Ann avel a voa ien, ann douar skornet holl ;
Penn da benn gand ann hent a ia da Rumengol
Eur vroegik paour, enn eur grena,
Pelerinez santel, war he zreid diarc’henn
A ie, hag enn he dorn eur wialennik wenn,
Da di ann Itron Varia.
Arru bet ann aoter : — Deut onn c’hoaz d’ho kwelat
Gwerc’hez, dre m’ho karann, ha dre ma’m euz sonj mad
Pa zeuiz kenta d’ho ti santel ;
Neuze, war va daou-lin teir zro d’ho mur a riz
Leun euz ho karante, gand daerou ho pediz
Ma vijenn mamm heb dale-pell.
Kousket war va c’halon, abenn dek miz goude,
Evoa eur mab bihan, eunn elik da Zoue ;
Evel peb mamm, ge e kanenn ;
Tad-koz e korn ann tan a c’hoarze o selaou ;
Allaz ! petra voa d’in neuze kana soniou ?
Ar vue zo c’houerv da dremenn !
Red eo kaout soudarded, ha warc’hoas hor bugel,
Ma n’en devez soutenn, mar deut d’hen dilézel.
Da vrezellour vo kemeret ;
Ha ni, tud koz mantret, petra raimp er vro ?
Ha ! kouls e vo hada louzaouenn ar maro
Dirag hon dor bepret serret !
Evit va mab em euz gret ar pez a dleienn :
Peillet em euz huel-var, melchon, ha benterc’henn,
D’ann noz, war ribl eunn hent distro ;
Eur walenn sten, er vourc’h, zo d’in benniget mad,
Enn eur feunteun santel eo gwelc’het ann dillad,
Pere warc’hoaz vo war he dro.
Eunn harp a vanke nerzusoc’h ha dousoc’h ;
Va gwalenn wenn em dorn, onn deut beteg enn hoc’h.
N’am euz goulou na kurunen ;
Ni, labourerien paour, n’hon deuz netra ebet ;
Koulskoude e teuomp ; hon anaout a ret ;
Gwerc’hez, c’houi zo mam ar beorien !
C’houi ziwallo va mab, c’houi hoc’h euz hen roet !
Na fell ked d’hec’h e ve didud ha disvroet,
Kaset pell euz ar mene-man ;
Nann, nann, na fell ked d’hec’h e ve ’vel hualet
E mogeriou eur ger e lec’h na gomzer ket
Ar brezoneg evel aman.
Hor bugel a zo d’emp ! Nann ! na gredinn bikenn,
E ve deut heur ar pred ma na ve em c'hichenn,
Euz ann daol ho tibri he damm ;
Her gwelat, evit-omp n’euz ket a vue all !
Laouen d’e ve debret eunn tamm bara segal,
P’hen debr ar mab gant tad ha mamm !
Eunn de, o Mamm Zantel, ho mab heb lavaret,
(Ha se gand eur belek zo bet d’in goarantet)
Da Iliz eur ger vraz a iez.
He glask a rec’h dre holl, he c’hervel gand daerou,
Evit ho tiboania e klaskec’h ar c’helou :
Ema ’n aman ! eet heb enkrez !
O Rouannez ann Ee ! ar gomz-ze a glaskec’h
Enn amzer ho poaniou, d’ar c’houls ha ma ouelec’h,
Grit m’he c’havinn brema-souden.
Leveret d’ho mab ker, pa eo breman Roue,
Penaoz divoer eur mab a zo digand Doue
Brasa anken eur vamm gristen.
Kenavo ’ta, Gwerc’hez, bet em euz va mennad.
Enn eur gana oc’h braz, ha dreist peb tra oc’h mad,
Warzu ar ger en em dennann ;
Sempl e voann o vont tre ; o vont kuit ez onn serz.
N’ai ket kuit… chom a rai ; hogen, daoust d’am nerz,
Hag e krenann, hag e ouelann !
Ann hini ra ar werz zo kristen, zo breiziad,
Hag ar vamm hag ar mab a voar d’anaout-mad.
Heman, e Kerenneur merer,
D’ann noz e harz ar groaz aliez a lavar
E tle ann eurusded en deuz war ann douar,
Holl, da batronez he vamm ger.
|