Pempet quevren - An navet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 447-448)





AN NAVET CHABISTR.
Var ar gonsiderationou pere a so propr evit renouveli hon resolutionou mad.


GOude beza great an examen, ha beza conferet mad gant ur C’honducteur dîn var an deffautou pere ho pezo cafet en ho comportamant, ha var ar moyenou da remedia outo, e quemerrot ar gonsiderationou pere a so amâ varlerc’h, och ober unan bemdez eguis ur veditation, hac oc’h implija enni an amser eus hoc’h oræson, ha quemense ato gant ar memes fæçon evit ar breparation hac an affectionou, peveus a hini ez ouc’h en em servichet er meditationou pere a so er Guevren guenta eus al lêvr-mâ : oc’h en em lacat abarz peb-tra e presanç Doue, hac oc’h implori e c’hraç evit en em founti ervat en e garantez santel hac en e servich.