Penherès Kernenon
Selaouet hol hac a clewfet
Eur son ’zo newez gomposet ;
Eur sonic newez gomposet,
Da zaou den iaouanc ez eo gret.
An aotrou Rozar a c’houlenne
Dirizon la rie !
En Kernenon pa ’z arrue :
Dirizon la rière lon la dirizon !
— Demad ha joa bars an ti-ma,
Ar bennherès pelec’h ema ?
— Ema duze en bord ar ster
O titiran he lienn sclezr.
— Pennherezic d’in-me laret
Pelec’h eo et ho tomestiked ?
— Et int d’gass ann oc’henn d’ann dour,
Aotro Rozar, et d’ho zicour.
— N’eo ket ewit douran oc’hon
On deut hirio da Gernenon ;
Nemed ewit ober al lez,
Mar oc’h-c’hui contant, pennheres.
— Aotro Rozar, d’in-me laret
War ho troad oc’h deut d’am gwelet ?
N’eus ket a gezec en ti ho tad,
P’oc’h deut d’am gwelet war ho troad ?
— Pennherezic, goapad a ret,
En ti ma zad-me so kezec :
Me am eus eun incane gwenn
Hac eur brid arc’hant en he benn,
Alaouret cornio he diou lez,
’So mad d’ho tougenn, Pennheres.
— N’eo ket war eun incane gwenn
’Ven-me douget d’ann oferenn,
’N eur c’harreos alaouret hec’h an,
Peder rod arc’hant dindan-han.
— Pennherezic, glorusès oc’h,
Comz a ra ann dut ac’hanoc’h ;
— Penaos comzfer ac’hanon-me
Perc’henn pemp mill scoed a leuve ?
— Pennherezic, d’in-me laret,
Pe seurt leuve eo a douchet ?
— Eur boezell gwiniz, mil ha seiz,
A douch ma zad a Venez-Breiz,
Hac eur maout bemdez a Leon
Ha na eus buguel nemed-on ;
Na eus pennheres er vro-me
A varcho eur paz araoc-on-me ;
Nemed hinin ar Gerdadraou,
Mar gra eur paz, na raï ket daou ;
Ha mar march daou, na reï ket tri,
Rac me varcho kerkent hac hi ;
Ha ma march tri, na reï ket pewar,
Rac carget eo d’ez-hi ho faner ;
Carget eo d’ez-hi he faner
Control da hinin eur merser :
Ar merser a zoug war he chouc,
Ar bennheres a zoug araoc.
Eur païsant diwar er meas
A neus sammet [1] ar bennheres.
Canet gant Mie Ale An Noan-Duault.
- ↑ Var : tromplet.