Penaos trec’hi an demptasion

Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 215-223).
◄   Seitekved kentel Penaos trec’hi an demptasion Diwar-benn sec’hor hag enkrez an ene   ►


Penaos trèc’hi an demptasion


7. — Gwelomp brema petra dleomp da ober evit trèc’hi an temptasionou. E meur a zoare e c’heller beza treac’h d’ezho, eme Tadou ar vues kristen, evelato ar gwella tra a zo eo pedi, rak ar beden, ouc’h-penn ma ’z eo red, a zo c’hoaz an hent êeuna hag easa da drèc’hi pep temptasion. Pa vezomp tempet eta, en em erbedomp oc’h Doue ha lavaromp d’ezhan, gant eur galoun izel ha leun a fisianz : « Aotrou, va Doue, roit nerz d’in, roit d’in nerz dioc’h-tu ! » Ar beden-ze a zo a-walc’h evit lakaat ac’hanomp da drèc’hi, ha pa ve an ifern zo-ken savet holl enn hon enep, rak Doue a zo kalz krevoc’h evit na d-eo an holl zroug-sperejou. Doue a c’hoar e c’hellomp herzel oc’h an temptasionou, rak pa vezomp o vont da gosteza gant an droug, Doue neuze a zo red d’ezhan digas d’e-omp nerz a-walc’h evit beza treac’h, mar goulennomp digant-han diana.

8. — Penaos e c’hellfemp-ni kaout aoun na deufe ket Jezus-Krist da gennerzi ac’hanomp, goude kement en deuz lavaret : « Ha gwasket stard oc’h gant an demptasion, eme an Aotrou-Doue, deuet david-oun ha me ho tenno er meaz a boan ; hag enebourien a zo enn dro d’e-hoc’h, galvit ac’hanoun, emez-han, hag e teuin hag e tennin ac’hanoc’h euz ho daouarn, hag e veuloc’h ac’hanoun goude. » Neuze e c’halvoc’h an Aotrou-Doue da rei skoaz d’e-hoc’h hag an Aotrou-Doue a glevo ac’hanoc’h ; krial a reoc’h war-zu enn-han : « Aotrou, roit nerz d’in buan. Aotrou, roit nerz d’in ! » Hag e lavaro d’e hoc’h : « Setu me o vont, setu emaoun enn eun tu gan-e-hoc’h. » Ha den e-bed en deuz pedet biskoaz an Aotrou-Doue hep na ve bet selaouet he beden ? Ar roue David a anaveze ker mad e vije dre ar beden treac’h d’he enebourien, ma lavare : « Gervel a rin an Aotrou hag e kaso kuit va enebourien diouz-in. » Gouzout er-vad a rea ema atao an Aotrou-Doue e-kever an hini a bed anezhan. Sant Paol ive a lavar ez eo mad an Aotrou-Doue e-kever ar re a bed anezhan.

9. — Mar pedfet atao an Aotrou-Doue pa vezer temptet, ne bec’hfet ket morse, hogen ar gwasa zo, siouaz ! eo ma fell d’an den en em rei d’he c’hwall dèchou ha ma kav gwelloc’h eun dra-bennag a blij d’ezhan eget na d-eo Doue, ar mad dreist pep mad. Setu penaos e pèc’h an den, dre ma fell d’ezhan pèc’hi, rak eun dra hag a anavez an holl : an hini a bed an Aotrou-Doue ne bèc’h ket, e-leac’h e pec’h atao an hini ne bed ket anezhan ; dreist-holl pa vez temptet gant ar c’hik. Salomon ar fur a lavare ne voa ket evit beza gwenn ha glan he ene hep gras Doue ha dre-ze, eme-z-han, e c’halvje Doue d’he gaout, pa vije temptet. Pa vezer temptet gant ar c’hik, pe a-enep ar feiz, arabad eo klask stourm a-benn kaer oc’h an demptasion, hogen, dioc’h-tu ma sao, ez eo red he c’has kuit, o sonjal enn eun dra-bennag all, a ve mad da rei labour d’ar spered, evel ma ve sevel hor c’haloun war-zu Doue hag en em c’hlac’hari diwar-benn hor pec’hejou tremenet. Rak-tal eta ma teu d’e-omp eur zonj fall-bennag ez eo red he c’has er meaz, ha koulz lavaret, prenna an nor out-hi hep choum da zellet petra eo ; red eo, enn eur ger, oher evel a rafet ma kouesfe eur c’hlaouen dan war-n-omp.

10. — Mar e deuz lezet an demptasion he roudou enn hor spered hag enn hor c’haloun, neuze ez eo red goulenn nerz digant an Aotrou-Doue, enn eur lavaret an hanvou santel Jezus ha Mari. An daou hano sakr-se a zo kre-meurbed oc’h an temptasionou. Eur bugel, pa wel eur bleiz, a red dioc’h-tu da guzet etre divreac’h he dad hag he vamm, hag eno n’en deuz aoun e-bed mui. Greomp evel-d-han, eme zant Fransèz a Zal ; dioc’h-tu ma welimp an demptasion o sevel, redomp a-benn-err da gaout Jezus ha Mari, hep choum da zellet na da glask gouzout pe seurt eo. Sant Pakom a glevaz eun dervez an droug-spered o lavaret, lorc’h enn-han, en devoa lakeat eur manac’h a ioa da bèc’hi, dre zelaou re anezhan epad an demptasion, ha dre n’en devoa ket en em erbedet raktal oc’h Doue. Klevet a reaz ive eun droug-spered all o klemm dre ne voa ket bet evit dont a-benn da lakaat eur manac’h all da bèc’hi, petra-bennag ma tempte anezhan gwasa ma c’helle, hag, eme an droug-spered-ze, treac’h e vez d’in atao, o veza ma ped an Aotrou-Doue, dioc’h-tu ma wel ac’hanoun.

11. — Mar kendalc’h an demptasion da badout, arabad eo d’e-omp beza nec’het ha mont droug enn-omp, rak an droug-spered a c’hellfe, dre an hent-se, kaout an dro d’hor lakaat da bèc’hi ; hogen neuze en em lakeomp izel a galoun, etre daouarn an Aotrou-Doue a lez war-n-omp an demptasion ; lavaromp d’ezhan : « Aotrou, va Doue, ar pèc’hejou am beuz great, siouaz ! a zo penn-kaoz d’in da gaout eur seurt temptasion ; me ho ped, roit nerz d’in evit na bèc’hin ket. » Endra bad ar gaouad, na baouezomp ket eta da lavaret : « Jezus ha Mari. » Eun dra vad c’hoaz neuze, zo en em lakaat a-nèvez e stad da c’houzanv pep seurt poaniou, hag ar maro zo-ken, kent eget pèc’hi, hep paouez evelato d’en em erbedi oc’h Doue. Pa vez an demptasion ker kre, ma vez tost d’e-omp beza trec’het, pedomp, pedomp kalounek war hon daoulin dirak ar zakramant, dirak ar grusifi, pe dirak ar Werc’hez ; gouelomp, huanadomp, goulennomp nerz digant an nev. Eur wirionez eo ema an Aotrou-Doue atao e-tal da glèvet ouz hor peden. Evelato, ne d-eo ket evit hon ijin hon unan, digant an Aotrou-Doue a zo douget mad enn hor c’hever eo e tleomp kaout nerz da herzel oc’h an demptasion. An Aotrou-Doue a fell d’ezhan a-wechou e poanfemp hon-unan da veza treac’h, ha pa wel ez omp sempl ha toc’hor, neuze e teu hag e laka ac’hanomp da drec’hi mad hon enebour.

12. — Epad ma vezomp temptet, e tleomp ober aliez sin ar groaz war hon tal ha war hor c’haloun, ha mont ouc’h-penn da gaout an tad kovesour. Sant Filip Neri a lavare : « Eun demptasion, pa vez anavezet, a zo hanter drèc’het. » An darn vuia euz ar veleien a gred pa vez bet reizet mad hed ar weach buez ar gristenien, pa vezont nèc’het diwar-benn gouzout pe hi o deuz pèc’het, pe n’o deuz ket, enn eun demptasion-bennag, ar gristenien-ze a dle kredi neuze n’o deuz ket kollet gras Doue, rak, eme-z-ho,ne c’hell ket eun ene zo bet douget d’ar mad hed ar weach, dont enn eun taol da drei d’an droug, heb anaout en deuz pèc’het e gwirionez. Ar pèc’hed marvel a zo eun dra ken heuzuz ne d-eo ket evit mont enn ene en deuz bet kasouni out-han epad keid-all a amzer, hep na vez gwezet er-vad gant an den. Santez Thereza a lavare : « Den e-bed n’en em goll hep gouzout d’ezhan, ha den e-bed ne fazi ha ne bèc’h hep na fell d’ezhan. »

13. — Ar re a zo kizidik ho c’houstianz ha kre ho feiz, hag evelato a zo enn aoun hag e nec’h gant an temptasionou o deuz a-berz ar c’hik pe a-eneb ar feiz, ar re-ze a zo mad e ve miret out-ho gant ho zad-kovesour na lavarfent ger diwar-benn ho zemptasionou, rak an eneou-ze o tiskenn enn ho c’houstianz hag oc’h evesaat piz oc’h ar pez o deuz great, a c’hellfe, dre gement-se, beza douget da greski ho nec’h hag ho enkrez ha, dre-ze, o defe muioc’h da ziouall out-ho ho-unan. A-walc’h eo eta d’an tad-kovesour gouzout er-vad n’o deuz ket an eneou-ze selaouet aliou an droug-spered, evit lakaat anezho da zenti out-han ha da choum hep komz euz ho zemptasionou. Evel-se a reaz santez Janned a Gantal. Temptasionou braz hag a-leiz anezho e devoa bet epad meur a vloaz, hep gouzout e devoa pèc’het, hag hep biskoaz diskuilla anezho d’he zad-kovesour, hervez ar gelen e devoa bet digant-han. Ar zantez-ze a lavare : n’em beuz morse anavezet er-vad em be selaouet temptasion e-bed, evit diskouez e doa evel aoun diwar ho fenn hag e voa ive e peoc’h, pa voa bet miret out-hi gant he zad-kovesour na gomzche ket anezho d’ezhan. Mad eo e kement-se komz anezho, ha pep kristen a dle da genta lavaret d’he dad-kovesour an temptasionou en deuz bet, nemet miret e ve out-han goude-ze.

14. — Ar gwella tra hag ar pez zo red zo-ken evit trèc’hi an demptasion, eo, me her lavar c’hoaz, kenderc’hel da bedi endra bad, hag epad ma c’hwask war-n-omp. Lakaat a ra aliez an Aotrou-Doue ne vezimp treac’h, nemet goude ar genta, an eil, an drede, pe ar bederved peden, evit na baouezimp da bedi anezhan e pep mare. Bez’ e tleomp gouzout er-vad ema hor mad er beden ; e teuomp dre ar beden da drei oc’h Doue ha Doue ouz-omp, e vezimp dre-z-hi treac’h d’an demptasion, e vezimp karet gant Doue, e vezo ouc’h-penn santel hon ene hag e kendalc’himp er zantèlez bete mervel, bete ma vezimp salvet ; o c’houzout kement-se e tleomp pedi atao, pedi stard ha kalounek.

15. — Arabad e ve den souezet o klevet lavaret ken aliez pedi, o klèvet ez eo ker mad ar beden hag ez eo eun dra hag a zo red ouc’h-penn. An droug-spered a zo noz-deiz enn dro d’e-omp o klask lakaat ac’hanomp da goueza, hogen dre n’omp ket evit herzel out-han hep gras Doue gan-e-omp, ez eo red e kemerfemp armou Doue, evel a reaz an abostol sant Paol. Ha petra eo an armou-ze, nemet ar pedennou karantezuz ha kalounek ; gant-ho ha drez-ho hep-ken e teuomp a-benn da ziskar hon enebour. Doue he-unan, er skritur sakr, euz an eil penn d’egile, a zesk d’e-omp pegement or beuz izomm euz ar beden. « Galvit ac’hanoun, eme-z-han, ha me he tenno a boan ; kriit war-zu enn-oun, ha me a glèvo ho peden. Red eo pedi atao, pedi heb ehana. Goulennit hag e vezo roet d’e-hoc’h. Taolit evez ha pedit, pedit hep paouez. » Hervez a lennomp hag a welomp eta, ne c’houfe kristen e-bed pedi re na re aliez.

16. — Ar veleien er gador-brezek hag e kador ar binijen, koulz hag ar re anezho a ra levriou santel, a dle dreist-holl kelenn ar gristenien da bedi. Ar beden a zo boed an ene hag hep-d-hi ne d-eo evit beva euz a vuez ar c’hras. Prezeg, kommunia, kaout poan, rei an aluzen a zo traou mad holl, pa vezont great evit Doue, den e-bed n’her nac’hfe ; evelato n’int ket holl evit miret ouz-omp da goueza gant an demptasion, ma ne c’halvomp ket an Aotrou-Doue dre ar beden. Pedomp eta mar fell d’e-omp en em zavetei, pedomp pa vezomp temptet, goulennomp oc’h hor Zalver ma plijo gant-han rei d’e-omp nerz da drèc’hi an droug-spered, ma plijo gant-han hor c’henderc’hel enn he c’hras ha ma pedimp anezhan bete mervel. Galvomp ive ar Werc’hez-Vari enn hor pedennou ; dre-z-hi e tiskenn grasou Doue war ar bed, ha sant Bernard a lavar ; heb aoun e fell da Zoue e teufe he c’hrasou d’an holl dre zaouarn he Vamm zantel, ar Werc’hez-Vari.


Peden a Garantez


Jezus, va Zalver ha va Doue, fisianz am beuz e vezo taolet diwar-n-oun va fec’hejou dre ho trugarez hag ho madelez, hag ez in gan-e-hoc’h d’an nev d’ho trugarekaat ha d’ho karet da-viken. Anaout a ran er-vad em beuz pec’het, ha pec’het aliez, o veza n’am beuz ket goulennet a-walc’h ouz-hoc’h ar c’hras da genderc’hel er mad. Brema, o va Doue, e c’houlennan ar c’hras-se, n’am list ket da bellaat diouz-hoc’h morse, dreist-holl pa vezin temptet, rak neuze eo em bezo muioc’h izomm ac’hanoc’h. Gwerc’hez-Vari, va rouanez ha va mamm, ho pedi a ran, dre ar garantez vraz o peuz bet ouz ho Map, grit d’in ar c’hras m’en em erbedin atao oc’h Jezus hag ouz-hoc’h-hu bete mervel.