Pempet quevren - Ar pemzecvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 458-460)






AR PEMZECVET CHABISTR.

Affectionou general var ar gonsiderationou diaraoc, ha conclusion eus an exerciç-mâ.


O Resolutionou quer, c’hui eo ar vezen gaer a vuez en deveus plantet va Doue gant e zorn e creis va c’halon, hac a fell d’am Salver arrousi gant e c’hoad evit e lacat da rei frouez ! Quent ar maro eguet permeti e veac’h displantet gant nep seurt avel. Non, nac ar vanite, nac ar plijadurezou, nac ar binvidiguez, nac an afflictionou ne zuint jamæs a ben da ziframma digueneèn ar resolution am eus da servicha Doue moyenant e c’hraç.

Ya, va Doue, c’hui ê hoc’h eus-hi plantet em c’halon ar resolution-se, hac hoc’h eus conservet en ho pruchet paternel a bep eterite ar vezen gaer-se evit va jardin. Allas, peguement a eneou a so pere ne dint quet bet favoriset er fæçon-se ! ha penaus eta e c’hallen-me biquen en em humilia aoualc’h dindan ho trugarez ? O resolutionou caer ha santel, mar ho conservàn, em c’honservot ivez ; mar bevit em ene, va ene a vevo enoc’h. Bevit eta da jamæs, o resolutionou mad, c’hui pere a so eternel en drugarez eus va Doue ; bezit ha bevit eternelamant em c’halon evit na zuin jamæs d’hoc’h abandoni.

Goude an affectionou-mâ e ret deoc’h choas e particulier ar moyenou requis evit meinteni ar resolutionou mad-se, ha protesti penaus e sell deoc’h en em servichoùt anezo fidelamant. Ar moyenou-se, pere a dleit da choas principalamant, eo beza sourcius da bidi Doue ha da ober oræson alies, da frecanti ar Sacramanchou, da exerci muia ma ellot an œuvrou mad, ha da amanti ho testotou hac ho faziou pere hoc’h eus anavezet en eil poent, d’en em zisober diouz ar goall occasionou, ha da heul an avisou pere a vezo roet deoc’h evit ar sujet-se.

O veza great quemense, evel pa falfe deoc’h quemeret adarre hoc’h alan hac ho nerz, prorestit alies penaus e continuot en ho resolutionou gant sicour Doue, hac ec’his pa ve ho calon, hoc’h ene hac ho volontez gueneoc’h en ho tourn, dediit-hi, consacrit-hi hac immolit-hi da Zoue, o protesti penaus ne c’hemerrot mui, me lavar ho calon pe hoc’h ene, mæs e lessot e dourn e Vajeste divin, evit heuli e pep tra hac e peb leac’h e c’hourc’hemennou. Pedit Doue ma ho nevezo toutafæt, ma roi e venediction d’ar brotestation pehini hoc’h eus renouvelet d’e servicha, ha ma ho rento cre ha ferm enni. Pedit ar Verc’hes, hoc’h Eal-mad , Sant Lois hac ar Sent-all da intercedi evidoc’h.

Iit gant an disposition-se a galon d’en em bresanti ec’hars treid ho Tad spirituel, en em accusit eus ar fautou principal pere ho pezo remerquet da veza grêt abaoue ho Confession general, ha recevit an absolven er memes fæçon ma e recevsoc’h ar veich quenta ; prononcit dirazâ ho protestation ha sinit-hi memes, mar g’ousoc’h scrifa ; hac erfin iit da unissa ho calon nevezet ouz e frincip hac ouz e Salver er Sacramant sacr ha santel eus an Auter.