Pedervet quevren - Ar pevare Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 371-375)
Uen important e deoc’h entent ervat an dra-mâ, na rin difficulte ebet d’en env arreri c’hoaz d’e explica e larcoc’h. An den yaouanc peveus a hini e coms Sant
Jerom, ha pehini, o veza lequeat an despet dezàn da c’hourvez var ur guele boug ha dilicat ha staguet eno gant echerpou hac ereou seiz, a yoa sollicitet dre bep-seurt attouchamanchou vil ha cherisset e peb-fæçon gant ur gourtisanen impudic, pehini a yoa lequeat da gousquet gantàn expres evit e c’hounit ha trec’hi ar fermete anezàn ; ha ne de quet guir e tlien santout neuse mouvamanchou estrainch er c’hic ? e santimanchou ha ne dlient-ii quet beza sesiet oll gant ar blijadur, hac e imagination occupet bras gant ar bresanç eus an objedou lubric-se ? ya certenamant : ha cousgoude etouez quement a droublien, etouez ur gaouat tentationou quen terribl, hac etouez quement a blijadurezou lubric pere a yoa endro dezâ, e tisquezas ervat penaus ne doa quet trec’het e galon na ne gonsante morsetout e volontez dezo : rac e speret o velet penaus oa en em revoltet bep-tra en e enep, ha n’en devoa mui mempr ebet eus e gorf en e c’hourc’hemen hac en e zisposition nemet e deaud, en trouc’has gant e zent hac er c’hranchas ouz bisaich an ene vil-se ; pehini a dourmante e ene e-unan dre al lubricite crueloc’h eguet n’o divise gallet jamæs ar vourrevien e ober dre an tourmanchou ; evelse ivez an Tirant o tisfiziout e drec’hi dre ar poaniou, a songeas e drec’hi dre ar plijadurezou-se.
An Histor eus ar gombat e deoue Santes Catel a Sienne en hevelep sujet, a so toutafæt admirabl ; chetu amâ un abrege anezi. An drouc-speret en devoue conge digant Doue da attaqui ar burete eus at Plac’h santel-mâ gant e oll arraich, nemet n’en devoa quet ar bermission da douich outhi : ober a eureu’ta peb-seurt suggestionou impudic d’he c’halon ; hac evit e zenti davantaich e teue gant e gompagnunezou e furm goaset ha merc’het da ober mil seurt actionou vil hac iffam dirac he daoulagat ; oc’h ajouti var guemense comsou ha sollicitationou ar re zisonesta : ha peguement bennâc ma edo an traou-se a ziaveas dezi, cousgoude dre voyen ar guelet hac ar c’hlevet e c’hantreent larg en he c’halon pehini a yoa carguet anezo, evel ma en avoue e-unan, ha ne reste netra ganti nemet ar volontez pur a guement na vise heiget hac excitet gant an tempest-se a vileni hac a blijadurez ar c’hic, ar pez a badas pell bras, quen na voue un deiz ma c’happarissas hor Salver dezi, ha ma lavaras-hi dezàn : peleac’h edoc’h-hu, emezi, va Salver carantezus, pa oa leun va c’halon eus a guement a devaligen hac a lousdoni ? hac e respontas : edon e creis da galon, va merc’h, emezàn ; ha penaus, emezi, e reac’hu ho temeuranç em c’halon-me, eleac’h ma zoa quement a vileni ? ha chom a rit-hu e plaçou quen disonest-se ? hac e lavaras dezi hor Salver : livirit-hu din-me, va merc’h, ar songesonou disonest-se eus ho calon pe laouenidiguez pe dristidiguez a roent-ii dec’hu ? pe blijadur pe zisplijadur ? hac e respontas dezàn, un displijadur hac un dristidiguez ar vrassa, emezi. Hor Salver a replicas, piou oa an hini a lequea an displijadur hac an dristidiguez vras-se en ho calon-hu nemedon-me, pehini a choume cuzet e creis hoc’h ene : credit din-me, va merc’h, ma na visen quet bet present, ar songesonou-se, pere a yoa endro d’ho volontez hep gallout e gounit, o divise-hi trec’het suraoualc’h, hac e visent antreet en-hi, en hevelep-fæçon ma ho pise ii recevet memes gant plijadur volontieramant, hac o divise roet ar maro d’hoc’h ene ; mæs evel ma edon ebarz, e lequean an displijadur hac ar resistanç-se en ho calon, pe dre hini en em vire endra alle ouz an dentation ; hac ec’his ne alle quet quement ha ma falle dezi, e sante mui a-se a zisplijadur hac a gassoni ouz an dentation hac outhi e-unan ; hac evelse ar poaniou-se a yoa ur merit bras hac ur pront bras evidoc’h, hac a roe deoc’h un augmentation vras a nerz hac a vertuz.
Guelet a rit diouz an exemplou-mâ, Philotee, penaus oa goloet a ludu an tan-se a garantez Doue ebarz er galon, hac oa antreet en-hi memes an dentation hac ar blijadur, pere a yoa endro d’ar volontez, pehini hepquen assistet gant he Salver a resiste dre an dristidiguez, dre an displijadur ha dre an detestation hac ar gassoni ouz an droug pehini a yoa proposet dezi, o revusi ato he c’honsantamant d’ar pec’het pehini a yoa endro dezi. O va Doue pebez tristidiguez eo da un ene pehini a gar Doue, pa na oar quet so-quen pe hi a so en e c’hraç pe hi n’ema quet ; ha pa na oar quet pe èn a so mouguet en-hi pe èn na d’e quet an tan divin eus e garanrez pevit hini e combat : mæs hounnez eo ar fleur hac ar bleun fin eus a berfection ar garantez celestiel, da c’houzout e, ober da nep en deveus ar garantez-se soufr ha combati evit ar garantez, hep gousout hac èn en deveus ar garantez p’evit hini ha pe dre hini e soufr hac e combat.