Piv a laro, kristenien

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Piou ’lavaro, kristenien.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 85-86)



KANTIKOU EN ENOR D’AN ELET
————
N° 74. — Petra ra an Elet evidomp.
War don : Job a oa eun den zantel, ha ton Diougan Gwenc’hlan, N° 74.


1. Piv a laro, kristenien, pegouls eo bet krouet,
Gant Doue Ol-c’halloudek au Ele beniget ?
Arog ar mor ; an douar, an astrou lugernus,
E kanent o meulodi D’an Dreindet glorius

Diskan.
Elet Doue, Elet eürus.
Disket d’imp serviji Jezus :
Veldoc’h ezomp e vugale,
An Env a zo hon bro ive.

2. Gwelet o deuz an douar o kemer e dachen,
An heol o skuill warnezan e gentan sklerijen ;
Dirag he e tibabaz Doue ar pri melen.
A benini e temzaz memprou ar c’hentan den.

3. Skrijet o deuz pa gouezaz Adam en e bec’het,
Ha pa redaz goad Abel gant dorn e vreur lazet,
Pa glevjont o tidarzan ar gurunou spontuz,
Hag an diluj o tiruill war ben an dud kabluz.


4. Ouz Abraham e Mambre liez o deuz komzet,
Gant Moïzez en dezert pell o deuz baleet,
Tridet o deuz pa gane David ha Zalomon,
Ha pa c’harme Jeremi war lein mene Sion.

5. Eun El a zisrevelaz d’ar profet Daniel
Pegouls e tlee Jezuz ha genel ha mervel,
Eun El a c’henchaz Tobi euz Niniv da Rajez ;
Isaï hag Eliaz a veve en o zouez.

6. Pa oe ganet hon Zalver, uz d’e graou, pad an noz,
O moeziou flour a zone zoniou ar Baradoz :
Pare kement a vurzud e pep lec’h hen c’heuillent,
Pa varvaz, war ar C’halvar, tal e groaz e klemment.

7. He lemmaz ar men poner a stoufe war e ve,
A stravillaz ar goardou pere hen diouale ;
Epad ma pigne d’an Env beteg e dron uc’hel,
Daou El a zisc’hlac’hare kalon an ebestel.

8. Uz d’an Iliz katolik e ninjont a vanden,
Er peoc’h evit he miret, er brezel d’he difen :
Iudal a ra warnezi Satan hag ar re fal ;
Harpet mad eo a belzo, n’heller ket he finval.

9. An dud varo deiz ar varn ganthe a vo galvet,
Hag e traouien Jozaphat a bep tu dastumet :
He stlapo kreiz an ifern diaoulou ha re-daonet.
He dougo d’ar Baradoz ar gristenien zalvet.

10. Neb a gar a zo karet : neb a bed, zikouret ;
N’euz nikun war an douar hep eun El d’e viret :
C’heuillomp e ali bepret, hep ober poan d’ezan,
Hag er Baradoz ive e vimp eüruz ganthan. Amen.

K. G.