrel, an den ioanq-man a lar de-han ec’h unan : « Arc’hoas e man meurs ar lard : c’hennes a so eun dez pehini am eus, aboe cals a vloavejo, profanet dre an euzusan crimo, hag en reparasion, em eus c’hoant d’hen reîn da Doue dre ar binijen, arc’hoas memeus ec’h în da gomans ma c’hovision. »

Fidel eo d’ar pes a neus laret, rag da diou heur goude creis-dez, oa en qichen eur govision, resolvet mad da c’hortos renq, memeus beteg noz. Goude bean bet unanet gant Doue dre ar govision, e viras gant soing ar gontantamant pehini na nefoa qet bet c’hoas biscoas tanvaad he galon.


PEDEN.


Jesus, hano sacr hag adorabl, dirag pehini a deu da blegan ha da enem izelaat qement a so en env ha voar an douar ; hano oll galloudus pehini a doug gant-han ar c’hras hag ar silvidigez, c’houi a vezo bepret ma c’harante ha ma esperans. Da deuio an hano zantel-man, stag eus an hano dous a Vari, da chom evit biqen scrînvet don em c’halon !



EISVET DEVEZ VOARN’UGENT.


Sancta Maria, Mater Dei.


Santes Mari, Mam da Zoue.


Mari en eur gonseo hag en eur c’henel ar Verb, an eil ferson deus an Dreindet, a neus bet aqisitet eur galite pehini neo bet acordet nemet de-hi hepqen en toez an oll grouadurien. Eun den a fals creden, Nestorius, o vean eseet nac’h ous Mari ar galite burzudus a Vam da Zoue, oa condaonet gant an Ilis ebars ar c’honsil deus a Ephez, er bloa 431. Ouspen ma eo Mam da Zoue, Mari a so Mam dimp oll ; hag an Ilis a doug ec’h hanomp da reîn de-hi an hano a Vam, evel an hini ar muian agreabl evit-hi, hag an hini ar muian dous ha tener evidomp. Mari a so hon Mam, nonpas hepqen a hano, mes en guirione, rag bean e deus evidomp an oll garante, an oll soursi deus eur vam ar goellan, mes en eun degre dreist muzur. Piou ec’h all compren carante eur mam evit eur bugel pehini a deus laqet er bed ? Laret carante eur vam, a so laret ar garante ar muian guirion, ar muian crenv, ar muian padus. Piou ac’h all anaveout an oll aqet, an oll soing, an oll boan, an oll deneridiges deus eur vam evit he bugel ? Ma na all den hoc’h anaveout erfad, piou ec’h allou biqen compren oll garante Mari en hon c’henver. Oh ! ha pa ve, eme sant Ligori, dastumet ha juntet an oll garante deus an oll vamo evit ho bugale, ar garante-ze neus fors pegen bras ac’h eller d’hen sonjal, neo qet da vean tostaat ous teneridiges Mari en qenver eun ine hepqen. Mari, eme sant Bernard, a digor d’an oll he c’halon leun a drue : hon c’haret a ra en despet d’hon fec’hejo, ha pa vemp carget a falagries, ha pa vemp ar brasan torfetourien, he galvîn a ellomp hon Mam, mar meup ar guir santimant da enem disober deus hon goal decho. Sulvu eo bras hon esomo, sulvu e deus true ouzimp, ha sul buanoc’h e teu d’hon sicour ; hag evel ma eo qen bras he gallout evel he c’harante, ac’h ellomp cavet confians da obten, dre he sicour, an oll graso.

Mes mar eo Mari hon Mam, hag hon Mam madelezuz, dre an dever deus hon hanoudeges vad, a dleomp caout evit-hi eur garante guirion ha tener. Ar garante eo ar c’hentan zantimant e sav en calon eur bugel, tridal e ra he galon pa oel he vam, enem doll e ra entre he diou vrec’h ; eno e man he oll blijadur ; enem stardan a ra ous he c’halon, enem difen e ra pa c’hoantaer hen lemel digant-hi.

Eur bugel na c’hortos sicour nemet a beurs he vam ; he fians en-hi a so hep muzur. En he boanio, en he ezomo, en he danjerio, bepret a tro he daoulagat d’he c’haad. Neus fors petra e ra de-han aon, mar gall enem daol entre diou vrec’h he vam, enem gav dirisq ha dizourzi : credi e ra penos na all den noazout de-han pa ve dindan protecsion he vam.

En qualite a vugale, a dleomp, ouspen da Vari, ar respet ar muian bras. Eur vam en he zieges a so henoret deus eun henor partiqulier. Hi a dalc’h plas Doue memeus, en qenver he bugale ; dre-hi, Doue a scuil e voar ar re-man he c’hraso hag he venedicsiono.

Mar desiromp eta bean guir vugale da Vari, beomp evit-hi eur garante dener, eur gonfians hep muzur, hag eur respet ar brasan.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, pajen 423.)


Eur jeneral pehini a nefoa groet an oll brezeillo deus ar revolusion, den a speret ha meurbet habil, a nefoa bet en he vugaleach, a beurs he gerent, eun discadures christen ; mes antreet er servich, er bloa 1793, a teuas en ber amser da vougan pep santimant a relijion, ha da c’heuil an dizurs a rene en toez ar soudardet. En pep ocasion e voapae ar relijion hag an treo ar muian zantel. Aboe eun neubeud a vloavejo e chome en departamant Indr-ha-Loir, en pelec’h oa he vado, pa deuas er bloa 1838, da goean clanv deus eur c’hlenvet a beutrin. Mingnonet pere a nefoa en Paris a digasas dehan medalen ar Verc’hes, ous hen pedîn d’he dougen : en ober a ra evit plijout de-he : he glenvet a oasae bemde. An Arc’h-escop deus a Dour ec’h a alies evit reîn de-han ar zicouriou deus ar relijion, mes bep goech ar c’hlanvour a refus d’hen goelet. He gerent hag he vingnonet a esa ober de-han compren he alio christen, mes inutil eo de-he ; ar jeneral na respont d’ho merco a uir garante nemet dre he goler, he vlasfemo, ha dre he gomjo a disesper. Sulvu ma sante a tostae d’he fin divean, sulvu ec’h antree en fulor, qen ma roas d’he vugale ha d’he servijourien urs da serîn he dor ous qement hini a c’hoantaje coms dehan deus a govizion. Er stad-man oa ar c’hlanvour, pa oe recomandet da bedenno Arc’h-Breuriez ar Verc’hes en Paris. Er sadorn, ar bempet voarn’ugent deus a viz mae er bloa 1839, an otro Desjenett, arog laret an ofern evel mac’h eo he gustum bep sadorn, evit obten, dre intersesion Mari, distro ar bec’herien, a recomandas en particulier da bedenno ar mempro presant, eun den deus ar bed, eur pec’her a bel deus a Baris, pehini oa en he heur divean, ha pehini a nefoa refuset ar sicourio deus ar relijion, mes penos he silvidigez oa c’hoas asuret mar deujen da bedîn evit-han.

Pedîn ha communian a rer en he intansion : er memeus amser, ar jeneral pehini beteg neuse oa en eun transport a fulor hag a disesper, a deu en eun toll da venel cousqet deus eur c’housq a beuc’h. O oelet qement-man, he gerent hag he vingnonet a so estonet. A ben eun heur anter a tifun, hag e oa clevet o pedîn gant eur voez dous ha tener ; pedîn a re evit pep hini deus he vugale, ha goulen a re evit-he benedicsiono an env : pa nefoa achu, he vreur pehini oa bet er brezel gant-han, goude bean discoeet de-han he blijadur o oelet he zantimancho mad, hen angaj da bedîn Doue ive evit-han ec’hunan, rag marteze na nefoa qen nemet tri pe bevar dez da vevan. — Ar jeneral a c’houl bean coveseet ractal hag a c’houlen he berson. Covesaat e ra, discoeîn a ra ar glac’har ar brasan, goulen e ra, dirag an oll, pardon deus ar scandal a nefoa roet dre he disprisans evit ar relijion, reseo a ra ar sacramancho divean gant santimancho a fe hag a devosion. Adaleg neuse, e teu da chanch a gren ; diagent oa impasiant ha transportus, breman eo dous a resignet, qemer e ra he boan hep enem glem, hag he zellet e ra evel eur binijen hag eur bunition meurbet dister evit gallout satisfian evit eur vue carget a bec’hejo. Goude eun neubeut a heurio tremenet ous enem ocupln deus a Zoue, ar jeneral ec’h a d’an env da resco ar ecompans a so o c’hortos ar pec’her a deu da distreîn, en guirione, ous Doue.


PEDEN.


O Mari, Mam da Zoue, c’houi pehini a so ive hon Mam, na dilezet qet ho pugale ! C’houi a c’hanav goueloc’h evidomp pegen bras eo hon miseriou, hon esomo. C’houi e oar da begen lies a danjer ec’h omp bemdez exposet. O Mari, pedet evidomp, hon fians a zo en ho sicour, rag c’houi a so hon Mam.



NAVET DEVEZ VOARN’UGENT.


————


Ora pro nobis, peccatoribus.


Pedet evidomp, pec’herien.


Guir eo ec’h omp pec’herien vras ; mes Mari a so recourans ar bec’herien, ho advocades dirag Doue, hag ho zifen enep ho oll adversourien. Sant Efrem a c’halv Mari esperans ar bec’herien disesperet ; ar pors dirisq evit an hini a ve prest da veuîn ; refuj ha digemer an torfetourien. Dre-hi ec’h ellomp zevel beteg Doue ; hi eo a dor ar chadenno deus ar pec’het ; hi eo a iac’ha ar goulio deus an ine ; hi eo a spouron an droug sperejo, a zer an ifern, hag e ra disqen evoar-n-omp graso hep muzur. Mari, eme sant Bonavantur, pehini a so leun a vadeles, na deus qet a euz deus ar pec’her memeus ar muian abandonet, pell d’hen disprizout, e teu da scuil en he galon an dousan esperans. Evel, eme sant Bernard e teu an eol da zevel voar an dud fall evel voar ar ve vad ; evel-se ive, Mari a silao pedenno an oll, a ro d’an oll merco deus he madelez, hag a asten voar an oll he c’harante hag he frotecsion. Neus fors eta en pesort stad a enem adreset d’ar Vam a vizericord, ha mar deuet da gaout aon, abalamour d’ho pec’hejo, silaouet sant Anselm. : Mar eo bet, eme ar sant man, mar eo bet Mari, savet beteg ar galite huel a Vam da eun Doue, qement-se a so muioc’h evit ar bec’herien, evit en faveur an dud just. — Ia, Mari, e me sant Ian Chrisostom , mar oc’h bet choaset evit bean Mam da Zoue, ze a so bet evit ma teuje ar re pere a dlee bean condaonet dre justis ho Map, da gaout ho zilvidiges ebars en ho misericord hag en ho carante.

Nan, nan, e me sant Hilair, neus fors en pegen bras pec’hejo a ve coeet an den, na veso qet collet mar deu da enem adresin da Vari. — Ho ! e me sant Antonin, pegen lies a setans douget enep d’ar bec’herien, abalamour d’ho c’hrimo, a so bet toret dre visericord Mari ! Piou a alfe anaveout, e me sant Per Damien, pegen lies ac’h eus bet, Mari, dousaat coler ar barner bras ? C’houi pehini ac’h eus entre ho taouarn an tensorio deus a visericord Doue. Piou c’hoas a alfe compren ar brez, an aqet gant pere Mari a deu da sicour eur pec’her pehini a oel goloet a c’houlio, hag exposet da enem goll evit james ? Penos eur vam qen mad, qen tener, a alfe chom bouarez ous he beden !

Ho ! nan, eme sant Bernard, deus ar pec’her memeus ar muian flerius, c’houi, Mari, n’ac’h eus qet a euz ! c’houi n’hen disprizet qet, pa deu da huanadîn d’ho caad, ha pa deu gant glac’har da c’houlen ho sicour. C’houi a asten de-han ho torn carantezus, c’houi hen ten deus an disesper, c’houi a rent de-han an esperans, hag an hini pehini a so dilezet, disprizet gant an oll, c’houi hen stard entre ho diou vrec’h, c’houi hen tom ous ho calon.


————

EXEMPL.


(Levr Arc’h-Breuriez, pajen 458.)


En dez ma oa bet etabliset Arc’h-Breuriez ar Verc’hes evit conversion ar bec’herien ebars ar ger a Vont-Mirail, er sul eisvet deus a viz qerzu, er bloa 1839, eun tad, aflijet deus a gondu direglet he vap, oajet deus a daou vloa voarn’ugent, pehini goude bean bet fur beteg pemzec vloa, a nefoa dilezet ar pratiq deus ar relijion, hag a enem leset da vonet da bep sort disurjo, a deuas d’hen recomandîn d’ar pedenno a vije groet en de-se d’ar Verc’hes. An den ioanq-man pehini na ouie netra deus ar pes a nefoa groet he dad, a eas, pa oa aru an noz, da vale, evel ma oa he gustum, mes gant eur feson hag eur visaj qen trist qen a deuas he dad da vean jenet ha da gaout aon evit-han. Na daleas qet da retorn, hen pehini a dremene pervuan, er mez deus he dy, ar loden vrasan deus ar sulio da noz. En eur antren, ec’h a da gousqet. En dez voarlerc’h he dad, o oelet he dristidiges, hag he droug-neu, a glasq gouzout petra ec’h oarvee de-han : pe oa clanv, petra oa qiriet d’ar stad poanius en pehini en em gave. An den ioanq-man na respont netra hag a dremen an dez hep dibrîn : enem den a ra abred en he gamp.

He dad spontet na oare petra da sonjal voar gement-se oll, pa deu er meurs, beure-mad, he vugel d’hen caad, ha da laret de-han gant eur voez spouronus : « Ma zad, me a so meurbet malurus ; mar anavefec’h ar boan ec’h anduran ; aboe tost da daou dez-so, nam eus gallet na repoz, na qemer netra. Bean ec’h oun evel eun den clanveet. » Neuse ous enem doll entre diou vrec’h he dad, a lar c’hoas de-han, en eur scuil daero : « O ma zad, pegen evurus ec’h oun me bet beteg an oad a bemzec vloa ! Mes aboe seis vloa so, pebeus bue ! Nam eus qet bet a beuc’h aboe disul… Na allan en derc’hel, ret eo d’hin mont da goves. » Mont e ra da gavet person ar barous, pehini a nefoa roet dehan he basq qentan, ha goude bean roet da anavout ar stad en pehini a enem gave, a c’houlenas covesaat : ar beleg, o oelet he speret qen jenet ha qen troublet, hen pedas da c’hortos beteg an dez voarlerc’h ; mes an den ioanq a respontas : « O nan, me ho ped, otro person, coveseet ec’hanoun ractal, na allan qen bevan evel mac’h oun. » Goude he govision, an den ioanq a zistro d’ar ger, hag ebars en eun transport a joausdet, en eur vriata he dad, a lar de-han : « O ! ma zad, pegen evurus ec’h oun breman ! Na zantan qen ar bec’h poner pehini a garge ma c’honsians a remors, a nec’h hag a anqen ! Na enem c’hanavean qen me mac’h-unan ! ia, ma zad, mont e rîn da gavet ma mingnonet, ar mingnonet-se pere, sioaz d’hîn, em eus bet qen lies douget d’an droug, mont a rîn d’ho c’havet, ha mar na allan qet ober de-he c’heuill ma exempl, disclerian a rîn de-he hag e rîn de-he zantout an evurusdet deus pehini a jouisan breman. »


PEDEN.


O Mari, deus a greis hon c’halon, ha gant ar guir anoudeges deus hon esomo, ec’h huanadomp hag a leromp d’ach ; Mari, pedet evidomp, nîn pec’herien, nîn deus pere ar vue beteg vreman a so bet eur chaden, eur ouiaden a disurjo ; ni deus pere ar pec’hejo a so stanqoc’h evit ar bleo deus hon pen ; o Mari, refuj asuret ar bec’herien, pedet, pedet evidomp.




TREGONTECVET DEVEZ.


————


NUNC. — Breman.


>o<


Mar deufemp eur voech da sonjal erfad er stad en pehini ec’h omp voar an douar, hag ebars an danjerio pere a so en dro d’imp ! Mar deufemp da gompren hon sempladurez, hon iselder ! Mar deufemp da anaveout ha da zantout hon ezomo pere a so qen bras, gant pesort prez, gant pesort aqet na deufemp-ni qet da huanadîn voar gaad Mari ha da laret : Santez Mari, Mam da Zoue, pedet, pedet breman evidomp-nîn pec’herien baour ! O Mam dener, beet true ous ho pugale !

Perag ec’h anqoa omp qen ezet ar bec’h deus qen lies a viser pere a boez e voar-n-omp ! Pegen lies a bec’het dre bere ec’h omp enem rentet dleourien da justis Doue ! Pegen lies a ocasion danjerus da bere ec’h omp bet exposet ! Pegen lies a bech stingnet evit hon soupren ! Pegen lies a dentasion pere hon doug d’an droug ! Pegen lies a dech, a voal gustumans, pere a dleomp da derîn !

Ma na mijemp c’hoas da ober brezel nemet dimp hon c’hunan, d’ar gorupsion deus hon c’halon ! Mes penos e n’hon difen a enep an drouc sperejo pere, c’herve an Abostol, c’hanval ous qen lies a leon fuloret, e ra an dro dimp, a impli ho fineseo, ho galloud evit hon soupren, hon divorîn ! Ouspen c’hars ous an droug speret, penos ober ar vad ? Pelec’h e cafomp an ners evit pratiqan ar vertu ? Da biou enem adressîn, nemed da Vari pehini a so hon Mam ? Ha na neo qet da gaad ho Mam a red ar vugale en ho ezomo ? Ha na neo qet digant-hi ec’h ortoont ho sicour ? « O ! e me sant Ligori, mar nije an oll dud carante evit Mari, pehini a so qen carantezus, ha mar dije bepret recours de-hi, er momet deus an dentasion ; piou a deufe biqen da goean ! Ha collet a ve unan hepqen ? Henes a goe hag enem goll, eme ar memeus zant, pehini n’an eus qet recours da Vari. — Pe vefet, eme sant Thomas, goal gaset gant adversour ho silvidigez, groet evel ar lapouset pere, adaleg ma oelen ar sparfal, ec’h a buan da enem guan dindan diou aesqel ho mam : evelse, adaleg ma oelfeet an danjer, eet, c’hastet enem guan dindan diou aesqel, dindan protecsion Mari, rag hi eo ar lec’h a refuj voar gaad pehini a dle bean bepret distro hon daoulagad. » O santout hon miserio, hag oc’h anaveout tenerediges Mari en hon c’henver, leromp de-hi alies, mes mui a galon evit a c’heno : Santez Mari, Mam da Zoue, pedet evidomp breman, breman pac’h omp exposet da gen lies a danjer, ha sujet da gen lies, ha da gen bras ezomo !

EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 7, pajen 59.)


Er bloa 1845, eun tad misioner a brezege ebars en eur barous a Doscan, pa deuas d’hen caad eun itron, pehini a zeblante bean dindan ar bec’h deus ar brasan tristidiges. Ar pes a so qiriet d’he foan, ha d’he c’hanqen eo he breur, pehini goal glanv, na c’houll qet clevet coms a relijion : pedîn e ra an tad misioner da gaad ar vadeles da vonet d’hen goelet, evit esa ober antren en he galon santimancho christen, hag evit laqet urs en he gonsians.

Ar misioner ec’houl aboe pegeit oa clanv ? pesort oad a nefoa ? Hag en oa dimeet ? An itron a respont : « Penos oa clanv aboe pevar miz, penos oa oajet a bemp bloa ha c’hanter-cant : hag hen eo dimeet !… Neo qet sioaz, eme an itron, en eur scuil daero : o ma zad, beet true ous an ine disesperet-man : deut d’hen sicour ; marteze a vo maro aben arc’hoas !.. Mac’h anavefec’h !… Pebeus bue scandalus ! Pebeus corupsion ! Pebeus disurs en he gondu ! Pegen bras blasfemo a losq enep Doue hag ar Verc’hes ! spouronîn e ra ar re a so en dro de-han ! »

Pa nefoa an itron roet da c’hanavout stad ar c’hlanvour, an tad misioner a roas de-hi medalen ar Verc’hes en eur recommandîn he reîn d’he breur, ha penos ec’h aje d’hen goelet hep dale.

Mont e ra, ha pe antre er gamp, a lerer de-han penos ar c’hlanvour a so ebars an disesper ar muian spontus : tostaad e ra d’he voele : he visaj oa euzus, he zaoulagad rufuloret, hag he geuzo goad oll ; rag na baoueze qet d’ho zroc’han gant he dent.

An tad gant douster hen galv dre he hano ; coms e ra de-han deus a vizericord an Otro Doue en qenver ar pec’her, deus ar pes a neus groet Jesus evit hen salvin, hag er memeus amser e presant de-han ar c’hrusifi, hag hen ped da boqat da imaj he Salver pehini a neus deurveet mervel voar ar groas. Neuse ar c’hlanvour a ra eur zel a dreuz ous ar c’hrusifi, hag ar pes a so fourmus da laret, crachat e ra en bisaj Jesus, hen pellaat e ra gant he zorn, en eur laret : « Na c’houlan qet hen goelet, rag collet, daonet ec’h oun. »

Test deus a gement-man, ar misioner a ansav penos na all bean salvet nemet dre eur miracl deus a brotecsion ar Verc’hes ; hen recomandîn e ra da bedenno ar re oa presant, ha pa oe distroet er barous en pehini a roe eur mision, a reas laret evit-han ar beden-man : « Santez Mari consevet hep pec’het, pedet evidomp n’hîn pere e meump recours d’ac’h. »

Tri c’hart heur goude ma oa partiet an tad, ar c’hlanvour gant eur visaj hag eur voez dous ha tranqil a c’houl piou a nefoa laqet medalen ar Verc’hes en he gerhen ? Me, me, a respont he c’hoar. — Neuze hi c’hemer en he zaorn, a sell out-hi gant devosion, ac’h huanad, a scuil daëro, hag a bog, gant teneridiges, da imaj an Hini pehini a so refuj ar bec’herien. En dez voarlerc’h, mintin-mad, e ra gervel eur beleg, a covesa, ec’h oull pardon digant ar re oa prezant deus ar scandal a nefoa roet de-he dre he vue a disurs. Ebars en he deio divean, elec’h ar blasfemo pere a lere qen lies diagent, na vije clevet o pronons nemet comjo a garante evit Doue pehini a nefoa bet qement ofanset ; d’an oll a tisclerie ec’h anoudeges evit ar Verc’hes da behini enem ansave dleour deus ar c’hras burzudus d’hen bean miret deus an ifern. Receo a ra an divean sacramancho, hag e varv en eur lezel, doun en calono an oll, an esperans deus he zilvidiges.


PEDEN.


Refuj ha souten ar bec’herien, pedet evidomp breman, pac’h huanadomp dindan ar bec’h deus hon fec’hejo : breman, pec’h omp qen tentet gant an droug speret : breman pec’h omp exposet da gen lies a danjer : breman en eur gir, pac’h omp voar ar poent da enem goll, pedet, Mari, pedet evidomp.


QENTAN DEVEZ A TREGONT.


————


Et in hora mortis nostrae.


Hag en heur deus hon maro.


Mar zantomp en pad hon bue, hag en pep istant deus hon bue, an esom da vean soutenet ha sicouret gant ar Verc’hes Vari, he frotecsion a deu da vean muioc’h neseser c’hoas en heur deus hon maro ; en heur-ze en pehini ac’h efomp da gomparisan dirag tribunal hon barner, en heur-ze en pehini a vezo aretet hon sort evit an eternite, en heur spontus-ze en pehini adversourien hon silvidigez a gresco ho fulor evit asuretîn ar c’hoi deus hon ineo ; en heur-ze erfin, en pehini na elfomp qen enem sicour. O ! neuse dreist pep tra, a momp esom ma vo Mari a dost dimp, evit hon difen hag evit pedin evidomp.

En heur deus hon maro deus pehini na anaveomp nag an amser nag ar plas, nag ar feson, nîn ho ped, Mari, na deut qet d’hon dilesel ; na bermetet qet a teufe an heur-ze d’hon soupren er stad deus ar pec’het ; asistet ha soutenet ec’hanomp er gombat divean ; groet ma teufomp da vervel entre ho tiou vrec’h, en eur bronons ho c’hano zantel ; an hano-ze qen leun a ners, a gonsolasion, hag a esperans. O ! er momet-se, dreistoll, discoeet ec’h oc’h hon Mam ; bezet evidomp an deneridigez deus eur vam en qenver he bugale en poent ar maro.

Goulenomp eta alies protecsion ha pedenno Mari, evit hon heur divean. « Mar memp, e me zant Anton, Mari evidomp er momet-se, petra a m’omp-nin da doujan ? Piou a vezo enep dimp ? Piou a savo dez ar varn, enep eun ine deus pehini Mari a nefo qemeret an difen ? — Mari, e me sant Jerom, na ninj qet hepqen evit sicour he servijourien en heur deus ho maro, mes c’hoas monet e ra d’ho diarben evit ho reseo, hag ho fresantin dirag tribunal ho barner. — Ouspen, e me eun doctor zantel, Mari a digas an Arc’hæl sant Miqæl hag an æle pere a so en he servij evit reseo an divean huanaden deus ar re pere a so bet, en pad ho bue, enem recomandet da eur Vam qen mad ha qen truezus. »

O maro presius deus eur c’hristen pehini a dremen entre diou vrec’h Mari he Vam ! Eun hevelep maro a so ous hon gortos mar e meump c’hoant. Ia, ha pa vemp hirie c’hoas ebars en abîm deus ar pec’het, Mari na refuso qet dimp he sicour, mar hen goulenomp. N’eo qet hep reson a toug an hano a Refuj ar bec’herien ; ha mar meump, en guirione, an desir, ar volonte da distrein ous Doue, Mari a asteno he dorn dimp, hon sicourou, hon rento en gras, hag a vezo hon difen, hag hon c’honsolasion en hon heur divean.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 7, pajen 54.)


Er bloa 1844, eun den ioanq c’hanvet Felix, deus a escopti Luson, a goe clanv. Felix a aparchante ous qerent meurbet christen, hag a nefoa bet en he ioanqis eun discadures vad, mes evel ma nefoa tremenet eun nebeut mad a vloavejo er jervij, a nefoa dilezet ar pratiq deus ar relijion, hag a nefoa zunet meur a voal gentel hag a fals creden. He berson, oc’h anaveout he glenvet hag he stad, ec’h a alies d’hen goelet evit discoeîn an interest a nefoa evit-han, mes hep coms de-han deus ar govision, rag gout a re na vanqe qet mont re vuan gant-han voar ar poent-se : couscoude o oelet penos ar c’hlenvet a gresqe, ha penos na nefoa qet amser da goll, ec’h a c’hoas d’hen goelet, ha gant douster hen ped da laqet urs en he gonsians dre ar govision. Felix a respont d’he berson : « Penos biqen na govesaje ; penos a ouie petra a nefoa da ober, ha penos, goude tout, na nefoa netra a gement hen jene. »

Ar person a delc’h bepret da vont d’hen goelet, d’hen pedîn, d’hen suplian, mes Felix a chome obstinet hag aheurtet.

O oelet na oa qen esperans nemet en Refuj ar bec’herien, ar person a recomand ar c’hlanvour da bedenno Arc’h-Breuriez ar Verc’hes, hag o clevet penos Felix oa en he heurio divean, a retorn buan d’hen caad ; hen pedin a ra c’hoas da nonpas disprisan ar c’hras a brezant Doue de-han en he visericord, hag evel na re van ebet deus madeles Doue en qenver ar pec’her, a comansas da goms de-han deus ar poanio euzus ha spontus pere a so ous hen gortos. Felix scouis ous hen clevet, a esa sevel hag e lar : « Enem dennet, otro person, ma oelin c’hoas an dez eur voech qent mervel. » Evel disesperet, ar person enem doll voar he daoulin hag a lar, ous enem adressin da Vari : « O c’houi pehini a so refuj ar bec’herien baour, ha lesel a refeet da berisan ha da enem goll ar pec’her-man evit pehini a neus bet pedet qen lies a ine devot : o ! nan, Mam ar goelan. O nan ! ho pugel eo, na vezo qet collet ! petra a deufe an hano-ze dre behini a enem blijet da vean galvet, Refuj ar bec’herien, mar dileset ar pec’her-man goude ma eo bet qen recomandet d’ac’h ? Refuj ar bec’herien, pedet evidomp-nîn, pec’herien, breman hag en heur deus hon maro ! »

Aboan oa de-han bean achuet he beden, ma oa silaoet gant an Hini pehini na ve james pedet en ven. Tostaat e ra da voele ar c’hlanvour ; o pebeus chanchamant ! He zaoulagad a so leun a daero, esa e ra coms, mes stonqet eo. Erfin, he galon a denera hag a digor ; ha neuse en eur hirvoudîn hag en eur voelan a lar : « O ! ia, otro person, ia, c’hoant am eus, ia, a greis ma c’halon, c’hoant am eus da goves. » Ar person a vriata ar bugel prodig, a vesq he daero gant he re hag hen covesa : pa nefoa achu, Felix a lare d’ar re oa prezant, ebars en eun transport a joausdet : « Nan, nan, nan oun qen ar memeus hini. Na neus qet pell e oan dan droug speret, breman ec’h oun da Zoue ! Pegement ec’h oun contant ! Pegement ec’h oun evurus ! Nam eus qen desir nemet da receo ma Doue qent mervel. Mez penos esperout eun hevelep gras, me pehini a so bet qen bras pec’her ! Er memeus momet, o oelet ous troad he voele, unan deus he vreuder pehini, evelt-han, a nefoa dilezet Doue hag ar relijion, ar c’hlanvour a sav hag en eur zerîn he dorn, a lar gant eur voez spontus : « Den impi, ma c’houvefes pegen dous eo distreîn ous Doue ! Pegement e ver evurus pa ve bet disamet ar gonsians ebars calon eur mingnon, eun tad ; a vreman e teufes da chanj a gondu ? » — He vreur a bleg he ben, a rui ha na lavar netra. — Penos, ma breur, eme Felix, ha na lares netra d’hîn deus ma distro ous Doue ? Ha nan out qet contant deus ar pez am eus groet ? Ma nan out qet contant ; oaz eo ze : evidoun-me a so enem roet da Doue a greis ma c’halon, hag enem gav evurus. » He vreur oblijet da goms a dosta d’ar c’hlanvour, hag ous hen briata, e lar de-han : « Ma breur qer, contant, ha contant mad ec’h oun deus ho distro ous Doue. — C’hanta, eme Felix, mar teus c’hoant da gomans da evurusdet, groe evel d’oun, qers da goves, ha chanch ha gondu. »

Goude bean bet enem reconsiliet gant Doue dre sacramant ar binijen, Felix a neus en dez voarlerc’h, ar boneur pehini a desire ; reseo e ra an Otro Doue, goulen e ra pardon deus he vue dremenet, ha crevaat dre an divean sicourio deus ar relijion, e teu da vervel, en eur bosedîn Jesus en he galon, hag ous enem recomandîn da Vari, entre daouarn pehini e laqa he ine.

PEDEN.


O Mari, hon Mam dener, beet en hon c’hichen, en hon heur divean ! Difennet, nerzet ec’hanomp er momet-se deus pehini a tepanto hon eternite : ha pa rentfomp hon divean huanaden, plijet reseo hon ine entre ho taouarn : bet sonj neuze penos ec’h oc’h Refuj ar bec’herien : qemeret hon difen, goneet hon barner, obtenet evidomp eur jujamant a visericord : o Mari, hen ober a refet ; hon esperans a so ennoc’h, hag hon esperans na vo qet tromplet.


EVEL-SE BEZET GROET.



PEDEN SANT BERNARD


d’ar verc’hes.


Bezet sonj, o Guerc’hes Vari, leun a garante ! Bezet sonj penos na neus biscoas den clevet laret a ve bet abandonet an hini pehini neus bet recours d’ho protecsion, galvet ac’hanoc’h d’hen sicour, goulenet hoc’h asistans : leun deus eun hevelep fians, Guerc’hes ar guerc’heset, hag hon Mam, am eus recours d’ac’h, e teuan d’ho caout, hag enem dolan d’ho treid, oc’h irvoudîn dindan ar bec’h poner deus ma fec’hejo ; ho ! Mam Jesus, na dispriset qet ma feden, mes silaouet-hi gand madelez, hag acordet d’hîn ma mennat. — Evel-se bezet groet.

(Hon Tad Santel ar Pap PI IX a neus acordet eun induljans a dri c’hant dez qen lies goej e lerer ar beden-man, hag eun induljans plenier ar miz pa hi lerer eur voej bemdez.)



PEDEN D’AR VERCHES VARI.


Ho ma Mestres ! ho ma Mam ! Me enem offr d’ac’h hag evit reîn d’ac’h eur merq deus ma devosion, e consacran d’ac’h, hîrie ma daoulagat, ma diou scouarn, ma geno, ma c’halon, me oll.

Pa eo guir ec’h oun d’ac’h, ho Mam vad ! Ma miret, ma difennet evel ar pes a aparchant ousac’h, hag a so oll en ho servij.


(Hon Tad Santel ar Pap PI IX a neus acordet eun induljans a gant dez qen lies goej hi lerer, hag eun induljans plenier ar miz pa hi lerer bemdez.)


————


PEDEN VER EN TENTASIONO.


Ho ma Mestres ! ho ma Mam ! bezet sonj ec’h oun dac’h, ma miret, ma difennet evel ar pes a aparchant ousac’h, hag a so oll en ho servij.


(Eun induljans a daou-ugent dez qen lies goej hi lerer.)



PEDEN DA JESUS


GOUDE AR GOMUNION.


>O<


Ho ma Jesus mad ha meurbet dous ! Chetu me aman stouet d’an daoulin dirazoc’h, ho pedîn hag ho supliant e ran gant ar muian ma ellan a devosion, ma plijo genac’h laqat, doun em c’halon, santimancho ardant a fe, a esperans hag a garante, eur guir geun deus ma fec’hejo, hag ar volante ar muian crenv da enem gorijan a n’heze ; qeit a ma consideran en oun mac’h-unan, ha ma contemplan a speret ho pemp gouli, gant eur galon meurbet tenereet ha glac’haret, o oelet dirag ma daoulagat acompliset ar pes a lavare goezal ar profet David : toulet a deus ma daouarn ha ma zreid, ha contet ma oll esqern.


(Hon Tad Santel ar Pap PI VII a neus acordet eun induljans plenier ha delivrans eun ine deus ar purgatoar, evit hi laret dirag eur c’hrusifi, goude bean comuniet.)



PEDEN DA JESUS


EVIT AR RE A SO EN HO FASION.


>O<


Ho ! Jesus, leun a drue hag a garante evit an ineo ! Me ho supli dre basion ho calon meurbet sacr, ha dre anqen ho Mam didach, goalc’het gant ho coad ar bec’herien deus ar bed oll, pere a so breman en ho fasion, hag a dle mervel hirie. Evel-se bezet groet.

V. Calon Jesus, c’houi pehini a so bet en ho pasion, bezet true ous ar re a so o vervel.

R. Evel-se bezet groet.


(Hon Tad Santel ar Pap PI IX a neus acordet eun induljans a gant dez qen lies goej hi lerer, hag eun induljans plenier ar miz, pe hi lerer d’an neubeutan ter goej bemdez.)


————




CANTICO


EVIT


MIZ MARI


ANGELUS.


Voar an ton galleg : Ave, Maria, car voici l’heure sainte.


Angelus Domini nuntiavit Mariæ.


Gant an Dreindet Santel,
Un æl digaset
Dac’h-hu, Guerc’hes fidel,
A neus lararet :

discan. Ave, Maria,
Leun a c’hras, a garante,
Genac’h ’man Doue
Ave, Maria (gratiâ plena, etc.)

Ecce ancilla Domini.
Vel neus de-hi discleriet
Secrejo Doue
Mari neus consantet
De-he oll volante.

Et Verbum caro factum est.
Ar Verb zeu da zisqen,

Prest deus an envo,
Ha Mari n’hom zraouien,
Goncev hon Otro.
 
Ora pro nobis, sancta Dei genitrix.
Deut, ô Mam dener,
Deut d’hon c’honsolîn,
Soulajet ar pec’her,
Dont era d’ho pedîn. ’

Oremus. Gratiam tuam quæsumus.




ANGELUS.


Ton : Eun Arc’hæl


1.

Eun Arc’hæl, a beurs an Otro,
A zisqennas deus an envo
D’anons da Vari ’oa choazet
Evit Mam da Zalver ar bed.

2.

Hag e respontas ar Verc’hes,
Da Zoue, c’houn servijerez,
Da vo groet eta em andret,
Herve mac’h eus d’hîn annoncet.

3.

Neuse e consev eur bugel,
Dre vertu ar Speret-Santel ;
Hag ar Verb enem incarnet,
En toez an dud a neus bevet.


4.

Pedet, Mam zantel da Zoue,
Evidomp oll he vajeste,
Ma vefomp dign deus ar graso
A bromet Jesus hon Otro.




ANGELUS.


Voar an ton : Guerc’hes Vari.


1.

Guerc’hes Vari, c’houi p’hini so
An alc’hoe voar dor an envo,
Stereden an dud voar ar mor,
Mam da Jesus hon Redemptor.

2.

Ar bed oll ac’h eus recouret
O vezan bet Jesus ganet ;
Ganet ec’h eus hon esperans,
Hon c’harante, hon oll fians.

3.

Qent evit ma c’hanjoc’h Jesus,
C’hui oa Guerc’hes caranteus,
Ha goude hen bean ganet
C’houi so Mam ha Guerc’hes bepret.

4.

Goejal e oejoc’h evellen
Zaludet en ho sellulen,
A beurs Doue gant an Arc’hæl
E oa he c’hano Gabriel.


5.

Nîn a offr d’ac’h ar salud-man
Ha na zeut qet d’hen disprizan.
Mes sellet ouzimp a drue,
Ha bet sonj c’homp ho pugale.

6.

Sicouret ar re so coeet,
D’enem zevel deus ho fec’het
Ho custum eo dont da sicour
Ho pugel ous he adversour.

7.

Obtenet d’împ digant Jesus
Ar graso meurbet precius,
Nesesser int en amzer-man
Evit antren en gras gant-hant.

8.

Ha goude bean resevet
Ar pardon a neus prometet,
Bevan er rest deus hon bue
En he doujans, n’he garante.




DIGOR DEUZ A VIZ MARI.


Ton Qelven.


Ni ho salud a galon, mis Maë, mis biniget
Pehini a doug hano hon mam muia caret !
Gant joa ni a redo c’hoas ous treid he aoteriou,
Da gana he madelez, d’offr dei hon fedennou.

…ion mis Mari, nevez etablisset,
… so anavezet en pevar c’horn ar bed :
… a so poaniou, en pep lech ezomou,
…, ’vit pep den, Mari ’neus tensoriou.

Ouspen an induljançou a accord an Ilis
D'ar re gand devocion, Guerc’hes, a ra ho mis,
Graçou all particulier, ac’h ellomp da obten ;
Er mis-ma en em blijet ous ho scuil var hon fen.

Mari a deu d’hon gortos bemde var an aoter,
Digor ac’h eo he divrec’h evit hon digemer,
Gant eul lagad a druez a seblant hon sellet,
Hag a c’hraçou evidomp he daouarn so carget.

Ar pec’her, dre he sicour, en defo he bardon
Hag ar peoc’h a disqenno en goeled he galon ;
D’an den just a raï graçou ha vertuziou neve,
Petre a deui da gaërad he gurunen en êe.

Deut eta gant confianç ous treid ho rouanes,
Cresqet ho tevocion e qever ar Verc’hes,
Ispicial ma vezo santeloc’h ho pue,
Hennez eo ar guir feçon d’ober ervad mis Maë.

An amser-ma mui-ous-mui d’ar pec’het hon douge,
Enep d’împ gant an ifern ar c’hic en em gleve ;
Aboue ma’z ev consacret da Vam Zalver an den,
Mar g-eo brassoc’h ar brezel, brassoc’h eo hon souten.

Me a seblant d’in clevet Satan gant blasfemou
O crial hag o iudal deus a greis ar flammou :
« Mari eta, Mari c’hoas a salvo ar pec’her,
» Dindan he frotection ez a c’hoas d’hen qemer.

» Beza’m oa servijerien d’alc’het em chadenou
» Ha pere a c’hortosen ama ’bars er flammou ;
» Mes eur beden da Vari a galon o d-eus groet
» Hag hi dimeus ma divrec’h a ’neus-he diframet. »

Guerc’hes, distrujet he rên, he c’halloud ’bars er bed,
Bruzunet bepret he ben d’ar serpant miliget :
Bet sonj penos ho Jesus ’neur vervel var ar groas
Dre sant Ian, d’ar gristenien, evit Mam ho roas.

Beza vefomp exposet epad ar vuez-ma ;
O Guerc’hes oll-galloudec, deut d’hon assista,
Ha, pa blijo gant Doue deus ar bed hon gervel,
Etre hon æl-mad ha c’houi a desiromp mervel.




ALIAN E RA MARI AR PEC’HER


DA ZISTREIN OUS DOUE.


Ton : Reviens, pécheur.


Pec’her dallet gant follenteziou ar bed,
Siouas ! aboue qement a vloavezio,
Sonj eo var bord an ifern oud cousqet,
A-uz d’az pen savet falc’h ar maro.

Pegen lies coleret dre ta grimou,
Dorn ta Zoue a ie d’az punissa,
Hag an ifern, gant he dan, he dourmanchou,
Da zigeri souden ’vit da lonqa.

Mari a’n eus distroët taol he goler ;
Mari, ’vidoud bepred mam a druez,

C’hoas evidoud a ’neus goneet amzer,
’Vit ma teujes erfin da chanch buez.

Hanve, pec’her, hanve ta Brotectoures ;
Ia, ’nez Mari, te voa dija collet ;
C’hoas e teu d’az qervel, chelaou ’ta he moez,
Dic’hlac’har, he c’halon a t-eus mantret.

Pec’her, ma map, distro, distro ous Doue ;
Na gavi qet ar peoc’h pell diout-han ;
Lezet e t-eus eun Tad leun a garantez
’Vit serviji an tyrand ar rustan.

Te a goust d’in muioc’h evit ma bue,
Pa’em eus roët evidoud ma Jesus ;
Goad eun Doue a so bet priz ta ine,
Te he ro ’vid eur blijadur mezus.

Ar burzud-se evidoud a rafen c’hoas,
Ma vije red evit ta sauvetad
C’hoas ez affen da wela ous troad ar groas
Ha d’anduri ar memes calonad.

Elec’h respont d’am oll deneridigez,
Na res bemdeiz nemet crimou neve,
Ha resolvet ez oud eta da james
Da zinac’h d’am Mab ha d’în ta ine ?

C’hoas eo digor ma divrec’h ’vit da receo,
C’hoas a so plaç evidoud em c’halon,
Mar goulennes pardon deus ta bec’hejo,
Me obteno evidoud c’hoas pardon.


AR PEC’HER.


disc. Pardon, Mari, ho calon am eus treuzet
Gant ar c’hleve dimeus ma fec’hejou :
Pegen ingrat, pegen coupabl ac’h on bet !
Mes c’houi, Mari, sellet ous ma daërou.

Dirac Jesus goulennet graç evidon
Na bec’hin qen biqen, biqen, Guerc’hes ;
D’ho Mab ha d’ac’h, me en em ro a galon,
D’ho Mab ha d’ac’h me a vo da ames.




M’HO CAR, GUERC’HES.


Ton : Je vous salue, auguste et sainte Reine.


M’ho car, Guerc’hes, hag a zezir ho caret
Evel ma re ma Salver er bed-ma ;
M’ho car, Guerc’hes ! ebars em c’halon bepret
Goude Jesus d’ac’h vo ar plaç qenta.

discan : Mari, ma itron,
           Ma c’harante,
           Renet em c’halon
           Hag en nos hag en de.

M’ho car, Guerc’hes, ha croas ar menez Calvar,
Hoc’h eus glebiet gant c’hoervder ho taërou,
A respont d’în : ar Verc’hes ive ta gar,
Pa ro he Mab evit ta bec’hejou.

M’ho car, Guerc’hes, ha genac’h ez on caret
Pebes bonheur ! pebes tensor d’in-me !

Nag a c’hraçou dre ho taouarn biniget,
D’an neb ho car a zisqen deus an êe !

M’ho car, Guerc’hes ! Lies ous treid hoc’h aoter,
D’ac’h ma c’halon a gontas he boaniou,
C’houi roë d’in nerz ha calon, Mam dener,
Mari, ma Mam, c’houi sec’he ma daërou.

M’ho car, Guerc’hes ; ’vit beza genac’h caret
Deus ar pec’het me viro ma ine ;
Var ho roudou gret d’in-me bepret qerset,
Ma c’hunduet en hend deus ar vue.

M’ho car, Guerc’hes ; ha p’em eus ho carante,
Ne grenin qen ’vit ma silvidiges ;
Deut an ifern d’ober brezel d’am ine ;
Petra raï d’in, c’houi vo ganin, Guerc’hes.

M’ho car, Guerc’hes ! m’hel laro hed ma bue,
A. c’homsou-se eo ma bonheur douça ;
Pa sortio eus ar bed-ma ma ine,
M’ho car Guerc’hes, vo ma c’homs diveza.




SANTES MARI, PEDET EVIDOMP.


PEC’HERIEN, EN HEUR DEUS HON MARO.


Ton : Grâce, grâce, suspens.


Mari, pa dei eun de ar maro cri d’am soupren,
Gant he falc’h didruez p’am discaro souden,
Pa laro an oll d’in : achu eo ta amzer,
Evid eur pec’her paour goneet he varner. bis.


Pa dei ous ma guele ’bars ma momet diveza,
Qerent ha mignouet da bedi’n eur wela ;
Pa lavarin deze : qenavo gant an ælez !
Evit eur pec’her paour pedet, pedet Guerc’hes. bis.

Pa gommanço ma goad da sclaça ’bars ma mempro,
Pa redo var ma zal c’houezen ien ar maro,
Pa vezin var ar poent da guitad oll draou ar bed,
Evit eur pec’her paour pedet, Mari, pedet. bis.

Pa n’allo qen ma zeod, ien, sclacet gant ar maro
Hoc’h invoqi, Mari, na lared ho hano ;
Pa n’allîn qen sevel ous an env ma daoulagad,
Evit eur pec’her paour pedet, Mam douç ha mad. bis.

Pa n’allin qen goalc’hi gant abondanç ma daërou,
Na dre ar binijen effaci ma c’hrimou ;
Pa n’allin hirvoudi na sqei var boul ma c’halon,
Evit eur pec’hev paour, Mari, goulet pardon. bis.

Pa goezo deus ma dorn imaj ma Doue maro,
Pa scuillîn varnezan ma diveza daëro,
O veled he gorf sacr gouliet gant ma fec’het,
Evit eur pec’her paour, pedet, Mari, pedet. bis.

Pa laro ar belec : ine, les’t ho corf mortel,
Et da ved ho Toue, et, et, ine fidel,
En hano d’an Drindet, d’an Tad, d’ar Map, d’ar Speret.
Evit eur pec’her paour pedet, Mari, pedet. bis.

Deut, deut da viniga, pleget a-uz d’am guele,
Ma momet diveza ; qemeret ma ine,
Cunduet-hi d’ho Map, goulennet graç evit hi,
Evit eur pec’her paour intercedet, Mari. bis.

Pedet, Mari, pedet, ha Jesus ho chelaouo,
Jesus accordo d’în da reposi em bro ;
Hag, evurus genac’h, ha dre ho sicour, Guerc’hes
Neuse ar pec’her paour ho meulo da james. bis.




CONSECRATION D’AR VERC’HES.


Ton : Quand l’eau sainte du baptême.


Deut oll, bugale da Vari,
Dirag he aoter hirie,
Deut d’en em gonsacri dezi,
’Vid ar rest deus ho pue.

Ha calon Mari
A rei d’ac’h he zensorio :
Rag an neb he servijo,
Biqen na vo dilezet gant-hi.

Mari, Mam santel,
Ni a ro d’ac’h hon c’halon
Ha, dre ho protection,
Da Jesus ha d’ac’h ni vo fidel.

C’hoas e clasqo an drouc speret
Soupren hon sempladurez ;
Nag a laçou a so stignet
Gant-han var hend ar furnez !

Guerc’hes galloudus,
C’houi a deuio d’hon souten,
C’houi vo hon sclerijen,
Hag hon c’hunduo bete Jesus.

Mari, Mam santel, etc.


E-dro d’imp eur bed scandalus
Na offr nemed disurjou,
Dre-oll he ealan flerius
A c’houez poëson ar viçou.

Guerc’hes biniget,
C’houi eo mam ar burete,
Pellaet deus hon ine
Beteg ar sqeud dimeus ar pec’het.

Mari, Mam santel, etc.
Pell diouzîn, pec’het milliget,
Ta zouçder a so c’houero ;
Neb a danva joaiou ar bed,
Goude a scuillo daëro ;

Mes pegen eurus
Eo an ine a chom pur,
Hag a laq he flijadur
O serviji Mari ha Jesus !

Mari, Mam santel, etc.




MARI A GUNDU D’AN ENV.


Ton : Grâce, grâce, suspens.


Deus, deus, a lar ar bed, d’am joaiou, heuil ma lezen,
Me rei d’id plijadur epad ta oll vue…
Moes eur Verc’hes puroc’h, caëroc’h evid ar rosen
’Neus laret d’in douçic : deus, me gundu d’an êe.


Ha me’m eus respontet : ma choas a so dija gret,
Ar bed so eun trompler, faos eo he oll vadou :
C’houi, Mari, a ro d’imp mui c’hoas ’vit na bromettet ;
C’houi souten ar bed-ma, c’houi gundu d’an envou.

Obtenet d’in, Mari, pardon deus ma fec’hejou,
Goulennet evidon guir garantez Doue,
Accordet d’am ine lod dimeus ho vertuziou ;
Rac hennez eo an hend am c’hunduo d’an êe.

Hen goûd a ret, Guerc’hes, ar vue-ma so poanius,
Gant reson he hanver eun draouien a zaërou ;
C’houi gonsol hon ine, Mari, mam garantezus,
C’houi souten ac’hanomp, c’houi gundu d’an envou.

Hen goûd a ret, ar bed a so eur mor danjerus,
Cals a veachourien goll enni ho bue ;
Oh ! dirijet ma bag ’n eur passaj qen horrerus :
Stereden deus ar mor, ma c’hunduet d’an êe.




AVE, MARIA.


Ton : Dans vos concerts.


    Guerc’hes Vari,
Me ho salud gant guir garante
    Guerc’hes Vari,
Ma bonheur eo hoc’h enori.
C’houi so leun a c’hraç dirac Doue,
C’houi so puroc’h evid an æle
    Guerc’hes Vari.

    Dreist d’ar groage,
C’houi a vezo bepret biniget ;
    Dreist d’ar groage,
C’houi so huellaët en êe.
Doue a so genac’h-hu bepret,
Dre ar bed c’houi a vezo meulet,
    Dreist d’ar groage.

    Ho Map Jesus
A vo ive bepret biniget,
    Ho Map Jesus ;
Frouez deus ho costez glorius,
Hoc’h eus consevet, hoc’h eus ganet
Hep tach nag hep offanç d’ho cuerc’hdet
    Ho Map Jesus.

    Santes Mari,
Hon mam, ha mam ive da Zoue,
    Santes Mari,
Pedet hon Aotrou ’vidomp-ni ;
Pedet evidomp hed hon bue,
Pedet en heur hon maro ive,
    Santes Mari.




PEDEN D’AR VERC’HES.


Ton : Fleuve du Tage.


    Mari, Mam Doue,
    Hag ive hon hini,
    Mam a garante
Ni deu c’hoas d’ho pedi.


Gueled a red hon miser,
Soulajet-hi, Mam dener,
    Ho pet true
Ouzimp ho pugale
    Ho pet true
Ouzimp ho pugale

    En ho madelez
A leqomp hon fizianç,
    C’houi vo da james
Hon douça esperans ;
Na bermettet qet, Mari,
A deufemp qen da bec’hi.
    Ho pet true, etc.

    Hon enebourien,
Satan, ar c’hiq, ar bed,
    D’ho servijerien
A ra brezel bepret.
Penos galloud ho zrec’bi,
Mar hon dilezet, Mari ?
    Ho pet true, etc.

    N’hon deus aon ebet,
Mari, Guerc’hes fidel,
    Mar hon c’hemeret
Dindan ho tiouesqel ;
Petra rai hon enebour,
Pa deufet c’houi d’hon sicour ?
    Ho pet true, etc.

    Eur mor danjerus
Hon d-eus oll da dreuzi,
    Mam garantezus,
Veillet varnomp, Mari ;

Chelaouet ous hon feden,
Ha bezet hon stereden.
    Ho pet true, etc.

    Gret d’imp reposi
En porzou an envo ;
    Cunduet, Mari,
An divroet d’ho bro.
Eno, eno da james
Ni a veulo ho madelez,

    Hep fin neuse
Ni vo ho pugale.
    Hep fin neuse
Ni vo ho pugale.




GALLOUD AR VERC’HES.


Ton : Eun desir bras a meus.


Unissomp hon moejo asambles gant an æle,
Da henorîn Mari a so guir Vam da Zoue.

discan : O Mam dener, biscoas nam eus clevet
                Ve bet pec’her genac’h abandonet.

En dro d’ho aoterio contemplet ho pugale,
Partout ar bed christen o celebrîn ar mis Mae.

Bugale da Eva, chaseet deus an envo,
Sellet ous hon daero, clevet hon huanado.

Evit ar bed antier graso bras ec’h eus cavet,
Dirag Doue an Tad hag ar Speret biniget.

Eil fersen an Dreindet Jesus-Christ guir vap Doue,
Oc’h eus ganet er bed ’bars ar brasan paourante.

C’houi a so eur fleuren, hag a neus bet produe
Ar freuzen a vue, silvidigez an oll bed.

Gant eur glac’har dibar ; ho calon so bet mantret,
Pa varvas voar ar groas vit efacin ar pec’het.

Dre ar gomz divean a neus bet d’ac’h adreset,
En renq ho pugale, oll gant-han ni so laqet.

O mam dous ha tener, chelaouet hon pedenno,
Beteg calon Jesus prezantet-he en envo.

Acordet d’ar re just bepret ho protecsion,
Evit ar bec’herien, goulenet conversion.

Douget oc’h d’an envo triomfant gant an æle,
Ho tron a so plaset en tu deo da Zoue.

A zaouzec stereden curunet gant an Dreindet,
Ha dreist d’an oll æle, c’houi a so breman zavet.

Goude ho Map Jesus, c’houi so hon oll esperans,
Protejet, difennet, ho rouantelez a Frans.

Resevet, o Mari, resevet hon c’hantico,
Ha gret, beteg an env mac’h ei hon meulodio.

En heur deus hon maro, resevet hon ineo,
Hag evel ar min-toucb, hon tennet oll d’an envo.




CARANTE AR VERC’HES.


Ton : Deut oll, deut bugale.


Deut oll, deut pobl christen, deut da henorîn Mari,

Silao reî ho peden, ha na refuso hini.

disc. Mari beset bepret meulet ha gand an oll caret.

Mar desiret graso, aman e man an tensor,
Hag enpad ar miz mae a veso bepret digor.

Gant eun doctor zantel a so d’an oll lavaret
A nep hi invoqo na vezo james collet.

N’eo qet n’em gontantet da vean sacrifiet
He Map voar ar c’halvar da efasin ar pec’het.

Dre pevar c’horn ar bed, en peb bro, en peb amser,
Ac’h eo bet diredet evit sicour ar pec’her.

M’hi goel voar an aoter, leun a c’hras, a garante,
O c’hortos ar pec’her ’vit hen distrein ous Doue.

Pec’herien obstinet ha caledet er viso,
Dre he c’hras so breman sænt bras ebars an Envo.

Mar eo qen favorabl bars an andret ar pec’her,
Petra na vezo qet evit he bugale ger !

Nep em c’har, e mezi, a dra zur, me ben caro
Evurus an hini a silaou ma c’homjo.

0 Mam a esperans, hag ive a garante
Deus a brudans santel ha deus a zonjans Doue.

Evit ma bugale, ma servijourien fidel
Ma c’homjo, ma graso so douzoc’h ’vit ar mel.

Nep a bec’h em enep so miliget gant Doue,
Ha gant eun toll mortel a neus bleset he ine.

Gant ho c’homjo impi ha gant ho goal blasfemo
O deus bet dispriset m’hano, ma breuriezo.


Goude fin hon bue, presantet hon ineo
Da Jesus, hon Doue, ho Map uniq, hon Otro.




PRIVILEJO AR VERC’HES.


Ton : Goûtez, âmes ferventes.


Digor a eo an tensor deus a c’hraso Mari,
Nem disposomp d’ho receo, na refuzo hini.

discan : Evurus ar bobl christen a celebro mis Mae,
Mari obteno deze bepret graso neve, bepret graso neve.

Dimeus a bec’het Adam hi so bet preservet,
Bars en he c’honcepsion hep tach hag hep pec’het.

Pen ar serpant infernal e deus bet bruzunet
Vel eur stereden vrillant eo antreet er bed.

Deus a sqeudo lugernus, he daou zorn so ornet,
Ha deus a c’hraso dibar evidomp so carget.

Evel eur fleurdelizen entre ar spern savet
A lingne ar Rouane, hag ar Batriarchet.

Gant ar Brofetet santel a eo bet anonset
Fleuren a neve amser gant Doue prometet.

An ifern so dizarmet gant he c’humilite
Bras eo hec’h obeisans, hag admirabl he fe.

Dimeus ar c’haëran graso corf hag ine ornet
Da vean Mam da Zoue a eo bet destinet.

Entre an env an douar, ar peuc’h a zo zinet
Anonset gant an æle pa deus Jesus ganet.

Merc’h eo d’an Tad eternel, Mam da vuir Vap Doue
Priet d’ar Speret-Santel, Rouanes d’an æle.

Hadan e ra ar fleurio en calon nep hi c’har
Produîn ra vertuio pere gondu d’ar gloar.

Dindan ho protecsion, Mari, me a laqa,
Ar rest dimeus ma bue, de ma heur divea.




EVURUSDET SERVIJOURIEN MARI.


Ton : Jesus pegen bras e


Mari, pegen bras e
Plijadur an ine,
A vev en gras Doue
Hag en ho carante.

O Guerc’hes biniget,
Mam da Zalver ar bed,
Hon refuj, hon sicour
Enep peb adversour.

Ho moez, Guerc’hes Vari
A drec’h en meulodi
An oll veulodio
Deus ar zænt en Envo.

Ho moez leun a zousder
A so vit ar pec’her
Eur sourcen a vue,
An or dimeus an Ee.

Rouanez an envo,
Roet d’hon ineo
An dousder, ar ferveur,
Alc’hoe ar guir boneur.

Guerc’hes Mam da Jesus,
Hon rentet vertuus :
Pa vo fm d’hon bue
Hon c’honduet d’an Ee.

En goele hon ine,
O mam a garante,
Gravet don ho c’hano
Hon c’harget a c’hraso.

Guerc’hes, patrones Frans,
Hom mam, hon esperans,
Sicour ar gristenien
Deurveet hon difen.


Mari leun a c’hraso,
Conservet en hon bro
Ar peuc’h, an union,
Ar guir relijion.

An andret (N***)
Pere a ra ho miz
Beet trugarezus,
Prinses carantezus.

Dre c’hras ho Map Jesus,
O Guerc’hes glorius,
Ni vezo curunet
Eun dez gant an Dreindet.




AR PEC’HER OUS TREID AR VERC’HES.


Ton : En tal ho croas, leun a anqen.


Eur pec’her c’hoas a so stouet
Ous ho treid, mam a drue ;
Meur eveltan hoc’h eus salvet
He sauveteït ’velte ;
        Mari ! Mari !
Chelaouet ouzîn, me ho ped,
Scouis oun, scouis oun o pec’hi.

Mez am eus deus ma disurjo,
C’hoant am eus da chanch bue,
Piou a doro ar chadenno
Pere a dalc’h ma ine ?
        Mari ! Mari !
Nerz a fell d’in deus an Envo ;
Mæs piou he obtenno d’in ?

Bean’m oa abeurs ma Autro
Eun æl evit ma miret,

Pell diousîn dre ma fec’hejo,
Siouas ! he’m eus distaulet :
        Mari ! Mari !
Ma æl mad a so en canvo,
Na gredan qen he bidi.

Goeac’h all me am eus pedet
Gant fians ma sant Patron,
Meur a c’hraç am eus recevet
Dre nerz he brotecsion.
        Mari ! Mari !
Pell a so he’m eus glac’haret ;
Penos dont c’hoas d’he bidi ?

Jesus en deus scuillet he oad
Evit prenan ma ine ;
Alies moës he garante
E deus galvet he zanvad.
        Mari ! Mari !
El lec’h coeel ous treid ma zad,
E talc’hen d’he offansi.

Gras Doue, tensor ma ine,
Ha me n’oc’h adcavîn qen ?
Joaio, evurusdet an Ee,
N’ho tanvaîn-me biqen ?
        Mari ! Mari !
En ifern gant an droug æle
Ha red a vo d’în lisqui ?

Nan, nan, Guerc’hes, en ho calon
Me am eus fians bepret,
Daoust pegen bras pec’her ma’z oun