Pedervet quevren - Ar pemzecvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 421-427)





AR PEMZECVET CHABISTR.

Eleac’h ma ze confirmet ha sclerreat ar pez a so lavaret diaraoc, dre un exempl pehini a so da veza remerquet.


MÆs evit renta sclerroc’h an oll instruction-mâ, e fell din lacat amâ ur pez excellant eus a Histor Sant Bernard, evel ma em eus-èn cafet rapportet gant ur Scrivagner abil ha fur ; lavaret a ra eta evellen. Peurvuia e c’herru casi gant quement hini a gommanç da servicha Doue, ha n’o deveus quet c’hoaz an experianç eus a brivationou ar c’hraç nac eus ar genchamanchou spirituel, penaus, pa vanq dezo ar goud-se eus an devotion sansibl, hac ar sclerigen agreabl-se pehini o c’houfi d’en em hasta da vont etrese Doue, e collont o alan en un taul-cont, hac e couezont en digourajamant hac en dristidiguez a galon. An dud ententet mad a rent ar ræson-mâ eus a guemen-se, penaus natur an den ne ell quet beza oll affamet hep caout ur satisfaction bennâc pe eus an Eê pe eus an douar : hac ec’his ma teu an eneou da renonç facilamant d’an objedou visibl ha d’ar plijadurezou corporel, pa vezont bet savet aziouto o-unan dre an essa hac an tanva o deveus great eus ar plijadurezou spirituel ; evelse pa vez lammet diganto ar joa spirituel-se dre an disposition a Zoue, oc’h en em gaout ivez a hent-all privet eus a gonsolationou corporel, hac o veza na dint quet c’hoaz acustumet da c’hortos gant patiantet an distro eus ar guir heaul, e seblant dezo penaus ne vezont nac en Eê na var an douar, hac e chomint sebeliet en un nos continuel, en hevelep-fæçon o veza collet ganto bronn o mam evel bugaligou pere a vez dizounet, ma languissont ha ma voelont, ha ma teuont da veza enouus hac importun ispicial dezo o-unan.

Quememâ’ta a erruas en hent eus ar vertuz gant unan hanvet Geffre eus a Perone, pehini a yoa en em lequeat a nevez a yoa da servicha Doue : hemâ o veza deut souden da veza seac’h, privet a gonsolation interieur ha goloet e speret a devaligen, a gommanças da gaout memor eus e vignonet er bed, eus e guerent, hac eus ar binvidiguez hac ar gommodite en devoa nevez dileset ; ar pez a eureu dezàn beza attaquet gant un dentation quer bras, na alle quet miret n’en remerquet diouz ar fæçon anezàn ha ma en anavezas ervat unan eus e vrassa mignonet fidel, pehini en deoue an adres da dostat ha da goms ounti gant douçder, en ur lavaret dezàn e secret. Petra e quememâ, Geffre ? Petra e ma zoc’h-hu deuet da veza quen ambaniet ha quen affliget ha ma tisquezit beza ? Geffre neuse o tenna un huanad a vouelet e galon a respontas, ah ! va breur, emezâ, jamæs em buez ne vezin laouen. Eguile touchet dre ar respont-mâ gant truez ountâ evel ur guir vreur, a yeas neuse souden da gonta quemense oll d’an Tad commun Sant Bernard, pehini o velet an danger a entreas en un Ilis a dost da bidi Doue evintàn ; hac etretant Geffre, pehini ne alle mui gant an dristidiguez a reposas e ben var ur mean hac a gouscas ; mæs da ben un nebeudic amser e sefsont o daou unan eus e oræson gant ar c’hraç obtenet dreizi, hac eguile eus e gousq gant ur visaich quel leal ha quel laouen, ma en em estonas e vignon-quer o velet ur genchamant quer bras ha quer pront, ha na allas quet miret na rebeichas dezàn amiablamant ar pez en devoa respontet dezâ un nebeudic diaguent. Geffre a replicas dezâ neuse ; mar em boa lavaret deoc’h quent penaus ne visen jamæs laouen, e c’hassuràn deoc’h bremâ penaus ne vezin jamæs trist.

Chetu a-se an issu e devoue an dentation, pehini a erruas gant ar personaich devot-mâ ; hoguen remerquit ebars er recit-mâ, Philotee ; 1. Penaus Doue a gustum rei ur gout hac un tanvâ bennâc eus ar gonsolationou hac ar plijadurezou spirituel d’ar re pere a vez o c’hantren en e servich, evit o zenna eus a blijadurezou hac a satisfactionou ar bed, hac evit rei couraich dezo da bourchu ar garantez divin ; evel a ra ur vam, pehini evit tenna e buguel d’ar vronn, a laca mel var ar bec anezi. 2. Penaus an Doue mad-se cousgoude eo a lam ivez aviziou digueneomp, hervez an disposition eus e furnez, al leaz hac ar mel a gonsolationou, evit oc’h hon dizouna erc’hisse, ma tesquimp dibri ar bara seac’h ha cre eus a un devotion ferm exercet hac approuvet dre an degout hac an dentationou. 3. Penaus e sao aviziou tentationou bras meurbet emesq ar sec’hor hac an degout spirituel, hac eo ret neuse beza ferm da drec’hi an dentationou-se ; rac ne dint quet aberz Doue : mæs ret e soufr gant patiantet ar sec’hor hac an degout-se, pa zint ordrenet gant Doue evit hon exerci. 4. Penaus ne dleomp jamæs coll couraich etouez hor poaniou interieur, na lavaret evel ar Geffre mad-se, jamæs ne vizin laouen na joaïus : rac e creis an nos e tleomp gortos ar sclerigen, ha toudememes e creis ar gaerra amser spiriruel a ouffemp da gaout, ne rencomp quet lavaret ; ne vezin jamæs trist nac enouet, non : rac evel a lavar ar Fur, en deiziou eürus ne dleer quet ancounec’hât an deiziou maleürus. Ret e caout esperanç e creis an adversite, ha caout doujanç e creis ar brosperite, hac en eil occasion hac eben e ranquer ato en em humilia. 5. Penaus ez eo ur remed souveren discleria hor poan da ur mignon spirituel bennâc pehini a alle hor soulagi.

Erfin evit conclui an avertissamant-mâ pehini a so quen necesser, e remercàn penaus en degout spirituel- mâ couls hac e peb tra-all en deveus hon Doue mad hac hon adversour pretantionou control ivez ; rac Doue a fell dezâ hor c’hundui dre an degout-se da ur burete vras a galon, da ur renonç antier d’hon interest propr er pez a so evit e servich, ha d’en em zivisca parfetamant eus ac’hanomp hon-unan : mæs an drouc-speret a laca e boan da ober deomp coll couraich, evit ober deomp distrei ouz ar bligeadurezou sansuel ha d’hon renta enouus hac importunus deomp hon-unan ha d’ar re-all, evit ma vezo dicriet ha diffamet an devotion santel. Hoguen mar c’heuliit an avisou pere am eus roet deoc’h, e cresquot cals ho perfection en exerciç pehini a reot etouez ar poaniou interieur-se peveus a re e fell din lavaret deoc’h c’hoaz ar guer-mâ abarz echui.

Aviziou an degout, an enouamant hac ar sec’hor spirituel-se a zeu eus an disposition ma vez ar c’horf, pehini dre an exces o veilla, o labourat hac o yun, en em guef carguet a squizder, a assoupissamant, a bounerder, hac a infirmiteou-all evelse pere, peguement bennâc ma ze diouz ar c’horf eo e tepandont, ne lesont quet na incommodont ar speret, abalamour d’an union vras a so entrezo o daou. Mæs en occasionou-mâ eo ret caout memor ato da ober cals a actou a vertuz gant ar guevren huela eus hor speret hac eus hor volontez ; rac peguement bennâc ma seblante hon ene cousquet oll ha carguet a assoupissamant hac a squizder, cousgoude an actionou eus hor speret ne lesont quet na dint agreabl bras da Zoue. Hac e c’hellomp lavaret en amser-se evel ar Pried Sacr : Cousquet a ràn, mæs ma c’halon a so dihun. Hac evel am eus lavaret diaraoc, mar deus nebeutoc’h a c’houd o labourat er fæçon-se, ez eus cousgoude mui a verit hac a vertuz : hoguen ar remed en occasion-se eo crehât ar c’horf dre voyen ur soulajamant hac ur recreation ligitim bennâc. Evelse Sant Frances a c’hourc’hemenne d’e Religiuset ma visent quer moderet en o zrevel na deusient quet da accabli ar ferveur eus ar speret.

Hac a propos d’an Tad santel-mâ, ur veich e oue attaquet ha poaniet gant ur velancoli a speret quer bras, ne alle quet miret na en disqueze en e gomportamant ; rac mar falle dezâ en em antreteni gant e Religiuset, ne alle quet ; mar pellea diouto, en em gafe gôaz : an abstinanç hac ar mortification a gorf en accable, hac an oræson n’er soulage morse-tout. Daou vloaz e oue evelse, en hevelep-fæçon ma seblante oa toutafæt abandonet gant Doue ; mæs erfin goude beza souffret humblamant an tourmant rust-se, hor Salver a roas adarre dezâ en ur moment ur reposvan eürus a speret. Quememàn a ro da entent penaus ar servicherièn vrassa da Zoue a so sujet d’an degout ha d’ar poaniou speret-se, ha rac-se ne dle quet ar re viana en em estoni mar gu’erru ganto beza exercet evelse.


————