Penoz eman ann traou

L’Écho de Morlaix, 1874



D’ann dud diwar ar meaz.
PENOZ EMAN ANN TRAOU.
————

Komzet hon eûs d’heoc’h c’hoaz un tammig euz ann elektionou, hag euz ann Deputeed, hag e teuomp a-nevez war gement-se, drema ’z eo un dra a dalvoudèges vraz, hag iwe dre ma dleet holl em derc’hel en doare evit ann deiz pehini n’eman ket pell, marteze, ma vefet galvet da dibab Deputeed newez.

Goude ann traou a zo tremenet en Paris hag en Versailles epad ar sizun diveza, ha goude ar pez a zo tremenet en Kambr ann Deputeed dilun diveza, pemzek euz a viz Evenn, hec’h aller beza en gortoz da velet ar Gambr torret hep-dale, hag ann Deputeed a zo breman en Versailles kaset d’ar gêr, ewit reï ho lec’h da re-all, dre na emaint ken, peurvain, a-unan gant ar vro, pehini e defoa ho c’haset du-hont ewit komz ewit-hi hag ober pep-tra ewit he mad, hag herve ma oa he c’hoant.

Mad eo, a gredan, disklêria d’heoc’h aman, en bêr gomziou, penoz eman doare pep-tra, ha dreist-holl petra a zo bet c’hoarveet dilun diveza.

Goûd a ret penoz, siouas ! hon Deputeed a zo pell da veza holl a-unan er Gambr, hag a zo eno kalz a lodennou, pe partiou evel ma lavarer en gallek, a-eneb ann eil da egile, ha na hallont ket em glewet war ann traou euz ar muia a dalvoudèges, hag evel-se na eûs ket ur vajorite vraz a-walc’h en tu a-bed, da lavaret eo ur bagad Deputeed braz a-walc’h ha krenv a-walc’h ewit gourc’hemenni ha rena pep-tra, ha gallout lavaret, hep gaou, penoz eman ann darn vuia euz ar vro euz ho zu. Ar majorite, da lavaret eo ann darn brasa euz ar moueziou, a ve peurvuia ken bihan, hag a ve kenlies tu-man tu-hont, ma na haller beza stard ha sur euz a netra, ha kement-se a zo fall, dreist-holl en traou a gen braz talvoudèges.

Goûd a ret ive en pez amzer fall a oe dibabet ann Deputeed a zo breman er Gamb. Ur brezel spoutus a defoa hon gwasket ha diskaret hep truez : goloët ez oamp a bep-seurt gouliou ha sammet a dle ; ouspenn, paotred ar Gommun, gwasoc’h eget loened gouez, ho defoa skuillet dre-holl ar glac’har hag ar spont. Kalz a lavare zoken ez oa grêt a ouzimp ewit bikenn. En doare-se e c’hoarveas evel ma oa rèd : da lavaret eo hen defoa aoun ha spont pep-hini, hag a oe hanvet neuze kalz a Deputeed pere a ioulle distreï d’ann amzer goz, hag a lavare d’ann dud, d’ann dud diwar ar meaz dreist-holl, penoz indan ur Roue, evel gwez-all, a vewjemp en peoc’h, pinvidik hag eürus, hag, en ur gir, a vije peptra ’wit ar gwella. An den spontig hag an hini a ve klanv, a gred hep poan ar re a gomz d’ezhe d’ho lakaad iac’h ha divorc’hed. Evel-se a oe dibabet d’ar c’houlz-ze kalz a Deputeed pere na vefent ket dibabet hirie, kredet mad, ha pere e c’haller lavaret anezhe ez int Deputeed ann aoun hag ar spont.

Met pep-tra a deuas da veza gwelloc’h, dre ioul vad ha kalon ar vro, hag iwe ann Aotrou Thiers (ha bennoz Doue war-n-han !) Ar Prusianed milliget a eas-kuit, ha gant-hê hon arc’hant, evel laëron ; kement ho defoa diskaret, dismantret, entanet, gant ho breudeur, diaoulienn ar Gommun, a oe savet a-newez, hag ar peoc’h a zistroas, hag ann aoun hag ar spont hec’h eas kuit, ha pephini a oa eürus o welet penoz na oamp ket kollet holl. Neuze a oe sellet piz euz oberou ha digaresiou ann Deputeed a oa bet hanvet ewit hon salwi euz ar Prusianed ha paea hon dleou, ha pere goude beza grêt al labour-se, a dlee distreï d’ar gêr, ewit ma vije dibabet en ho lec’h Deputeed all, met, ann dro-man, gant liberte, hep aoun na spont. Ann Deputeed newez-se a dlee beza, en gwirionez, hervez ezommou ha c’hoant ar vro, ha laret ewidomp holl en pe stad hon boa c’hoant da vewa, pe en Republik, pe indan ur Roue, pe un

Impalaër. Ann holl a oar mad petra ho divije dibabet : ar Republik, a dra sur.

Met ann Deputeed hanvet epad ma oa c’hoas ar Prusianed er vro, Deputeed ann aoun hag ar spont, evel hon eus lavaret uc’helloc’h, — na ioullent ken mont-kuit, ur wez du-hont, hag a lavarjont penoz e chomjont, pa em gavent mad, hag ouspenn c’hoas penoz ez oa hi a dlee lavaret penoz a vewjemp, en Republik, pe indan ur Roue, pe un Impalaër : en ur gir, hi ez oa mestr da ober evel ma karjent, ha ni n’hon defoa netra ken da ober nemet senti, ha tremen dre lec’h ma lavarjent.

Penoz e kavet hu kement-se, ma zud keiz ? Me gred d’in penoz na eo ket evel-se eman ho c’hoant, ha pa deuo ar baotred-se da c’houlenn a-newez bo moueziou diganeoc’h ewit distreï du-hont, ez ouvefet petra ho pezo da lavaret d’ezhe.

Ann Deputeed Republikenn euz ann tu-deho, hag ar c’hreiz-deho, ho d-eûs stourmet muia m’ho d-eûs gallet, ha difennet hon gwiriou hag hon mad gant ur galon a behini a deomp beza anaoudek d’ezhe. Setu aman ho hanoïou ewit ar Finister : ann Aotronez : Pompery, Rousseau, Le Breton, Morvan ha Swiney — Dalc’het mad ho hanoïou, ha pa deuio ann amzer da dibab Deputeed newez (hag e teuio hep-dale pell, me oar-vad), — na ouvefac’h ober gwelloc’h eget reï d’ezhe arre ho moueziou.

Ar re-all, pere a c’hoanta kaout ur Roue, pe un Impalaër, p’ho d-eûs gwelet sklêr penoz na hallent kaout nag ann eil nag egile, ho d-eûs lavaret penoz ez oant kontant euz ar Marechal Mac-Mahon ewit seiz vloaz met goude ar se vloaz-se tremenet, ha kentoc’h zoken, mar kavont ann tu, — e sonjont gallout reï d’imp ur Roue, Herri pemp, pe un all.

Met goustadig, na ve ket grêt goab euz ann dud evel-se. Ar Republikaned, er Gambr evel el lec’h-all, na gouskont ket, hag a welont sklêr c’hoari ar baotred-se.

EIL PENNAD.
————

Al lun pemzek euz ar miz, ann Deputeed republikaned, dre ma ho d-eûs c’hoant da welet o paoues ar stad morc’hedus ha diez en pehini ez omp, a-boe re bell amzer, siouas ! a c’houlennas digant ar Gambr ma vije disklêriet krenn, hag hep klask troïdellou, doare ar Gouarnamant indan pehini e dleemp beva. Tri zra a dalvoudèges vraz a oa er goulenn-se, hanvet en gallek manifeste ann tu kleiz. Setu aman ann tri zra-se, en ber gomziou.

Da genta : — Ar Marechal Mac-Mahon a vô dalc’het pensturier, pe, evel ma lavarer en gallek, Presidant ar Republik, epad seiz vloas, — ha nann pensturier ur Republik pehini na bado nemet seis vloas : da lavaret eo, e-penn ar seis vloas, pe mar deufe d’ezhan mervel a-raok, a hanvet en he lec’h ur pensturier all d’ar Republik.

D’ann eill : — Evel na eûs netra hep ur zi bennag er bed-man, hag e hall peurvuia pep-tra dont da veza gwelloc’h, Constitution, pe lezennou ar Republik a hallo beza as-gwelet, divezatoc’h.

D’ann drived : — Mar na ioul ket ar Gambr diskleria penoz e-deûs c’hoant da ober ur Republik stard ha padus, evel na halfe neuze ober netra a vad hag a badus, disunanet evel ma ’z eo, e c’houlenfomp ma vezo torret, ha galvet ar bopl da henvel Deputeed.

Setu aze ar pez a c’houlenne ar republikaned, hag eüruzamant ho goulenn a zo bet digemeret mad a-walc’h gant ar Gambr, hag a d-eûs bet ar muia a voueziou, pe d’ann neubeuta kement hag ann tu all.

Breman eta a dle beza grêt lezenno evit ober ha rena ar Republik ewit mad hag hervez ar goulenn-se euz ann Deputeed republikaned, ha mar na haller ket dont a-benn da em glevet war gement-se, a vezo rêd mad d’ann Deputeed a zo breman en Versailles mont d’ar gêr, evit ma vo dibabet re all en ho lec’h, pa ’z eo gwir na hallont ober netra a vad hag a badus.

Ar pez a ro c’hoaz muioc’h a dalvoudèges da gement-man, ez eo dre ma d-eûz c’hoantaet Deputeed ann tu deho, ar Royalisted, pe ar re ho d-eûs c’hoant da gaout ur Roue, anavezout petra ez on c’hoant hag ioul ar Gambr war gement-se, hag unan eus ho re ar muia galloudek, ann duk Larochefoucauld-Bisaccia, hen eus goulennet ma lavarje pe ar Republik, pe ur Roue, pe un Impalaër a oa ur gwella gant-hi kaout.

Met ar Gambr e d-eûs lavaret, ha gant ur majorité vraz, en dro-man, penoz na c’houlenne nag ur Roue, nag un Impalaër. met ar Republik.

Kement-man a zo sklêr, a gredan, hag e hallomp sonja mad penoz a-c’hann da bell amzer, na birviken ken zoken, me oar vad, ar Franz na vezo renet na gant ur Roue, na gant un impalaër, hag a vezo ar Republik a deuo da drec’hi, hervez ioul ar bopl, ha da veza savet stard ha padus.

Gouzoud a ran penoz a zo kalz a dud, war ar meaz dreist holl, hag ho deus aoun, hag a gren pa glevont ar gir a Republik, hep ken. Ar pez a zo kiriek da gement-se ez eo ann dud-se, peurvuia, na int ket disket, hag evel na hallont ket lenn hoc’h-unan el levriou petra ez eo ewit gwir ar Republik, e kredont re-vuhan ann holl drouk a ve lavaret d’ezhe diwar he fenn. Met pa vezo anavezet gwelloc’h, ar pez a c’hoarveo pa anveo ann holl lenn ha skriva, war ar meaz evel en kêr, neuze a vezo gwelet penoz a zo kalz a c’hevier en kement a lavarer, hag e haller beza ken eürus, hag eürusoc’h zoken, gant ur Republik, eget gant ur Roue, pe un Impalaër. A vrema zoken e teu ann dud da gredi kement-se, koulz en Breiz-Izel evel el lec’h-all, ha na sponter ken evit klevet tud a zo o lavaret kement drouk a zo euz ar Republik hag ar republikaned, ha pa deuo ar c’henta elektionou braz, tud ar Finister a roïo ho moueziou pourvuia d’ar republikaned. Gwelet a vezo kement-se, hag hep dalea pell, marteze, rag mar na deu ket goulen Deputeed ann tu kleiz da dremen, mar na ve ket disklêriet ar Republik, evel ma c’hoanta ann darnvuian er vrô, a vezo torret ar Gambr, me oar vad, ha dibabet deputeed nevez. Sellet eta, a vreman, en-dro d’heoc’h, evit na vefet ket kemerret bêr-ha-bêr, ha gwelet piou eo ar re a gavet mad da veza kaset da gomz evidoc’h en Paris.

TREDE PENNAD.
————

Lavaret hon eûs, disadorn diweza, petra ez oa goulenn ann Aotro Casimir Perier, pehini a defoa bet ar majorite, pe ar muia a voueziou er Gambr.

Tregont depute a oa bet dibabet, beza a zo ur pennad amzer, evit ober ar pez a lavarer en gallek un projet de Constitution, da lavaret eo lezenno evit sevel stard ar Republik hag hi rena. Goulenn ann Aotro Casimir Perier a oa bet kaset d’ann deputeed-se, evit gwelet pe hi c’havent mad, pe nann. Met ho goude, ar Gambr a dle lavaret iwe he gir war bep lezenn newez, hag hervez he lavar hag ann tu lec’h ma ve ar muia a voueziou, ez eo red d’ann holl senti ha douja d’al lezennou a defe grêt. Evel-se eta ewit d’ur goulenn, evel hini Casimir Perier, pe unan all, da veza kavet fall gant ann tregont depute-se, e hall beza kavet mad gant ar Gambr, pa ve galwet da reï he moueziou warnezhi, ha dont da veza lezenn ewit ann holl : kement-se a zo bet gwelet meur a wez.

Ann deputeed royalisted, da lavaret eo ar re ho deus c’hoant de gaout ur roue, ha nann ar Republik, na garont ket kaer gwelet ann holl, paour ha pinvidik, ar re disket evet ar re na int ket, beza galvet da reï ho moueziou ewit dibab ann deputeed, hag e klaskont a bep seurt troïou ewit harza da voti ar muia a dud ma hallont. peurvia ar re iaouank, ann oberourienn hag artisaned ar c’hêriou, pere peurvuia, a zo republikaned. M’ho defoa eta c’hoantaet tremenn ul lezen dre behini e lavarent penoz na c’halje nikun beza galvet da reï he vouez da dibab ann deputeed, ar c’huzulerienn jeneral hag ar c’huzulerien municipal a-raok ann oad a bemp bloaz war-n-ugent. Ma vije ket tremenet al lezenn-se, a vije bet bihannaët gwall-galz ann niver eus ar re galvet da reï ho moueziou, hag a neubeudo, diwezoc’h, ho divije c’hoas bihannaët ann niver-se, ken ho divije gallet digas a-newez ann doare koz, pa na vije galvet da reï ho moueziou nemet ann dud pinvidik, ha neuze ho divije gallet, marteze, lakâd war ann trôn ho roue Herri pemp.

Met al lezenn-se na dremenas ket, eürusamant, en kuzul an tregont zoken.

Ha perag eta un den hag a ve kavet mad da ur bloaz war-n-ugent da em ganna ha mervel evit he vro, evel soudard, na vefe ket kavet mad ive da lavaret he c’hir war draou he vro ?

Trec’het war an tu-se, ann deputeed monarchisted, da lavaret eo ar re ho deveus c’hoant da welet ar vro renet gant un den hep ken, ur roue pe un impalaêr, — a esaas em dapout en un tu-all. Hag e c’hoantejont neuze ober tremen ul lezenn all pehini a lavare penoz er c’huzuillou municipal ar re ar muia pinvidik en pep parroz a vije galvet da reï ho moueziou war ar budget, da lavaret eo ann arc’hant ez eo rêd da bep parroz dispign evit he mad, evel derc’hel ann hentjou en stad vad, ober re newez lec’h ma ve ezomm, ha kalz a dreou-all. Gwelet a ret mad penoz ho c’hoant a oa bepred lakaad ar re binvidik dreist ar re all. Met eno e c’hoaz na oe ket ar muia a voueziou euz ho zu, hag ez oent trec’het adarre.

Neuze e teuas ul lezenn all pehini e d-eûs grêt kalz a drouz, ur pennad amzer zo, hag a ra c’hoas zoken en ul lec’h bennag, gouzoud a ret mad kement-se : lezenn ar meaziou am eûs c’hoant da lavaret. Eno, siouas ! ho deus trec’het, bete vrema, met nann a galz koulzgoude. Al lezenn-se, evel ma ouzoc’h, a c’houlenn ma vo dibabet ar meariou gant ar prefet hag ar ministr, ha zoken er meaz ar c’huzul municipal, pa blijo gant-hê, el lec’h beza dibabet gant ar c’huzulerienn munisipal en ho mesk hag en ho zoare. Hag, en gwirionez, piou a anavez gwelloc’h en pep kêr, pe en pep parroz, an den ar muia a zoare da anavezout ezommou ha c’hoant ann dud, eget ar re a zo bet ganet ha maget ebars, ho d-eûs bepret bevet entouez ann dud hag a oar piou eo ar re a dle beza en penn ann traou evit ober pep tra gant furnez, reï kelennou mad da bep-hini, hag hen harpa hag hen difenn, pa ve ezomm ?

Ac’hanta nann ! Na eo ket evel-se ez eo brema. Ar prefet, evit-han da veza pell, ha na eo bet biskoas, marteze, er barroz, hag ar ministr, pehini a zo pelloc’h c’hoas, a dibabo ar mear en pep ker ha pep parroz, bihan pe vraz, ann hini a blijo d’ezhe, hep beza gwelet anezhan biskoas, peurvuia, hag hep morc’hed a-bed pe a blijo pe na blijo ket d’ann dud pere ez eo galvet da rena. Penoz e halfe ann dud karout meariou hag a zo roët d’ezhe a eneb d’ho c’hoant hag ho c’hrad vad, ha na anavezont netra, evel ma ’z eo bet gwelet meur a wez, euz a gement a zo red ewit ober pep-tra ewit ar gwella, ha beza ur mear mad ? Evel-se iwe a weler brema kalz a veariou pere a zo karet gant an holl, pe ann darnvuia bepred, en ho faroziou, e-keit ha ma weler peurvuian ar meariou koz a zo bet torret karet ha c’hoantaët. Met me a gred penoz ar meariou koz-se a vezo hanvet a-newez, ha marteze hep dâle pell, rag al lezenn a d-eûs bet kalz a boan o tremen, ha c’hoas na eo gret nemet ewit daou vloaz.

Dre gement a zo bet tremenet er Gambr, ann deiziou diveza, a weler sklêr penoz ar vro na ioul ket beza renet gant ar monarchisted, da lavaret eo paotred ar rouanez, pe ann impalaër. Ar Republik hag ar suffrage universel, da lavaret eo ar gallout evit pep den fur hag onest da reï he vouez war gement a sell euz mad he vro, a c’hone bemdeiz-bemdeiz, hag a drec’ho, hep mar. Gwelet a vezo, pa deuo ann elektionou kenta, da lavaret eo kenta ma vezo da dibaba deputeed newez, kuzulerienn general, pe guzulerienn municipal, en pe tu hec’h aïo ar moueziou. Ann dra-se a zo a zalvoudèges vraz, ha rèd eo d’ann dud diwar ar meaz, evel da re kêr, gouzoud petra a reont, ha reï ho moueziou d’ann dud a anavezont hag a ouzout beza a zoare ewit harpa ho gwiriou hag ho mad, en pep tra. Na dleont ket, dreist-holl, kaout aoun a-bed da reï ho moueziou evel ma vezo ho c’hoant rag na c’hoarvezo drouk a-bed gant-hê war gement-se, ha mar teufe da unan bennag da c’hoantaad noazoud d’ezhe, e kavfont tud a-walc’h evit ho difenn. Mad eo ma ouvefent ann dra-se. Pa raïo pep hini he vouez evel ma vezo he c’hoant, en liberte, hag hep aoun dirag den a-bed.

Neuze a vezo grêt evit mad ar Republik, hag al labourer douar e hallo beza hep morc’hed, hada ha medi he barkou, en peoc’h, gwerza mad he ed bag he loened ; hag ar marc’hadour ive, hag ann artisaned, hag ann holl, en ur gir, — nemet ar re-fall. — a gavo ho mad hag ho eürusted, hag a drugarekao ann dud pere ho defo komzet ha stourmet ewit mad ann holl, ha da genta Doue !

F.-M. L.