Pelerinach Breiz (1872)

A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 183-190)



Pelerinach Breiz e 1872.
————

Ar re a ioa en em laket e penn ar pelerinach-ze, e Kemper, o doa kemeret calz a boan evit he reiza. En em glevet oant da genta gant ar re o deus da velet var an hent houarn evit caout eun trein da gas 500 pardoner da nebeuta, 800 da hirra. Hogen kement a hanoiou a zo digaset dezho, ma o deus goulennet ha bet eun trein all kement pe vrasoc’h eget ar c’henta, hag er memes amzer Bannalec ha Landerne a c’houlenne ive peb a drein.

Hogen ar re zo e penn an hent houarn n’o deus ket gallet rei ho goulen d’ar re-ma, dre ma voa dija kement a c’hellent da lacat a dreinou var ar linen. Trizek trein braz evit ar bardonerien epken, ep conta an treinou a ia bemdez. An trein kenta gouscoude diblaset euz a Gemper en deus gallet kemeret eur vanden bardonerien e Rosporden, hag an eil trein, eur vanden all e Bannalec. Da beder heur anter e tlie diblas an trein kenta ; hogen daoust d’ar boan a gemeret evit renca an dud, daoust d’an oll da veza sioul ha didrouz, e voa pemb heur nemet kart pa en deus gallet ar c’henta trein mont en hent. Seitek cant den a ra eur bodad brao a dud, ha pa ve red entent outho oll, kementse a c’houlen eur pennad brao a amzer. Treinou pounner a beder pe pemb wagon varnugent ne c’hellont ket ken nebeut mont dre’n hent ker scanv hag eun trein a bemp pe c’hoec’h wagon epken ; evelse eleac’h beza en Alre da eiz heur, e voa tremen nav heur pa’z oar digouezet e gar Alre, hag ar bardonerien laket eno var diou reng evit mont e prosesion d’ar chapel, a zo digouezet e santez Anna var dro unneg heur.

Comzomp brema euz an devosion o deus diskuezet an oll bardonerien epad an dervez-ze, o vont hag o tont, coulz evel pa edont el leac’h santel. Ar re a ioa e penn ar pelerinach o doa laket moulla, hag a roe da bep pardoner, araok diblas, eur pennad scrit eleac’h moa merket ar pedennou a dliet da lavaret hag ar c’hanticou a dliet da gana, en eur vont hag en eur zont ; merket oa petra a dliet da ober e pep gar, ha zoken lod euz ar pedennou hag euz ar c’hanticou-ze a ioa moullet hed-ha-hed. En eur ziblas a Gemper eo bet canet : Santez Anna, pedit evidomp, teir guech, hag ar beden-ze zo bet canet goudeze couls lavaret bep gar, ha dreist oll pa’z oar en em gavet tost da Alre, a vel da iliz santez Anna. Neuze o vont varzu Rosporden eo bet lavaret ar pedennou dioc’h ar mintin, ha goudeze, e peb gar, goude beza saludet santez Anna e canet eur c’hantik ; cantik santez Anna ; Mari mam a esperans ; cantik sant Joseph ; an Ave Maris stella ; ar Magnificat ; neuze diou pe deir dizenez euz ar chapeled, evit gallout lavaret ar Rozera oll en eur ober an dro ; hag ive chapeled santez Anna, o lavaret var bep greunen ; santez Anna, pedit evidomp. Kementse a reat, ne ket epken e pep wagon, mes zoken e pep combot euz ar wagoniou.

Cana a reat ive bep en amzer ar c’hantig da c’houlen pardon : O va Jesus, setu dêut an amzer, gant ar Parce Domine, evit digas sonch da bep hini ez eant da bardona, da c’hotlen pardon evitho ho unan hag evit ho bro. Hogen ar bardonerien a ziskueze avoalc’h edo ar zantimant-ze doun en ho c’halon, rag er pennadou ma na bedet ha na ganet ket, an darn vuia, eleac’h cozeal a velet o finval ho muzellou, o pidi en ho fart ho unan.

E Rosporden hag e Bannalec e tliet kemeret eun nebeut pardonerien. Hogen ne ket ar re a dlie mont en hent epken eo a ioa deut d’ar gar, an diou barrez a ioa deut couls lavaret a bez da reketi beach vad d’ar bardonerien. Er gariou all ive, dre ma zeat, e cavet aleiz a dud hag a ziskueze deomp ar perz a gemerent en eur vad on devoa da vont da velet patronez Breiz-Izel. Eur beden evidomp ! eur beden evidomp ! a lavarent-hi deomp dre ma tremenemp.

E santez Anna, prosesion Kemper en deus bet an digemer ar c’haera. An Aotrou Guyader, euz a C’hourin, mestr muzisian, a ioa var an hent oc’h hor gortos gant eur vanden muzisianed. Lezet en doa an holl brosesionou all evit dont a ziarben da hini Kemper, hag edont abaoue eiz heur var hent Alre, rak sonjal a rea dezho e vijemp digouezet cals kentoc’h. Evelse prosesion Kemper e divije great he antre e santez Anna evel e triomf panefe ma zeus deut glao pa edo tost d’ar Bourk.

Evel ma zeus calz a aoteriou en iliz nevez santez Anna, ar veleien a ioa eat di var iun o deus gallet lavaret an oferen santel ; gouscoude oa ouspen creis-deis pa zeo echuet an oferennou. Dalc’het ez oa zoken eun oferen da lavaret bete goude ar brezegen, hag an oferen-ze a ioa eun heur da nebeuta pa zeo comanset ; kementse evit ar bardonerien n’o devoa ket gallet caout oferen kentoc’h. E guirionez eno ez oa eun ingroez tud ; ne c’hellet ket mont en iliz evel ma caret, ha goude beza eat en ilis ne c’helle ket an oll guelet peleac’h ez oa eur belek bennag oc’h oferenna. Bez’ez oa eno, ouspen ar bardonerien deut dre an hentchou houarn euz a Gemper, a Roazon, a Naonet hag a Bontivy, trizec prosesion deut euz a drizec parrez a escopti Guened, parreziou ar vartolodet o deus roet tro d’ar pardon-ma, ep conta c’hoaz ar bardonerien deut euz ar parreziou divar dro. Aotrou escop Guened en deus lavaret e tlie beza eno var dro daou ugent mil pardoner, ha clevet em euz e voa bet eno vardro pemp mil gommunion ha tregont en dervez-ze (35,000).

Unneg heur anter e c’helle beza pa zeo eat ar brosesion er meaz euz an iliz evit mont d’ar Scalier Santel, Scala Sancta. Ar scalier-ze a zo chenchet plas dezhi abaoue m’eo savet an iliz nevez. Caset eo eur pennad ac’hano, mes ato dirag an iliz, ha savet e creiz eur pez douar a reat anezhan Park-ar-Spernen, hag ar park-ze, savet moger en dro dezhan, a zo deut brema da veza eun dachen hag a zo frankis ganthi. Eno en em vodas neuze ar bardonerien evit clevet ar brezegen ; hogen daoust d’an dachen da veza frank, ne c’helle nemet eul loden anezho tostaat.

Ar prosesion, evit beza n’e devoa ket pell da vont, a zo bet eur pennad mad o vont euz an ilis d’ar scalier santel, rak bez’e voa da renca en he fenn, ouspen ar vartoloded gant ho zaolen, an oll banielou ha gitoniou deut di euz a n’ous pet leac’h. Varlerc’h e teue ar veleien hag an Eskibien. Bez’e voa Aotrou Arc’hescop Roazon, Aotrou Eskop Naoned, Aotrou Eskop Kemper hag Aotrou Escop Guened. Da lavaret eo oll eskibien Breiz nemet Aotrou Escop Sant Briec, pehini a vije bet ive a dra zur ma vjje bet iac’h.

Ar brezegen zo bet great gant an Aotrou Fournier, Escop Naonet. Aotrou Escop Naonet zo eun den helavar hag eur prezeger distagel ; hogen eno en doa cavet eur bobl tud hag o doa discouarn evit silaou ha calon evit saouri he gomzou. Ne vez ket roet alies d’an den var an douar euz ar momentchou dudius-ze e pere e santer an oll galonou tomet hag entanet gant carantez Doue, o santout an izom da ziskuez dirag an oll ho zantimanchou a feiz hag a relijion. Goude ma en devoa ar prezeger lavaret eur ger bennak divar benn ar pardon ma edot enhan, divarbenn feiz ha devosion ar vretoned, o veza deut d’ho alia da genderc’hel, da c’houlen hag hi a zalc’hche ato mad d’ho feiz, an daouarn a zo savet en ear, hag eur griaden a zo deut euz a galon hag euz a c’hinou an oll : ato ! — Ha kementse daoust petra a oufe da zigouezout ? — ato ! ato ! — Ha kementse brema pa rer eur brezel ker cris d’ar feiz, d’an ilis, d’ar relijion ; brema pa ne d’eo mui eur virionez epken eo a glasker da nac’h evel zo bet great meur a vech, mes ma clasker nac’h an oll guirionezou, ha disc’hrizienna var neat ar feiz euz a douez an oll ? - ato ! ato ! — Ha bourk santez Anna a dregarne gant mouez ar bardonerien. Hag an daelou a zirede puil euz a zaoulagad an oll, rak ne gredan ket e vije eno calon ebet ha ne vije tenereet. Ar vartolodet-ze ken dizaoun var dachen ar vrezel, a velet ar pezennou daelou o tiredet hed ho divoc’h, couls hag an oll bardonerien all.

Biscoaz act a feiz ne voa bet great c’hoecoc’h na solanoc’h. Rag an dra-ma a c’hellomp da henvel eun act a feiz, great a zevri ha ne ket divar beg an teod. Ar c’hri-ze a zave anezhan he unan euz a vouelet ar galon. Breiz-Izel a bez eo a gomze eno dre c’hinou ar bardonerien, rak bez’ez oa eno tud a bep corn anezhi. Mar doa eno eun den difeis bennag, hag e zoa credabl, unan bennak digaset di evit spia ha guelet petra a c’hell da ober christenien vad, bretoned, en em zestumet en eul leac’h santel evit pardona ; an dud difeiz-ze a dle beza scrignet ho dent ; ho zeod avad a vezo chomet ep finval ; n’edo ket ar mare evithan da vont en dro. Guelet o deus, mar greont-hi avechou leou milliget, en denvalijen, en ho assambleou cuz, ar gristenien, pa o deuz eul le da ober, her gra e creiz an deiz, oc’h sclerijen an heol, dirag an oll, ha gouzout a reont e talc’h ar gristenien vad guelloc’h d’ho le evit na reont-hi. An act a feiz-ze, ar vouez-ze euz a bardonerien Breiz, a dle beza savet beteg an Env, hag a dle, ep mar, beza plijet da Zantez Anna o velet he bretoned vad o choaz he chapel evit rei dirag ar bed oll eur merk a feiz euz ar vent-ze.

An nemorant euz a brezegen aotrou Escop Naoned, a zo bet trouc’het gant ar c’hri : ato ! ato ! bevech ma cave ar bardonerien tro d’hen lavaret.

Goude ar brezegen-ze, aotrou Escop Guened en deus kemeret ar gomz evit lavaret ez ea da rei ar venediction en hano ar Pap. Kemeret en deus da destou an oll bardonerien ne voa eno hano ebet euz ar pez a c’halver politik, da lavaret eo, den ne zonje eno da veuli na da vlam gouarnamant ebet. Hag e guirionez ne ket traou evelse eo a ioa e sonch ar bardonerien. Pephini anezho en doa he vennad da c’houlen, hag her goulenne calonek. Da bardona oant eat, ha pardon a c’houlennent en ho hano ho unan, en hano Breiz, en hano ar Frans.

Lavaret en deus goudeze e voa hon Tad Santel unanet gant pardonerien Santez Anna. Evithan da veza prizonier er Vatican, e voa asperet en ho zouez, hag ez eant da gaout he vennoz, gant induljans leun evit ar bardonerien, evel pa vije bet he unan oc’h he rei Neuze e tirollaz an daelou hag ar c’hri : Bevet an Tad Santel ar Pap ! bevet an ilis santel ! bevet ar relijion ! bevet Jesus-Christ ! ar Verc’hez santel ! santez Anna ! Bevet ar feiz, ato ! ato ! bevet ar Frans ! Ne c’hellan ket merca oll kement cri zo bet losket ; re hir e ve va fennad scrit.

Aotrou Escop Guened en deus lavaret c’hoaz en doa scrifet d’an deputeet christen a Vreiz evit rei dezho da c’houzout e tlie beza pardon e Santez Anna d’an 8 a vis kerzu. Respontet o deuz e kemerent oll perz enhan, hag evit hen diskuez o deus digaset eur baniel en ho hano. Dioc’h ma’m eus clevet ar jeneral Sonis hag an Amiral euz a Loriant a ioa eno.

Goude aotrou Escop Guened en deus roet ar venediction abostolig en hano ar Pap. Evelse eo echuet ar penn dervez-ze en devezo great kement a vad da galon an oll bardonerien. Hag evel pa vije falvezet da Zantez Anna na vije amzer vad nemet evit an ofis epken, kerkent ha ma voa echu, e teuas glao, ar pez a viras na c’heljot distrei e prosesion da Alre evel ma voa sonch, ha ma vouet glibiet eun nebeut o tont di hag o c’hortos mont er woagoniou.

Hogen ar pardon a ioa great ep darvout, ep an distera trous na freuz, hag an oll a zistroe d’ar gær leun a laouenidigez. Euz a Alre da Gemper, ar pedennou zo bet great hag ar c’hanticou canet tost da vad evel en eur vont.

En distro, dre gement gar ma tremenemp, e velemp hid a vandennou deut evel evit goulen lod euz ar grasou on doa bet digant patronez Breiz-Izel. E Kemper dreist oll e voat souezet o velet an ingroez tud a ioa en em zestumet var dro ar gar. Lavaret a rajet e voa deut kær oll a ziarben d’ar bardonerien, ne ket evit ho goapaat pe ober hu varnezho, mes gant mall ho guelet, evel pa vijent bet pell amzer er meaz euz ar gear, evel pa o divije prez da glevet gantho hag hi o devoa bet ho mennad digant Santez Anna.

Hogen an dervez-ze a vezo, ep mar, hano anezhan dre Vreiz-Izel, ha bez’e vezo bet ive, a c’hellomp esperout, evit hor bro hag ar Frans oll, eun dervez a c’hras hag a vennoz. Mar teuer da goll ar feiz oc’h henti tud dizoue, ar guel euz ar re o deuz feiz cre a dle ive dihuna ar feiz-ze er c’halonou eleac’h ma zeo toc’hor, ha cridi a ran, mar doa e Santez Anna tud a nebeut a feiz, ar guel euz a gement a bardonerien caloneg, ar guel euz a gement a zo tremenet eno a dlie beza avoalc’h evit ho distrei oc’h Doue, ha digeri ho daoulagad d’ar sclerijen.

————