PER PE BAOL
————

Ar goanv a oa tremenet, ha Mônig, merc’h ar mestr-skol n’he devoa ket c’hoaz kavet eur pried. E-pad an hanv, koulskoude, e vije gwelet ar beufig e kement pardon a gleved hano anezan : d’ar Folgoat ez ea da viz Mae, da c’houlenn ar c’hras da gaout eur gwaz ; da bardon bras Lesneven e vije gant ar re aketusa da vont el lec’hiou darempredet gant ar gwazed, dreist-holl gant ar baotred yaouank. Bet oa e Ploueskat deiz ar redadeg-kezeg, e foar Vaze e Landi, hag e kant lec’h all. Meur a baotr yaouank evit gwir a zelle outi, a c’hoarze outi, a rea luchadennou outi, met hini anezo na skrivas d’ezi, hini anezo na deuas d’he goulenn. Ar plac’h yaouank a oa en dizesper ha ne ouie mui penaos en em wiska, na da be zant en em westla evit kaout eur gwaz.

— Ha koulskoude oun eur plac’h vrao, na re vras na re vihan, na re deo na re voan, eun daoulagad glaz, eur bleo bloundin, en eur ger tra pep tra evit plijout d’eun aotrou a renk uhel !… Ha ne gavan hini, ne deu ket eun unan d’am goulenn ! Ha koulskoude va zad a zo eur mestr-skol eus an dibab, va mamm a deu eus eur familh uhel. Ne ouezan ket petra a zo e penn ar baotred yaouank a hirio !… Setu em eus ugent vloaz, penn-herez, eur plac’h desket a-zoare oun ivez, broderez n’eus ket he farez, muzikat a ouezan ivez koulz ha n’eus forz piou, ha gant an traou-ze holl, gwaz ebet !… Mat ! m’en tou, a rankan kaout eur gwaz a-benn miz Du kenta, rak ne gavan ket dereat beza dilezet evel ma’z oun, eur vaouez vrao evel ma ’z oun, gant kement paotr yaouank a zo er vro. Per pe Baol, ze na vern ket, met unan am bezo, pe me welo, ne fell ket d’in chom da ober eun dintin Mônig.

An nevez-amzer a oa tremenet, divez miz Mezeven a oa deuet. An tad a gomze eur pennad a oa eus divez ar skol, hag en e zonj en devoa lakaet mont da dremen daou viz d’an Aber-Ildut, e-lec’h en devoa eun ti evit an hanv.

— Ah ! tad, gwechall pa oan bugel, e plije d’in monet da welet mamm-goz, met breman ez eus eun abadenn all ; plac’h yaouank oun, mall d’in kaout eur gwaz, pe chom da dintina, ha n’eo ket en Aber eo e kavin va fried, nemet eur maltouter pe eur pesketaer ho pefe c’hoant rei d’in da bried, tad !

— Da belec’h eta e fell d’it ez kasfen, evit ma kavi eur gwaz eus da gendere, merc’hig ?

— Da Bariz, tad !… Poent ha poent bras eo d’eomp monet d’ar Gear-Benn, evit gwelout ar vuez en doare ma plij d’in, ken em bezo bet eur gwaz da vihana, ha goude avad e teufen adarre da Vreiz, met lorc’h ennon gant va Farizian, tad !

Mônig, ar penn avelet, he devoa klevet komz eus divinerezed Brest. Eun ali he devoa bet digant unan eus he c’hamaladezed da vont da welet unan, ha ma ne gomzfe ket houman hervez he c’hoant, monet da gaout eun all hag a welfe muioc’h sklear en he amzer da zont ! Eiz dez goude, Momig a oa e-tal eun divinerez goz, ruz he fri, ar butun o tivera dioutan, met kaozeal mat a ree ar c’hartou eviti : eur gwaz he devije, eur paotr yaouank brun, touzet e varo evel eun Amerikan, met eur paotr a renk uhel, hag a deufe d’he gwelout war ribl an traez-mor.

Mônig a roas dek lur d’an divinerez, hag en eur vont en trên bihan war-zu ar gear, e kave d’ezi gwelout a-vreman he brunig o tonet d’he c’haout, met n’eo ket da Bariz oa d’ezi monet, met war ribl an traez-mor en Aber eo e teufe d’he briata, ar brun touz. Setu Mônig ha da heul he zud d’an Aber, pa oa deuet ar c’houlz, an ehan-skol.

Ar baborez yaouank a vije gwelet bemdez, ken aliez ma pare an heol, war ribl ar mor, pe o neui pe o lenn eul levr bennak, hag atao outi he-unan.

— Daoust petra a zo o poulza hor merc’h war-zu ar mor bemdez ? a c’houlennas an tad ouz e bried.

— Evel a leverez, Herri, eun dra bennak a zo en he fenn ; ha morse n’em eus he gwelet ken aketus da lenn.

— Ne ouezan ket penaos eo eat ken buan eus he spered ar zonj da vonet da Bariz da glask eur gwaz !

— Traou kuzet ouzomp, Herri ; ha ne ouezan ket va unan petra da zonjal eus ar pez a zo kuzet e spered Mônig. Ha koulskoude n’ema ket o sonjal gwelout eur gwaz o tiboucha diouz ar mor, met eun dra bennak a zo hag am laka da zonjal n’ema nemet o klask an tu da veza gwelet gant eun nebeut Parizianed hag a zo deuet d’ar C’hentell da dremen an hanv, hervez am eus klevet gant Itron Kerlaban. Gouzout a rez, Herri, ar merc’hed a zo tano o fri peurliesa, ha dreist-holl pa vezont e c’hoant kaout pried.

— Evel m’ema hor merc’h, Fantig ! eme an tad.

Eiz dez goude, Mônig, evel ma veze bemdez, a oa o lenn e disheol eur roc’h, a-uz d’ar mor bras, pa welas eur vagig vrao o tonet ha ne oa tamm ebet henvel oc’h bagou paour ar besketerien. He c’halonig a lamme en he c’hreiz, marteze ar sturier a wele a oa an hini a glaske, an hini a oa komzet d’ezi dioutan gant an divinerez !

Pell oa c’hoaz ar vagig, met tostaat a ree oc’h an douar, ha Mônig, poulzet ne ouie ket he-unan gant peseurt nerz, a gerze evel da ziambroug ar vag, en eur ober an neuz da zastum biliennou diwar an traez.

Ar vag a chomas a-zav, hag eur paotr faro, brun touz, a ziskennas diouti : henvel oa oc’h eun Amerikan.

— Setu va den, m’en tou, hennez eo ha n’eo ket eun all ; an divinerez he deus gounezet he dek lur, a zonjas Mônig.

— Itron, eun ti-butun a zo en Aber, mar plich ?

— Me a zo eun dimezell, Aotrou !… Mar kirit dont ganen, me a ziskouezo an ti d’eoc’h, me va-unan !

— N’eus netra gwell evidon, Dimezell !

An daou yaouank a reas buan anaoudegez an eil gant egile, konta rejont o zammig buez an eil d’egile, hag antronoz e tlient en em gavout adarre o daou da gaozeal e-tal ar roc’h uhel. An traou, diwar neuze, a yeas ken buan war a-raok, ma c’houlennas Mônig digant he zud aotre da zigas beteg an ti an aotrou yaouank a dlie beza he fried, n’oa c’hoaz nemet pevar dervez abaoe mac’h en em anavezent.

— Gouzout a rit, eme Mônig d’he zud, em eus ugent vloaz abaoe miz Meurz, hag ez eo dereat d’in dimezi a-raok ma vezin re goz. Kavet am eus eur gwaz, eun den a zoare, mab eun horolacher pinvidik eus a Vrest, hag hennez a blij d’in, hag hennez am bezo, kousto pe gousto…, mar plij ganeoc’h evelkent. Er C’hantell ema o tremen daou viz gant e dud, ha bep bloaz e vezont aze abaoe eiz vloaz a zo. Setu ma roit hoc’h aotre d’in, warc’hoaz e teuio ganen aman. Ra vezo brao, kempenn an traou en ti da zigemer va zervicher, dousig va c’halon !

— Oh la la ! eme an tad, nag a urziou, nag a gomzou flour !… Dousig va c’halon !… ra vezo brao an traou ! Ac’hanta ! Ha petra c’hoaz evit ar benn-herez, mar plich ?

— Ro peoc’h, Herri ! a lavaras ar vamm, rak hounnez, ar verc’h-ze, he deus muioc’h en he bez bihan eget na peus-te en da benn bras.

— Alo, Fantig ! Mar d’ema al lostenn hag ar bragou ganez, ro da urziou ha me a zento ; n’eus nemet an dra-ze evit beza didrabas oc’h ar merc’hed, tevel ha tevel atao !

— Setu ’ta, va merc’h, warc’hoaz e teuio ganez dousig da galon, ha dirazan e roimp d’it hor ger.

Lorc’h enni, sur eus he mamm, hag ivez eus he zad, antronoz ar plac’h yaouank a valee drant war an traez : he muia-karet a oa oc’h he gortoz. Neuze, kazel oc’h kazel, e kemeront an hent a gas da di ar mestr-skol. Great oa d’ezo eun digemer kalonek, dreist-holl gant ar vamm, ne ehanas ket da fougeal he merc’h.

Eur miz goude, Aotrou person Lanildut a eureujas an daou yaouank.

Loeiz ar Floc’h.