Pedervet quevren - Ar pevarzecvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 412-421)





AR PEVARZECVET CHABISTR.
Var ar sec‘hor hac an degout spirituel en devotion.


OBer a reot eta evel am eus lavaret deoc’h bremâ, va Philotee, pa ho pezo consolationou spirituel ; mæs an amser gaer-se. quen agreabl ne bado quet ato : rac c’hoarvout a rai ma viot aviziou quer privet ha quen dibourve eus ar santimant a zevotion, ma queffot hoc’h ene evel un deserz e ur franchis, evel un douar dibrofit ha dibratic, eleac’h ne deus nac hent na quenod da vont etrese Doue, na dour a c’hraç ebet d’e arrousi, abalamour d’ar sec’hor-se pehini a seblant e renta toutafæt inutil ha dîn da veza dileset. Allas ! peguen dîn eo a gompassion an ene pehini a so er stad-se, ispicial pa vez estrainch ar boan hac an degout-se pe en hini en em guef ; rac neuse ne ra nemet gouela nos-deiz, evel David, endra vez an adversour gant mil dentation o clasq e lacat da zisesperi, oc’h ober goab anezi, o lavaret dezi en e inrerieur : ah ! paourez guez, peleac’h ema da Zoue-de ? pe a hent e c’helli-de e gaout èn ? piou a allo birviquen renta dide ar joa eus e c’hraç santel-èn ?

Petra reot-hu neuse’ta, Philotee ? N’hoc’h eus nemet lacat evez pe a leac’h e c’herru an droug. Peurvuia e vezomp caus hon-unan d’hor sec’hor ha d’hon degout en devotion.

1. Evel ma revus ur vam ar sucr ouz he buguel, pehini a vez sujet d’ar prènvet, evelse Doue a lam digueneomp ar gonsolationou, pa guemeromp enno ur gomplesanç vean bennâc, ha pa vezomp sujet d’ar superbite ha d’an arroganç. Profitabl e din, va Doue, e teuac’h d’am humilia : ya, rac abarz beza humiliet em boa hoc’h offancet. 2. Pa neglijomp tenna profit eus an douçderiou a garantez Doue e pouent hac en amser, e teu d’o fellaat diouzomp e punition eus hon diegui. An Israelit pehini ne zestume quet ar man mintin-mad ne alle mui e zestum, goude ma veze savet an heaul, rac neuse souden e teuze oll.

3. Aviziou e vezomp cousquet en ur guele a gontantamant sansuel hac a gonsolation ar bed, evel ma edo ar Pried hont eus ar C’hanticou. Ar Pried divin eus hon eneou a sco var dor hor c’halon, hon inspira a ra d’en em rei adarre d’hon exerciçou spirituel ; hoguen marc’hata ountàn a reomp, abalamour ma hon eus poan o quitaat an amusamanchou vean-se, hac oc’h en em separi diouz ar gontantamanchou faus-se : ha rac-se e tremen ebiou, hac hon les da loueda en hon diegui, ha goudese pa falvez deomp e glasq, hor bez cals a boan oc’h e gaout : meritout a reomp ervat quemense, pa zomp bet quen infidel ha quen disleal d’e garantez o revusi an exerciç anezi, evit heul an attaich ouz traou ar bed. Ya, eme Zoue, beza ez eus gueneoc’h eta eus ar bleud a Ægipt, n’ho pezo quet ar Man eta eus an Eê. Ar guenan o deveus cas ouz quement seurt c’huez a vez composet dre art, peguer mad bennâc e seblante deomp ar c’huez-se ; hac an douçderiou eus ar Speret-santel ne ellont quet soufr quen nebeut an douçderiou artificius eus ar bed.

[4.] Mar bezit doubl ha diguiset oc’h en em servichout eus a finessaou a speret e Confession hac er gommunicationou spirituel pere ho pez gant ho Tirecteur, an dra-se a den ivez ar sec’hor hac an degout-se d’hoc’h ene : rac pa livirit gaou d’ar Speret-santel e personaich ho Confessour, pe ouz hini e tisquisit ho coustianç, ne d’e quet estrainch mar revus e gonsolationou divin ouzoc’h : ne fell quet deoc’h beza simpl ha meif evel ur buguel, n’ho pezo quet eta an drageen sucr a vez roet d’ar vugale. 5. En em rassasiet ouc’h eus a gontantamanchou ar bed, ne de quet marvail eta ho pe degout evit ar gontantamanchou spiriruel. Doue en deveus carguet a vadou spirituel ar re naonec, eme an Itron Varia, hac ar re binvidic en deveus leset goullo : ar re a so pinvidic eus a plijadurezou ar bed, ne dint quet capabl da receo ar plijadurezou spirituel.

6. Ha chui hoc’h eus conservet mad ar frouez eus ar gonsolationou recevet a ziaguent ? Beza ho pezo c’hoaz eta re a nevez : rac d’an hini en deveus, e vezo roet davantaich, hac an hini n’en deveus quet ar pez so roet dezàn oc’h e veza collet dre e faut, e vezo lamet dtgantâ memes ar pez n’en deveus quet ; da lavaret eo, e vezo privet eus ar graçou, pere a yoa preparet evintàn. Guir eo e teu ar glao da lacat ar plant da veva, pere o deveus un dra bennâc a c’hlasvez, mæs evit ar re n’o deveus qüet, e lam diganto c’hoaz ar vuez pehini n’o deveus quet ; rac o lacat a ra da vreina toutafæt. Dre gals eus an hevelep occasionou-mâ eo e collomp ar gonsolationou a zevotion hac e couezomp er sec’hor hac en degout spirituel. Examinomp eta hor c’houstianç evit guelet ha ni a remerq enomp eus an hevelep deffautou-mâ ; hoguen remerquit, Philotee, penaus ne ranquer quet ober an examen-mâ gant inquietud na gant re a enclasq, mæs goude beza consideret fidelamant hor c’homportamant evit ar sujet-se, mar quefomp enomp ar pez a so caus d’an droug, e tleomp trugarecât Doue d’e veza cafet ; rac anter-remediet vez ouz an droug, pa vez cafet ar pez so caus dezâ. Ma na velit er c’hontrol netra e particulier a guement a gaffac’h a ve bet caus d’ar sec’hor ha d’an degout-se, n’en em amusit quet d’e glasq davantaich ; mæs ganr peb simplicite hep examina mui netra e particulier, grit ar pez ma zan da lavaret deoch.

1. En em humiliit cals dirac Doue, o c’hanaout ho neant hac ho paourentez. Allas, emit-hu, petra oun-me, pa vezàn dileset gueneèn va-unan ! Netra sur, va Doue, nemet un douar seac’h pehini, o veza fouetet ha scarnilet oll, a zisquez ervat an izom e deveus eus ar glao celestiel, hac etretant e teu da veza rentet e poultr ha da veza squignet gant an avel.

2. Pedit Doue, ha goulennit ar joa interieur-se ountâ. Rentit din, emit-hu, va Doue, ar joa-se a silvidiguez. Va Zad Celestiel, mar d’e possibl, distroït ar C’halir-mâ diouzin. Quea diouzin, avel bis, a so quen dibrofit hac a zisec’h va ene ; deut c’hui avel gracius a gonsolationou divin, da c’hueza em jardin, evit ma tui an aaffectinou mad anezi da scuilla ur c’huez dous hac agreabl.

3. Iit da gaout ho Confessour, digorit dezâ ervat ho calon, disquezit dezâ ervat ar secrejou eus hoc’h ene, recevit gant ur simplicite hac un humilite vras an avisou a roï deoc’h ; rac Doue, pehini a gar infinimant an oboissanç, a rent alies profitabl an avisou pere a guemeromp digant hon hentez, ispicial digant Conductoret an eneou, peguement bennâc a hent-all na ve quet a apparanç vras a guemense : evel ma rentas profitabl da Naaman an dour a rivier jourdren, peveus a hini en devoa gourc’hemennet ar Profet Elisee dezàn en em servichout hep apparanç ebet a ræson humen.

4. Hoguen goudese oll ne deus netra quer profitabl pa en em guefomp en hevelep sec’hor hac en hevelep degout, eguet miret na vezzimp re hastet da zesirout beza dilivret a guemense. Ne lavaràn quet na dleomp caout ur souhet simpl da veza dilivret ; mæs lavaret a ràn penaus ne dleomp, quet beza re hastet ha re affectionet da guemense, nemet en em resina antieramant d’an disposition eus ar Brovidanç a Zoue, evit queit ha ma plijo gantâ ma en em servicho ac’hanomp etre ar spern-se hac etouez an desirou-se. Leveromp da Zoue’ta en amser-se : O va Zad Celestiel, mar d’e possibl, grit ma tremeno ar C’halir-mâ diouzin ; mæs ajoutomp ive gant ur gouraich vras : cousgoude ho volontez bezet great ha non pas va hini-me. Hac en em arretomp eno gant muia hac a allimp a repos : rac Doue oc’h hor guelet er resignation santel-se, hor c’honsolo dre gals a c’hraçou hac a faveriou ; evel pa velas Abraham en em resolvet d’en em briva eus e vap Isaac, ma en em gontantas d’e velet indifferant er resignation pur-se oc’h e gonsoli gant ur vision agreabl ha gant benedictionou douç meurbet. E peb-seurt afflictionou’ta quen corporel quen spirituel hac en distractionou pe er brivationou eus an devotion sansibl e tleomp lavaret a greis hor c’halon ha gãt ur soumission ar vrassa. An Autrou Doue en deveus roet din consolationou, hac en deveus-ii lammet adarre ; benniguet ra vezo e Hano sacr ha santel. Rac o perseveri en humilite-se e rento deomp ar faveriou douç en devoa lammet digueneomp, evel ma rentas da Job, pehini a oue constant ha courachus d’en em servichout eus an hevelep comsou eti e oll afflictionou.

5. Finalamant, Philotee, gant hon oll sec’hor, hon oll degout hac hon oll baourentez na gollomp quet a gouraich ; mæs gortoomp gant patiantet ar gonsolationou da zistrei, heuliomp bepret hon trein, na lesomp quet evit quemense exerciç ebet a zevotion, quent-se mar d’e possibl, greomp mui a œuvrou mad ; ha pa na ellomp presanti d’ar Pried quer eus hon ene confituriou gleb, presantomp dezâ da viana confituriou seac’h : rac an eil a dal eguile dezàn, nemet e vezo ar galon, pehini a offr dezâ, en em resolvet antieramant da fallout e garet. Pa vez caer an Nevez-amser, e ra ar guenan mui a vel, ha nebeutoc’h a c’horadur, abalamour ma en em amusont quement ouz an amser gaer da zestum ho fourvision divar ar fleurachou, ma c’hancounec’haont ober o guenan munut ; mæs pa vez rust ha tenval an Nevez-amser, e reont mui a c’horadur ha nebeutoc’h a vel : rac evel na ellont quet sortial da zestum ar mel, en em occupont da beupli ha da vultiplia o raç. Evelse ivez e c’herru alies, Philotee, ma teu an ene, oc’h en em velet en Nevez-amser eus ar gonsolationou spirituel, d’en em amusi quement d’o destum ha d’o suna, ma ra cals nebeutoc’h a œuvrou mad en abondanç eus an douçderiou spirituel-se ; ha ma ra er c’hontrol emesq ar rust amser hac ar sec’hor spirituel sulvui a œuvrou dîn ha ferm, hac a c’horadur interieur eus ar guir vertuziou a batiantet, a humilite, a zisprigeanç anezi e-unan, a resignation hac a renonçamant d’e amour propr, sulvui ma en em vel privet eus ar goud hac eus ar santimanchou agreabl a zevotion.

Un abusion vras eo eta etouez cals, ispicial etouez ar merc’het, cridi penaus ar servich, pehini a rentomp da Zoue hep santout goud na tenerediguez ebet a galon, a ve nebeutoc’h agreabl d’e Vajeste divin ; pa zeo er c’hontrol hon actionou evel ar ros, pere, peguement bennâc ma o deveus mui a c’hras pa vezont fresc, o deveus cousgoude mui a c’huez-mad ha mui a nerz pa vezont seach : rac toudememes peguement bennâc ma vez hon œuvrou agreaploc’h deomp hon-unan pa o greomp gant an denerediguez-se a galon, ma vezont agreaploc’h, a lavaràn, deomp-ni pere ne gonsideromp nemet hor satisfaction hon-unan, cousgoude pa hor bez ii great er sec’hor hac en degout spirituel, o devez ive mui a c’huez-mad ha mui a bris hac a dalvoudeguez dirac Doue. Ya, va Philotee, en amser ar sec’hor e teu hor volontez d’hon douguen da servicha Doue evel parforça ; hac evelse eo ret e ve courachussoc’h ha constantoc’h neuse eguet en amser an deneridiguez. Ne d’e quet un dra vras servicha ur Prins ebarz en douçder eus an amser a beoc’h, hac emesq ar blijadurezou eus e bales ; hoguen e servicha en amser rust eus ar bresel, emesq an droublien hac ar bersecutionou, hennez a so ur guir merq eus a gonstanç hac a fidelite.

Santes Angela eus a Foligni a lavare penaus an oræson an agreapla da Zoue eo an hini a reomp parforça hac a enep hor meno, da lavaret eo, an hini ma en em applicomp d’e ober non pas ma hor be gout ebet enni, na ma hor be inclination ebet dezi, nemet hepquen evit plijout da Zoue, pe da dra hon doug hor volontez evel an despet deomp, oc’h ober effort ha violanç d’ar sec’hor ha d’an degout pe d’ar repugnanç hon eus e quenver an dra-se. Ar memes tra a lavaràn evit peb-seurt œuvrou mad ; rac sulvui a gontroliez hac a boan hon eus pe var hor c’horf pe var hor speret o ober, sul estimetoch ha sul breciussoc’h int dirac Doue. Sul nebeutoch a so eus hon interest particulier o pratica ar vertuziou, sulvui a-se en em zisquez eno ar garantez pur en andret Doue. Ar buguel a boq d’e vam prest aoualc’h pa ro un dra zouç dezàn ; hoguen mar boq dezi goude rei dezàn un dra c’huero, ez e sin en deveus ur garantez vsras outhi.