Pevar Aviel/Trede loden/Trede rann

Moullerez ar "C’hourrier", 1904  (p. 333-353)



TREDE RANN
————
Jesus a zistro e buez hag a bign en envou
————
KENTA PENNAD
Ar Resurrection (S. Vaze, XXVIII, 1-15 ; S.Marc, XVI, 1-11 ; S. Lucas, XXIV, 1-12 ; S. Iann, XX, 1-18.)
————
1 — Merc’hed a ia d’ar bez
(S. Vaze, 1 ; S. Marc, 1-4 ; S. Iann, 1.)

Pa oue tremenet ar Sabbat, da guz-heol ar zadorn, Mari, mamm Jakes, ha Salome a brenas louzou c’houez-vad evit mont da valzami Jesus.

E nozvez ar Sabbat, mintin mad, pa darze deiz kenta ar zizun, e teujont euz Bethanii da velet ar bez, hag ec’h errujont da zao-heol. Hag e lavarent an eil d’eben : « Piou a ruillo ar mean euz dor ar bez ? » Mes o sellet, e veljont ar mean ruillet : bras oa meurbed.


2 — Ar resurrection
(S. Vaze, 2-4.)

Eur c’hren-douar bras a ioa c’hoarvezet. Rag eal an Aotrou a ziskennas euz an env, hag o tont da gaout ar mean, e ruillas anezhan hag ec’h azeze varnhan. He vizach a ioa evel eul luc’heden hag he viskamant evel an erc’h. Ar goardou a oue strafillet gant ar spont a rea, hag a jomas evel maro.


3 — Mari-Madalen a red da gaout Per
(S. Iann, 1-2.)

Pa velas ar mean taolet dioc’h ar bez, Mari-Madalen a redas hag a deuas da gaout Simon-Per hag an diskibl, Iann, a ioa caret gant Jesus, hag e lavaras d’ezho : « Lamet ho deus an Aotrou euz ar bez, ha ne c’houzomp ket e peleac’h ho deus he lakeat. »


4 — Etretant Mari Cleophas ha Salome a ia d’ar bez
(S. Vaze, 5-7 ; S, Marc, 5-8.)

O vont er bez, ar merc’hed all a velas eun den yaouank azezet en tu deou, guisket gant eur zae venn. Chomm a rejont sebezet. An eal a lavaras d’ezho : « N’ho pezet ket aon. Gouzout a ran e claskit Jesus a Nazareth a zo bet staget ouz ar groaz. N’ema ket aman, rag savet eo, evel m’hen deus lavaret. Deuit ha guelit e peleac’h eo bet lakeat an Aotrou. It buhan da lavaret d’he ziskiblien ha da Ber ez eo ressuscitet hag ez a en ho raog d’ar Galilee. Eno e velot anezhan ken etrezhoc’h holl diskiblien, [1] evel m’hen deus lavaret. Setu e tisclerian d’ehoc’h a ziaraog. »

Mont a rejont er meaz euz ar bez hag e kemerjont an teac’h, rag crena ’ reant gant ar spont a ioa croget ennho. Ne lavarjont netra da zen ebed abalamour d’ar spont.


5 — Per ha Iann a heul Mari-Madalen d’ar bez
(S. Iann, 3-10.)

Per hag an diskibl all a ieas eta en hent hag a deuas d’ar bez. Ho daou e redent assamblez, mes an diskibl all a redas buhanoc’h eged Per hag a en em gavas da genta er bez. Plega ’ reas hag e velas al lienennou var c’horre an douar, mes ne d-eas ket ebarz. Simon-Per a en em gavas ive var he lerc’h, a ieas er bez hag a velas al lienennou var c’horre an douar hag al lienen a ioa bet var he benn disparti dioutho, rollet ha lakeat a gostez. Neuze an diskibl all, digouezet da genta er bez, a ieas ive ebarz : hag e velas, hag e credas oa bet lamet ar c’horf, evel ma lavare Mari-Madalen [2]. Rag ne c’houient ket c’hoaz ar pez a lavar ar Scritur : e tlie sevel a douez ar re varo.

Goudeze an diskiblien a zistroas d’ho zi.


6 — Jesus en em ziscuez da Vari-Madalen
(S. Iann, 11-17.)

Mes Mari-Madalen a jomas en he za e dianveaz ar bez, hag e vouele. Epad ma lenve e plegas hag e sellas er bez. Guelet a reas daou eal guisket e guenn, azezet el leac’h m’oa bet lakeat corf Jesus, unan e plas ar penn hag eun all e plas an treid. Lavaret a rejont d’ezhi : « Maouez, perag e vouelit ? » — « Abalamour, emezhi, ho deus lamet va Aotrou, ha ne c’houzon ket e peleac’h ho deus lakeat anezhan. »

Goude beza lavaret an dra-ze e tistroas var he c’hiz hag e velas Jesus en he za, eb gouzout oa Jesus. « Maouez, eme Jesus, perag e voueles ? Piou a glaskes ? » Mari, o sonjal oa mestr al liorz, a lavaras d’ezhan : « Ma ’z eo c’houi ho peus lamet anezhan, lavarit d’in e peleac’h ho peus hel lakeat, ha me her c’hasso ganen. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Mari ! Hag hi distrei ha lavaret : « Rabboni ! da lavaret eo : Mestr ! » Jesus a lavaras d’ezhi : « Ne douch ket ouzin pelloc’h [3], rag n’oun ket pignet c’hoaz da gaout va Zad ; va guelet a ri meur a vech ; mes kea da gaout va breudeur ha lavar d’ezho : pignat a ran abarz nemeur da gaout va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue. »


7 — Jann Chusa (S. Lucas, 10) hag eur vanden all a verc’hed a zigouez er bez (S. Lucas, 1-8.)

Ar merc’hed ho doa prenet louzou-c’houez vad d’ar guener da noz a deuas d’ar bez mintin mad, da zeiz kenta ar zizun, en eur zougen al louzou ho doa pourchasset. En hent e cavjont Mari Cleophas ha Salome, an diou ne lavarjont ger da zen, abalamour d’ar spont, hag a zistroaz gantho d’ar bez [4]. Caout a rejont ar mean ruillet dioc’h ar bez, hag o veza eat ebarz ne gavjont ket corf an Aotrou Jesus. Ho spered a ioa mantret gant an dra-ze. Ha setu daou zen en ho za dirazho gant eur viskamant skedus. Evel ma ouent spontet ha ma talc’hent ho daoulagad pleget varzu an douar, an elez a lavaras dezho : « Perag e claskit-hu an hini a zo beo etouez ar re varo ? N’ema ket aman, mes ressuscitet eo. Bezit sonj penaoz hen deus comzet d’ehoc’h pa edo c’hoaz er Galilee ha pa lavare : « Red eo e ve lakeat Mab an den etre daouarn ar bec’herien, e ve staget ouz ar groaz hag e savfe beo d’an trede deiz. » Hag e teuas sonj d’ezho deuz comzou Jesus.


8 — Jesus a en em ziscuez d’ar merc’hed santel
(S. Vaze, 8-10)

Mont a rejont dioc’htu euz ar bez gant eur spont hag eul levenez vras, hag e redent da gass ar c’helou d’an diskiblien.

Ha setu Jesus o tont dirazho en eur lavaret : « Salud d’ehoc’h ! » Hi a dosteas, a vriatas he dreid hag hen adoras. Neuze Jesus a lavaras d’ezho : « N’ho pezet ket aon. It, lavarit d’am breudeur mont d’ar Galilee : eno e velint ac’hanon. »


9 — Discredoni an diskiblien
(S. Marc, 9-11 ; S. Lucas, 9-11 ; S. Iann, 18)

Jesus ressuscitet dioc’h ar mintin, da zeiz kenta ar zizun, a en em ziscuezas da genta da Vari-Madalen. Euz hounnez hen doa casset seiz drouc-spered. Mari a ieas da gass ar c’helou d’an diskiblien a ioa bet gant Jesus hag a lenve glac’haret holl. Lavaret a reas d’ezho : « Guelet em eus an Aotrou ha setu ar pez hen deus lavaret d’in. »

Mes an diskiblien, pa glevjont e veve hag oa bet guelet ganthi, ne gredjont ket.

Pa zistroas ar merc’hed euz ar bez e lavarjont d’an unneg ha d’an holl diskiblien all an holl draou a ioa c’hoarvezet.

Edo eta Mari-Madalen, ha Jann, ha Mari, mamm Jakes, hag ar merc’hed all deuz ho c’hompagnunez o lavaret an traou-ze d’an ebestel.

Mes kemeret a rejont ho c’homzou evit sorc’hennou, ha ne gredjont ket.

10 — Per a zistro d’ar bez
(S. Lucas, 12.)

Mes Per a zavas hag a redas d’ar bez. O veza soublet, ne velas, evel er vech kenta, nemet al lienennou var c’horre an douar. Dont a reas kuit, souezet ennhan he-unan gant ar pez a ioa c’hoarvezet.


11 — Gaou ar veleien-vras
(S. Vaze, 11-15.)

Pa ’z eas kuit ar merc’hed euz ar bez, lod deuz ar goardou a deuas e kear hag a lavaras da brinsed ar veleien kement a ioa c’hoarvezet. Ar re-man a en em zestumas gant pennou-bras ar bobl, ha goude beza kemeret cuzul, e rojont d’ar zoudarded eun dornad mad a arc’hant en eur lavaret : « Embannit ez eo deut he ziskiblien en noz hag ho deus laeret anezhan epad ma couskec’h. Ma teu an dra-ze e anaoudegez ar gouarner, ni a c’hounezo anezhan hag ho tiouallo dioc’h peb droug. »

Ar zoudarded a gemeras an arc’hant hag a reas evel m’oant bet kentelliet. Hag ar brud-se a zo skignet beteg hirio etouez ar Jusevien.


————

EIL PENNAD
Jesus a en em ziscuez da zaou ziskibl Emmaüs
(S. Marc, XVI, 12-13 ; S. Lucas, XXIV, 13-35.)
————


Er memez devez, Jesus a en em ziscuezas dindan eur furm ha n’oa ket he hini da zaou euz an diskiblien, epad ma ’z eant var droad da eur verouri.

Daou euz an diskiblien eta a iea da eur geriaden hanvet Emmaüs hag a ioa tri-ugent stad diouz Jerusalem, da lavaret eo, ouspenn diou leo anter. Comz a reant etrezho deuz kement tra a ioa c’hoarvezet. Epad ma comzent evit en em sclerijenna an eil egile, setu Jesus he unan o tostaat hag o vont gantho. Mes ho daoulagad ne c’hellent ket dont a-benn d’he anaout. Hag e lavaras d’ezho : « Deuz a betra e comzit-hu etrezhoc’h o vale ha perag ez oc’h-hu trist ? »

Unan anezho, hanvet Cleophas, a lavaras d’ezhan : « Ha beza oc’h-hu ken divroad e Jerusalem ma n’eus den nemedhoc’h ha ne anavezfe ket ar pez a zo tremenet eno en deveziou-man ? » — « Petra ? a lavaras-hen dezho. » — « Divarbenn Jesus a Nazareth, emezho, a zo bet eur prophet galloudus en oberou hag e comzou dirag Doue hag ar bobl holl, ha penaoz prinsed ar veleien hag hor pennou-bras ho deus roet anezhan d’ar Romened evit beza condaonet d’ar maro, hag ho deus he staget ouz ar groaz. Ni a c’hortoze e vije Dasprener Israel, ha breman, goude kement-se holl, ema hirio an trede deiz abaoue m’eo tremenet an traou-ze. Goulzgoude, lod euz ar merc’hed a ioa ganeomp ho deus spontet ac’hanomp : eat int d’ar bez araog ar sclerijen hag int deut, eb beza cavet he gorf, da rei kelou ho deus guelet elez hag a lavar ez eo beo. Lod ac’hanomp o zo eat ive d’ar bez hag ho deus cavet an traou e giz m’ho doa lavaret ar merc’hed, mes n’ho deus ket he gavet he-unan. »

Jesus a lavaras d’ezho : « O tud diskiant ! O calonou lugud da gredi an holl draou ho deus lavaret ar bropheted ! Daoust ha ne dlie ket ar C’hrist gouzanv an holl draou-ze, ha mont evelse en he c’hloar ? » Hag o coumans dre Moyses, ha goudeze dre an holl bropheted, e tisplege d’ezho en holl Scrituriou ar pez a ioa lavaret divar he benn.

Tostaat a rejont ouz ar geriaden ma ’z eant ennhi, hag e reas an neuz da vont larkoc’h. Mes hi a viras outhan en eur lavaret : « Chomit ganeomp, rag ar pardaez a deu hag an deiz a zo izel. » Mont a reas gantho en ti. Epad m’edo ouz taol gantho, e kemeras bara, her bennigas, he rannas hag her c’hinnigas d’ezho. Ha setu ma tigoras ho daoulagad ha ma c’hanavezjont anezhan : mes hen a deuzas dirazho.

Neuze e lavarjont an eil d’egile : « Ne ket guir oa birvidic hor c’halon ennomp pa gomze epad an hent ha pa zisplege d’eomp ar Scrituriou. » Hag o sevel d’an heur memez e tistrojont da Jerusalem hag e cavjont an unneg assamblez hag ar re a ioa gantho. Ar re-man a lavare : « An Aotrou a zo ressuscitet e guirionez hag a zo en em ziscuezet da Ber. » Per a oue credet, gant lod da neubeuta. An daou ziskibl a zisklerias ive ar pez a ioa en em gavet en hent ha penaoz ho doa anavezet anezhan da rann ar bara. Mes hi na ouent ket credet muioc’h eged ar merc’hed dioc’h ar mintin.


————

TREDE PENNAD
Jesus a en em ziscuez diou vech d’an ebestel assamblez. (S. Marc, XVI, 14; S. Lucas, XXIV, 36-43 ; S. Iann, XX, 19-29.)
————
1 — Jesus a en em ziskuez d’ar zul Fask d’an ebestel, pa n’edo ket Thomas gantho

Dioc’h ar pardaez d’ar memez devez, ar c’henta deuz ar zizun, ec’h en em ziscuezas da ziveza d’an unneg epad ma edont ouz taol. An oriou a ioa clozet el leac’h m’oant destumet, gant aon rag ar Jusevien. Comz a reant divarbenn an traou c’hoarvezet, pa deuas Jesus, hag en he za en ho zouez, e lavaras d’ezho : « Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ! Me eo : n’ho pezet ket aon. » Mes hi, trubuillet ha spontet, a zonje guelet eur spered dindan furm eun den. Hag e lavaras d’ezho : « Perag oc’h trubuillet ? Perag e sao ar zonjou-ze en ho calon ? Guelit va daouarn ha va zreid : me va-unan eo ; touchit ha guelit : eur spered n’hen deus na kig, nag eskern, evel a velit em eus-me. » Goude beza lavaret an dra-ze, e tiscuezas d’ezho he zaouarn, he gostez hag he dreid. An diskiblien a oue carget a levenez o velet an Aotrou. Evel ne gredent ket c’hoaz mad avoalc’h ha ma choment estlammet abalamour d’ho levenez, e lavaras : « Bez’ ho peus aman eun dra bennag da zribi ? » Kinnig a rejont d’ezhan eun tamm pesk rostet hag eun diren-vel. Dribi a reas dirazho, hag o veza kemeret ar restadou, ho roas d’ezho. Goudeze e rebechas d’ezho ho spered difeiz hag ho c’halon aheurtet, abalamour n’ho doa ket credet ar re ho doa guelet anezhan ressuscitet.

Hag e lavaras d’ezho adarre : « Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! Evel m’hen deus casset va Zad ac’hanon, me a gass ac’hanoc’h. Goude beza lavaret an dra-ze, e c’hoezas varnho hag e lavaras : « Recevit ar Spered-Santel : ar pec’hejou a vezo pardonet d’ar re m’ho pezo ho fardonet, ha ne vezint ket pardonet d’ar re n’ho pezo ket ho fardonet. » [5]

Hogen, Thomas, unan deuz an daouzeg, lezhanvet Didym, n’edo ket gantho, pa deuas Jesus. An diskiblien all a lavaras d’ezhan : « Guelet hon deus an Aotrou. » Mes hen a lavaras d’ezho : « Ma ne velan ket merk an tachou en he zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e plas an tachou ha va dorn en he gostez, me ne gredin ket. »


2 — Jesus a en em ziscuez eiz dez goude d’an ebestel, pa edo Thomas gantho

Eiz dez goude, edo adarre an diskiblien en ti ha Thomas gantho. Jesus a deuas, an oriou clozet, hag en he za en ho zouez, e lavaras d’ezho : « Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ! » Goudeze e lavaras da Dhomas : « Lak’ da viz aze, ha guel va daouarn ; digass da zorn ha lak’ anezhan em c’hostez, ha ne vez ket mui eun den discredic mes eun den a feiz. »

Thomas a respontas hag a lavaras d’ezhan : « Va Aotrou ha va Doue. » Jesus a respontas d’ezhan : « Abalamour ma peus guelet ac’hanon e credes, Thomas ; eürus ar re n’ho deus ket guelet hag ho deus credet. »


————

PEVARE PENNAD
Jesus a en em ziscuez da zeiz diskibl var ribl mor ar Galilee (S. Iann, XXI, 1-14.)
————


Goudeze Jesus a en em ziscuezas adarre d’he ziskiblien var ribl mor Tiberiad. Setu ama penaoz ec’h en em ziscuezas.

Edo assamblez Simon-Per ha Thomas, lezhanvet Didym, Nathanael pe Barthelemy, hag a ioa deuz Cana er Galilee, daou vab Zebedee, Jakes ar major ha Iann, ha daou ziskibl all. Simon-Per a lavaras d’ezho ; « Mont a ran da besketa. » — « Ni a ia ganehoc’h, emezho. » Mont a rejont hag e savjont en eur vag : mes en noz-se ne gemerjont netra.

Pa deuas ar mintin, Jesus a en em zalc’has en he za var an aod, mes he ziskiblien ne anavezjont ket anezhan. Lavaret a reas d’ezho : « Bugale, beza ho peus eun dra bennag da zribi ? » — « Nann, emezho. » — « Mad, taolit ar roued a zeou d’ar vag hag e cavot. » Taoler a rejont anezhi ha ne c’hellent ket mui he denna abalamour da niver bras ar pesked. An diskibl caret gant Jesus a lavaras da Ber : « An Aotrou eo. » Simon-Per, pa glevas oa an Aotrou, a viskas he zae, rag taolet hen doa anezhi, hag a en em lakeas er mor. An diskiblien all a deuas gant ar vag en eur zacha ar roued leun a besked. N’edont dioc’h an douar nemet var dro daou-c’hant ilinad, ar pez a ra tri-c’hant troatad.

Pa ziskenjont var an aod e veljont glaou tan ennho, eur pesk var c’horre ; ha bara. Jesus a lavaras d’ezho : « Digassit deuz ar pesked emaoc’h o paouez kemeret. » Simon-Per a bignas er vag hag a zachas ar roued d’an douar. Bez’ ez oa ennhi trizeg ha seiz ugent pesk bras. Hag evitho da veza kement, ar roued ne dorras ket.

Jesus a lavaras d’ezho : « Deuit ha drebit. » Ha nicun deuz an dud a ioa dem-c’hourvezet evit dribi ne grede goulen outhan : « Piou oc’h-hu ? » Gouzout a reant oa an Aotrou. Jesus a dosteas, a gemeras bara, hen roas d’ezho, hag ar pesk ive.

Jesus a en em ziscuezas en dro-ze d’he ziskiblien evit an trede guech abaoue m’oa savet a douez ar re varo.


————

PEMPET PENNAD
Per a zo lakeat adarre da benn en Iliz (S. Iann, XXI, 15-24.)
————


Goude ho lein, Jesus a lavaras da Zimon-Per : « Simon, mab Iann, caret a res-te ac’hanon muioc’h eged ar re-man ? » Respont a reas : « Ia, Aotrou, gouzout a rit e caran ac’hanoc’h. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Bez pastor va oaned. »

Lavaret a reas d’ezhan adarre : « Simon, mab Iann, caret a res-te ac’hanon ? » Respont a reas : « Ia, Aotrou, gouzout a rit e caran ac’hanoc’h. »

Jesus a lavaras d’ezhan : « Bez pastor va denved yaouank. »

Lavaret a reas d’ezhan evit an trede guech : « Simon, mab Iann, caret a res-te ac’hanon ? » Per a deuas da veza trist abalamour m’hen doa lavaret d’ezhan evit an trede guech : « Caret a res-te ac’hanon ? » Hag e respontas d’ezhan : « Aotrou, c’houi a c’hoar peb tra : gouzout a rit e caran ac’hanoc’h. »

Lavaret a reas d’ezhan : « Bez pastor va danvadezed. »

Bez pastor an dud fidel, bez pastor ar veleien, bez pastor an eskiblien a c’han an holl gristenien da vuez ar c’hras : evel eur guir bastor, mag anezho gant va c’helennadurez, ren anezho gant va galloud ha diouall anezho gant va c’harantez. »

« E guirionez, e guirionez, me a lavar d’id : pa oas yaouankoc’h e lakeas da c’houriz en dro d’id, e saves outhi da zae hag e kerzes d’al leac’h ma cares ; mes, pa vezi deut da veza coz, ec’h astenni da zaouarn ; eun all a lakeio did da c’houriz hag a gasso ac’hanot d’al leac’h n’e peus ket a c’hoant. »

Lavaret a rea an dra-ze evit merka dre be varo e tlie glorifia Doue.

Hag evit guir tri bloaz ha tregont goude, Sant Per a oue liammet hag a varvaz he zivrec’h astennet var eur groaz.

Goude ar c’homzou-ze, Jesus a lavaras da Ber : « Heul ac’hanon. » Per, o veza distroet, a velas varlerc’h an diskibl caret gant Jesus, an hini a alcodas var he gerc’hen epad ar goan baskal hag a lavaras : « Aotrou, piou a dreïsso ac’hanoc’h. » Pa velas Per anezhan, e lavaras da Jesus : « Aotrou, hag heman, petra ’ zigouezo ganthan ? » Jesus a lavaras d’ezhan : « Ma fell d’in e chomfe evelse beteg ma teuin, petra ’ ra ze d’id ? Evidot, heul ac’hanon. »

Sevel a reas brud etouez ar breudeur, egiz ma c’h-en em hanve ar gristenien genta, ne dlie ket an diskibl-se mervel. Jesus n’hen doa ket lavaret da Ber : « Ne varvo ket » ; mes : « Ma fell d’in e chomfe evelse beteg ma teuin, petra ’ ra ze d’id ? »

E guirionez, sant Iann ne varvas ket er verzerenti, evel sant Per, mes dre gozni, eiz vloaz ha tri-ugent divezatoc’h.

Hen eo an diskibl a ro testeni deuz an traou-man hag hen deus scrivet anezho, ha gouzout a reomp eo guirion he desteni.

C’HUEC’HVET PENNAD
Jesus a en em ziscuez d’he ziskiblien {{{2}}} eur menez, a ro d’ezho he gentelliou diveza hag a bign en envou
(S. Vaze, XXVIII, 16-20 ; S. Marc, XVI, 15-20 ; S. Lucas, XXIV, 44-53.)
————


An unneg diskibl a ieas er Galilee var ar menez a ioa bet merket d’ezho gant Jesus. Hervez S. Paol, en he genta lizer da gristenien Corinth, XV, 6, ouspenn pemp cant diskibl a en em gavas eno gant an unneg abostol. Ouz he velet hen adorjont ; mes lod anezho a zalc’he douetans.

Jesus a dosteaz ouz an unneg hag a gomzas outho evelhen : « Peb galloud a zo roet d’in en env ha var an douar. It eta ; kelennit an holl boblou ; badezit anezho en hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel ; deskit d’ezho miret kement tra am eus gourc’hemennet d’ehoc’h : setu emaon ganehoc’h bemdez beteg fin an amzeriou. »

Jesus eta, evel ma lavar S. Lucas e levr Actou an ebestel, I, 3-4, a ziscuezas d’he ziskiblien dre galz merkou anat ez oa beo goude he bassion, oc’h en em rei d’ezho da velet daou-ugent devez hag o comz divarbenn rouantelez Doue. D’an daou-ugentved devez e trebas gantho e Jerusalem hag e lavaras d’ezho : « It dre ar bed holl, prezegit an aviel d’an holl grouadurien : an hini a gredo hag a vezo badezet a vezo salvet ; mes an hini ne gredo ket a vezo condaonet. Setu aman ar burzudou a heulio an dud a gredo : em hano e cassint kuit an drouc-sperejou ; prezeg a reint e iezou nevez ; maneal a reint aered ; ma c’h-efont eur vilim marvel bennag ne noazo ket d’ezho ; lakaat a reint ho daouarn var ar re glanv, hag ec’h en em gavint pare. »

Hag e lavaras d’ezho : « Setu ar c’homzou am eus lavaret d’ehoc’h pa edon c’hoaz ganehoc’h : eo red e teuje da vir kement a zo scrivet divar va fenn e lezen Moyses, er bropheted hag er psalmou. »

Er memez amzer e tigoras d’ezho ho skiant evit compren ar Scrituriou. Hag e lavaras : « Evelse eo scrivet, hag evelse e tlie ar C’hrist gouzanv ha sevel d’an trede deiz a douez ar re varo ha beza prezeget en he hano ar binijen ha pardon ar pec’hejou e creiz an holl boblou hag e Jerusalem da genta.

» Hogen, c’houi a zo testou euz an traou-ze.

» Mont a ran da zigass an Hini hen deus lavaret va Zad e tisgassfe varnhoc’h. Ha c’houi, chomit e Jerusalem beteg ma viot guisket deuz nerz an env, pa recevot ar Spered-Santel. »

Goude ar c’homzou-ze, an Aotrou Jesus a gassas anezho er meaz euz kear, etrezeg Bethanii, var ar menez Olived e giz ma verk levr Actou an ebestel. Neuze e savas he zaouarn hag e vennigas anezho. Epad ma vennige anezho, ez eas dioutho hag e pignas en env, el leac’h m’eo azezet en tu deou da Zoue.

Evel ma sellent outhan o vont en env, setu daou zen, guisket e guenn, a deuas en ho c’hichen hag a lavaras d’ezho : « Tud ar Galilee, perag e chomit-hu da zellet ouz an env ? Ar Jesus-se, pignet diouzhoc’h en env, a deuio ac’hano e giz m’ho peus guelet anezhan o sevel. — Levr Actou an ebestel, I, 10-11.

Goude beza adoret anezhan, e tistrojont da Jerusalem gant eul levenez vras. Ato e vezent en templ o veuli hag o venniga Doue.

Pa ’z ejont kuit, ec’h en em lakejont da brezeg e peb leac’h ; hag an Aotrou a laboure gantho hag a gennerze ho c’helennadurez dre ar burzudou a deue var he lerc’h.

————
EUR GER DIVEZA
(S. Iann, XX, 30-31 ; XXI, 25.)

Jesus a reas calz miraclou all dirag he ziskiblien ha n’int ket scrivet el levr-man. Ma vijent scrivet a hini da hini, me a gred n’eo ket bras avoalc’h ar bed evit digemeret al levriou a ve da scriva. Mes an traou-man a zo scrivet evit ma credot ez eo Jesus ar C’hrist Mab Doue ha m’ho pezo dre ho feiz, ar vuez en he hano.


————
  1. Fillion, in Mat. XXVIII, 10.
  2. S. Aug. ap. Fillion, in Jo. XX, 8.
  3. Maldonat, ap. Fillion, in Jo. XX, 17.
  4. Fouard. Vie de Jésus-Christ.
  5. Dre ar geriou-ze, Jesus a zao sacramant ar Binijen. — Conc. Trid. Sess. XIV, can. 3.