Pemped Sul goude Pask

Ar. de Kerangal, 1898  (p. 190-196)






AR PEMPVED SUL GOUDE PASK
(Sant Iann, Chab. xvi.)


————


E guirionez hen lavaran d’ehoc’h, eme Jezuz d’he ziskibien : Mar goulennit eunn dra bennag em hano, va Zad hen roio d’ehoc’h. Bete vrema n’oc’h euz goulennet netra em hano. Goulennit hag e resevot ; ha neuze e viot laouen hed a hed. Ann traou-ma am euz diskleriet d’ehoc’h dre barabolennou. Diguezont a ra ar mare ne gomsin mui ouzoc’h dre barabolennou, mes, ma komsin sklear d’ehoc’h divarbenn va Zad. Enn deiz-ze e c’houlennot em hano ; ha ne lavaran ket d’ehoc’h e pedinn va Zad evidoc’h ; rak va Zad he unan ho kar, abalamour moc’h euz va c’haret ha kredet e teuan a Zoue. Deuet oun euz va Zad ha diskennet var ann douar, ha brema e tilezan adarre ann douar hag ez ân daved va Zad. He ziskibien a lavaraz d’ezhan : brema avad e komsit sklear, ha n'eo ket lavariou a zo ganehoc’h. Guelet aoualc’h a reomp ec’h anavezit pep tra, ha n’oc’h euz ezom ebet e ve great goulennou ouzoc’h, abalamour da ze ni a gred oc’h deuet euz a Zoue.


Ar bedenn. — Penaoz pedi.


Er gentel-ma Hor Zalver a zesk d’eomp eo ret pedi hag a lavar d’eomp ive penaoz d’ober evit beza selaouet. Ouz hor c’helenn hirio var gement-ze, ann Iliz a ro eur merk a furnez ; rak, abenn varc’hoaz, dimeurz ha dimerc’her e c’halvo ar gristenien da brosesion ar Rogasionou.

Bez’ euz evel a ouzoc’h daou rumm brosesionou : prosesionou a levenez evit rei gloar ha meuleudi da Zoue pe d’ar zent, ec’hiz a vez great da c’houel ar Zakramant, ha d’ar pardouniou ; prosesionou a gaon hag a binijenn, evel hini sant Mark hag hini ar Rogasionou, evit goulenn trugarez ha bennoz ann Env.

Ar re-ma a deuaz ar c’hiz anezho var-dro ar bloaz 470. D’ar mareou-ze, er C’hreiz-deiz a Frans, e oue kren douar ha reuziou skrijuz ken na varve ann dud gant ho anken hag ho dienez. Sant Mamert, eskob Viên, a zonjaz neuze dastum ar gristenien a gear ha divardro, evit pedi ann Aotrou Doue d’ober outho eur zell a druez. A c’houdevez, ann Iliz a gemeraz ar voazamant d’ober bep bloaz ar memez pedennou evit goulenn ouz Doue pellaat diouz he bugale ar brezell, ar gernez, ar c’hlenvejou, ha skuill he vennoz var frouez ann douar ; hag, o c’houzout ne deu netra da vad nemed dre volontez ann Holl-C’halloudek, pep unan a zirede gant feiz d’ar prosesion.

Evit brema, e meur a barrez, eo mantruz guelet ken nebeut a dud ouz hen darempred. Penaoz, kristenien dievez, ne c’hellomp ket dioueret eunn diou pe deir heur evit mont da bedi Doue ? Kalz labour hon euz d’ober ? Klevomp eta petra lavar sant Paol : Ne dalv ket taoler had na lakaat plant enn douar, ma ne ziskenn varn’ho bennoz ann env ; rak, ne oufent kreski na dougenn frouez ebet. Koll a rit eta ho poan hag hoc’h arc’hant ma ne vez Doue enn tu ganehoc’h ; hag e sonj d’ehoc’h gounit o chom enn ho park eleac’h mont da bedi pa vezit galvet d’en ober ?

Mes, n’eo ket hebken d’ar c’hounideien eo talvoudeg heulia prosesion ar Rogasionou. Bourc’hizien ha tud divar ar meaz, holl e vevomp dioc’h frouez ann douar, ha m’ar be dister ann eost, goude derc’hel bara d’ezhan he-unan, ann tiek en devezo nebeut da zioueret gant ar re all. Koust a rai d’ar pinvidik ; hag ar paour a c’hlaouro gant ann naoun. Eunn dra diskiant ha mezuz eo eta dilezel ar pedennou a vez great epad ann tri devez-ma ; ha pep tiegez a dlefe kas unan bennag bemdez d’ar prosesion. O veza bet lezireg d’ann dever-ze, n’or bezo guir ebet d’en em glemm ouz Doue, ma teu planedenn ha dienez varnomp.

Ouspenn hon alia da bedi, Jezuz en deuz c’hoaz ar vadelez da zeski d’eomp pe c’hiz en em gemeret evit beza selaouet ; n’on euz nemed pedi enn he hano d’ezhan, hag hor bezo digant he Dad, kement a c’houlennimp. Mes, petra eo pedi enn hano Jezuz-Krist ?

Ann dra-ze a zo harpa hor goulenn var he veritou heb muzul, eleac’h fiziout var hor c’homsou brao pe var hor zantelez hon unan ; evel-se a ra ann Iliz a laka bepred hano Hor Zalver enn he fedennou. Pedi enn hano Jezuz-Krist a zo c’hoaz koms ouz ann Aotrou Doue gant eur guir fizianz, hag o reiza hor goulennou dioc’h ar gentel roet ganthan, da lavaret eo, o klask da genta he c’hloar ha mad hon ene, hag ann traou all varlerc’h, ouz ho dioueret a greiz kaloun, ma vent noazuz d’hor silvidigez.

Kalz kristenien ne fell ket d’ezho pedi abalamour, emezho, ne vezont morse selaouet ! Mes, ann dud keiz-ze a zo marteze pec’herien aheurtet ! Penaoz e klevo Doue ho fedenn, ma ne c’houlennont, da genta ha dreist holl, ar c’hras da derri chadenn ar pec’hed ? Mar d’int dibec’h, ar pez a glaskont a zo marteze noazuz d’ezho pe d’ann nesa. Neuze ann Tad karantezuz ne ra van ebet, pe a ro d’ezho eur c’hras all. C’hui ive, daoust ma karit ho krouadur, a ra skouarn vouzar, pa c’hoanta kaout eunn dra bennag a rafe drouk d’ezhan.

Marteze c’hoaz ne bedit ket gant eur feiz beo. Ha ma n’oc’h euz ket a fizianz aoualc’h. c’hui zo evel pa lavarfec’h da Zoue e vank d’ezhan ar c’halloud pe ar volontez d’ober d’ehoc’h hervez ho koulenn ! Souez eo ne vec’h ket selaouet ganthan ?

Mes, lakeomp e ve great ho pedenn ec’hiz m’eo dleet. Pegeit zo abaoue ma pedit ? Jezuz a bromet kement a c’houlennimp enn he hano ; ne lavar ket koulzgoude e vezo roet var ar c’henta ger. Pet guech ne oue ket ret d’ar Gananeen sevel he mouez truezuz abarz ma pareaz he merc’h ? Pegeit e oue santez Monika o pedi hag o vuela araok ma tizroaz Aogustin dioc’h he zizursiou ?

Pedenn. — O va Zalver, grit d’eomp koumpren ervad hag heulia bepred ar gentel-ma evit ma vezo selaouet hor pedennou gant hon Tad euz ann Env. Evel- se-bezet-great.