◄ Gant pegemend a zoujans e tleer kemeret korf Jezuz-Krist | Pevare levr - II | Pegen talvouduz eo tostaat aliez oc’h ann daol zantel ► |
1. — Ann ene mad — O veza m’am
euz fisians, Aotrou Doue, enn ho madelez
hag enn ho trugarez vraz-meurbed, setu
e tostaann ouz-hoc’h evel eunn den klanv
a dosta ouz ann hini her pareo, ouz he
Zalver ; evel ma tosta eunn den en deuz
naoun ha sec’hed ouz ar feunteun a vuez,
evel ma tosta eunn den paour ouz roue
ann envou, evel eur servicher ouz he
vestr, evel eur c’hrouadur ouz he Grouer,
evel eunn den glac’haret ouz ann hini a
gennerzo anezhan enn he boaniou.
Dont a rit etrezeg enn-oun Euz a be leac’h e teu ar c’hras-ze d’in ? Na petra ounn-me evit ma plijfe gan-e-hoc’h en em rei d’in ? Penaoz e kred eur pec’her mont dira-z-hoc’h ? Penaoz e plij gan-e-hoc’h dont da gaout eur pec’her ? Anaout a rit ho servicher, ha gouzout a rit n’euz enn-han nep tra vad e-bed, evit ma teufe d’ezhan ar c’hras-ze digan-e-hoc’h.
Ansao a rann va distervez-me, anaont ho madelez, meuli ho trugarez hag ho trugarekaat euz ho karantez vraz-meurbed em c’henver. Ne d-eo ket evit ar mad am euz great eo e rit kement-se d’in, evid-hoc’h hoc’h-unan eo, evit mac’h anavezinn skleroc’h a ze peger braz eo ho madelez hag ho karantez, hag evit ma teskinn en em izelaat mui-oc’h-vui. Pa’z eo gwir e fell d’e-hoc’h e ve ann dra-ze er c’hiz-ze pa hoc’h euz gourc’hemennet evel-se, me a zigemer gant levenez ar c’hras a rit d’in. Plijet gan-e-hoc’h miret na zeuio ket ho kras da bellaat diouz-in enn abek d’am fec’hejou.
2. — O va Jezuz mad ha karantezuz-meurbed ! Pegemend a zoujans hag a drugarez, pegemend a veuleudiou ne dleomp-ni ket d’e-hoc’h da viken, goude m’hon euz kemeret ho korf sakr, n’euz den evit lavaret peger mad eo.
Petra vezo va sonjezonou er goumunion zantel-man enn eur dostaat oc’h Doue ? Rak n’ounn ket evit he enori evel ma tlefe beza hag evelato em euz c’hoant d’he zigemeret gant gwir feiz. Gwella tra ha talvoudusa tra a oufenn da ober eo en em izelaat a grenn dira-z-hoc’h, o va Doue, ha meuli ho madelez vraz-meurbed em c’henver.
Ho meuli a rann, o va Doue, hag ho meuli a rinn da viken ; en em zisprijout a rann va-unan ha senti a rann ouz-hoc’h, rak ne d-ounn netra ken nemet distervez.
3. — C’houi a zo santel dreist ann holl zent ; me avad ne d-ounn ken nemet stlabez ar pec’hed ! Dont a rit etrezek enn-oun, ha me n’emoun ket e stad vad evit sevel va daoulagad etrezek enn-hoc’h. Dont a rit daved-oun, bez’e fell d’e-hoc’h beza gan-en, va fidi a rit da dostaat ouz ho taol zantel.
Bez’ e fell d’e-hoc’h e tebrfenn bara ann envou, bara ann Elez, me lavar ho korf hoc’h-unan, ar bara beo a zo diskennet euz ann env hag a zigas ar vuez d’ann dud holl.
4. — Setu aze ar penn-abek euz ho karantez. Peger braz eo ho madelez ! nag a drugarez hag a veuleudiou a zo dleet d’e-hoc’h evit kemend all a c’hrasou !
Pegen talvouduz ha peger mad eo bet evit hor zilvidigez ho pe-c’houi great sakramant ann Aoter ! Nag a zudi eo tostaat ouz ho taol zantel, pa roit d’e-omp ho korf sakr da vagadurez ! Nag a veuleudiou a zo dleet d’e-hoc’h evit ar pez a rit ! Peger braz eo ho kalloud ! Peger braz eo ho kwirionez ; ne oufe den her lavaret !
Rak lavaret hoc’h euz : Ra vezo great pep tra, ha pep tra a zo bet great ; ar pez hoc’h euz gourc’hemennet a vije, a zo deuet da veza.
5. — Souezusa tra ! Tra da veza kredet ! Tra a zo dreist spered ann den ! C’houi, Aotrou, gwir Doue ha gwir den, c’houi a zo holl dindan spesou dister ar bara hag ar gwin, c’houi a zo debret gant ar re a zigemer ac’hanoc’h, hep na zeuit da veza koazet tamm e-bed.
C’houi zo mestr war gement zo, c’houi n’hoc’h euz ezomm a zen e-bed, ha koulskoude e fell d’e-hoc’h dont da choum enn hon touez dre ho sakramant sakr. Plijet gan-e-hoc’h miret dioc’h pep pec’hed va ene ha va c’horf, evit mac’h hellinn tostaat aliesoc’h ouz ho taol zantel gant eur galoun c’hlann ha karget a levenez, hag evit mac’h heliinn digemeret, evit silvidigez va ene ar misteriou hoc’h euz savet, dreist pep tra evit ho kloar hag evit ma talc’hinn da viken sonj ac’hanoc’h.
6. — En em laouenait, va ene, ha trugarekait Doue, o veza m’en deuz roet d’e-hoc’h traou ker mad evit digas frealz d’e-hoc’h enn draonien-man a zaelou. Hag evit gwir, kel liez gweach ma tostait ouz ann daol zantel ha ma kemerit korf Jezuz-Krist, kel liez gweach ive e labourit evit ho silvidigez hag hoc’h euz ho lod e grasou Jezuz-Krist.
Rak karantez Jezuz-Krist ne vihana morse, hag he drugarez a zo braz-meurbed ha ne d-eo ket evit beza dizec’het. Evit-se eo e tleit bepred, ha gant eunn nerz nevez, en em lakaat e doare vad d’hen digemeret, ha teurel evez piz oc’h ar mister braz-ze euz ho silvidigez.
Pa livirit, pe diana pa selaouit ann oferen, ar mister-ze a dle beza evid-hoc’h eunn dra ker braz, ken nevez ha ker mad, evel pa ve Jezuz-Krist diskennet enn deiz-ze evit er weach genta euz ann env e kof ar Werc’hez zantel d’en em ober den ; pe e-c’hiz ma ve bet Jezuz-Krist enn deiz-ze staget oc’h ar groaz ha marvet evit silvidigez ar bed, enn eur c’houzanv kalz a boaniou.
Ann Abostol sant Iann o veza bet douget a spered bete Jeruzalem ann envou, a welaz e-kreiz tron Doue eunn Oan a ioa evel pa vije bet lazet, hag enn-dro d’ezhan e welaz ar seiz Spered a zo kaset gant Doue dre ar bed holl, hag ive tud koz, pevar war-n-ugent anezho. Hag ar re goz en em strinke d’ann daoulin dirak ann Oan, gant-ho enn ho daouarn telennou ha louzou c’houez vad, me lavar pedennou ar zent. Ann holl a gane eur ganaouen nevez evit meuli ann hini a ioa bet lazet hag en deuz tennet ac’hanomp, enn eur hor prena evit Doue, euz a bep breuriez, euz a bep iez, euz a bep pobl hag euz a bep bro. Elez, kant ha kant all anezho, a zave ho mouez hag a lavare : Ann Oan a zo bet lazet a dal e ve roet d’ezhan galloud, furnez, nerz, enor, gloar ha meuleudiou. Neuze kement zo krouet enn env, war ann douar hag er mor, ha kement tra a zo enn-ho a lavare : Enor, gloar, bennoz ha galloud evit-mad d’ann hini a zo azezet war ann tron, ha d’ann Oan ivez.
Setu e welomp breman traou all. Ann Oan-ze a zo azeulet war he dron gant ann Elez, gant ar Zent ha gant ann holl re euruz enn env, setu ema o tont kunv ha sioul d’hor c’havout dindan spesou ar bara ; en em rei a ra d’e-omp, krouadurien paour, evit santelaat hon ene, evit maga anezhan hag hor c’horf ive war-eunn-dro, enn eur rei d’e-omp da zibri ha da eva he gik hag he c’hoad. Dre-ze e teu, kouls lavaret, d’en em ober den a nevez e pep-hini ac’hanomp, hag e kas da benn enn-omp, hep na ouzomp penaoz, ar zakrifiz braz euz ar groaz oc’h en em rei he-unan d’e-omp.
O Jezuz-Krist, Map ann Doue beo, peger burzuduz eo hoc’h henchou ! Piou a zisplego d’in ar mister-ze, n’euz den evit he anaout ? Rak mar savann va spered beteg ann env, eno ho kwelann e kaloun ho Tad, e-kreiz he c’hloar ; ha mar troann va daoulagad war-zu ann douar, eno ho kwelann ive e kaloun ar pec’her paour ha reuzeudik. Evel-se ’ta oc’h stag dre ar garantez ouz ar pez a zo huela hag izela. Hag o veza ne d-eo ket a-walc’h d’e-hoc’h dont da ziambroug ann den fall-ze, pa zeu d’ezhan ar c’hoant d’ho kaout, pa zeu da c’hervel ac’hanoc’h, setu her galvit hoc’h-unan da genta, gervel kre a rit anezhan enn eur lavaret : Deut, deut d’am c’havout c’houi holl hoc’h euz poan, ha me ho tiboanio ; deut, rak eur c’hoant braz am euz bet da zibri ar Pask-man gan-e-hoc’h.
Re vraz eo ho karantez enn hor c’henver, Aotrou Doue, re vraz eo ; ho pezet sonj piou oc’h, pe gentoc’h, grit n’hen ankounac’hainn biken ; grit ma tostainn ouz-hoc’h evel ma tosta ann Elez ho-unan, me lavar gant doujans, gant eur galoun izel, leun a fisians enn ho trugarez ha losket dre ann tan euz ar garantez vraz-meurbed a ra d’e-hoc’h diskenn enn hon ene.